Matthew 28 Cross References - Breton

1 Pa voe tremenet ar sabad, da darzh an deiz kentañ eus ar sizhun, e teuas Mari a Vagdala hag ar Vari all da welout ar bez. 2 Ha setu e c'hoarvezas ur c'hren-douar, rak un ael eus an Aotrou a ziskennas eus an neñv, a zeuas da ruilhañ ar maen [a zirak ar bez], hag a azezas warnañ. 3 E neuz a oa evel ul luc'hedenn hag e zilhad gwenn evel an erc'h. 4 Ar warded a grene gant ar spont razañ, hag e teujont evel tud varv. 5 Met an ael a lavaras d'ar gwragez: Evidoc'h-hu, n'ho pet ket aon, rak gouzout a ran e klaskit Jezuz, an hini a zo bet staget ouzh ar groaz. 6 N'emañ ket amañ, rak adsavet eo a varv, hervez m'en devoa lavaret. Deuit ha gwelit al lec'h ma oa bet lakaet an Aotrou; 7 it raktal, ha lavarit d'e ziskibien penaos eo adsavet a-douez ar re varv; ha setu, ho tiaraogo e Galilea, eno en gwelot; setu, em eus e lavaret deoc'h. 8 Mont a rejont raktal er-maez eus ar bez, gant spont ha levenez vras, hag e redjont da zisklêriañ kement-mañ d'an diskibien. 9 Ha setu, Jezuz a zeuas a-ziarbenn dezho, hag a lavaras: Salud deoc'h. Hag int, o tostaat, a bokas d'e dreid hag en em stouas dirazañ. 10 Neuze Jezuz a lavaras dezho: N'ho pet ket aon; it ha lavarit da'm breudeur mont e Galilea, eno eo e welint ac'hanon. 11 Pa voent aet kuit, setu, lod eus ar warded a zeuas e kêr hag a zisklêrias d'ar veleien vras kement a oa c'hoarvezet. 12 Ar re mañ o vezañ en em zastumet gant an henaourien, ha goude bezañ en em guzuliet, a roas kalz a arc'hant d'ar soudarded, 13 o lavarout: Lavarit: Deuet eo e ziskibien e-pad an noz ha laeret o deus e gorf e-keit ha ma oamp kousket. 14 Mar deu ar gouarnour da glevout kement-se, ni a c'hounezo anezhañ, hag a dennimp ac'hanoc'h a boan. 15 Int, o vezañ kemeret an arc'hant, a reas evel ma oa bet lavaret dezho. Hag ar vrud-se a zo bet en em skuilhet e-touez ar Yuzevien, betek hiziv. 16 Met an unnek diskibl a yeas e Galilea, war ar menez a oa bet merket dezho gant Jezuz. 17 Pa en gweljont, ec'h azeuljont anezhañ; met darn a zouetas. 18 Jezuz a dostaas outo hag a lavaras dezho: Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha war an douar. 19 It eta, grit diskibien eus an holl vroadoù, o vadeziñ anezho en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel, 20 hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc'hemennet deoc'h; ha setu, emaon ganeoc'h bemdez betek fin ar bed. [Amen.]

Matthew 27:56

56 En o-zouez e oa Mari a Vagdala, Mari mamm da Jakez ha da Jozef, ha mamm mibien Zebedea.

Matthew 27:61

61 Mari a Vagdala hag ar Vari all, a oa azezet eno, e-tal ar bez.

Mark 16:1-8

1 Goude ma oa ar sabad tremenet, Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez, ha Salome, a brenas louzoù a c'hwez-vat evit dont da valzamañ ar c'horf. 2 Deiz kentañ ar sizhun, da sav-heol, e teujont mintin mat d'ar bez. 3 Hag e lavarent etrezo: Piv a lamo deomp ar maen a zo ouzh dor ar bez? 4 O vezañ sellet, e weljont ar maen a oa bet lamet; ha gwall vras e oa. 5 Neuze, o vezañ aet er bez, e weljont un den yaouank azezet en tu dehou, gwisket gant ur sae wenn; spontet e oant. 6 Met eñ a lavaras dezho: Na vezit ket spontet; c'hwi a glask Jezuz a Nazared, an hini a zo bet staget ouzh ar groaz; adsavet eo a varv, n'emañ ken amañ; setu al lec'h m'o devoa lakaet anezhañ. 7 Met it, ha lavarit d'e ziskibien ha da Bêr ho tiaraogo e Galilea, eno en gwelot, evel m'en deus lavaret deoc'h. 8 Int a yeas kuit hag a dec'has diouzh ar bez, rak souezhet e oant ha leuniet a aon. Ne lavarjont netra da zen, rak spontet e oant.

