Breton(i)
1 Bez' e oa ur c'hlañvour, anvet Lazar, eus Betania, kêriadenn Mari ha Marta he c'hoar.
2 Mari a oa an hini a eoulias an Aotrou a c'hwez-vat, hag a dorchas e dreid gant he blev; ha Lazar, he breur, a oa klañv.
3 Ar c'hoarezed eta a gasas da lavarout da Jezuz: Aotrou, an hini a garez a zo klañv.
4 Jezuz, o vezañ klevet kement-se, a lavaras: Ar c'hleñved-se n'eo ket d'ar marv, met evit gloar Doue eo, evit ma vo roet gloar da Vab Doue a gement-se.
5 Jezuz a gare Marta, hag he c'hoar, ha Lazar.
6 Koulskoude, p'en devoa klevet penaos e oa klañv, e chomas daou zevezh c'hoazh el lec'h ma oa.
7 Neuze e lavaras d'e ziskibien: Distroomp e Judea.
8 An diskibien a lavaras dezhañ: Mestr, ar Yuzevien a glaske, n'eus ket pell, da veinata, hag e tistroez a-nevez di!
9 Jezuz a respontas dezho: Ha n'eus ket daouzek eur en deiz? Mar bale unan bennak e-pad an deiz, ne gouezh ket, abalamour ma wel sklêrijenn ar bed-mañ.
10 Met mar bale unan bennak e-pad an noz, e kouezh, abalamour n'eus ket a sklêrijenn ennañ.
11 Komz a reas evel-se, ha goude e lavaras dezho: Lazar, hor mignon, a gousk; met me a ya d'e zihuniñ.
12 E ziskibien a lavaras dezhañ: Aotrou, mar kousk, e vo yac'haet.
13 Met Jezuz en devoa komzet eus marv Lazar; hag int a grede e komze eus diskuizh ar c'housked.
14 Neuze Jezuz a lavaras dezho freals: Lazar a zo marv.
15 Hag ez eus joa ganin abalamour deoc'h, dre ne oan ket eno evit ma kredot; met deomp d'e gavout.
16 Tomaz, galvet Didim, a lavaras d'an diskibien all: Deomp, ni ivez, evit mervel gant Jezuz.
17 Jezuz, o vezañ erruet, a gavas Lazar er bez abaoe dija pevar devezh.
18 Betania a oa war-dro pemzek stadenn eus Jeruzalem,
19 ha kalz eus ar Yuzevien a oa deuet da-gichen Marta ha Mari, evit o frealziñ diwar-benn o breur.
20 Pa ouezas Marta e teue Jezuz, ez eas a-raok dezhañ; met Mari a chomas azezet er gêr.
21 Ha Marta a lavaras da Jezuz: Aotrou, ma vijes bet amañ, va breur ne vije ket marvet.
22 Met anavezout a ran penaos bremañ memes, holl gement a c'houlenni digant Doue, Doue en roio dit.
23 Jezuz a lavaras dezhi: Da vreur a adsavo a varv.
24 Marta a respontas dezhañ: Gouzout a ran ec'h adsavo da vev da adsavidigezh an deiz diwezhañ.
25 Jezuz a lavaras dezhi: Me eo an adsavidigezh hag ar vuhez; an hini a gred ennon a vevo, memes ha pa vefe marv.
26 Ha piv bennak a vev hag a gred ennon, ne varvo biken. Ha krediñ a rez kement-se?
27 Hi a lavaras dezhañ: Ya, Aotrou, me a gred out ar C'hrist, Mab Doue, an hini a zlee dont er bed.
28 P'he devoe lavaret kement-se, ez eas hag e c'halvas Mari, he c'hoar, e-kuzh, hag e lavaras dezhi: Ar Mestr a zo amañ, hag e c'halv ac'hanout.
29 Houmañ, o vezañ klevet anezhi, a savas buan, hag a zeuas d'e gavout.
30 Jezuz ne oa ket c'hoazh aet er bourc'h, bez' e oa el lec'h ma oa deuet Marta a-raok dezhañ.
31 Yuzevien a oa gant Mari en ti, ouzh he frealziñ; pa weljont e oa savet ken buan, hag e oa aet er-maez, e heuilhjont anezhi, o lavarout: Mont a ra da ouelañ d'ar bez.
32 Pa voe deuet Mari el lec'h ma oa Jezuz, ha pa welas anezhañ, en em daolas d'e dreid, hag e lavaras dezhañ: Aotrou, ma vijes bet amañ, va breur ne vije ket marvet.
33 Pa welas Jezuz anezhi o ouelañ, ha penaos e ouele ivez ar Yuzevien a oa deuet ganti, e huanadas en e spered hag e voe trubuilhet;
34 neuze e lavaras: Pelec'h hoc'h eus e lakaet? Int a lavaras dezhañ: Aotrou, deus ha gwel.
