John 18 Cross References - Breton

1 Goude m'en devoe Jezuz lavaret an traoù-mañ, ez eas gant e ziskibien en tu all d'ar froud Kedron, e-lec'h ma oa ul liorzh; antreal a reas enni, eñ hag e ziskibien. 2 Judaz, an hini en gwerzhe, a anaveze ivez al lec'h-se, abalamour Jezuz a oa aet alies eno gant e ziskibien. 3 Judaz eta, o vezañ kemeret ur vandenn soudarded ha serjanted ar veleien vras hag ar farizianed, a zeuas eno gant leternioù, gant goulou ha gant armoù. 4 Ha Jezuz, o c'houzout kement a dlee c'hoarvezout gantañ, a yeas en o raok hag a lavaras dezho: Piv a glaskit? 5 Int a respontas dezhañ: Jezuz a Nazared. Jezuz a lavaras dezho: Me eo. Ha Judaz, an hini en gwerzhe, a oa ivez ganto. 6 Kerkent m'en devoa lavaret dezho: Me eo, e teujont a-dreñv, hag e kouezhjont d'an douar. 7 Goulenn a reas c'hoazh ur wech outo: Piv a glaskit? Hag int a respontas: Jezuz a Nazared. 8 Jezuz a respontas: Lavaret em eus deoc'h penaos eo me; mar deo eta me a glaskit, lezit ar re-mañ da vont kuit. 9 Kement-mañ a c'hoarvezas evit ma vije peurc'hraet ar gomz-mañ en devoa lavaret: Ne'm eus kollet hini ebet eus ar re ac'h eus roet din. 10 Neuze Simon-Pêr, a oa gantañ ur c'hleze, a dennas anezhañ, a skoas gantañ ur servijer d'ar beleg-meur, hag a droc'has e skouarn dehou dezhañ; ar servijer-se a oa anvet Malkuz. 11 Met Jezuz a lavaras da Bêr: Laka da gleze en e c'houin; ha n'evin ket an hanaf en deus an Tad roet din? 12 Neuze ar vandenn soudarded, ar c'habiten hag an dud kaset gant ar Yuzevien a gemeras Jezuz, a ereas anezhañ, 13 hag a gasas anezhañ da gentañ da di Annaz, abalamour ma oa tad-kaer da Gaifaz, beleg-meur ar bloaz-se. 14 Kaifaz a oa an hini en devoa roet ar c'huzul-se d'ar Yuzevien, penaos e oa talvoudek e varvje un den hepken evit ar bobl. 15 Met, Simon-Pêr, gant un diskibl all, en devoa heuliet Jezuz. An diskibl-se a oa anavezet gant ar beleg-meur, hag ez eas gant Jezuz e palez ar beleg-meur. 16 Met Pêr a oa chomet er-maez, e-tal an nor. An diskibl all, hag a oa anavezet gant ar beleg-meur, a yeas eta da gomz ouzh ar borzhierez, hag a lakaas Pêr da vont e-barzh. 17 Neuze ar vatezh (ar borzhierez) a lavaras da Bêr: N'out ket ivez eus diskibien an den-se? Eñ a lavaras: N'on ket. 18 Ar mevelien hag ar servijerien a oa eno, o vezañ graet tan, abalamour ma oa yen, e tomment. Pêr a oa ganto, hag e tomme. 19 Ar beleg-meur a reas goulennoù ouzh Jezuz diwar-benn e ziskibien, ha diwar-benn e gredenn. 20 Jezuz a respontas dezhañ: Komzet em eus sklaer d'an dud; atav em eus kelennet er sinagogenn hag en templ, e-lec'h m'en em zastum ar Yuzevien eus a bep lec'h, ha ne'm eus lavaret netra e-kuzh. 21 Perak eta e rez goulennoù ouzhin? Gra da c'houlennoù ouzh a re o deus klevet ar pezh am eus lavaret dezho: an dud-se a oar ar pezh am eus lavaret. 22 P'en devoa lavaret kement-se, unan eus ar servijerien a oa eno, a roas ur jodad da Jezuz, en ur lavarout dezhañ: Evel-se eo e respontez d'ar beleg-meur? 23 Jezuz a respontas dezhañ: Mar em eus komzet fall, diskouez ar pezh fall am eus lavaret; met mar em eus komzet mat, perak e skoez ac'hanon? 24 Hag Annaz a gasas anezhañ ereet da Gaifaz ar beleg-meur. 25 Simon-Pêr a oa eno, hag en em domme; lavarout a rejont dezhañ: Ha n'out ket te ivez eus e ziskibien? Eñ en nac'has hag a lavaras: N'on ket. 26 Unan eus mevelien ar beleg-meur, a oa kar d'an hini en devoa Pêr troc'het e skouarn, a lavaras dezhañ: Ha ne'm eus ket da welet el liorzh gantañ? 27 Pêr en nac'has adarre; ha kerkent ar c'hilhog a ganas. 28 Neuze e kasjont Jezuz eus ti Kaifaz d'ar pretordi; ar mintin e oa, ha n'ejont ket e-barzh ar pretordi o-unan, gant aon d'en em saotrañ, evit ma c'helljent debriñ ar Pask. 29 Pilat, o vezañ aet d'o c'havout, a lavaras dezho: Pet tamall a rit a-enep an den-se? 30 Respont a rejont dezhañ: Ma ne vije ket un torfedour, n'hor bije ket e lakaet etre da zaouarn. 31 Pilat a lavaras dezho: Kemerit anezhañ hoc'h-unan, ha barnit eñ hervez ho lezenn. Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: N'hon eus ket ar galloud da lazhañ den. 32 Kement-mañ a c'hoarvezas evit ma vije peurc'hraet ar pezh en devoa Jezuz lavaret, o verkañ dre beseurt marv e tlee mervel. 33 Neuze Pilat a zistroas d'ar pretordi hag o vezañ lakaet Jezuz da zont, e lavaras dezhañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien? 34 Jezuz a respontas dezhañ: Ac'hanout da-unan eo e lavarez kement-se, pe reoù all o deus e lavaret dit? 35 Pilat a respontas: Ha Yuzev on-me? Da bobl hag ar veleien vras o deus da lakaet etre va daouarn. Petra ac'h eus graet? 36 Jezuz a respontas dezhañ: Va rouantelezh n'eo ket eus ar bed-mañ; mar bije bet va rouantelezh eus ar bed-mañ, va mevelien o dije stourmet evit na vijen ket lakaet e daouarn ar Yuzevien; met bremañ va rouantelezh n'eo ket ac'han. 37 Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Te a zo eta roue? Jezuz a respontas: E lavarout a rez; roue on, evit-se eo on bet ganet, hag evit-se eo on deuet er bed, evit reiñ testeni d'ar wirionez. Piv bennak a zo eus ar wirionez, a selaou va mouezh. 38 Pilat a lavaras dezhañ: Petra eo ar wirionez? Ha goude m'en devoa lavaret kement-se, ez eas a-nevez da gavout ar Yuzevien, hag e lavaras dezho: Ne gavan torfed ebet en den-se. 39 Met, bez' hoc'h eus ur c'hiz en ho touez, ma laoskfen deoc'h unan bennak gant ar Pask. Fellout a ra deoc'h eta e laoskfen deoc'h roue ar Yuzevien? 40 Neuze an holl a grias a-nevez: Na laosk ket hemañ, met Barabbaz. Ha Barabbaz a oa ul laer.

