John 14:18-23

Breton(i) 18 Ne lezin ket ac'hanoc'h emzivaded; dont a rin d'ho kavout. 19 C'hoazh un nebeut amzer, hag ar bed ne'm gwelo ken, met c'hwi am gwelo, abalamour ma vevan, ha ma vevot ivez. 20 En deiz-se, ec'h anavezot emaon em Zad, ha c'hwi ennon, ha me ennoc'h. 21 An hini en deus va gourc'hemennoù, hag a vir anezho, hennezh eo an hini a gar ac'hanon; hag an hini a gar ac'hanon, a vo karet gant va Zad, ha me en karo hag en em roin da anavezout dezhañ. 22 Judaz, neket an Iskariod, a lavaras dezhañ: Aotrou! A-belec'h e teu ma en em roi da anavezout deomp, ha nann d'ar bed? 23 Jezuz a respontas dezhañ: Mar kar unan bennak ac'hanon, e viro va ger, ha va Zad a garo anezhañ, hag e teuimp d'e gavout, hag e raimp hor chomaj gantañ.