35 Jezuz en em lakaas da ouelañ.
36 War gement-se ar Yuzevien a lavaras: Gwelit penaos e kare anezhañ.
37 Met hiniennoù anezho a lavaras: Eñ, an hini en deus digoret daoulagad an dall, ha ne c'hellje ket ober ivez na varvje ket hemañ?
38 Neuze Jezuz, o huanadiñ a-nevez ennañ e-unan, a zeuas d'ar bez: ur c'hev e oa, hag ur maen a oa lakaet warnañ.
39 Jezuz a lavaras: Lamit ar maen. Marta, c'hoar an hini marv, a lavaras dezhañ: Aotrou, c'hwez fall a zo dija gantañ, rak aze emañ abaoe pevar deiz zo.
40 Jezuz a lavaras dezhi: Ne'm eus ket lavaret dit penaos, mar kredez, e weli gloar Doue?
41 Lemel a rejont eta ar maen [eus al lec'h ma oa gourvezet an hini marv]. Ha Jezuz, o sevel e zaoulagad war-zu an neñv, a lavaras: Tad, da drugarekaat a ran eus ma ec'h eus va selaouet.
42 Gouzout a raen e selaouez ac'hanon atav, met e lavaret em eus abalamour d'ar bobl-mañ a zo en-dro din, evit ma kredo ec'h eus va degaset.
43 P'en devoe lavaret kement-se, e krias a vouezh uhel: Lazar, deus er-maez!
44 Hag an hini marv a zeuas er-maez, e zaouarn hag e dreid ereet gant bandennoù, hag e zremm goloet gant ul lienenn. Jezuz a lavaras dezho: Diereit anezhañ, ha lezit eñ da vont.
45 Kalz eta a-douez ar Yuzevien a oa deuet da welout Mari, hag o devoa gwelet ar pezh en devoa Jezuz graet, a gredas ennañ.
46 Met hiniennoù anezho a yeas da gavout ar farizianed, hag a lavaras dezho ar pezh en devoa Jezuz graet.
47 Neuze ar veleien vras hag ar farizianed a zastumas ar sanedrin, hag a lavaras: Petra a raimp? Rak an den-se a ra kalz a virakloù.
48 Mar en lezomp d'ober, an holl a gredo ennañ, hag ar Romaned a zeuio, hag a zistrujo al lec'h-mañ hag hor pobl.
49 Met Kaifaz, unan anezho, hag a oa beleg-meur er bloavezh-se, a lavaras dezho: C'hwi n'ouzoc'h netra;
50 ha ne soñjit ket eo gwelloc'h da un den hepken mervel evit ar bobl, eget na vefe kollet holl dud ar vro?
51 Hogen ne lavare ket kement-se anezhañ e-unan, met o vezañ beleg-meur er bloaz-se, e tiouganas penaos e tlee Jezuz mervel evit ar bobl;
52 ha n'eo ket hepken evit ar bobl, met ivez evit dastum en ur c'horf hepken bugale Doue a zo a-stlabez.
53 Adalek an deiz-se en em guzuilhjont evit e lakaat d'ar marv.
54 Dre-se Jezuz n'en em ziskoueze ket en un doare frank e-touez ar Yuzevien, met mont a reas ac'hane en ur vro tost d'al lec'h distro, d'ur gêr galvet Efraim; hag e chomas eno gant e ziskibien.
55 Pask ar Yuzevien a oa tost, ha kalz a dud eus ar vro a bigne da Jeruzalem a-raok ar Pask, evit en em c'hlanaat.
56 Klask a raent eta Jezuz, hag, oc'h en em zerc'hel en templ, e lavarent an eil d'egile: Petra a soñjit? Ne zeuio ket d'ar gouel?
57 Met ar veleien vras hag ar farizianed o devoa roet urzh, penaos ma ouije unan bennak pelec'h e oa, ra en diskuilhje, evit ma krogjed ennañ.
12 1 C'hwec'h devezh a-raok ar Pask, Jezuz a zeuas da Vetania, e-lec'h ma oa Lazar, an hini a oa bet marv hag en devoa adsavet a-douez ar re varv.
2 Graet e voe dezhañ eno ur goan, Marta a servije, ha Lazar a oa unan eus ar re a oa ouzh taol gantañ.
3 Neuze Mari, o vezañ kemeret ul lur c'hwezh-vat a nard pur, eus ur priz bras, a eoulias ganti treid Jezuz, hag o zorchas gant e blev; an ti a voe leuniet gant c'hwezh an traet-se.
4 Neuze Judaz Iskariod, mab Simon, unan eus an diskibien, an hini a dlee e werzhañ, a lavaras:
5 Perak n'eo ket bet gwerzhet ar c'hwezh-vat-se tri c'hant diner, evit o reiñ d'ar beorien?
6 Lavarout a rae kement-se, n'eo ket m'en dije preder ouzh ar beorien, met abalamour ma oa laer, hag o vezañ ma oa gantañ ar yalc'h, e kemere ar pezh a lakaed enni.
