Mark Cross References - Breton

1 Penn-kentañ Aviel Jezuz-Krist, Mab Doue. 2 Hervez ar pezh a oa bet skrivet er brofeded: Setu e kasan va c'hannad dirak da zremm, da gempenn an hent dirazout; 3 mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenit e wenodennoù. 4 Yann a zeuas o badeziñ el lec'h distro, hag o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec'hedoù. 5 An holl Judea hag holl dud Jeruzalem a yae d'e gavout, hag e oant badezet gantañ er stêr Jordan, oc'h anzav o fec'hedoù. 6 Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d'e groazell; e voued a oa kilheien-raden ha mel gouez. 7 Hag e prezege, o lavarout: Dont a ra unan war va lerc'h, hag a zo galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek, en ur blegañ, da zieren korreenn e votoù. 8 Evidon-me, ho padezet em eus en dour, met eñ ho padezo er Spered-Santel. 9 Erruout a reas, en amzer-se, ma teuas Jezuz eus Nazared e Galilea, hag e voe badezet gant Yann er Jordan. 10 Kerkent, evel ma save eus an dour, e welas an neñvoù digor hag ar Spered-Santel, evel ur goulm, o tiskenn warnañ. 11 Ur vouezh a zeuas eus an neñvoù, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez. 12 Ha raktal ar Spered a gasas Jezuz el lec'h distro. 13 Hag e voe el lec'h distro daou-ugent devezh, o vezañ temptet gant Satan; eno e oa gant al loened gouez, hag an aeled a servije anezhañ. 14 Met goude ma voe bet lakaet Yann er prizon, Jezuz a yeas e Galilea, o prezeg Aviel rouantelezh Doue, 15 hag o lavarout: An amzer a zo peurc'hraet, ha rouantelezh Doue a zo tost. Ho pet keuz ha kredit en Aviel. 16 Hag, evel ma valee a-hed mor Galilea, e welas Simon hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant. 17 Neuze Jezuz a lavaras dezho: Heuilhit ac'hanon, ha me ho raio pesketaerien dud. 18 Kerkent, o lezel o rouedoù, e heuilhjont anezhañ. 19 Hag ac'hano, o vont un tamm a-raokoc'h, e welas en ur vag Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, o fichañ o rouedoù. 20 Raktal e c'halvas anezho; hag int, o lezel Zebedea o zad er vag gant an devezhourien, a heulias anezhañ. 21 Goude-se ez ejont e Kafarnaoum; Jezuz, o vezañ da gentañ aet er sinagogenn deiz ar Sabad, a gelenne enni. 22 Hag e oant souezhet eus e gelenn; rak o deskiñ a rae evel o kaout galloud, ha neket evel ar skribed. 23 Neuze, en em gavas er sinagogenn un den dalc'het gant ur spered hudur hag a grias, o lavarout: 24 Ah! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Deuet out evit hor c'holl? Me a oar piv out: Sant Doue. 25 Jezuz a c'hourdrouzas anezhañ o lavarout: Tav, ha kae eus an den-se. 26 Neuze ar spered hudur en hejas start hag o leuskel ur griadenn vras, a yeas kuit outañ. 27 Souezhet bras e voent holl, en hevelep doare ma en em c'houlennent etrezo: Petra eo kement-mañ? Petra eo ar gredenn nevez-mañ? Rak gant galloud e c'hourc'hemenn, memes d'ar speredoù hudur, hag e sentont outañ. 28 Hag ar vrud anezhañ en em skuilhas kerkent en holl vro en-dro da C'halilea. 29 Kerkent goude, o vezañ aet er-maez eus ar sinagogenn, e teujont gant Jakez ha Yann e ti Simon hag Andrev. 30 Mamm-gaer Simon a oa en he gwele, klañv gant an derzhienn, ha raktal e komzjont outañ diwar he fenn. 31 Neuze, o tostaat, en ur gemer he dorn e reas dezhi sevel; raktal an derzhienn a yeas kuit diouti, hag e servijas anezho. 32 War an abardaez, pa voe kuzhet an heol, e tegasjont dezhañ an holl dud klañv, hag ar re a oa dalc'het gant diaoulien. 33 Holl dud kêr a oa dastumet dirak dor an ti. 34 Hag e yac'haas kalz a dud klañv eus meur a gleñved, hag e kasas kuit meur a ziaoul, o tifenn outo lavarout ec'h anavezent anezhañ. 35 Ar beure, evel ma rae c'hoazh gwall deñval, o vezañ savet, ez eas er-maez, hag o vont en ul lec'h a-du, e pedas eno. 36 Simon, hag ar re a oa gantañ a yeas d'e glask. 37 O vezañ e gavet, e lavarjont dezhañ: An holl a glask ac'hanout. 38 Eñ a lavaras dezho: Deomp d'an nesañ bourc'hioù, evit ma prezegin ivez eno; rak evit-se eo on deuet. 39 Hag e prezege en o sinagogennoù, dre an holl C'halilea, hag e kase kuit an diaoulien. 40 Un den lovr a zeuas d'e gavout, en em daolas war e zaoulin, en pedas hag a lavaras dezhañ: Mar fell dit, e c'hellez va glanaat. 41 Jezuz, o kaout truez outañ, a astennas e zorn, en stokas, hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet. 42 Hag adalek m'en devoa lavaret-se, al lorgnez a guitaas raktal an den-mañ, hag e voe glanaet. 43 Jezuz a gasas anezhañ kuit raktal, gant gourc'hemennoù start, 44 o lavarout dezhañ: Diwall da lavarout netra da zen; met kae hag en em ziskouez d'ar beleg, ha kinnig evit da c'hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho. 45 Met an den-mañ, o vezañ aet kuit, en em lakaas da zisklêriañ uhel an dra ha da skuilhañ ar vrud aze, en hevelep doare na c'helle mui Jezuz mont e kêr dirak an holl; met en em zerc'hel a rae er-maez el lec'hioù distro, hag a bep tu e teued d'e gavout.

Matthew 3:17

17 Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.

Matthew 4:3

3 An tempter, o vezañ tostaet outañ, a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, gourc'hemenn d'ar mein-se dont da vezañ bara.

Matthew 14:33

33 Ar re a oa er vag a zeuas hag a azeulas anezhañ, o lavarout: Te eo evit gwir Mab Doue.

Matthew 17:5

5 Komz a rae c'hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d'o golo; ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn, hag a lavaras: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ.

Luke 1:2-3

2 hervez m'o deus degaset deomp ar re o deus o gwelet adalek ar penn-kentañ, hag a zo bet ministred ar Ger, 3 kredet em eus ivez, Teofil mat-meurbet, e tleen o skrivañ dit dre urzh, goude bezañ graet un enklask pizh warno holl, gant evezh,

Luke 1:35

35 An ael a respontas dezhi: Ar Spered-Santel a zeuio warnout, ha galloud an Uhelañ-Meurbet a c'holoio ac'hanout gant e skeud; dre-se ar bugel santel a vo ganet ac'hanout a vo galvet Mab Doue.

Luke 2:10-11

10 Neuze an ael a lavaras dezho: N'ho pet ket aon, rak setu e tegasan deoc'h ur c'heloù mat, a vo un abeg a levenez vras evit an holl bobl, 11 rak ganet eo hiziv deoc'h, e kêr David, ur Salver, hag a zo ar C'hrist, an Aotrou.

John 1:14

14 Hag ar Ger a zo bet graet kig, hag en deus chomet en hon touez, leun a c'hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c'hloar, ur gloar evel hini Mab nemetañ an Tad.

John 1:34

34 Hag em eus gwelet, hag em eus roet testeni eo eñ Mab Doue.

John 1:49

49 Natanael a respontas dezhañ: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel.

John 3:16

16 Rak kement en deus Doue karet ar bed, m'en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m'en devo ar vuhez peurbadus.

John 6:69

69 ha ni hon eus kredet, hag hon eus anavezet out [ar C'hrist,] Mab an Doue bev.

John 20:31

31 Hag an traoù-mañ a zo bet skrivet, evit ma kredot ez eo Jezuz eo ar C'hrist, Mab Doue, hag evit, o krediñ, m'ho po ar vuhez dre e anv.

Matthew 2:5

5 Int a lavaras dezhañ: E Betlehem Judea; rak evel-henn eo bet skrivet gant ar profed:

Matthew 3:1-11

1 En deizioù-se, e teuas Yann-Vadezour o prezeg e lec'h distro Judea, hag o lavarout: 2 Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost. 3 Anezhañ eo en deus komzet ar profed Izaia, o lavarout: Mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenit e wenodennoù. 4 Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d'e groazell; e voued a oa kilheien-raden ha mel gouez. 5 An dud eus Jeruzalem, eus an holl Judea hag eus an holl vro war-dro ar Jordan, a yae d'e gavout, 6 hag, oc'h anzav o fec'hedoù, e oant badezet gantañ er stêr Jordan. 7 Eñ eta, o welout kalz a farizianed hag a sadukeiz o tont d'e vadeziant, a lavaras dezho: Lignez a naered-gwiber, piv en deus desket deoc'h tec'hel diouzh ar gounnar da zont? 8 Dougit eta frouezh dereat d'ar geuzidigezh, 9 ha na lavarit ket ennoc'h hoc'h-unan: Ni hon eus evit tad Abraham; rak me a lavar deoc'h, e c'hell Doue ober genel eus ar vein-se bugale da Abraham. 10 Ar vouc'hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat a ya da vezañ troc'het ha taolet en tan. 11 Me ho padez en dour, evit ar geuzidigezh; met unan all a zeu, galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.