Luke 23:56-24:10

56 Hag o vezañ distroet, ec'h aozjont louzoù a c'hwez-vat ha frondoù, hag e tiskuizhjont deiz ar sabad, hervez al lezenn.

Luke 24:22

22 Gwir eo penaos gwragez bennak, eus hon touez, o deus hor gwall souezhet; rak o vezañ bet aet d'ar bez a-raok an deiz,

John 20:1-10

1 An deiz kentañ eus ar sizhun, Mari a Vagdala a zeuas mintin mat d'ar bez, evel ma oa c'hoazh teñval, hag e welas ar maen lamet diwar ar bez. 2 Redek a reas eta hag e teuas da gavout Simon-Pêr hag an diskibl all a oa karet gant Jezuz, hag e lavaras dezho: Tennet eo an Aotrou eus ar bez, ha n'ouzomp ket pelec'h o deus e lakaet. 3 Neuze Pêr a yeas er-maez gant an diskibl all, hag ez ejont d'ar bez. 4 Hag e redent o-daou a-unvan, met an diskibl all-se a redas buanoc'h eget Pêr, hag a erruas da gentañ er bez. 5 O vezañ en em bleget, e welas ar bandennoù war an douar, met ne deas ket e-barzh. 6 Simon-Pêr a heulie anezhañ, hag, o vezañ erruet, a yeas er bez; gwelout a reas ar bandennoù war an douar, 7 hag al lienenn a oa bet lakaet dezhañ war e benn ha ne oa ket gant ar bandennoù, met pleget en ul lec'h a-du. 8 An diskibl all, an hini erruet da gentañ er bez, a yeas ivez ennañ, hag e welas, hag e kredas. 9 Rak n'o devoa ket c'hoazh komprenet ar Skritur a lavare e tlee Jezuz adsevel a varv. 10 Hag an diskibien a zistroas d'o ziez.

Matthew 27:51-53

51 Ha setu, gouel an templ a rogas e div, adalek krec'h betek traoñ, an douar a grenas, ar reier a frailhas, 52 ar bezioù a zigoras, ha meur a gorf ar sent a oa marv, a adsavas a varv; 53 hag, o vezañ aet er-maez eus o bezioù goude adsavidigezh Jezuz a varv, ez ejont er gêr santel hag en em ziskouezjont da galz.

Mark 16:3-5

3 Hag e lavarent etrezo: Piv a lamo deomp ar maen a zo ouzh dor ar bez? 4 O vezañ sellet, e weljont ar maen a oa bet lamet; ha gwall vras e oa. 5 Neuze, o vezañ aet er bez, e weljont un den yaouank azezet en tu dehou, gwisket gant ur sae wenn; spontet e oant.

Luke 24:2-5

2 Hag e kavjont e oa bet ruilhet ar maen a-zirak ar bez. 3 O vezañ aet ennañ, ne gavjont ket korf an Aotrou Jezuz. 4 Evel na ouient petra da soñjal war gement-se, setu, daou zen en em ziskouezas dezho, gwisket gant dilhad lugernus. 5 Evel ma oant spontet, ha ma plegent o fenn war-zu an douar, e lavarjont dezho: Perak e klaskit e-touez ar re varv an hini a zo bev?

John 20:1

1 An deiz kentañ eus ar sizhun, Mari a Vagdala a zeuas mintin mat d'ar bez, evel ma oa c'hoazh teñval, hag e welas ar maen lamet diwar ar bez.

John 20:12-13

12 hag e welas daou ael gwisket e gwenn, azezet unan ouzh ar penn hag egile ouzh an treid, el lec'h ma oa bet gourvezet korf Jezuz. 13 Lavarout a rejont dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Hi a lavaras dezho: Abalamour ma'z eo tennet ac'han va Aotrou, ha n'ouzon ket pelec'h eo bet lakaet.

Matthew 17:2

2 hag e voe treuzneuziet dirazo; e zremm a lugernas evel an heol, hag e zilhad a zeuas gwenn evel ar goulou.

Mark 9:3

3 E zilhad a zeuas da vezañ lugernus, [gwenn evel an erc'h,] ha kaer skedus ken n'eus kouez ebet war an douar a c'hellfe gwennañ evel-se.

Mark 16:5

5 Neuze, o vezañ aet er bez, e weljont un den yaouank azezet en tu dehou, gwisket gant ur sae wenn; spontet e oant.

John 20:12

12 hag e welas daou ael gwisket e gwenn, azezet unan ouzh ar penn hag egile ouzh an treid, el lec'h ma oa bet gourvezet korf Jezuz.