7 Jezuz a lavaras eta dezhañ: Lez anezhi d'ober; miret he deus ar c'hwezh-vat-se evit deiz va beziadur.
8 Rak c'hwi ho po bepred ar beorien ganeoc'h, met n'ho po ket atav ac'hanon.
9 Neuze ur vandenn vras a Yuzevien, o vezañ gouezet e oa Jezuz eno, a zeuas di, n'eo ket hepken abalamour da Jezuz, met ivez evit gwelout Lazar, an hini en devoa adsavet a-douez ar re varv.
10 Hag ar veleien vras en em guzulias da lakaat ivez Lazar d'ar marv,
11 rak kalz eus ar Yuzevien, abalamour dezhañ, a yae hag a grede e Jezuz.
12 An deiz war-lerc'h, ul lod bras a dud deuet evit ar gouel, o klevout e oa deuet Jezuz e Jeruzalem,
13 a gemeras brankoù palmez, hag a yeas a-raok dezhañ, o krial: Hozanna! Benniget ra vo roue Israel, an hini a zeu en anv an Aotrou!
14 Ha Jezuz, o vezañ kavet un azenig, a bignas warnañ eno, hervez ma'z eo skrivet:
15 Na'z pez ket aon, merc'h Sion: setu, da roue a zeu, pignet war ebeul un azenez.
16 E ziskibien ne gomprenjont ket da gentañ kement-se; met pa voe roet gloar da Jezuz, neuze e teuas da soñj dezho penaos e oa bet skrivet an traoù-se diwar e benn, hag e oant bet c'hoarvezet gantañ.
17 Ar vandenn a oa gantañ p'en devoa galvet Lazar eus ar bez, ha p'en devoa e adsavet a-douez ar re varv, a roe testeni dezhañ.
18 Hag abalamour ivez m'en devoa anavezet ar bobl penaos en devoa graet ar mirakl-se eo, e oant aet a-raok dezhañ.
19 Ar farizianed a lavaras eta etrezo: Gwelout a rit na c'hounezit netra; setu, an holl dud a ya war e lerc'h.
20 Met, bez' e oa un toullad Gresianed e-touez ar re a oa pignet evit azeuliñ e-pad ar gouel.
21 Dont a rejont da gavout Filip eus Betsaida e Galilea; hag, o pediñ anezhañ, e lavarjont dezhañ: Aotrou, ni a garfe gwelout Jezuz.
22 Filip a zeuas hag a lavaras da Andrev, hag Andrev ha Filip en lavaras da Jezuz.
23 Ha Jezuz a respontas dezho: An eur a zo deuet ma tle Mab an den resev gloar.
24 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: ma ne varv ket ar c'hreunenn winizh goude ma vez taolet en douar, e chom hec'h-unan; met mar marv, e toug kalz a frouezh.
25 An hini a gar e vuhez he c'hollo, hag an hini a gasa e vuhez er bed-mañ he miro evit ar vuhez peurbadus.
26 Mar servij unan bennak ac'hanon, ra zeuio war va lerc'h; hag e-lec'h ma vin, eno e vo ivez va servijer; ha mar servij unan bennak ac'hanon, an Tad a enoro anezhañ.
27 Bremañ va ene a zo trubuilhet; ha petra a lavarin? Tad, savete ac'hanon eus an eur-mañ! Met evit kement-se on deuet en eur-mañ.
28 Tad, ro gloar da'z anv. Neuze e teuas ur vouezh eus an neñv, hag a lavaras: Roet em eus gloar dezhañ, hag e roin gloar dezhañ c'hoazh.
29 Ar bobl a oa eno, hag o devoa klevet, a lavare e oa ar c'hurun; re all a lavare: Un ael en deus komzet outañ.
30 Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Ar vouezh-se n'eo ket evidon-me, met evidoc'h.
31 Bremañ en em ra barnedigezh ar bed-mañ; bremañ priñs ar bed-mañ a vo taolet er-maez.
32 Ha me, pa vin bet savet eus an douar, a denno an holl dud da'm c'havout.
33 Met, lavarout a rae kement-se evit merkañ dre beseurt marv e tlee mervel.
34 Ar bobl a respontas dezhañ: Desket hon eus dre al lezenn e tle ar C'hrist chom da viken; penaos eta e lavarez eo ret da Vab an den bezañ savet? Piv eo ar Mab an den-se?
35 Jezuz a lavaras dezho: Ar sklêrijenn a zo c'hoazh ganeoc'h evit un nebeut amzer. Kerzhit e-pad m'hoc'h eus ar sklêrijenn, gant aon na zeufe an deñvalijenn d'ho soupren; rak an hini a gerzh en deñvalijenn ne oar ket pelec'h ez a.
