John 19:31-35

Breton(i) 31 Met, ar Yuzevien, gant aon na chomfe ar c'horfoù war ar groaz deiz ar sabad (rak kempennadur ar Pask e oa, hag ar sabad-se a oa un deiz bras), a c'houlennjont digant Pilat ma vije torret o divhar d'ar re groazstaget, ha ma vijent tennet ac'hane. 32 Ar soudarded a zeuas eta hag a dorras e zivhar d'an hini kentañ, goude d'an eil a oa kroazstaget gantañ. 33 Met pa zeujont da Jezuz, o welout e oa dija marv, ne dorrjont ket dezhañ e zivhar. 34 Koulskoude unan eus ar soudarded a doullas e gostez dezhañ gant ul lañs, ha kerkent e tilamas anezhañ gwad ha dour. 35 An hini en deus gwelet a ro testeni a gement-se (hag e desteni a zo gwirion, hag e oar e lavar gwir), evit ma kredot.