Matthew 27:65-66

65 Pilat a lavaras dezho: Gwarded hoc'h eus, it ha diwallit eñ evel ma karot. 66 Mont a rejont eta kuit, hag e lakajont e surentez ar bez, en ur siellañ ar maen, hag o lakaat gwarded war e dro.

Matthew 28:11

11 Pa voent aet kuit, setu, lod eus ar warded a zeuas e kêr hag a zisklêrias d'ar veleien vras kement a oa c'hoarvezet.

Matthew 14:27

27 Kerkent Jezuz a lavaras dezho: Ho pet fiziañs, me eo, n'ho pet ket aon.

Matthew 28:10

10 Neuze Jezuz a lavaras dezho: N'ho pet ket aon; it ha lavarit da'm breudeur mont e Galilea, eno eo e welint ac'hanon.

Mark 16:6

6 Met eñ a lavaras dezho: Na vezit ket spontet; c'hwi a glask Jezuz a Nazared, an hini a zo bet staget ouzh ar groaz; adsavet eo a varv, n'emañ ken amañ; setu al lec'h m'o devoa lakaet anezhañ.

Luke 1:12-13

12 Zakaria, o welout anezhañ, a voe trubuilhet, hag ar spont a grogas ennañ. 13 Met an ael a lavaras dezhañ: Zakaria, na'z pez ket aon, rak da bedenn a zo bet selaouet, Elizabed a c'hano dit ur mab, hag e roi dezhañ an anv a Yann.

Luke 1:30

30 Neuze an ael a lavaras dezhi: Mari, na'z pez ket aon, rak kavet ec'h eus gras dirak Doue.

Luke 24:5

5 Evel ma oant spontet, ha ma plegent o fenn war-zu an douar, e lavarjont dezho: Perak e klaskit e-touez ar re varv an hini a zo bev?

John 20:13-15

13 Lavarout a rejont dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Hi a lavaras dezho: Abalamour ma'z eo tennet ac'han va Aotrou, ha n'ouzon ket pelec'h eo bet lakaet. 14 Hag o vezañ lavaret kement-se, e tistroas, hag e welas Jezuz en e sav; met ne ouie ket e oa Jezuz. 15 Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Piv a glaskez? Hi, o krediñ e oa al liorzher, a lavaras dezhañ: Aotrou, mar ec'h eus e gaset kuit, lavar din pelec'h ec'h eus e lakaet, hag e kemerin anezhañ.

Matthew 12:40

40 Rak evel ma voe Jona tri devezh ha teir nozvezh e kof ur pesk bras, evel-se e vo Mab an den tri devezh ha teir nozvezh e kalon an douar.

Matthew 16:21

21 Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da zisklêriañ d'e ziskibien e oa ret dezhañ mont da Jeruzalem, gouzañv kalz a draoù a-berzh an henaourien, ar veleien vras, ha ar skribed, bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv d'an trede deiz.

Matthew 17:9

9 Evel ma tiskennent eus ar menez, Jezuz a roas dezho ar gourc'hemenn-mañ: Na gomzit da zen eus ar welidigezh-mañ, ken na vo adsavet Mab an den a-douez ar re varv.

Matthew 17:23

23 e lakaat a raint d'ar marv, ha d'an trede deiz ec'h adsavo a varv. Bez' e voent gwall c'hlac'haret a-se.

Matthew 20:19

19 hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed, evit ober goap anezhañ, evit e skourjezañ, hag e groazstagañ, met ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.

Matthew 26:31-32

31 Neuze Jezuz a lavaras dezho: Me a vo evidoc'h holl en noz-mañ un abeg da gouezhañ, rak skrivet eo: skeiñ a rin ar pastor, ha deñved ar bagad a vo stlabezet. 32 Met goude ma vin adsavet a varv, ho tiaraogin e Galilea.

Matthew 27:63

63 hag e lavarjont dezhañ: Aotrou, deuet eo da soñj deomp, penaos an trompler-se a lavare pa oa bev: A-benn tri devezh, ec'h adsavin a varv.

Mark 8:31

31 Neuze en em lakaas da zisklêriañ dezho e oa ret da Vab an den gouzañv kalz a draoù, ha bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras, ha gant ar skribed, bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv tri deiz goude.

Luke 24:6-8

6 N'emañ ket amañ, adsavet eo a varv. Ho pet soñj penaos en devoa komzet ouzhoc'h, pa oa c'hoazh e Galilea, 7 o lavarout: Ret eo da Vab an den bezañ lakaet etre daouarn ar bec'herien, ha bezañ kroazstaget, hag adsevel a varv an trede deiz. 8 Hag e teuas soñj dezho eus e gomzoù.