36 E-pad m'hoc'h eus ar sklêrijenn, kredit er sklêrijenn evit ma viot bugale ar sklêrijenn. Jezuz a lavaras an traoù-se, ha goude ez eas hag en em guzhas diouto.
37 Hag evitañ da vezañ graet kement a virakloù dirazo, ne gredjont ket ennañ,
38 abalamour d'ar ger en devoa ar profed Izaia lavaret da vezañ peurc'hraet: Aotrou, piv en deus kredet d'hor prezegenn? Ha da biv eo bet disklêriet brec'h an Aotrou?
39 Dre-se, ne c'hellent ket krediñ, rak Izaia en deus lavaret c'hoazh:
40 Dallet en deus o daoulagad ha kaletaet o c'halon, gant aon na welfent gant o daoulagad, ha na gomprenfent gant o c'halon, ha na zistrofent ouzh Doue, ha na yac'hafen anezho.
41 Izaia a lavaras an traoù-mañ, pa welas e c'hloar, ha pa gomzas anezhañ.
42 Koulskoude kalz, memes eus ar re vras, a gredas ennañ; met n'anzavent ket kement-se abalamour d'ar farizianed, gant aon da vezañ kaset kuit eus ar sinagogenn.
43 Rak karout a raent muioc'h ar gloar a zeu eus an dud, eget gloar Doue.
44 Met Jezuz a grias hag a lavaras: An hini a gred ennon, ne gred ket ennon, met en hini en deus va c'haset.
45 Hag an hini a wel ac'hanon, a wel an hini an deus va c'haset.
46 Me a zo deuet er bed evel sklêrijenn, evit na chomo ket en deñvalijenn an neb a gred ennon.
47 Ha mar klev unan bennak va gerioù ha ne gred ket ennon, ne varnan ket anezhañ, rak n'on ket deuet evit barn ar bed, met evit e saveteiñ.
48 An hini na'm degemer ket ha na zegemer ket va gerioù en deus e varner; ar ger am eus prezeget eo, a varno anezhañ en deiz diwezhañ.
49 Rak n'eo ket ac'hanon va-unan em eus komzet, met an Tad en deus va c'haset, en deus gourc'hemennet din ar pezh a dleen lavarout ha prezeg.
50 Hag anavezout a ran penaos e c'hourc'hemenn eo ar vuhez peurbadus. An traoù a lavaran eta, a lavaran evel m'en deus an Tad o lavaret din.
13 1 A-raok gouel ar Pask, Jezuz, oc'h anavezout e oa deuet e eur evit tremen eus ar bed-mañ d'an Tad, evel m'en devoa karet e re a oa er bed, o c'haras betek ar fin.
2 Ha da goulz koan (an diaoul o vezañ lakaet e kalon Judaz Iskariod, mab Simon, e werzhañ),
3 Jezuz, oc'h anavezout en devoa an Tad lakaet pep tra etre e zaouarn, hag e oa deuet eus Doue, hag e tistroe da Zoue,
4 a savas diouzh koan, a lamas e vantell, hag o vezañ kemeret ul lienenn, en em c'hourizas ganti.
5 Goude-se e lakaas dour en ur billig, hag en em lakaas da walc'hiñ treid e ziskibien, ha d'o zorchañ gant al lienenn a oa en-dro dezhañ.
6 Dont a reas eta da Simon-Pêr, hag hemañ a lavaras dezhañ: Te, Aotrou, te a walc'hfe din va zreid!
7 Jezuz a respontas hag a lavaras dezhañ: Te n'ouzout ket bremañ ar pezh a ran; met e c'houzout a ri diwezhatoc'h.
8 Pêr a lavaras dezhañ: Biken ne walc'hi din va zreid. Jezuz a respontas dezhañ: Ma ne walc'han ket ac'hanout, ne'z po ket a lod ganin.
9 Neuze Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, nann hepken va zreid, met ivez va daouarn ha va fenn.
10 Jezuz a lavaras dezhañ: An hini a zo bet gwalc'het en deus ezhomm e vefe gwalc'het dezhañ e zreid hepken, hag emañ glan penn-da- benn. Ha c'hwi a zo glan, met n'oc'h ket holl.
11 Rak gouzout a rae piv oa an hini a werzhje anezhañ; abalamour da-se e lavaras: C'hwi n'oc'h ket glan holl.
12 Goude eta m'en devoa gwalc'het dezho o zreid, ha m'en devoa adkemeret e vantell, o vezañ en em lakaet ouzh taol, e lavaras dezho: Ha gouzout a rit ar pezh am eus graet deoc'h?.