Matthew 26:30

30 Goude m'o devoe kanet ar c'hantikoù, ez ejont da Venez an Olived.

Matthew 26:36

36 Neuze Jezuz a zeuas ganto en ul lec'h galvet Getsemane, hag e lavaras d'e ziskibien: Azezit amañ e-pad ma'z in da bediñ ahont.

Mark 14:26

26 Goude m'o devoe kanet ar c'hantikoù, ez ejont da Venez an Olived.

Mark 14:32

32 Neuze ez ejont en ul lec'h galvet Getsemane, ha Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Azezit amañ e-pad ma pedin.

Luke 22:39-40

39 Neuze Jezuz, o vezañ aet er-maez, a yeas, hervez e c'hiz, da Venez an Olived, hag e ziskibien a heulias anezhañ. 40 Pa voe erruet el lec'h-se, e lavaras dezho: Pedit evit na gouezhot ket en temptadur.

John 13:31-35

31 Pa voe aet kuit, Jezuz a lavaras: Bremañ, roet eo bet gloar da Vab an den, ha roet eo bet gloar da Zoue ennañ. 32 Mar deo bet roet gloar da Zoue ennañ, Doue a roio gloar dezhañ ivez ennañ e-unan, hag e roio gloar dezhañ prest. 33 Va bugale vihan, me a zo c'hoazh ganeoc'h evit un nebeut amzer. C'hwi am c'hlasko, hag, evel ma em eus lavaret d'ar Yuzevien, me en lavar deoc'h-hu ivez bremañ: E-lec'h ma'z an, ne c'hellit ket dont. 34 Reiñ a ran deoc'h ur gourc'hemenn nevez: Ma en em garot an eil egile; evel ma em eus ho karet, ma en em garot ivez an eil egile. 35 Eus kement-mañ ec'h anavezo an holl penaos oc'h va diskibien, ma hoc'h eus karantez an eil evit egile.