Luke 24:12

12 Koulskoude, Pêr a savas hag a redas d'ar bez; o vezañ pleget, ne welas nemet al lienennoù war an douar; mont a reas kuit, souezhet ennañ e-unan eus ar pezh a oa c'hoarvezet.

Luke 24:23

23 n'o deus ket kavet e gorf, hag ez int deuet o lavarout penaos aeled a zo en em ziskouezet dezho, ha lavaret e oa bev.

Luke 24:44

44 Neuze e lavaras dezho: Setu ar pezh a lavaren deoc'h pa oan c'hoazh ganeoc'h, e oa ret ma vije peurc'hraet kement a zo bet skrivet diwar va fenn e lezenn Moizez, er Brofeded hag er Salmoù.

John 2:19

19 Jezuz a respontas hag a lavaras dezho: Diskarit an templ-mañ, ha me a adsavo anezhañ a-benn tri devezh.

John 10:17

17 Dre-se eo e kar va Zad ac'hanon, abalamour ma roan va buhez evit he adkemer.

John 20:4-9

4 Hag e redent o-daou a-unvan, met an diskibl all-se a redas buanoc'h eget Pêr, hag a erruas da gentañ er bez. 5 O vezañ en em bleget, e welas ar bandennoù war an douar, met ne deas ket e-barzh. 6 Simon-Pêr a heulie anezhañ, hag, o vezañ erruet, a yeas er bez; gwelout a reas ar bandennoù war an douar, 7 hag al lienenn a oa bet lakaet dezhañ war e benn ha ne oa ket gant ar bandennoù, met pleget en ul lec'h a-du. 8 An diskibl all, an hini erruet da gentañ er bez, a yeas ivez ennañ, hag e welas, hag e kredas. 9 Rak n'o devoa ket c'hoazh komprenet ar Skritur a lavare e tlee Jezuz adsevel a varv.

Matthew 24:25

25 Setu, em eus e lavaret deoc'h a-raok.

Matthew 26:32

32 Met goude ma vin adsavet a varv, ho tiaraogin e Galilea.

Matthew 28:16-17

16 Met an unnek diskibl a yeas e Galilea, war ar menez a oa bet merket dezho gant Jezuz. 17 Pa en gweljont, ec'h azeuljont anezhañ; met darn a zouetas.

Mark 14:28

28 Met goude ma vin adsavet a varv, ho tiaraogin e Galilea.

Mark 16:10

10 Hi a yeas, hag a roas d'e anavezout d'ar re a oa bet gantañ, hag a oa e kañv hag en daeroù.

Mark 16:13

13 Ar re-mañ a yeas da lavarout d'ar re all ha n'o c'hredjont ket kennebeut.

Luke 24:9-10

9 O vezañ distroet eus ar bez, e tisklêrjont an holl draoù-se d'an unnek, ha d'an holl re all. 10 Mari a Vagdala, Janed, Mari mamm Jakez hag ar re all a oa ganto, a oa ar re a lavaras an traoù-mañ d'an ebestel.

Luke 24:22-24

22 Gwir eo penaos gwragez bennak, eus hon touez, o deus hor gwall souezhet; rak o vezañ bet aet d'ar bez a-raok an deiz, 23 n'o deus ket kavet e gorf, hag ez int deuet o lavarout penaos aeled a zo en em ziskouezet dezho, ha lavaret e oa bev. 24 Hiniennoù ac'hanomp a zo aet d'ar bez, hag o deus kavet an traoù evel m'o deus ar gwragez lavaret dezho, met eñ, n'o deus ket e welet.

Luke 24:34

34 o lavarout: An Aotrou e gwirionez a zo adsavet a varv, hag eo en em ziskouezet da Simon.

John 14:29

29 Ha me am eus e lavaret deoc'h bremañ, a-raok ma erruo an dra, evit pa vo erruet, e kredot.

John 16:4

4 Met me am eus lavaret deoc'h an traoù-se, evit m'ho po soñj, pa vo deuet an eur, em eus o lavaret deoc'h. Ne'm eus ket lavaret anezho deoc'h abaoe ar penn-kentañ, abalamour ma oan ganeoc'h.

John 20:17-18

17 Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n'on ket c'hoazh pignet etrezek va Zad; met kae da gavout va breudeur, ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, hag etrezek va Doue hag ho Toue. 18 Mari a Vagdala a zeuas da gemenn d'an diskibien penaos he devoa gwelet an Aotrou, ha penaos en devoa lavaret kement-se dezhi.