13 Va c'hervel a rit Mestr hag Aotrou, ha gwir a lavarit, rak bez' ez on.
14 Mar em eus eta gwalc'het deoc'h ho treid, me an Aotrou hag ar Mestr, c'hwi a dle ivez gwalc'hiñ ho treid an eil d'egile.
15 Rak roet em eus deoc'h ur skouer, abalamour ma reot evel ma em eus graet deoc'h.
16 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, ar servijer n'eo ket brasoc'h eget e vestr, nag an hini kaset brasoc'h eget an hini en deus e gaset.
17 Mar gouzoc'h an traoù-se, ez oc'h eürus, mar sentit outo.
18 Ne gomzan ket ac'hanoc'h holl; gouzout a ran ar re am eus choazet. Met ret eo d'ar Skritur bezañ peurc'hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep.
19 Me en lavar deoc'h adalek bremañ, a-raok ma'c'h erruo an dra, abalamour, pa vo erruet, e kredot ar pezh emaon.
20 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: an hini a zegemer an hini am bo kaset, a zegemer ac'hanon; hag an hini a zegemer ac'hanon, a zegemer an hini en deus va c'haset.
21 P'en devoe Jezuz lavaret kement-se, e voe poaniet en e spered, hag e roas an testeni-mañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, unan ac'hanoc'h am gwerzho.
22 Hag an diskibien a selle an eil ouzh egile, o vezañ ne ouient ket a biv eo e komze.
23 Met, unan anezho, an hini a oa karet gant Jezuz, a oa kousket ouzh taol war-zu askre Jezuz.
24 Simon-Pêr a reas sin dezhañ da c'houlenn eus piv e komze.
25 Eñ, o vezañ pleget a-us kerc'henn Jezuz, a lavaras dezhañ: Aotrou! Piv eo?
26 Jezuz a respontas: An hini a roin dezhañ un tamm soubet. Hag, o vezañ soubet un tamm, e roas anezhañ da Judaz Iskariod, mab Simon.
27 Ha goude m'en devoe Judaz kemeret an tamm, Satan a yeas ennañ. Jezuz a lavaras dezhañ: Gra raktal ar pezh ac'h eus d'ober.
28 Met hini ebet eus ar re a oa ouzh taol ne gomprenas perak en devoa lavaret kement-se dezhañ.
29 Rak hiniennoù a soñje penaos, evel ma oa ar yalc'h gant Judaz, en devoa Jezuz lavaret dezhañ: Pren ar pezh hon eus ezhomm evit ar gouel; pe, ro un dra bennak d'ar beorien.
30 O vezañ eta kemeret an tamm, Judaz a yeas kuit raktal. Noz e oa.
31 Pa voe aet kuit, Jezuz a lavaras: Bremañ, roet eo bet gloar da Vab an den, ha roet eo bet gloar da Zoue ennañ.
32 Mar deo bet roet gloar da Zoue ennañ, Doue a roio gloar dezhañ ivez ennañ e-unan, hag e roio gloar dezhañ prest.
33 Va bugale vihan, me a zo c'hoazh ganeoc'h evit un nebeut amzer. C'hwi am c'hlasko, hag, evel ma em eus lavaret d'ar Yuzevien, me en lavar deoc'h-hu ivez bremañ: E-lec'h ma'z an, ne c'hellit ket dont.
34 Reiñ a ran deoc'h ur gourc'hemenn nevez: Ma en em garot an eil egile; evel ma em eus ho karet, ma en em garot ivez an eil egile.
35 Eus kement-mañ ec'h anavezo an holl penaos oc'h va diskibien, ma hoc'h eus karantez an eil evit egile.
36 Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, da belec'h ez ez-te? Jezuz a lavaras dezhañ: E-lec'h ma'z an, ne c'hellez ket va heuliañ bremañ; met te am heulio diwezhatoc'h.
37 Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, perak ne c'hellan ket da heuliañ bremañ? Me a rofe va buhez evidout-te.
38 Jezuz a respontas dezhañ: Te a rofe da vuhez evidon-me! E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ne gano ket ar c'hilhog, na'z po va dinac'het teir gwech.
14 1 Na vezent ket trubuilhet ho kalonoù. Kredit e Doue, kredit ivez ennon.
2 Bez' ez eus meur a chomaj e ti va Zad; ma ne vije ket, me am bije e lavaret deoc'h. Mont a ran da gempenn ul lec'h deoc'h.
3 Ha pa vin aet, ha pa em bo kempennet ul lec'h deoc'h, e tistroin hag ho kemerin ganin, evit ma viot c'hwi ivez el lec'h m'emaon.
4 Ha c'hwi a oar pelec'h ez an, hag ec'h ouzoc'h an hent.
5 Tomaz a lavaras dezhañ: Aotrou, n'ouzomp ket pelec'h ez ez; ha penaos e c'hellfemp anavezout an hent?
6 Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez; den ne zeu d'an Tad, nemet drezon.
