Breton(i)
23 (hervez ma'z eo skrivet e lezenn an Aotrou: Pep paotr kentañ-ganet a vo gouestlet da Zoue),
24 hag evit kinnig en aberzh, hervez ar pezh a zo skrivet e lezenn an Aotrou, ur re durzhunelled, pe ziv goulmig.
25 Bez' e oa e Jeruzalem un den anvet Simeon; an den-se a oa reizh hag a zouje Doue; gortoz a rae frealz Israel, hag ar Spered-Santel a oa warnañ.
26 Disklêriet e voe dezhañ a-berzh Doue dre ar Spered-Santel, penaos ne varvje ket, a-raok m'en dije gwelet Krist an Aotrou.
27 Dont a reas en templ dre ar Spered, hag evel ma oa an tad hag ar vamm o tegas ar bugel bihan Jezuz, evit ober en e geñver hervez giz al lezenn,
28 e kemeras anezhañ etre e zivrec'h, hag e veulas Doue, o lavarout:
29 Aotrou, laosk bremañ da servijer da vont e peoc'h, hervez da c'her,
30 rak va daoulagad o deus gwelet da silvidigezh,
31 an hini ac'h eus graet dirak an holl bobloù,
32 ar sklêrijenn a dle sklaeriañ an holl dud, ha gloar da bobl Israel.