John 21:1-14

1 Goude-se, Jezuz en em ziskouezas adarre d'e ziskibien tost ouzh Mor Tiberiaz. En em ziskouez a reas en doare-mañ. 2 Simon-Pêr, Tomaz anvet Didim, Natanael eus Kana e Galilea, mibien Zebedea, ha daou all eus e ziskibien, a oa asambles. 3 Simon-Pêr a lavaras dezho: Mont a ran da besketa. Int a lavaras dezhañ: Ni a ya ivez ganit. Mont a rejont, hag e pignjont er vag; met ne dapjont netra en noz-se. 4 Ar mintin o vezañ deuet, Jezuz en em gavas war an aod, met an diskibien ne ouient ket e oa Jezuz. 5 Jezuz a lavaras dezho: Bugale, ha n'hoc'h eus netra da zebriñ? Int a respontas dezhañ: Nann. 6 Eñ a lavaras dezho: Taolit ar roued en tu dehou d'ar vag, hag e kavot. Teurel a rejont eta anezhi, ha ne c'hellent ken he zennañ er-maez, abalamour d'an niver bras a besked. 7 Setu perak, an diskibl a oa karet gant Jezuz a lavaras da Bêr: An Aotrou eo! Ha Simon-Pêr, oc'h anavezout e oa an Aotrou, a lakaas e sae war-c'horre (rak en noazh e oa) hag en em daolas er mor. 8 Met an diskibien all a zeuas gant ar vag, o ruzañ ar roued leun a besked, rak ne oant ket pell diouzh an douar, nemet war-dro daou-c'hant ilinad. 9 Pa voent diskennet d'an douar, e weljont glaou-bev a oa eno, ha pesked warno, ha bara. 10 Jezuz a lavaras dezho: Degasit eus ar pesked-se hoc'h eus tapet bremañ. 11 Simon-Pêr a adpignas hag a dennas ar roued d'an douar, leun gant tri hag hanter-kant pesk bras; ha petra bennak ma oa kement, ne dorre ket ar roued. 12 Jezuz a lavaras dezho: Deuit da leinañ. Hag hini ebet eus an diskibien ne grede goulenn outañ: Piv out-te? o c'houzout e oa an Aotrou. 13 Jezuz eta a dostaas, a gemeras bara, hag a roas anezhañ dezho, kenkoulz hag eus ar pesked. 14 An deirvet gwech a oa dija ma rae Jezuz en em ziskouez d'e ziskibien, goude bezañ adsavet a-douez ar re varv.

Mark 16:8

8 Int a yeas kuit hag a dec'has diouzh ar bez, rak souezhet e oant ha leuniet a aon. Ne lavarjont netra da zen, rak spontet e oant.

Luke 24:36-41

36 Evel ma komzent evel-se, Jezuz e-unan en em ziskouezas en o c'hreiz, hag a lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! 37 Met int, spontet ha spouronet, a grede gwelout ur spered. 38 Eñ a lavaras dezho: Perak oc'h trubuilhet, ha perak e sav kement a soñjoù en ho kalonoù? 39 Sellit ouzh va daouarn hag ouzh va zreid, rak me va-unan eo. Stokit ennon, ha sellit ouzhin; rak ur spered n'en deus na kig na eskern evel ma welit em eus. 40 O lavarout kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e dreid. 41 Met evel, en o levenez, ne gredent ket c'hoazh, ha ma oant souezhet, e lavaras dezho: Bez' hoc'h eus un dra bennak da zebriñ?

John 16:20

20 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, c'hwi a welo hag a hirvoudo, hag ar bed en em laouenaio; c'hwi a vo en dristidigezh, met ho tristidigezh a vo troet e levenez.

John 16:22

22 Evel-se, c'hwi a zo bremañ en dristidigezh; met me ho kwelo a-nevez, hag ho kalon en em laouenaio, ha den ne lamo diganeoc'h ho levenez.

John 20:20-21

20 P'en devoa lavaret kement-se dezho, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e gostez. An diskibien eta, o welout an Aotrou, o devoe ur joa vras. 21 Lavarout a reas dezho a-nevez: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! Evel m'en deus an Tad kaset ac'hanon, me ho kas ivez.

Matthew 14:33

33 Ar re a oa er vag a zeuas hag a azeulas anezhañ, o lavarout: Te eo evit gwir Mab Doue.

Matthew 28:17

17 Pa en gweljont, ec'h azeuljont anezhañ; met darn a zouetas.

Mark 16:9-10

9 Jezuz, o vezañ adsavet a varv diouzh ar beure, deiz kentañ ar sizhun, en em ziskouezas da gentañ da Vari a Vagdala, m'en devoa kaset kuit seizh diaoul anezhi. 10 Hi a yeas, hag a roas d'e anavezout d'ar re a oa bet gantañ, hag a oa e kañv hag en daeroù.

