Luke 14:3-6

Breton(i) 3 Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras da zoktored al lezenn ha d'ar farizianed: Hag aotreet eo yac'haat deiz ar sabad? 4 Int a davas. Neuze, o kemer an hini klañv, en yac'haas hag en kasas kuit. 5 Goude-se, e lavaras dezho: Piv ac'hanoc'h, mar kouezh e vab pe e ejen en ur puñs, na dennfe ket anezhañ er-maez kerkent, deiz ar sabad? 6 Ha ne c'helljont ket respont dezhañ war gement-se.