Matthew 13:2-9

Breton(i) 2 Ur bobl vras o vezañ en em zastumet en e gichen, e pignas en ur vag hag ec'h azezas; an holl bobl a chomas war an aod. 3 Komz a reas dezho dre barabolennoù war galz a draoù, hag e lavaras: 4 Setu, un hader a yeas er-maez da hadañ; hag evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused a zeuas hag he debras holl. 5 Ul lodenn all a gouezhas war ul lec'h meinek, e-lec'h ma oa nebeut a zouar; ha kerkent e savas, abalamour ne oa ket aet don en douar; 6 met pa zeuas an heol, e voe devet, ha dre ma ne oa ket a wrizienn, e sec'has. 7 Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern; hag ar spern a greskas hag he mougas. 8 Ul lodenn all a gouezhas en douar mat hag e roas frouezh, ur c'hreunenn kant, unan all tri-ugent, hag unan all tregont. 9 Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.