Luke 1:28

28 An ael, o vezañ aet el lec'h ma oa, a lavaras dezhi: Da saludiñ a ran, te a zo bet resevet en gras, an Aotrou a zo ganit. [Benniget out e-touez ar gwragez.]

Luke 7:38

38 hag oc'h en em zerc'hel a-dreñv, ouzh treid Jezuz, o ouelañ, en em lakaas da zourañ e dreid gant he daeroù, ha d'o zorchañ gant blev he fenn; pokat a rae d'e dreid, hag ec'h eoulie anezho gant ar c'hwezh-vat.

Luke 24:52

52 Int, o vezañ e azeulet, a zistroas da Jeruzalem gant levenez vras.

John 12:3

3 Neuze Mari, o vezañ kemeret ul lur c'hwezh-vat a nard pur, eus ur priz bras, a eoulias ganti treid Jezuz, hag o zorchas gant e blev; an ti a voe leuniet gant c'hwezh an traet-se.

John 20:14-17

14 Hag o vezañ lavaret kement-se, e tistroas, hag e welas Jezuz en e sav; met ne ouie ket e oa Jezuz. 15 Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Piv a glaskez? Hi, o krediñ e oa al liorzher, a lavaras dezhañ: Aotrou, mar ec'h eus e gaset kuit, lavar din pelec'h ec'h eus e lakaet, hag e kemerin anezhañ. 16 Jezuz a lavaras dezhi: Mari! Hag hi, o vezañ distroet, a lavaras dezhañ: Rabbouni! Da lavarout eo: Mestr! 17 Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n'on ket c'hoazh pignet etrezek va Zad; met kae da gavout va breudeur, ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, hag etrezek va Doue hag ho Toue.

John 20:19

19 An abardaez eus an deiz-se a oa ar c'hentañ eus ar sizhun, an dorioù eus al lec'h ma oa an diskibien en em zastumet o vezañ serret gant aon rak ar Yuzevien, Jezuz a zeuas hag en em ziskouezas en o c'hreiz, hag e lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h!

John 20:28

28 Tomaz a respontas hag a lavaras dezhañ: Va Aotrou ha va Doue!

Matthew 12:48-50

48 Met Jezuz a respontas d'an hini en devoa lavaret-se dezhañ: Piv eo va mamm, piv eo va breudeur? 49 Hag, oc'h astenn e zorn war e ziskibien, e lavaras: Setu va mamm ha va breudeur. 50 Rak piv bennak a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù, hennezh eo va breur ha va c'hoar ha va mamm.

Matthew 25:40

40 Hag ar Roue a responto dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, bep gwech ma hoc'h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc'h eus graet an dra-se din.

Matthew 25:45

45 Hag e responto dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, bep gwech ma n'hoc'h eus ket graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ-se, n'hoc'h eus ket graet an dra-se em c'heñver.

Matthew 28:5

5 Met an ael a lavaras d'ar gwragez: Evidoc'h-hu, n'ho pet ket aon, rak gouzout a ran e klaskit Jezuz, an hini a zo bet staget ouzh ar groaz.

Matthew 28:7

7 it raktal, ha lavarit d'e ziskibien penaos eo adsavet a-douez ar re varv; ha setu, ho tiaraogo e Galilea, eno en gwelot; setu, em eus e lavaret deoc'h.

Mark 3:33-35

33 Met eñ a respontas: Piv eo va mamm, piv eo va breudeur? 34 Hag o teurel e zaoulagad war ar re a oa en-dro dezhañ, e lavaras: Setu va mamm ha va breudeur. 35 Rak piv bennak a ra bolontez Doue, hennezh eo va breur ha va c'hoar ha va mamm.

Mark 16:7

7 Met it, ha lavarit d'e ziskibien ha da Bêr ho tiaraogo e Galilea, eno en gwelot, evel m'en deus lavaret deoc'h.

Luke 24:36-38

36 Evel ma komzent evel-se, Jezuz e-unan en em ziskouezas en o c'hreiz, hag a lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! 37 Met int, spontet ha spouronet, a grede gwelout ur spered. 38 Eñ a lavaras dezho: Perak oc'h trubuilhet, ha perak e sav kement a soñjoù en ho kalonoù?

John 6:20

20 Met eñ a lavaras dezho: Me eo, n'ho pet ket aon.

John 20:17

17 Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n'on ket c'hoazh pignet etrezek va Zad; met kae da gavout va breudeur, ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, hag etrezek va Doue hag ho Toue.