Matthew 11:10

10 Rak eñ eo an hini ma'z eo skrivet diwar e benn: Setu, e kasan va c'hannad dirak da zremm, hag a ficho an hent a-raok dit.

Matthew 26:24

24 Mab an den, evit gwir, a ya hervez ar pezh a zo skrivet anezhañ; met gwalleur d'an den ma vo gwerzhet gantañ; gwell e vije d'an den-se, ne vije biken bet ganet.

Matthew 26:31

31 Neuze Jezuz a lavaras dezho: Me a vo evidoc'h holl en noz-mañ un abeg da gouezhañ, rak skrivet eo: skeiñ a rin ar pastor, ha deñved ar bagad a vo stlabezet.

Luke 1:15-17

15 Rak bras e vo dirak an Aotrou; n'evo na gwin, nag evaj kreñv ebet, ha leuniet e vo eus ar Spered-Santel adalek kof e vamm; 16 distreiñ a raio kalz eus bugale Israel d'an Aotrou o Doue, 17 hag e valeo dirazañ e spered hag e nerzh Elia, evit treiñ kalonoù an tadoù ouzh ar vugale, hag ar re disentus ouzh furnez ar re reizh, evit aozañ d'an Aotrou ur bobl tuet mat.

Luke 1:70

70 evel m'en devoa lavaret dre c'henou e brofeded santel, abaoe penn-kentañ ar bed,

Luke 1:76

76 Ha te, bugel bihan, ta a vo galvet profed an Uhelañ-Meurbet; rak te a gerzho dirak dremm an Aotrou, evit kempenn e hentoù,

Luke 3:2-16

2 dindan belegiezh veur Annaz ha Kaifaz, ger Doue a voe kaset da Yann, mab Zakaria, el lec'h distro. 3 Yann a zeuas en holl vro war-dro ar Jordan, o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec'hedoù, 4 evel ma'z eo skrivet e levr lavarioù ar profed Izaia: Mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenait e wenodennoù. 5 Pep traonienn a vo leuniet, pep menez ha krec'hienn a vo izelaet; an hentoù gwariet a vo eeunaet, hag ar re dorgennek a vo kompezet; 6 ha pep kig a welo silvidigezh Doue. 7 Lavarout a rae eta d'ar bobl a zeue evit bezañ badezet gantañ: Lignez a naered-wiber, piv en deus desket deoc'h tec'hout diouzh ar gounnar da zont? 8 Dougit eta frouezh dereat d'ar geuzidigezh, ha n'en em lakait ket da lavarout ennoc'h hoc'h-unan: Ni hon eus evit tad Abraham; rak me a lavar deoc'h, e c'hell Doue ober genel eus ar vein-se bugale da Abraham. 9 Ar vouc'hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat, a ya da vezañ troc'het ha taolet en tan. 10 Neuze ar bobl a c'houlennas digantañ: Petra a raimp eta? 11 Eñ a respontas dezho: An neb en deus daou gwiskamant, ra roio unan d'an hini n'en deus ket. 12 Dont a reas ivez publikaned evit bezañ badezet, hag e lavarjont dezhañ: Mestr, petra a raimp? 13 Eñ a lavaras dezho: Na gemerit ket en tu-hont d'ar pezh a zo gourc'hemennet deoc'h. 14 Soudarded a c'houlennas ivez digantañ: Ha ni, petra a raimp? Eñ a lavaras dezho: Na wallgasit den ha na damallit den e gaou, met tremenit gant ho pae. 15 Evel ma oa ar bobl o c'hortoz, ha ma c'houlenne an holl en o c'halon hag eñ ne oa ket Yann ar C'hrist, 16 Yann en em lakaas da lavarout d'an holl: Me ho padez en dour, met unan all a zeu, galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zieren korreenn e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.

Luke 7:27-28

27 Eñ eo an hini a zo skrivet diwar e benn: Setu, e kasan va c'hannad dirak da zremm, hag a gempenno an hent a-raok dit. 28 Me a lavar deoc'h penaos e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n'eus profed ebet brasoc'h eget Yann-Vadezour; ha koulskoude, ar bihanañ e rouantelezh Doue a zo brasoc'h egetañ.

Luke 18:31

31 Jezuz a gemeras neuze a-du an daouzek, hag a lavaras dezho: Setu, e pignomp da Jeruzalem, hag an holl draoù a zo bet skrivet gant ar brofeded diwar-benn Mab an den, a ya da vezañ graet.

Matthew 3:3

3 Anezhañ eo en deus komzet ar profed Izaia, o lavarout: Mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenit e wenodennoù. 4 evel ma'z eo skrivet e levr lavarioù ar profed Izaia: Mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenait e wenodennoù. 5 Pep traonienn a vo leuniet, pep menez ha krec'hienn a vo izelaet; an hentoù gwariet a vo eeunaet, hag ar re dorgennek a vo kompezet; 6 ha pep kig a welo silvidigezh Doue.

John 1:15

15 Yann a roas testeni dezhañ, pa grias o lavarout: Hemañ eo an hini a lavaren diwar e benn: An hini a zeu war va lerc'h a zo dreiston, abalamour ma oa kentoc'h egedon.

John 1:19-34

19 Setu amañ testeni Yann, pa gasas ar Yuzevien eus Jeruzalem beleien ha levited da c'houlenn outañ: Piv out-te? 20 Disklêriañ a reas ha ne nac'has ket, disklêriañ a reas: N'on ket-me ar C'hrist. 21 Hag e c'houlennjont outañ: Piv out eta? Bez' out Elia? Eñ a lavaras: N'on ket. Bez' out ar profed? Eñ a respontas: Nann. 22 Int a lavaras eta dezhañ: Piv out-te? Evit ma roimp respont d'ar re o deus hon degaset. Petra a lavarez ac'hanout da-unan? 23 Eñ a lavaras: Me eo mouezh an hini a gri el lec'h distro: Plaenit hent an Aotrou, evel m'en deus lavaret ar profed Izaia. 24 Ar re a oa bet kaset a oa farizianed. 25 Goulenn a rejont outañ: Perak e vadezez, ma n'out nag ar C'hrist, nag Elia, nag ar profed? 26 Yann a respontas hag a lavaras dezho: Evidon-me, me a vadez en dour; met unan bennak a zo en ho touez, ha n'anavezit ket anezhañ. 27 Hennezh eo an hini a zeu war va lerc'h, [hag a zo dreiston]; ha n'on ket dellezek da zieren korreenn e votoù. 28 Kement-mañ a c'hoarvezas e Betania, en tu all d'ar Jordan, e-lec'h ma vadeze Yann. 29 An deiz war-lerc'h, Yann a welas Jezuz o tont d'e gavout, hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam pec'hed ar bed. 30 Eñ eo an hini e lavaren diwar e benn: Dont a ra war va lerc'h un den hag a zo dreiston, rak a-raok din e oa. 31 Evidon-me, n'anavezen ket anezhañ; met deuet on da vadeziñ en dour, evit ma vo disklêriet da Israel. 32 Yann a roas c'hoazh an testeni-mañ, o lavarout: Gwelet em eus ar Spered o tiskenn eus an neñv evel ur goulm, hag o tont warnañ. 33 Evidon-me, n'anavezen ket anezhañ; met an hini en deus va c'haset da vadeziñ en dour, en deus lavaret din: An hini a weli ar Spered o tiskenn hag o chom warnañ, hennezh eo an hini a vadez er Spered-Santel. 34 Hag em eus gwelet, hag em eus roet testeni eo eñ Mab Doue.

John 3:28-36

28 C'hwi hoc'h-unan a zo testoù din em eus lavaret: N'eo ket me eo ar C'hrist, met kaset on bet a-raok dezhañ. 29 An hini en deus ar wreg eo an ozhac'h; met mignon an ozhac'h a zo eno hag en selaou; leuniet eo a levenez o klevout mouezh an ozhac'h, hag al levenez-se a zo va hini; mat-tre eo. 30 Ret eo dezhañ kreskiñ ha din bihanaat. 31 An hini a zeu eus an nec'h a zo dreist an holl; an hini a zeu eus an douar a zo eus an douar hag a gomz eus an douar; an hini a zeu eus an neñv a zo dreist an holl; 32 reiñ a ra testeni eus ar pezh en deus gwelet ha klevet; met den ne zegemer e desteni. 33 An hini a zegemer e desteni, en deus siellet penaos eo Doue gwirion. 34 Rak an hini en deus Doue kaset a lavar komzoù Doue, rak Doue ne ro ket dezhañ ar Spered dre vuzul. 35 An Tad a gar ar Mab hag en deus lakaet pep tra etre e zaouarn. 36 An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chomo warnañ.