7 Mar ho pije va anavezet, ho pije anavezet va Zad; hag a-vremañ ec'h anavezit anezhañ, hag hoc'h eus e welet.
8 Filip a lavaras dezhañ: Aotrou, diskouez deomp an Tad, hag eo a-walc'h deomp.
9 Jezuz a lavaras dezhañ: Keit all a zo abaoe ma'z on ganeoc'h, ha te ne'c'h eus ket va anavezet! Filip, an hini en deus va gwelet, en deus gwelet an Tad. Penaos eta e lavarez: Diskouez deomp an Tad?
10 Ha ne gredez ket on-me en Tad, hag emañ an Tad ennon? Ar gerioù a lavaran deoc'h, n'o lavaran ket ac'hanon va-unan; met an Tad a chom ennon, a ra e-unan an oberoù a ran.
11 Kredit ac'hanon pa lavaran ez on en Tad, hag emañ an Tad ennon; pe kredit ac'hanon da vihanañ abalamour d'an oberoù-se memes.
12 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: An hini a gred ennon a raio ivez an oberoù a ran, hag e raio reoù vrasoc'h c'hoazh eget ar re-mañ, abalamour ma'z an da gavout va Zad.
13 Ha kement a c'houlennot em anv, me a raio anezhañ, evit ma vo roet gloar d'an Tad er Mab.
14 Mar goulennit un dra bennak em anv, me a raio anezhañ.
15 Mar karit ac'hanon, mirit va gourc'hemennoù.
16 Ha me a bedo an Tad, hag eñ a roio deoc'h ur Frealzer all, evit chom da viken ganeoc'h,
17 ar Spered a wirionez, na c'hell ket ar bed degemer anezhañ, dre na wel ket anezhañ, ha n'anavez ket anezhañ; met c'hwi a anavez anezhañ, abalamour ma chom ganeoc'h, ha ma vo ennoc'h.
18 Ne lezin ket ac'hanoc'h emzivaded; dont a rin d'ho kavout.
19 C'hoazh un nebeut amzer, hag ar bed ne'm gwelo ken, met c'hwi am gwelo, abalamour ma vevan, ha ma vevot ivez.
20 En deiz-se, ec'h anavezot emaon em Zad, ha c'hwi ennon, ha me ennoc'h.
21 An hini en deus va gourc'hemennoù, hag a vir anezho, hennezh eo an hini a gar ac'hanon; hag an hini a gar ac'hanon, a vo karet gant va Zad, ha me en karo hag en em roin da anavezout dezhañ.
22 Judaz, neket an Iskariod, a lavaras dezhañ: Aotrou! A-belec'h e teu ma en em roi da anavezout deomp, ha nann d'ar bed?
23 Jezuz a respontas dezhañ: Mar kar unan bennak ac'hanon, e viro va ger, ha va Zad a garo anezhañ, hag e teuimp d'e gavout, hag e raimp hor chomaj gantañ.
24 An hini na gar ket ac'hanon, ne vir ket va gerioù; hag ar ger hoc'h eus klevet n'eo ket ac'hanon-me, met eus an Tad en deus va c'haset.
25 Lavarout a ran deoc'h an traoù-mañ e-pad ma choman ganeoc'h.
26 Met ar Frealzer, ar Spered-Santel a gaso an Tad em anv, a gelenno deoc'h an holl draoù, hag a zegaso soñj deoc'h e kement am eus lavaret deoc'h.
27 Lezel a ran ganeoc'h ar peoc'h; reiñ a ran deoc'h va feoc'h; ne roan ket anezhi deoc'h evel ma ro ar bed. Na vezet ket ho kalon nec'het, na spontet.
28 Klevet hoc'h eus em eus lavaret deoc'h: Mont a ran kuit, hag e tistroan davedoc'h. Mar karjec'h ac'hanon, ho pije levenez eus ar pezh am eus lavaret: Mont a ran da gavout an Tad; rak va Zad a zo brasoc'h egedon.
29 Ha me am eus e lavaret deoc'h bremañ, a-raok ma erruo an dra, evit pa vo erruet, e kredot.
30 Ne gomzin ken kalz ganeoc'h, rak priñs ar bed-mañ a zeu; ha n'en deus netra ennon.
31 Met evit ma'c'h anavezo ar bed penaos e karan va Zad, ha penaos e ran ar pezh en deus an Tad gourc'hemennet din, savit ha deomp ac'hann.
15 1 Me eo ar wir winienn, ha va Zad eo ar gwinier.
2 Lemel a ra ac'hanon kement brank na zoug ket a frouezh; hag e tivarr kement brank a zoug frouezh, evit ma tougo c'hoazh muioc'h a frouezh.
