7 Rak ur bobl a savo a-enep ur bobl all, hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all; hag e vo e meur a lec'h, naonegezhioù, [bosennoù] ha krenoù-douar;
Matthew 24:7 Cross References - Breton
Luke 21:11
11 hag e vo krenoù-douar bras e meur a lec'h, ha naonegezhioù, ha bosennoù; hag en em ziskouezo traoù spouronus, ha sinoù bras en neñv.
Luke 21:25-26
25 Bez' e vo sinoù en heol, el loar hag er stered; ha war an douar, ar bobloù a vo en nec'hamant, ha ne ouezint petra d'ober e-keñver ar mor hag e donnoù oc'h ober un trouz bras.
26 An dud a vo prest da rentañ o ene gant ar spont, o c'hortoz an traoù a dle c'hoarvezout er bed, rak galloudoù an neñvoù a vo hejet.