Matthew 3:1-2

1 En deizioù-se, e teuas Yann-Vadezour o prezeg e lec'h distro Judea, hag o lavarout: 2 Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.

Matthew 3:6

6 hag, oc'h anzav o fec'hedoù, e oant badezet gantañ er stêr Jordan.

Matthew 3:11

11 Me ho padez en dour, evit ar geuzidigezh; met unan all a zeu, galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zougen e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.

Luke 1:77

77 evit reiñ anaoudegezh ar silvidigezh d'e bobl dre pardon eus o fec'hedoù,

Luke 3:2-3

2 dindan belegiezh veur Annaz ha Kaifaz, ger Doue a voe kaset da Yann, mab Zakaria, el lec'h distro. 3 Yann a zeuas en holl vro war-dro ar Jordan, o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec'hedoù,

John 3:23

23 Yann a vadeze ivez e Enon, tost ouzh Salim, abalamour ma oa eno kalz a zour, hag ez aed di evit bezañ badezet,

Matthew 3:5-6

5 An dud eus Jeruzalem, eus an holl Judea hag eus an holl vro war-dro ar Jordan, a yae d'e gavout, 6 hag, oc'h anzav o fec'hedoù, e oant badezet gantañ er stêr Jordan.

Matthew 4:25

25 Ul lod bras a dud a heulie anezhañ eus Galilea, eus Dekapoliz, eus Jeruzalem, eus Judea, hag eus an tu all d'ar Jordan.

John 1:28

28 Kement-mañ a c'hoarvezas e Betania, en tu all d'ar Jordan, e-lec'h ma vadeze Yann.

Matthew 3:4

4 Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d'e groazell; e voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.

Matthew 3:14

14 Met Yann ne felle ket dezhañ e ober, o lavarout: Me am eus ezhomm da vezañ badezet ganit, hag e teuez da'm c'havout?

Luke 3:16

16 Yann en em lakaas da lavarout d'an holl: Me ho padez en dour, met unan all a zeu, galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek da zieren korreenn e votoù. Eñ ho padezo er Spered-Santel hag en tan.

Luke 7:6-7

6 Jezuz eta a yeas ganto. Ha pa ne oa ken pell eus an ti, ar c'hantener a gasas etrezek ennañ mignoned, da lavarout dezhañ: Aotrou, na gemer ket a boan, rak n'on ket din e teufes dindan va zoenn. 7 Abalamour da-se, ne'm eus ket kavet e oan din va-unan da vont betek ennout; met lavar ur ger, ha va mevel a vo yac'haet.

John 1:27

27 Hennezh eo an hini a zeu war va lerc'h, [hag a zo dreiston]; ha n'on ket dellezek da zieren korreenn e votoù.

John 3:28-31

28 C'hwi hoc'h-unan a zo testoù din em eus lavaret: N'eo ket me eo ar C'hrist, met kaset on bet a-raok dezhañ. 29 An hini en deus ar wreg eo an ozhac'h; met mignon an ozhac'h a zo eno hag en selaou; leuniet eo a levenez o klevout mouezh an ozhac'h, hag al levenez-se a zo va hini; mat-tre eo. 30 Ret eo dezhañ kreskiñ ha din bihanaat. 31 An hini a zeu eus an nec'h a zo dreist an holl; an hini a zeu eus an douar a zo eus an douar hag a gomz eus an douar; an hini a zeu eus an neñv a zo dreist an holl;

Matthew 2:23

23 Chom a reas en ur gêr anvet Nazared, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Galvet e vo Nazaredad.

Matthew 3:13-17

13 Neuze, Jezuz a zeuas eus Galilea d'ar Jordan, da gavout Yann, evit bezañ badezet gantañ. 14 Met Yann ne felle ket dezhañ e ober, o lavarout: Me am eus ezhomm da vezañ badezet ganit, hag e teuez da'm c'havout? 15 Jezuz, en ur respont, a lavaras dezhañ: Na harz ket-se bremañ; rak evel-se eo e tere ouzhimp peurober pep reizhder. Neuze eñ a lezas d'ober. 16 Ha goude ma oa bet badezet Jezuz, e savas raktal eus an dour; ha setu, an neñvoù a oa digoret a-us dezhañ, hag e welas Spered Doue, e doare ur goulm, o tiskenn warnañ. 17 Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.

Luke 3:21-22

21 Evel ma rae an holl bobl en em vadeziñ gantañ, Jezuz a voe ivez badezet; hag e-pad ma pede, an neñv a zigoras, 22 hag ar Spered-Santel a ziskennas warnañ e doare ur c'horf, evel hini ur goulm; hag ur vouezh a zeuas eus an neñv, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.

Matthew 3:16

16 Ha goude ma oa bet badezet Jezuz, e savas raktal eus an dour; ha setu, an neñvoù a oa digoret a-us dezhañ, hag e welas Spered Doue, e doare ur goulm, o tiskenn warnañ.

Luke 3:22

22 hag ar Spered-Santel a ziskennas warnañ e doare ur c'horf, evel hini ur goulm; hag ur vouezh a zeuas eus an neñv, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.

Mark 9:7

7 Hag e teuas ur goabrenn a c'holoas anezho; ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn, hag a lavaras: Hemañ eo va Mab karet-mat, selaouit eñ.

Luke 9:35

35 Ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn, hag a lavaras: Hemañ eo va Mab karet-mat, selaouit eñ.

John 5:20-23

20 Rak an Tad a gar ar Mab, hag a ziskouez dezhañ kement a ra. Ha diskouez a raio dezhañ oberoù brasoc'h eget ar re-mañ, evit ma viot sabatuet. 21 Rak, evel ma ro an Tad ar vuhez d'ar re varv, evel-se ivez ar Mab a ro ar vuhez d'ar re a fell dezhañ. 22 An Tad ne varn den, met roet en deus pep barn d'ar Mab, 23 evit ma'c'h enoro an holl ar Mab, evel ma'c'h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab, n'enor ket an Tad en deus e gaset.

John 5:37

37 Hag an Tad en deus va c'haset, en deus e-unan roet testeni ac'hanon. C'hwi n'hoc'h eus biskoazh klevet e vouezh, na gwelet e zremm.

John 12:28-30

28 Tad, ro gloar da'z anv. Neuze e teuas ur vouezh eus an neñv, hag a lavaras: Roet em eus gloar dezhañ, hag e roin gloar dezhañ c'hoazh. 29 Ar bobl a oa eno, hag o devoa klevet, a lavare e oa ar c'hurun; re all a lavare: Un ael en deus komzet outañ. 30 Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Ar vouezh-se n'eo ket evidon-me, met evidoc'h.

Matthew 4:1-11

1 Neuze Jezuz a voe kaset gant ar Spered el lec'h distro, evit bezañ temptet gant an diaoul. 2 Goude m'en devoe yunet daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, en devoe naon. 3 An tempter, o vezañ tostaet outañ, a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, gourc'hemenn d'ar mein-se dont da vezañ bara. 4 Met eñ a respontas: Skrivet eo: An den ne vevo ket a vara hepken, met gant pep ger a zeu eus genou Doue. 5 Neuze an diaoul en kasas er gêr santel, a lakaas anezhañ war lein an templ, 6 hag a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, en em daol d'an traoñ, rak skrivet eo: Gourc'hemenn a raio d'e aeled kaout evezh ouzhit, ha: dougen a raint ac'hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak. 7 Jezuz a respontas dezhañ: Skrivet eo ivez: Na dempti ket an Aotrou da Zoue. 8 An diaoul en kasas c'hoazh war ur menez uhel meurbet, a ziskouezas dezhañ holl rouantelezhioù ar bed hag o gloar, 9 hag a lavaras dezhañ: An holl draoù-se a roin dit, mar daoulinez da'm azeuliñ. 10 Jezuz a respontas dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak skrivet eo: Azeuliñ a ri an Aotrou da Zoue, ha ne serviji nemetañ. 11 Neuze an diaoul en lezas; ha setu, aeled a zeuas hag a servijas anezhañ.

Luke 4:1-13

1 Jezuz, leuniet eus ar Spered-Santel, a zistroas eus ar Jordan, hag a voe kaset gant ar Spered el lec'h distro; 2 eno e voe temptet gant an diaoul e-pad daou-ugent devezh, ha ne zebras netra e-pad an deizioù-se; goude ma voent tremenet, en devoa naon. 3 Neuze an diaoul a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, gourc'hemenn d'ar maen-mañ dont da vezañ bara. 4 Jezuz a respontas dezhañ: Skrivet eo: An den ne vevo ket a vara hepken, [met gant pep ger a zeu eus Doue]. 5 Neuze an diaoul en kasas [war ur menez uhel], a reas dezhañ gwelout en un taol holl rouantelezhioù ar bed, 6 hag a lavaras dezhañ: Reiñ a rin dit an holl c'halloud-se ha gloar ar rouantelezhioù-se, rak roet eo bet din, hag e roan anezhañ da neb a fell din. 7 Ma taoulinez eta dirazon, an holl draoù-se a vo dit. 8 Jezuz a respontas dezhañ: [A-dreñv din, Satan! Rak] skrivet eo: Azeuliñ a ri an Aotrou da Zoue, ha ne serviji nemetañ. 9 Kas a reas anezhañ ivez da Jeruzalem, hag e lakaas anezhañ war lein an templ, hag e lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, en em daol ac'han d'an traoñ, rak skrivet eo 10 e c'hourc'hemenno d'e aeled kaout evezh ouzhit, evit da ziwall, 11 ha penaos e tougint ac'hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak. 12 Jezuz a respontas dezhañ: Lavaret eo: Na dempti ket an Aotrou da Zoue. 13 An diaoul, o vezañ echuet an holl demptadur, en em dennas dioutañ evit un amzer.