3 Dija oc'h-hu glan, abalamour d'ar gomz am eus lavaret deoc'h.
4 Chomit ennon, hag e chomin ennoc'h. Evel na c'hell ket ar brank dougen frouezh anezhañ e-unan, ma ne chom stag ouzh ar winienn, c'hwi ne c'hellot ket kennebeut ma ne chomit ket ennon.
5 Me eo ar winienn, ha c'hwi eo ar brankoù. An hini a chom ennon ha ma choman ennañ, a zoug kalz a frouezh; rak hepdon ne c'hellit ober netra.
6 Ma ne chom ket unan bennak ennon, taolet eo er-maez evel ar brank, hag e sec'h; neuze e tastumer ar brankoù, o zaoler en tan hag e tevont.
7 Mar chomit ennon, ha mar chom va gerioù ennoc'h, c'hwi a c'houlenno ar pezh a fello deoc'h, hag ho po anezhañ.
8 Roet e vo gloar da'm Zad, mar dougit kalz a frouezh, ha c'hwi a vo va diskibien.
9 Evel m'en deus an Tad va c'haret, me am eus ivez ho karet; chomit em c'harantez.
10 Mar mirit va gourc'hemennoù, e chomot em c'harantez, evel ma em eus miret gourc'hemennoù va Zad, hag e choman en e garantez.
11 Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ, evit ma chomo va levenez ennoc'h, ha ma vo ho levenez peurleuniet.
12 Va gourc'hemenn eo, ma en em garot an eil egile, evel ma em eus ho karet.
13 Den n'en deus brasoc'h karantez eget an hini a ro e vuhez evit e vignoned.
14 C'hwi a vo va mignoned, mar grit kement a c'hourc'hemennan deoc'h.
15 N'ho kalvan ken servijerien, rak ar servijer ne oar ket petra a ra e vestr, met ho kervel a ran mignoned, abalamour ma em eus roet deoc'h da anavezout kement am eus klevet gant va Zad.
16 N'eo ket c'hwi hoc'h eus va choazet, met me eo am eus ho choazet, hag am eus ho lakaet, evit ma'z eot, ha ma tougot frouezh, ha ma vo ho frouezh kendalc'hus, ha ma roio va Zad deoc'h ar pezh a c'houlennot outañ em anv.
17 Ar pezh a c'hourc'hemennan deoc'h eo ma en em garot an eil egile.
18 Mar kasa ar bed ac'hanoc'h, gouezit penaos en deus va c'hasaet a-raok deoc'h.
19 Mar bijec'h eus ar bed, ar bed a garje ar pezh a vije dezhañ; met abalamour ma n'oc'h ket eus ar bed, met ma em eus ho choazet er bed, abalamour da-se eo e kasa ar bed ac'hanoc'h.
20 Ho pet soñj eus ar ger am eus lavaret deoc'h: Ar mevel n'eo ket brasoc'h eget e vestr. Mar o deus va gwallgaset, e wallgasint ivez ac'hanoc'h; mar o deus miret va ger, e virint ivez hoc'h hini.
21 Met ober a raint deoc'h kement-se holl abalamour da'm anv, rak n'anavezont ket an hini en deus va c'haset.
22 Ma ne vijen ket deuet, ha ma ne'm bije ket komzet outo, n'o dije ket a bec'hed; met bremañ n'o deus ket a zigarez evit o fec'hed.
23 An hini a gasa ac'hanon, a gasa ivez va Zad.
24 Ma ne'm bije ket graet en o zouez an oberoù n'en deus graet hini all ebet, n'o dije ket a bec'hed; met bremañ o deus o gwelet, hag o deus kasaet ac'hanon ha va Zad ivez.
25 Met kement-se a zo evit ma vo peurc'hraet ar ger a zo skrivet en o lezenn: Va c'hasaet o deus hep abeg.
26 Met pa vo deuet ar Frealzer, a zegasin deoc'h a-berzh an Tad, ar Spered a wirionez a zeu eus an Tad, eñ a roio testeni ac'hanon.
27 Ha c'hwi ivez, c'hwi a roio testeni, abalamour m'emaoc'h ganin adalek ar penn-kentañ.
16 1 Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ, evit na gemerot ket a skouer fall.
2 Kas a raint ac'hanoc'h kuit eus o sinagogennoù; an eur a zeu ma kredo piv bennak ho lakaio d'ar marv servijañ Doue.
3 Ober a raint kement-se deoc'h, abalamour n'o deus ket anavezet na va Zad na me.
4 Met me am eus lavaret deoc'h an traoù-se, evit m'ho po soñj, pa vo deuet an eur, em eus o lavaret deoc'h. Ne'm eus ket lavaret anezho deoc'h abaoe ar penn-kentañ, abalamour ma oan ganeoc'h.