Matthew 28:4

4 Ar warded a grene gant ar spont razañ, hag e teujont evel tud varv.

Matthew 26:3-4

3 Neuze ar veleien vras, ar skribed hag henaourien ar bobl en em zastumas e porzh ar beleg-meur, anvet Kaifaz, 4 hag en em guzuilhjont evit gouzout penaos kregiñ e Jezuz dre droidell hag e lakaat d'ar marv.

Matthew 27:1-2

1 Pa voe deuet ar mintin, an holl veleien vras hag henaourien ar bobl en em guzulias a-enep Jezuz evit e lakaat d'ar marv. 2 O vezañ e ereet, en degasjont hag en lakajont etre daouarn Poñs-Pilat, ar gouarnour.

Matthew 27:62-64

62 An deiz war-lerc'h a oa deiz goude ar c'hempennadur; ar veleien vras hag ar farizianed en em zastumas hag a yeas da gavout Pilat, 63 hag e lavarjont dezhañ: Aotrou, deuet eo da soñj deomp, penaos an trompler-se a lavare pa oa bev: A-benn tri devezh, ec'h adsavin a varv. 64 Gourc'hemenn eta ma vo diwallet ar bez betek an trede deiz, gant aon na zeufe e ziskibien [en noz] d'e laerezh ha da lavarout d'ar bobl: Savet eo a-douez ar re varv. An tromplerezh diwezhañ-se a vefe gwashoc'h eget an hini kentañ.

John 11:47

47 Neuze ar veleien vras hag ar farizianed a zastumas ar sanedrin, hag a lavaras: Petra a raimp? Rak an den-se a ra kalz a virakloù.

John 12:10-11

10 Hag ar veleien vras en em guzulias da lakaat ivez Lazar d'ar marv, 11 rak kalz eus ar Yuzevien, abalamour dezhañ, a yae hag a grede e Jezuz.

Matthew 26:64

64 Jezuz a lavaras dezhañ: E lavaret ec'h eus; ouzhpenn, e lavaran deoc'h, e welot hiviziken Mab an den azezet a-zehou da c'halloud Doue, hag o tont war goabr an neñv.

Matthew 27:2

2 O vezañ e ereet, en degasjont hag en lakajont etre daouarn Poñs-Pilat, ar gouarnour.

Matthew 26:15

15 hag a lavaras: Petra a roit din, ha me en lakaio etre ho taouarn? Int a reas marc'had gantañ eus tregont pezh arc'hant.

Matthew 27:8

8 Setu perak eo galvet ar park-se, Park ar Gwad, betek hiziv.

Mark 16:14

14 Da ziwezhañ, en em ziskouezas d'an unnek abostol, evel ma oant ouzh taol, hag e rebechas dezho o diskredoni ha kaleter o c'halon, abalamour n'o devoa ket kredet ar re o devoa e welet adsavet a varv.

John 6:70

70 Jezuz a respontas dezho: Ne'm eus ket ho tibabet, ho taouzek? Hag unan ac'hanoc'h a zo un diaoul.

Matthew 16:28

28 Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ, ha ne varvint ket, ken n'o devo gwelet Mab an den o tont en e rouantelezh.

Matthew 28:9

9 Ha setu, Jezuz a zeuas a-ziarbenn dezho, hag a lavaras: Salud deoc'h. Hag int, o tostaat, a bokas d'e dreid hag en em stouas dirazañ.

John 5:23

23 evit ma'c'h enoro an holl ar Mab, evel ma'c'h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab, n'enor ket an Tad en deus e gaset.

Matthew 11:27

27 Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab, nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut, nemet ar Mab, hag an hini e fell d'ar Mab e ziskuliañ dezhañ.

Luke 1:32-33

32 Bras e vo, hag e vo galvet mab an Uhelañ-Meurbet, hag an Aotrou Doue a roio dezhañ tron David e dad. 33 Ren a raio da virviken war diegezh Jakob, hag e ren n'en devo ken a fin.

Luke 10:22

22 Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab, nemet an Tad, na piv eo an Tad, nemet ar Mab, hag an hini a fell d'ar Mab e zisklêriañ dezhañ.

John 3:35

35 An Tad a gar ar Mab hag en deus lakaet pep tra etre e zaouarn.

John 5:22-27

22 An Tad ne varn den, met roet en deus pep barn d'ar Mab, 23 evit ma'c'h enoro an holl ar Mab, evel ma'c'h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab, n'enor ket an Tad en deus e gaset. 24 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini a selaou va c'homz, hag a gred en hini en deus va c'haset, en deus ar vuhez peurbadus, ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d'ar vuhez. 25 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an amzer a zeu, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varv mouezh Mab Doue; hag ar re he c'hlevo, a vevo. 26 Rak, evel m'en deus an Tad ar vuhez ennañ e-unan, roet en deus ivez d'ar Mab ar galloud da gaout ar vuhez ennañ e-unan, 27 hag roet en deus dezhañ ar galloud da varn, abalamour ma'z eo Mab an den.