Matthew 26:53

53 Ha soñjal a rez na c'hellfen ket pediñ va Zad, hag e rofe din raktal ouzhpenn daouzek lejion aeled?

Matthew 4:12

12 Met pa glevas Jezuz e oa bet lakaet Yann er prizon, en em dennas e Galilea.

Matthew 4:23

23 Jezuz a valeas dre holl C'halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, hag o yac'haat kement kleñved ha kement mac'hagn a oa e-touez ar bobl.

Matthew 9:35

35 Jezuz a yae tro-war-dro er c'hêrioù hag er bourc'hioù, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, hag o pareañ pep kleñved ha pep mac'hagn e-touez ar bobl.

Matthew 11:2

2 Yann, o vezañ klevet en e brizon komz diwar-benn oberoù ar C'hrist, a gasas [daou eus] e ziskibien da lavarout dezhañ:

Matthew 14:2

2 Yann-Vadezour eo! Adsavet eo a-douez ar re varv, ha dre-se eo en em ra mirakloù drezañ.

Luke 3:20

20 a reas goude an holl draoù fall all, an hini da lakaat Yann er prizon.

Luke 4:17-19

17 Neuze e voe roet dezhañ levr ar profed Izaia, hag o vezañ displeget al levr, e kavas al lec'h ma oa skrivet ennañ: 18 Spered an Aotrou a zo warnon; abalamour da-se en deus va eouliet evit prezeg an Aviel d'ar beorien; [kaset en deus ac'hanon evit yac'haat ar re o deus ar c'halon flastret,] evit embann an dasprenadur d'ar re dalc'het, ha distro ar gweled d'ar re dall, da gas er frankiz ar re gwasket, 19 ha da embann bloavezh trugarezus an Aotrou.

Luke 4:43-44

43 Met eñ a lavaras dezho: Ret eo din ivez prezeg keloù mat rouantelezh Doue d'ar c'hêrioù all, rak evit-se eo on bet kaset. 44 Hag e prezege e sinagogennoù Galilea.

Luke 8:1

1 Goude-se, Jezuz a yae eus eil kêr hag eus eil bourc'h d'egile, o prezeg hag o kemenn keloù mat rouantelezh Doue.

John 3:22-24

22 Goude-se, Jezuz a yeas gant e ziskibien war douar Judea, hag eno e chomas ganto hag e vadeze. 23 Yann a vadeze ivez e Enon, tost ouzh Salim, abalamour ma oa eno kalz a zour, hag ez aed di evit bezañ badezet, 24 rak Yann ne oa ket bet c'hoazh lakaet er prizon.

Matthew 3:2

2 Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.

Matthew 4:17

17 Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da brezeg, ha da lavarout: Ho pet keuz rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.

Matthew 10:7

7 En ur vont, prezegit ha lavarit: Rouantelezh an neñvoù a zo tost.

Matthew 21:31-32

31 Pehini anezho o-daou en deus graet bolontez e dad? Int a lavaras dezhañ: An hini kentañ. Jezuz a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar bublikaned hag ar merc'hed a vuhez fall ho tiaraogo e rouantelezh Doue. 32 Rak Yann a zo deuet d'ho kavout dre hent ar reizhder, ha n'hoc'h eus ket kredet ennañ. Met ar bublikaned hag ar merc'hed a vuhez fall o deus kredet ennañ. Ha c'hwi, goude bezañ gwelet kement-se, n'hoc'h eus ket bet keuz evit krediñ ennañ.

Luke 10:9

9 yac'hait ar re glañv a vo eno, ha lavarit dezho: Rouantelezh Doue a zo deuet tost ouzhoc'h.

Luke 10:11

11 Hejañ a reomp a-enep deoc'h ar poultr a zo staget ouzhimp en ho kêr; gouezit koulskoude penaos rouantelezh Doue a zo tostaet ouzhoc'h.

Luke 24:47

47 ha ma vije prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec'hedoù, e-touez an holl bobloù, o vont da gentañ dre Jeruzalem.

Matthew 4:18-22

18 Hag, evel ma valee a-hed mor Galilea, e welas daou vreur, Simon a c'halver Pêr, hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant. 19 Lavarout a reas dezho: Heuilhit ac'hanon, ha me ho raio pesketaerien dud. 20 Kerkent, o lezel o rouedoù, e heuilhjont anezhañ. 21 Hag ac'hano, o vont un tamm a-raokoc'h, e welas daou vreur all, Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, a oa en ur vag gant Zebedea o zad, o fichañ o rouedoù. Gervel a reas anezho. 22 Int, raktal, o lezel o bag hag o zad, a heulias anezhañ.

Matthew 10:2

2 Setu anvioù an daouzek abostol: An hini kentañ, Simon anvet Pêr, hag Andrev e vreur; Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur;

Mark 1:16-20

16 Hag, evel ma valee a-hed mor Galilea, e welas Simon hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant. 17 Neuze Jezuz a lavaras dezho: Heuilhit ac'hanon, ha me ho raio pesketaerien dud. 18 Kerkent, o lezel o rouedoù, e heuilhjont anezhañ. 19 Hag ac'hano, o vont un tamm a-raokoc'h, e welas en ur vag Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, o fichañ o rouedoù. 20 Raktal e c'halvas anezho; hag int, o lezel Zebedea o zad er vag gant an devezhourien, a heulias anezhañ.

Mark 3:16

16 Bez' e oant: Simon, ma roas an anv a Bêr dezhañ;

Mark 3:18

18 Andrev, Filip, Bartolome, Mazhev, Tomaz, Jakez mab Alfe, Tadde, Simon ar C'hananeat,

Luke 5:1-11

1 Evel ma oa Jezuz war aod lenn Genezared, ar bobl en em daole warnañ evit klevout ger Doue. 2 Gwelout a reas div vag en tu all d'ar mor; ar besketaerien a oa diskennet hag a walc'he o rouedoù. 3 Pignat a reas en unan eus ar bagoù-se, hini a oa da Simon, hag e pedas anezhañ da bellaat un tamm diouzh an douar; o vezañ azezet, e kelenne ar bobl diwar ar vag. 4 P'en devoe paouezet da gomz, e lavaras da Simon: Kae a-raokoc'h en dour don, ha taolit ho rouedoù evit pesketa. 5 Simon a respontas dezhañ: Mestr, ni hon eus labouret e-pad an noz hep tapout netra; koulskoude, war da c'her, e taolin ar roued. 6 O vezañ en graet, e tapjont un niver bras a besked; evel ma torre o rouedoù, 7 e rejont sin d'o c'henvreudeur hag a oa er vag all, da zont d'o sikour. Dont a rejont hag e leugnjont an div vag, en hevelep doare ma'z aent d'ar foñs. 8 Simon Pêr, o vezañ gwelet kement-se, en em strinkas d'an daoulin ouzh treid Jezuz, hag a lavaras: Aotrou, pella diouzhin, rak ur pec'her on. 9 Rak ar spont a oa kroget ennañ hag en holl re a oa gantañ, abalamour d'ar pesketaerezh o devoa graet, 10 kenkoulz evel e Jakez ha Yann, mibien Zebedea, kenvreudeur da Simon. Neuze Jezuz a lavaras da Simon: Na'z pez ket aon, a-vremañ e vi pesketaer tud. 11 Hag o vezañ degaset o bagoù d'an douar, e kuitajont pep tra, hag e heuilhjont anezhañ.

Luke 6:14

14 Simon, ma roas an anv a Bêr dezhañ; Andrev e vreur; Jakez ha Yann; Filip ha Bartolome;

John 1:40-42

40 Andrev, breur Simon-Pêr, a oa unan eus an daou o devoa klevet ar pezh en devoa lavaret Yann, hag o devoa heuliet Jezuz. 41 Andrev a gavas da gentañ Simon e vreur, hag a lavaras dezhañ: Ni hon eus kavet ar Mesiaz (da lavarout eo ar C'hrist, an Eouliet). 42 Hag e tegasas anezhañ da Jezuz. Jezuz, o vezañ sellet outañ, a lavaras dezhañ: Te eo Simon, mab Jona; te a vo galvet Kefaz (da lavarout eo Pêr).

