Matthew 24:7-10

Breton(i) 7 Rak ur bobl a savo a-enep ur bobl all, hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all; hag e vo e meur a lec'h, naonegezhioù, [bosennoù] ha krenoù-douar; 8 an traoù-mañ ne vo nemet ar penn-kentañ eus ar gloazioù. 9 Neuze e roint ac'hanoc'h evit bezañ poaniet, hag e lazhint ac'hanoc'h, hag e viot kasaet gant an holl bobloù, abalamour da'm anv. 10 Neuze ivez, meur a hini a gouezho, en em drubardo, hag en em gasaio an eil egile.