John 13:3

3 Jezuz, oc'h anavezout en devoa an Tad lakaet pep tra etre e zaouarn, hag e oa deuet eus Doue, hag e tistroe da Zoue,

John 17:2

2 hervez ma ec'h eus roet dezhañ galloud war bep kig, evit ma roio ar vuhez peurbadus d'an holl re ac'h eus roet dezhañ.

Matthew 3:16-17

16 Ha goude ma oa bet badezet Jezuz, e savas raktal eus an dour; ha setu, an neñvoù a oa digoret a-us dezhañ, hag e welas Spered Doue, e doare ur goulm, o tiskenn warnañ. 17 Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.

Matthew 13:52

52 Hag e lavaras dezho: Dre-se, kement skrib desket diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh an neñvoù, a zo heñvel ouzh ur penn-tiegezh a denn traoù nevez ha traoù kozh eus e deñzor.

Mark 16:15-16

15 Hag e lavaras dezho: It dre ar bed holl, ha prezegit an Aviel da bep krouadur. 16 An hini a gredo hag a vo badezet a vo salvet; met an hini na gredo ket a vo kondaonet.

Luke 24:47-48

47 ha ma vije prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec'hedoù, e-touez an holl bobloù, o vont da gentañ dre Jeruzalem. 48 C'hwi eo an testoù eus an traoù-se,

Matthew 1:23

23 Setu, ar werc'hez a vo brazez, hag a c'hano ur mab a vo galvet Emmanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp.

Matthew 6:13

13 ha n'hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar evit kantvedoù ar c'hantvedoù. Amen!

Matthew 7:24-27

24 An hini eta a glev ar c'homzoù-mañ a lavaran, hag a sent outo, a vo heñvel ouzh un den fur en deus savet e di war ar roc'h. 25 Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c'hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se; n'eo ket kouezhet, abalamour ma oa diazezet war ar roc'h. 26 Met an hini a glev ar c'homzoù-mañ a lavaran, ha ne sent ket outo, a zo heñvel ouzh un den diskiant en deus savet e di war an traezh. 27 Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c'hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se; kouezhet eo, ha bras eo bet e ziskar.

Matthew 13:39-40

39 an enebour en deus e hadet, eo an diaoul; an eost, eo fin ar bed; ar vederien, eo an aeled 40 Evel ma tenner an dreog, ha ma e daoler en tan, evel-se e c'hoarvezo e fin ar bed.

Matthew 13:49

49 Evel-se e c'hoarvezo e fin ar bed; an aeled a zeuio hag a zispartio ar re drouk eus a-douez ar re reizh,

Matthew 18:20

20 Rak e-lec'h ma ez eus daou pe dri dastumet em anv, emaon eno en o c'hreiz.

Matthew 24:3

3 Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, an diskibien a dostaas outañ, a-du, o lavarout: Lavar deomp pegoulz e c'hoarvezo kement-se, ha pehini e vo ar sin eus da zonedigezh hag eus fin ar bed?

Mark 16:20

20 Hag int, o vezañ aet, a brezegas dre holl, an Aotrou o kenober ganto, hag o reiñ kred da C'her Doue dre ar mirakloù o heulie.

John 14:18-23

18 Ne lezin ket ac'hanoc'h emzivaded; dont a rin d'ho kavout. 19 C'hoazh un nebeut amzer, hag ar bed ne'm gwelo ken, met c'hwi am gwelo, abalamour ma vevan, ha ma vevot ivez. 20 En deiz-se, ec'h anavezot emaon em Zad, ha c'hwi ennon, ha me ennoc'h. 21 An hini en deus va gourc'hemennoù, hag a vir anezho, hennezh eo an hini a gar ac'hanon; hag an hini a gar ac'hanon, a vo karet gant va Zad, ha me en karo hag en em roin da anavezout dezhañ. 22 Judaz, neket an Iskariod, a lavaras dezhañ: Aotrou! A-belec'h e teu ma en em roi da anavezout deomp, ha nann d'ar bed? 23 Jezuz a respontas dezhañ: Mar kar unan bennak ac'hanon, e viro va ger, ha va Zad a garo anezhañ, hag e teuimp d'e gavout, hag e raimp hor chomaj gantañ.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.