John 6:8

8 Unan eus e ziskibien, Andrev, breur Simon-Pêr, a lavaras dezhañ:

John 12:22

22 Filip a zeuas hag a lavaras da Andrev, hag Andrev ha Filip en lavaras da Jezuz.

Matthew 4:19-20

19 Lavarout a reas dezho: Heuilhit ac'hanon, ha me ho raio pesketaerien dud. 20 Kerkent, o lezel o rouedoù, e heuilhjont anezhañ.

Luke 5:10

10 kenkoulz evel e Jakez ha Yann, mibien Zebedea, kenvreudeur da Simon. Neuze Jezuz a lavaras da Simon: Na'z pez ket aon, a-vremañ e vi pesketaer tud.

Matthew 19:27-30

27 Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras: Setu, ni hon eus dilezet pep tra, hag hon eus da heuliet; petra a vo evidomp? 28 Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez penaos, c'hwi hag hoc'h eus va heuliet, en eil c'hinivelezh, pa vo Mab an den azezet war dron e c'hloar, e viot ivez azezet war daouzek tron, hag e varnot daouzek meuriad Israel. 29 Ha piv bennak en devo kuitaet abalamour da'm anv, breudeur, pe c'hoarezed, pe dad, pe vamm, pe wreg, pe vugale, pe zouaroù, pe diez, a resevo kant kement all, hag a herito ar vuhez peurbadus. 30 Met kalz a zo ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ, ha kalz a zo ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ.

Mark 10:28-31

28 Neuze Pêr en em lakaas da lavarout dezhañ: Setu, ni hon eus dilezet pep tra, hag hon eus da heuliet. 29 Ha Jezuz a respontas: Me a lavar deoc'h e gwirionez: N'eus den en defe kuitaet, ti, pe vreudeur, pe c'hoarezed, pe dad, pe vamm, pe vugale, pe zouaroù, abalamour din ha d'an Aviel, 30 ha ne resevo adalek ar c'hantved-mañ, kant kement all, a diez, a vreudeur, a c'hoarezed, a vammoù, a vugale, hag a zouaroù, gant heskinerezhioù, hag, er c'hantved da zont, ar vuhez peurbadus. 31 Met kalz a zo ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ, ha kalz a zo ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ.

Luke 5:11

11 Hag o vezañ degaset o bagoù d'an douar, e kuitajont pep tra, hag e heuilhjont anezhañ.

Luke 14:33

33 Evel-se, piv bennak ac'hanoc'h ivez na zilez ket kement en deus, ne c'hell ket bezañ diskibl din.

Luke 18:28-30

28 Pêr a lavaras: Setu, ni hon eus dilezet pep tra, hag hon eus da heuliet. 29 Eñ a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez: N'eus den en defe kuitaet, ti, pe wreg, pe vreudeur, pe gerent, pe vugale, evit rouantelezh Doue, 30 ha ne resevo kalz muioc'h er c'hantved-mañ, hag er c'hantved da zont, ar vuhez peurbadus.

Matthew 4:21

21 Hag ac'hano, o vont un tamm a-raokoc'h, e welas daou vreur all, Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, a oa en ur vag gant Zebedea o zad, o fichañ o rouedoù. Gervel a reas anezho.

Mark 3:17

17 Jakez mab Zebedea, ha Yann breur Jakez, ma roas an anv a Voanergez dezho, da lavarout eo, mibien ar c'hurun;

Mark 5:37

37 Ha ne lezas den da heuliañ anezhañ, nemet Pêr, Jakez, ha Yann, breur Jakez.

Mark 9:2

2 C'hwec'h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez ha Yann, hag o c'hasas o-unan a-du war ur menez uhel; hag e voe treuzneuziet dirazo.

Mark 10:35

35 Neuze Jakez ha Yann, mibien Zebedea, a zeuas hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a garfe e rafes deomp ar pezh a c'houlennimp ouzhit.

Mark 14:33

33 Kemer a reas gantañ Pêr, Jakez ha Yann, hag e voe leuniet a aon hag a anken.

Matthew 8:21-22

21 Unan all eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Aotrou, lez ac'hanon da vont da gentañ da sebeliañ va zad. 22 Jezuz a lavaras dezhañ: Heul ac'hanon, ha lez ar re varv da sebeliañ o re varv.

Matthew 10:37

37 An neb a gar e dad pe e vamm muioc'h egedon, n'eo ket din ac'hanon; hag an neb a gar e vab pe e verc'h muioc'h egedon, n'eo ket din ac'hanon;

Mark 10:29

29 Ha Jezuz a respontas: Me a lavar deoc'h e gwirionez: N'eus den en defe kuitaet, ti, pe vreudeur, pe c'hoarezed, pe dad, pe vamm, pe vugale, pe zouaroù, abalamour din ha d'an Aviel,

Luke 14:26

26 Mar deu unan bennak da'm c'havout, ha ne gasa ket e dad, e vamm, e wreg, e vugale, e vreudeur, e c'hoarezed, ha muioc'h c'hoazh e vuhez hec'h-unan, ne c'hell ket bezañ va diskibl.

Matthew 4:13

13 O vezañ kuitaet Nazared, e teuas da chom e Kafarnaoum, kêr arvorek, war harzoù Zabulon ha Neftali,

Mark 1:39

39 Hag e prezege en o sinagogennoù, dre an holl C'halilea, hag e kase kuit an diaoulien.

Mark 2:1

1 Un devezh bennak goude, Jezuz a zistroas da Gafarnaoum, hag e voe klevet e oa en ti.

Mark 6:2

2 Pa zeuas ar sabad, en em lakaas de gelenn er sinagogenn; kalz eus ar re en kleve, a oa souezhet hag a lavare: A belec'h e teu an traoù-se d'an den-mañ? Petra eo ar furnez-se a zo bet roet dezhañ, hag ar mirakloù bras en em ra dre e zaouarn?

Mark 10:1

1 Jezuz, o vont ac'hano, a zeuas e kostezioù Judea, en tu all d'ar Jordan; ar bobl en em zastumas adarre war e dro, hag eñ, evel ma oa e c'hiz, en em lakaas d'o c'helenn.

Luke 4:16

16 Jezuz a zeuas da Nazared, e-lec'h ma oa bet savet, hag ez eas, hervez e c'hiz, er sinagogenn deiz ar sabad. Sevel a reas evit lenn.

Luke 4:31-37

31 Neuze e tiskennas da Gafarnaoum, kêr eus Galilea, hag e kelenne an dud d'an deizioù ar sabad. 32 Souezhet e oant eus e gredenn, rak komz a rae gant galloud. 33 Bez' e oa er sinagogenn un den dalc'het gant ur spered a ziaoul hudur, hag a grie gant ur vouezh uhel: 34 A! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c'holl? Me a oar piv out: Sant Doue. 35 Jezuz a c'hourdrouzas anezhañ, o lavarout: Tav, ha kae eus an den-se. An diaoul, o vezañ e stlapet er c'hreiz, a yeas kuit anezhañ, hep ober droug ebet dezhañ. 36 Spouronet e voent holl, hag e lavarent etrezo: Petra eo kement-mañ? Gourc'hemenn a ra gant galloud ha nerzh d'ar speredoù hudur, hag ez eont kuit. 37 Hag ar vrud anezhañ a yeas e pep lec'h er vro tro-war-dro.

Luke 10:15

15 Ha te, Kafarnaoum, savet out bet betek an neñv, hogen izelaet e vi betek lec'h ar marv.

Luke 13:10

10 Evel ma kelenne Jezuz en ur sinagogenn un deiz sabad,

Matthew 7:28-29

28 P'en devoe Jezuz peurlavaret ar c'homzoù-mañ, ar bobl a oa souezhet gant e gelennadurezh, 29 rak o deskiñ a rae evel unan a oa galloud gantañ, ha neket evel ar skribed.

Matthew 13:54

54 O vezañ deuet en e vro, e kelenne anezho er sinagogenn, en hevelep doare ma oant souezhet ha ma lavarent: A belec'h e teu dezhañ ar furnez hag ar mirakloù-se?

Matthew 23:16-24

16 Gwalleur deoc'h, renerien dall! Lavarout a rit: Mar tou unan bennak dre an templ, se n'eo netra; met mar tou unan bennak dre aour an templ, hennezh a dle derc'hel e gomz. 17 Tud diskiant ha dall! Pehini eo ar brasañ, an aour, pe an templ a santela an aour-se? 18 Lavarout a rit c'hoazh: Mar tou unan bennak dre an aoter, se n'eo netra; met mar tou unan bennak dre ar prof a zo war an aoter, hennezh a dle derc'hel e gomz. 19 Tud dall! Pehini eo ar brasañ, ar prof, pe an aoter a santela ar prof-se? 20 An neb a dou dre an aoter, a dou dre an aoter ha dre gement a zo warni; 21 an neb a dou dre an templ, a dou dre an templ ha dre an Hini a chom ennañ; 22 hag an neb a dou dre an neñv, a dou dre dron Doue ha dre an Hini a zo azezet warnañ. 23 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war an aned, ha war ar c'houmin, hag e lezit a-gostez ar pezh a zo ar muiañ talvoudek el lezenn, ar reizhder, an drugarez hag al lealded. Ar re-se a oa an traoù a dleec'h d'ober, hep koulskoude dilezel ar re all. 24 Renerien dall! Silañ a rit ar fubuenn, hag e lonkit ar c'hañval.

