John 19:31 Cross References - Breton

31 Met, ar Yuzevien, gant aon na chomfe ar c'horfoù war ar groaz deiz ar sabad (rak kempennadur ar Pask e oa, hag ar sabad-se a oa un deiz bras), a c'houlennjont digant Pilat ma vije torret o divhar d'ar re groazstaget, ha ma vijent tennet ac'hane.

Matthew 27:62

62 An deiz war-lerc'h a oa deiz goude ar c'hempennadur; ar veleien vras hag ar farizianed en em zastumas hag a yeas da gavout Pilat,

Mark 15:42

42 Diouzh an abardaez, evel ma oa deiz ar c'hempennadur, da lavarout eo deiz kent ar sabad,

John 19:1

1 Pilat eta a gemeras Jezuz, hag a lakaas anezhañ da vezañ skourjezet.

John 19:14

14 (met kempennadur ar Pask e oa, ha war-dro ar c'hwec'hvet eur); hag e lavaras d'ar Yuzevien: Setu ho roue.

John 19:42

42 Lakaat a rejont eta Jezuz ennañ, abalamour da gempennadur ar Yuzevien hag ivez dre ma oa tost ar bez.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.