5 Met bremañ ez an da gavout an hini en deus va c'haset, hag hini ac'hanoc'h ne c'houlenn ouzhin: Pelec'h ez ez?
6 Met, abalamour ma em eus lavaret deoc'h an traoù-mañ, an dristidigezh he deus leuniet ho kalon.
7 Koulskoude, me a lavar deoc'h ar wirionez, talvoudek eo deoc'h ez afen kuit; rak ma ne dan ket kuit, ar Frealzer ne zeuio ket d'ho kavout; met mar dan kuit, me a gaso anezhañ deoc'h.
8 Ha pa vo deuet, e kendrec'ho ar bed a bec'hed, a reizhder, hag a varnedigezh:
9 a bec'hed, abalamour na gredont ket ennon;
10 a reizhder, abalamour ma'z an da gavout va Zad ha ne'm gwelot mui;
11 a varnedigezh, abalamour priñs ar bed-mañ a zo dija barnet.
12 Kalz a draoù all am eus c'hoazh da lavarout deoc'h, met n'oc'h ket c'hoazh evit o dougen.
13 Met pa vo deuet hennezh, ar Spered a wirionez, e reno ac'hanoc'h en holl wirionez, rak ne gomzo ket anezhañ e-unan, met lavarout a raio kement en devo klevet, hag e tisklêrio deoc'h an traoù da zont.
14 Eñ eo an hini a roio gloar din, abalamour ma kemero eus ar pezh a zo din, ha ma en disklêrio deoc'h.
15 Kement en deus an Tad a zo din; setu perak em eus lavaret e kemero eus ar pezh a zo din, hag en disklêrio deoc'h.
16 C'hoazh un nebeut amzer ha ne'm gwelot mui; hag a-nevez un nebeut amzer goude em gwelot, abalamour ma'z an da gavout va Zad.
17 Hag hiniennoù eus an diskibien a lavaras an eil d'egile: Petra eo ar pezh a lavar deomp: A-benn nebeut amzer, ne'm gwelot mui; hag a-nevez un nebeut amzer goude em gwelot; hag: Abalamour ma'z an da gavout va Zad?
18 Lavarout a raent eta: Petra eo pa lavar: A-benn nebeut amzer? N'ouzomp ket ar pezh a lavar.
19 Jezuz eta, oc'h anavezout e c'hoantaent ober goulennoù outañ, a lavaras dezho: C'hwi a ra goulennoù an eil ouzh egile diwar-benn ar pezh am eus lavaret: A-benn nebeut amzer, ne'm gwelot mui; hag a-nevez un nebeut amzer goude em gwelot.
20 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, c'hwi a welo hag a hirvoudo, hag ar bed en em laouenaio; c'hwi a vo en dristidigezh, met ho tristidigezh a vo troet e levenez.
21 Pa wilioud ur wreg, he devez poan, abalamour ma vez deuet he amzer; met adalek ma'z eo gwilioudet eus ur bugel, n'he devez ken soñj eus he foan, gant ar joa he deus da vezañ ganet un den er bed.
22 Evel-se, c'hwi a zo bremañ en dristidigezh; met me ho kwelo a-nevez, hag ho kalon en em laouenaio, ha den ne lamo diganeoc'h ho levenez.
23 Hag en deiz-se, c'hwi ne c'houlennot ken mann ouzhin war netra. E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, penaos kement a c'houlennot digant an Tad em anv, e roio anezhañ deoc'h.
24 Betek vremañ n'hoc'h eus goulennet netra em anv; goulennit, hag ho po, evit ma vo ho levenez peurleuniet.
25 Me am eus lavaret deoc'h an traoù-mañ e parabolennoù; met an amzer a zeu na gomzin ken deoc'h e parabolennoù; met me a gomzo deoc'h freals eus an Tad.
26 En deiz-se, c'hwi a c'houlenno em anv, ha ne lavaran ket deoc'h e pedin an Tad evidoc'h,
27 rak an Tad e-unan ho kar, abalamour m'hoc'h eus va c'haret, ha m'hoc'h eus kredet on deuet eus Doue.
28 Me a zo deuet eus an Tad, hag on deuet er bed; lezel a ran a-nevez ar bed, hag ez an da gavout va Zad.
29 E ziskibien a lavaras dezhañ: Setu, bremañ e komzez freals, ha ne lavarez parabolenn ebet.
30 Bremañ, ni a oar ec'h anavezez an holl draoù, ha ne'c'h eus ket ezhomm e c'houlennfe den netra ouzhit; abalamour da-se eo e kredomp out deuet eus Doue.
31 Jezuz a respontas dezho: C'hwi a gred bremañ?
32 Setu, an eur a zeu, hag deuet eo dija, penaos e viot stlabezet pep hini ouzh e gostez, ha penaos e lezot ac'hanon va-unan; met me n'on ket va-unan, abalamour va Zad a zo ganin.
33 Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ evit m'ho po ar peoc'h ennon; c'hwi ho po trubuilhoù er bed, met bezit kalonek, me am eus trec'het ar bed.