Mark 7:3-13

3 (Rak ar farizianed hag an holl Yuzevien ne zebront ket hep gwalc'hiñ o daouarn betek an ilin, o terc'hel hengoun ar re gozh; 4 ha pa zeuont eus ar marc'had, ne zebront ket kennebeut hep bezañ en em walc'het. Ha kalz a draoù all a zo ivez, o deus resevet evit o mirout, evel gwalc'hiñ an hanafoù, ar podoù, al listri-arem hag ar gweleoù.) 5 War gement-se ar farizianed hag ar skribed a c'houlennas outañ: A-belec'h e teu, ma ne heul ket da ziskibien-te hengoun ar re gozh, ha ma kemeront o fred hep bezañ gwalc'het o daouarn? 6 Eñ a respontas dezho: Pilpouzed, Izaia en deus profedet mat diwar ho penn, p'en deus lavaret: Ar bobl-mañ a enor ac'hanon a vuzelloù, met o c'halonoù a zo gwall bell diouzhin. 7 Met e ven eo ec'h enoront ac'hanon, o teskiñ kredennoù a zo gourc'hemennoù tud. 8 Rak, o lezel gourc'hemenn Doue, e virit hengoun an dud, o walc'hiñ ar podoù hag an hanafoù, hag oc'h ober kalz a draoù all heñvel outo. 9 Lavarout a reas dezho c'hoazh: Gwall-vat e torrit gourc'hemenn Doue evit mirout an hengoun; 10 rak Moizez en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d'ar marv; 11 met c'hwi a lavar: An hini a lavaro d'e dad pe d'e vamm: Ar pezh am bije gallet reiñ dit a zo Korban, da lavarout eo ur prof da Zoue, 12 ne lezit ket anezhañ d'ober netra ken evit e dad pe e vamm, 13 o kas da netra ger Doue gant ho hengoun hoc'h eus graet; ha kalz a draoù all a rit evel-se.

Luke 4:32

32 Souezhet e oant eus e gredenn, rak komz a rae gant galloud.

Luke 21:15

15 rak me a roio deoc'h ur genou hag ur furnez na c'hellint respont netra hoc'h holl enebourien dezho.

John 7:46

46 Ar serjanted a respontas: Biskoazh den n'en deus komzet evel an den-se.

Matthew 12:43

43 Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec'hioù sec'h da glask diskuizh, ha ne gav ket;

Mark 1:34

34 Hag e yac'haas kalz a dud klañv eus meur a gleñved, hag e kasas kuit meur a ziaoul, o tifenn outo lavarout ec'h anavezent anezhañ.

Mark 5:2

2 Ha raktal, evel ma tiskennas Jezuz eus ar vag, un den dalc'het gant ur spered hudur a zeuas eus ar bezioù d'e gavout.

Mark 7:25

25 Rak ur wreg, a oa trec'het he merc'h gant un spered hudur, o vezañ klevet komz dioutañ, a zeuas hag en em daolas d'e dreid.

Mark 9:25

25 Ha Jezuz, o welout ar bobl o redek a vandenn, a c'hourdrouzas start ar spered hudur hag a lavaras dezhañ: Spered mut ha bouzar, me a c'hourc'hemenn dit, me, kae kuit eus ar bugel-se, ha na da ken ennañ.

Matthew 8:29

29 Ha setu e krijont en ur lavarout: Petra a zo etre ni ha te, Jezuz, Mab Doue? Ha deuet out amañ evit hor poaniañ a-raok an amzer?

Mark 5:7

7 hag e lavaras, o krial a vouezh uhel: Petra a zo etre te ha me, Jezuz, Mab an Doue uhel-meurbet? Da bediñ a ran dre anv Doue, na boagn ket ac'hanon.

Luke 4:34

34 A! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c'holl? Me a oar piv out: Sant Doue.

Luke 8:28

28 Adalek ma welas Jezuz, e krias, hag ouzh en em deurel d'e dreid, e lavaras a vouezh uhel: Petra a zo etre me ha te, Jezuz, Mab an Doue Uhelañ-Meurbet? Me az ped, na boagn ket ac'hanon.

Luke 8:37

37 Holl dud bro ar C'hadareniz en pedas da bellaat diouto, rak kroget e oa ur spont vras enno. Mont a reas eta er vag evit distreiñ.

Luke 24:19

19 Eñ a lavaras dezho: Ha petra? Int a respontas dezhañ: Ar pezh a zo erruet gant Jezuz a Nazared, ur profed bras, galloudek en oberoù hag e komzoù dirak Doue ha dirak an holl bobl,

Mark 3:11-12

11 Ha pa wele an speredoù hudur anezhañ, e taoulinent dirazañ hag e krient: Te eo Mab Doue! 12 Met eñ a c'hourc'hemenne start dezho na zisklêrjent ket anezhañ.

Luke 4:35

35 Jezuz a c'hourdrouzas anezhañ, o lavarout: Tav, ha kae eus an den-se. An diaoul, o vezañ e stlapet er c'hreiz, a yeas kuit anezhañ, hep ober droug ebet dezhañ.

Luke 4:41

41 An diaoulien ivez a yae er-maez eus kalz, o krial hag o lavarout: Te eo [ar C'hrist,] Mab Doue; met eñ o gourdrouze, ha ne leze ket anezho da lavarout e ouient e oa ar C'hrist

Mark 9:20

20 E zegas a rejont eta dezhañ; ha raktal ma welas Jezuz, ar spered a zifretas anezhañ gant nerzh, hag e kouezhas d'an douar, hag en em ruilhe oc'h eoniñ.

Mark 9:26

26 Ar spered a yeas kuit, o tifretañ anezhañ gant nerzh hag o leuskel ur griadenn vras; ar bugel a zeuas evel marv, en hevelep doare ma lavare meur a hini: Marv eo.

Luke 9:39

39 Ur spered a grog ennañ, ha kerkent e laosk kriadennoù bras; neuze ar spered a hej anezhañ start, en laka da eoniñ, hag a boan e kuita anezhañ, goude bezañ e vrevet holl.

Luke 9:42

42 Evel ma tostae, an diaoul en stlapas d'an douar, hag a zifretas start anezhañ; met Jezuz a c'hourdrouzas ar spered hudur, a yac'haas ar bugel, hag en roas d'e dad.

Luke 11:22

22 Met pa zeu unan all kreñvoc'h egetañ, e tiskar anezhañ, e tilamm digantañ e holl armoù ma fizie enno, hag e lodenn e ziwisk.

Matthew 9:33

33 Pa voe kaset an diaoul kuit, an den mut a gomzas; hag ar bobl souezhet a lavare: Biskoazh n'eo bet gwelet kement all en Israel.

Matthew 12:22-23

22 Neuze e voe degaset dezhañ un den dalc'het gant un diaoul, dall ha mut, hag e yac'haas anezhañ, en hevelep doare ma komze ha ma wele. 23 An holl bobl, souezhet bras, a lavare: Ha n'eo ket hemañ Mab David?

Matthew 15:31

31 en hevelep doare ma voe souezhet an dud pa weljont ar re vut o komz, ar re gamm o kerzhout, ar re dall o welout, ar re vac'hagnet yac'haet; hag e roent gloar da Zoue Israel.

Mark 7:37

37 Souezhet meurbet e lavarent: Kement a ra a zo burzhudus; d'ar re vouzar e ra klevout, ha d'ar re vut komz.

Mark 10:24

24 An diskibien a voe souezhet eus ar c'homzoù-se. Met Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezho: Va bugale, pegen diaes eo d'ar re a laka o fiziañs er madoù mont e rouantelezh Doue!

Mark 10:32

32 Bez' e oant en hent, o pignat da Jeruzalem, Jezuz a valee a-raok dezho; spouronet e oant hag o devoa aon o heuliañ anezhañ. Jezuz, o kemer adarre a-du an daouzek diskibl, en em lakaas da zisklêriañ dezho ar pezh a dlee c'hoarvezout gantañ:

Luke 4:36

36 Spouronet e voent holl, hag e lavarent etrezo: Petra eo kement-mañ? Gourc'hemenn a ra gant galloud ha nerzh d'ar speredoù hudur, hag ez eont kuit.

Luke 9:1

1 O vezañ dastumet e zaouzek diskibl, Jezuz a roas dezho nerzh ha galloud war an holl diaoulien, ha da yac'haat ar c'hleñvedoù.

Luke 10:17-20

17 An dek ha tri-ugent a zistroas gant levenez, o lavarout: Aotrou, zoken an diaoulien a zouj ac'hanomp ez anv. 18 Eñ a lavaras dezho: Me a wele Satan o kouezhañ eus an neñv evel ul luc'hedenn. 19 Setu, e roan deoc'h ar galloud da gerzhout war an naered, war ar c'hruged, ha war holl nerzhoù an enebour; ha netra ne c'hello noazout ouzhoc'h. 20 Koulskoude, n'en em laouenait ket eus ma sent ar speredoù ouzhoc'h; met en em laouenait kentoc'h eus ma'z emañ hoc'h anvioù skrivet en neñvoù.

Matthew 4:24

24 Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re dalc'het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re dalc'het gant diaoulien, re loariek, re seizet, hag eñ a yac'hae anezho.

Matthew 9:31

31 Met int, o vezañ aet er-maez, a gasas ar vrud anezhañ dre an holl vro.

Mark 1:45

45 Met an den-mañ, o vezañ aet kuit, en em lakaas da zisklêriañ uhel an dra ha da skuilhañ ar vrud aze, en hevelep doare na c'helle mui Jezuz mont e kêr dirak an holl; met en em zerc'hel a rae er-maez el lec'hioù distro, hag a bep tu e teued d'e gavout.

Luke 4:17

17 Neuze e voe roet dezhañ levr ar profed Izaia, hag o vezañ displeget al levr, e kavas al lec'h ma oa skrivet ennañ:

Luke 4:37

37 Hag ar vrud anezhañ a yeas e pep lec'h er vro tro-war-dro.

Matthew 8:14-15

14 Jezuz, o vezañ deuet da di Pêr, a welas mamm-gaer Pêr en he gwele, klañv gant an derzhienn. 15 O vezañ stoket ouzh he dorn, raktal an derzhienn a yeas kuit diouti; hi a savas hag a servijas anezho.

Mark 1:21

21 Goude-se ez ejont e Kafarnaoum; Jezuz, o vezañ da gentañ aet er sinagogenn deiz ar Sabad, a gelenne enni.

Mark 1:23

23 Neuze, en em gavas er sinagogenn un den dalc'het gant ur spered hudur hag a grias, o lavarout:

Luke 4:38-39

38 Jezuz, o vezañ aet er-maez eus ar sinagogenn, a yeas e ti Simon. Mamm-gaer Simon he devoa ur gwall derzhienn, hag e pedjont anezhañ eviti. 39 O vezañ eta aet a-us dezhi, e c'hourc'hemennas d'an derzhienn paouez, hag an derzhienn a yeas kuit diouti; kerkent, hi a savas hag a servijas anezho.

Luke 9:58

58 Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù, ha laboused an neñv neizhioù; met Mab an den n'en deus lec'h ebet evit harpañ e benn.

Mark 5:23

23 hag e pedas start anezhañ, o lavarout: Va merc'h vihan a zo ar marv ganti; deus da lakaat da zaouarn warni, evit ma vo yac'haet, hag e vevo.

John 11:3

3 Ar c'hoarezed eta a gasas da lavarout da Jezuz: Aotrou, an hini a garez a zo klañv.

Matthew 27:55

55 Bez' e oa ivez meur a wreg a selle a-bell; heuliet o devoa Jezuz adalek Galilea, ouzh e servijañ.

Mark 5:41

41 O kemer he dorn, e lavaras dezhi: Talitha koumi, da lavarout eo: Plac'h yaouank, me a lavar dit, sav.

Mark 15:41

41 ar re en heulie hag en servije pa oa e Galilea, ha meur a hini all a oa pignet gantañ da Jeruzalem.

Luke 8:2-3

2 An daouzek a oa gantañ, kenkoulz hag un nebeut gwragez a oa bet yac'haet a zrouk-speredoù hag a gleñvedoù; Mari, anvet a Vagdala, a oa aet kuit seizh diaoul diouti, 3 Janed, gwreg Chuza, merour Herodez, Suzanna, ha kalz a reoù all, en sikoure gant o madoù.

Matthew 8:16

16 An abardaez o vezañ deuet, e voe degaset dezhañ meur a hini dalc'het gant diaoulien. Eñ a gasas kuit ar speredoù dre e c'her hag a yac'haas an holl re a oa klañv,

Mark 3:2

2 Hag ec'h eveshaent outañ da welout hag eñ a yac'hafe anezhañ, deiz ar sabad, evit e damall.

Luke 4:40

40 Pa voe kuzhet an heol, an holl re o devoa re glañv dalc'het gant meur a gleñvedoù, o degase dezhañ; eñ a yac'hae anezho holl en ur lakaat e zaouarn war bep hini anezho.

Mark 1:5

5 An holl Judea hag holl dud Jeruzalem a yae d'e gavout, hag e oant badezet gantañ er stêr Jordan, oc'h anzav o fec'hedoù.

Mark 1:25

25 Jezuz a c'hourdrouzas anezhañ o lavarout: Tav, ha kae eus an den-se.

Mark 3:12

12 Met eñ a c'hourc'hemenne start dezho na zisklêrjent ket anezhañ.

Matthew 14:23

23 P'en devoe kaset kuit ar bobl, e pignas war ar menez evit pediñ, a-du; an abardaez o vezañ deuet, e oa eno e-unan.

Mark 6:46-48

46 Ha p'en devoe o c'haset kuit, e pignas war ar menez evit pediñ. 47 An abardaez o vezañ deuet, ar vag a oa e kreiz ar mor, hag eñ a oa e-unan war an douar. 48 Hag e welas o devoa kalz a boan o roeñvat, rak an avel a oa en o enep; war-dro ar bedervet beilhadenn eus an noz e teuas d'o c'havout, o vale war ar mor; c'hoant en devoa d'o diaraogiñ.

Luke 4:42-43

42 Adalek ma teuas an deiz, ez eas d'ul lec'h distro; ur bobl vras en klaske hag a zeuas betek ennañ, hag a c'hoantae en derc'hel, evit n'o c'huitaje ket. 43 Met eñ a lavaras dezho: Ret eo din ivez prezeg keloù mat rouantelezh Doue d'ar c'hêrioù all, rak evit-se eo on bet kaset.

Luke 5:16

16 Met eñ en em zalc'he a-du el lec'hioù distro, evit pediñ.

Luke 6:12

12 En amzer-se, Jezuz a yeas war ar menez evit pediñ, hag e tremenas an noz holl o pediñ Doue.

Luke 22:39-46

39 Neuze Jezuz, o vezañ aet er-maez, a yeas, hervez e c'hiz, da Venez an Olived, hag e ziskibien a heulias anezhañ. 40 Pa voe erruet el lec'h-se, e lavaras dezho: Pedit evit na gouezhot ket en temptadur. 41 Neuze e pellaas diouto war-dro hed un taol-maen, hag, o taoulinañ, e pede, 42 o lavarout: Tad, mar fell dit pellaat an hanaf-se diouzhin! Koulskoude, ra ne vo ket graet va bolontez, met da hini. 43 Un ael eus an neñv en em ziskouezas dezhañ evit e greñvaat. 44 Gwasket gant an anken, e pede kalz startoc'h; hag e teuas dezhañ ur c'hwezenn evel beradennoù gwad, hag a gouezhe war an douar. 45 O vezañ savet eus e bedenn, e teuas etrezek e ziskibien, met o c'havas kousket gant an dristidigezh, 46 hag e lavaras dezho: Perak e kouskit? Savit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur.

John 4:34

34 Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c'haset, ha peurober e oberenn.

John 6:15

15 Jezuz, oc'h anavezout ez aent da zont d'e gemer evit e lakaat da roue, en em dennas adarre e-unan war ar menez.

John 3:26

26 Dont a rejont da gavout Yann, hag e lavarjont dezhañ: Mestr, an hini a oa ganit d'an tu all d'ar Jordan, hag ac'h eus roet testeni dezhañ, setu, eñ a vadez, hag an holl a ya d'e gavout.

John 11:48

48 Mar en lezomp d'ober, an holl a gredo ennañ, hag ar Romaned a zeuio, hag a zistrujo al lec'h-mañ hag hor pobl.

John 12:19

19 Ar farizianed a lavaras eta etrezo: Gwelout a rit na c'hounezit netra; setu, an holl dud a ya war e lerc'h.

Luke 2:49

49 Eñ a lavaras dezho: Perak em c'hlaskec'h? N'ouiec'h ket eo ret din bezañ dalc'het gant labourioù va Zad?

Luke 4:18-21

18 Spered an Aotrou a zo warnon; abalamour da-se en deus va eouliet evit prezeg an Aviel d'ar beorien; [kaset en deus ac'hanon evit yac'haat ar re o deus ar c'halon flastret,] evit embann an dasprenadur d'ar re dalc'het, ha distro ar gweled d'ar re dall, da gas er frankiz ar re gwasket, 19 ha da embann bloavezh trugarezus an Aotrou. 20 Goude bezañ pleget al levr hag e roet d'ar servijer, ec'h azezas; daoulagad an holl er sinagogenn a selle pizh outañ. 21 Neuze en em lakaas da lavarout dezho: Ar gomz-mañ eus ar Skritur a zo peurc'hraet hiziv, hag he c'hlevet hoc'h eus.

Luke 4:43

43 Met eñ a lavaras dezho: Ret eo din ivez prezeg keloù mat rouantelezh Doue d'ar c'hêrioù all, rak evit-se eo on bet kaset.

John 9:4

4 E-pad ma'z eo deiz, eo ret din kas da benn oberoù an hini en deus va c'haset; an noz a zeu, ha den ne c'hell labourat enni.

John 16:28

28 Me a zo deuet eus an Tad, hag on deuet er bed; lezel a ran a-nevez ar bed, hag ez an da gavout va Zad.

John 17:4

4 Roet em eus gloar dit war an douar; echuet em eus al labour az poa roet din d'ober.

John 17:8

8 Rak roet em eus dezho ar gerioù ac'h eus roet din, hag o deus o degemeret, hag o deus anavezet e gwirionez on deuet ac'hanout, hag o deus kredet ec'h eus va c'haset.

Mark 7:30

30 Hag, o vezañ distroet d'he zi, e kavas an diaoul aet kuit, hag he merc'h gourvezet war ar gwele.

Matthew 8:2-4

2 Ha setu, un den lovr a zeuas hag en em stouas dirazañ, en ur lavarout: Aotrou, mar fell dit, e c'hellez va glanaat. 3 Jezuz a astennas e zorn, en stokas, hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet. Ha diouzhtu, e lorgnez a voe glanaet. 4 Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kemer evezh na lavari an dra-mañ da zen; met kae hag en em ziskouez d'ar beleg, ha kinnig ar prof en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.

Matthew 11:5

5 ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, ar c'heloù mat a zo prezeget d'ar beorien.

Matthew 17:14

14 O vezañ deuet etrezek ar bobl, un den a dostaas outañ hag en em daolas d'an daoulin dirazañ, o lavarout:

Mark 9:22-23

22 Hag ar spered en deus e daolet alies en tan hag en dour, evit e lakaat da vervel; met mar gellez un dra bennak, sikour ac'hanomp, hag az pez truez ouzhimp. 23 Jezuz a lavaras dezhañ: Mar gellez! ..., pep tra a c'hell c'hoarvezout evit an hini a gred.

Mark 10:17

17 Evel ma oa evit en em lakaat en hent, un den a zeredas, hag, o vezañ daoulinet dirazañ, e c'houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus?

Luke 5:12-14

12 Evel ma oa en ur gêr eus Galilea, un den goloet a lovrentez, o vezañ gwelet Jezuz, en em strinkas war e c'henou ouzh an douar, hag en pedas, o lavarout: Aotrou, mar fell dit, e c'hellez va glanaat. 13 Jezuz, oc'h astenn e zorn, en stokas hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet. Ha kerkent al lovrentez a guitaas anezhañ. 14 Jezuz a zifennas outañ n'en lavarje da zen. Met kae, a lavaras dezhañ, en em ziskouez d'ar beleg ha kinnig evit da c'hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo kement-se da desteni dezho.

Luke 17:12-19

12 hag evel ma'z antree en ur vourc'h, e voe diarbennet gant dek den lovr en em zalc'he pell dioutañ. 13 Int, o sevel o mouezh, a grias: Jezuz, mestr, az pez truez ouzhimp! 14 O vezañ o gwelet, e lavaras dezho: It, hag en em ziskouezit d'ar veleien. Hag e c'hoarvezas pa oant o vont kuit, e voent naetaet. 15 Unan anezho, o welout e oa yac'haet, a zistroas o reiñ gloar da Zoue a vouezh uhel. 16 Hag en em daolas ouzh treid Jezuz, e c'henou d'an douar, o trugarekaat. Hemañ a oa Samaritan. 17 Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: An holl zek, ha n'int ket bet yac'haet? Pelec'h eta emañ an dek all? 18 N'eus en em gavet nemet an diavaeziad-mañ hag a zo distroet da reiñ gloar da Zoue? 19 Neuze e lavaras dezhañ: Sav, kae, da feiz en deus da yac'haet.

Luke 22:41

41 Neuze e pellaas diouto war-dro hed un taol-maen, hag, o taoulinañ, e pede,

Matthew 9:36

36 O welout an holl dud-se, en devoe truez outo, abalamour ma oant skuizh ha dianket, evel deñved hep pastor.

Mark 4:39

39 Eñ, o vezañ dihunet, a c'hourc'hemennas an avelioù, hag a lavaras d'ar mor: Tav, bez sioul. An avel a davas, hag e voe ur sioulder bras.

Mark 6:34

34 Neuze Jezuz, o vezañ aet, a welas ul lod bras a dud, hag en devoe truez outo, abalamour ma oant evel deñved hep pastor, hag en em lakaas da zeskiñ dezho meur a dra.

Luke 7:12-13

12 Evel ma tostaent ouzh dor kêr, setu e touged d'an douar unan marv, mab nemetañ e vamm, a oa intañvez; un niver bras a dud eus kêr a oa ganti. 13 An Aotrou, o vezañ he gwelet, en devoe truez outi, hag a lavaras dezhi: Na ouel ket!

Matthew 15:28

28 Neuze Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, da feiz a zo bras. Ra vo graet dit evel ma c'hoantaez. Hag en eur-se memes, he merc'h a voe yac'haet.

Mark 1:31

31 Neuze, o tostaat, en ur gemer he dorn e reas dezhi sevel; raktal an derzhienn a yeas kuit diouti, hag e servijas anezho.

Mark 5:29

29 Raktal he diwadañ a baouezas, hag e santas, en he c'horf, e oa yac'haet eus he foan.

John 4:50-53

50 Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, da vab a vev. An den-mañ a gredas ar pezh en devoa Jezuz lavaret dezhañ, hag a yeas kuit. 51 Evel ma tiskenne, e vevelien a zeuas a-raok dezhañ, hag a lavaras dezhañ: Da vab a vev. 52 Eñ a c'houlennas outo da bet eur e oa en em gavet gwelloc'h. Hag int a lavaras dezhañ: Dec'h d'ar seizhvet eur, an derzhienn a guitaas anezhañ. 53 Hag an tad a anavezas e oa d'an eur-se en devoa Jezuz lavaret dezhañ: Da vab a vev; hag e kredas, eñ hag holl dud e di.

John 15:3

3 Dija oc'h-hu glan, abalamour d'ar gomz am eus lavaret deoc'h.

Matthew 9:30

30 Hag o daoulagad a voe digoret; Jezuz a reas dezho an difenn start-mañ: Diwallit na ouefe den an dra-se.

Mark 5:43

43 Neuze e c'hourc'hemennas start dezho na lavarjent kement-se da zen, hag e lavaras reiñ da zebriñ d'ar plac'h yaouank.

Mark 7:36

36 Jezuz a zifennas outo na lavarjent kement-se da zen; met mui e tifenne outo, seul vui e vrudent anezhañ.

Luke 8:56

56 He c'herent a voe gwall souezhet; met eñ a c'hourc'hemennas dezho na lavarjent da zen ar pezh a oa c'hoarvezet.

Matthew 8:4

4 Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kemer evezh na lavari an dra-mañ da zen; met kae hag en em ziskouez d'ar beleg, ha kinnig ar prof en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.

Matthew 23:2-3

2 Ar skribed hag ar farizianed a zo azezet war gador Moizez. 3 Grit eta ha mirit kement a lavaront deoc'h; met na rit ket hervez o oberoù. Rak e lavaront, met ne reont ket.

Luke 5:14

14 Jezuz a zifennas outañ n'en lavarje da zen. Met kae, a lavaras dezhañ, en em ziskouez d'ar beleg ha kinnig evit da c'hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo kement-se da desteni dezho.

Luke 17:14

14 O vezañ o gwelet, e lavaras dezho: It, hag en em ziskouezit d'ar veleien. Hag e c'hoarvezas pa oant o vont kuit, e voent naetaet.

Matthew 28:15

15 Int, o vezañ kemeret an arc'hant, a reas evel ma oa bet lavaret dezho. Hag ar vrud-se a zo bet en em skuilhet e-touez ar Yuzevien, betek hiziv.

Mark 2:1-2

1 Un devezh bennak goude, Jezuz a zistroas da Gafarnaoum, hag e voe klevet e oa en ti. 2 Ha kerkent kement a dud en em zastumas eno, en hevelep doare ma ne oa ket a lec'h a-walc'h dirak an nor evit o derc'hel; eñ a brezege dezho ger Doue.

Mark 2:13

13 Neuze Jezuz a zistroas war-zu ar mor; an holl bobl a zeue d'e gavout, hag eñ o c'helenne.

Mark 3:7

7 Neuze Jezuz en em dennas gant e ziskibien war-zu ar mor, hag ul lod bras a dud a heulie anezhañ eus Galilea, eus Judea,

Luke 5:15-17

15 Ar vrud anezhañ en em skuilhe muioc'h-mui, ha kalz a dud en em zastume evit e glevout hag evit bezañ yac'haet gantañ eus o c'hleñvedoù. 16 Met eñ en em zalc'he a-du el lec'hioù distro, evit pediñ. 17 Un devezh ma kelenne, ha ma oa azezet eno farizianed ha doktored al lezenn deuet eus holl vourc'hioù Galilea, eus Judea hag eus Jeruzalem, galloud an Aotrou a oberie evit yac'haat ar re glañv.

John 6:2

2 Ur bobl vras a heulie anezhañ, abalamour ma welent ar mirakloù a rae war ar re glañv.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.