John 14:1-17

1 Na vezent ket trubuilhet ho kalonoù. Kredit e Doue, kredit ivez ennon. 2 Bez' ez eus meur a chomaj e ti va Zad; ma ne vije ket, me am bije e lavaret deoc'h. Mont a ran da gempenn ul lec'h deoc'h. 3 Ha pa vin aet, ha pa em bo kempennet ul lec'h deoc'h, e tistroin hag ho kemerin ganin, evit ma viot c'hwi ivez el lec'h m'emaon. 4 Ha c'hwi a oar pelec'h ez an, hag ec'h ouzoc'h an hent. 5 Tomaz a lavaras dezhañ: Aotrou, n'ouzomp ket pelec'h ez ez; ha penaos e c'hellfemp anavezout an hent? 6 Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez; den ne zeu d'an Tad, nemet drezon. 7 Mar ho pije va anavezet, ho pije anavezet va Zad; hag a-vremañ ec'h anavezit anezhañ, hag hoc'h eus e welet. 8 Filip a lavaras dezhañ: Aotrou, diskouez deomp an Tad, hag eo a-walc'h deomp. 9 Jezuz a lavaras dezhañ: Keit all a zo abaoe ma'z on ganeoc'h, ha te ne'c'h eus ket va anavezet! Filip, an hini en deus va gwelet, en deus gwelet an Tad. Penaos eta e lavarez: Diskouez deomp an Tad? 10 Ha ne gredez ket on-me en Tad, hag emañ an Tad ennon? Ar gerioù a lavaran deoc'h, n'o lavaran ket ac'hanon va-unan; met an Tad a chom ennon, a ra e-unan an oberoù a ran. 11 Kredit ac'hanon pa lavaran ez on en Tad, hag emañ an Tad ennon; pe kredit ac'hanon da vihanañ abalamour d'an oberoù-se memes. 12 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: An hini a gred ennon a raio ivez an oberoù a ran, hag e raio reoù vrasoc'h c'hoazh eget ar re-mañ, abalamour ma'z an da gavout va Zad. 13 Ha kement a c'houlennot em anv, me a raio anezhañ, evit ma vo roet gloar d'an Tad er Mab. 14 Mar goulennit un dra bennak em anv, me a raio anezhañ. 15 Mar karit ac'hanon, mirit va gourc'hemennoù. 16 Ha me a bedo an Tad, hag eñ a roio deoc'h ur Frealzer all, evit chom da viken ganeoc'h, 17 ar Spered a wirionez, na c'hell ket ar bed degemer anezhañ, dre na wel ket anezhañ, ha n'anavez ket anezhañ; met c'hwi a anavez anezhañ, abalamour ma chom ganeoc'h, ha ma vo ennoc'h.

John 14:31

31 Met evit ma'c'h anavezo ar bed penaos e karan va Zad, ha penaos e ran ar pezh en deus an Tad gourc'hemennet din, savit ha deomp ac'hann.

John 18:26

26 Unan eus mevelien ar beleg-meur, a oa kar d'an hini en devoa Pêr troc'het e skouarn, a lavaras dezhañ: Ha ne'm eus ket da welet el liorzh gantañ?

Mark 11:11-12

11 Evel-se Jezuz a yeas e Jeruzalem, hag en templ; hag o vezañ sellet ouzh pep tra, evel ma oa diwezhat, ez eas da Vetania gant an daouzek. 12 An deiz war-lerc'h, evel ma'z ae eus Betania, en devoe naon.

Luke 21:37

37 Jezuz a gelenne en templ e-pad an deiz, hag en noz ez ae hag en em zalc'he war ar menez galvet Menez an Olived.

Luke 22:39

39 Neuze Jezuz, o vezañ aet er-maez, a yeas, hervez e c'hiz, da Venez an Olived, hag e ziskibien a heulias anezhañ.

Matthew 26:47-56

47 Evel ma komze c'hoazh, setu Judaz, unan eus an daouzek, a zeuas, ha gantañ ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras hag henaourien ar bobl. 48 An hini en gwerzhe en devoa roet ar sin-mañ: An hini a bokin dezhañ, hennezh eo, krogit ennañ. 49 Raktal e tostaas ouzh Jezuz, hag e lavaras dezhañ: Salud, Mestr! Hag e pokas dezhañ. 50 Jezuz a lavaras dezhañ: Va mignon, evit petra out amañ? Neuze e tostajont, e lakajont o daouarn war Jezuz, hag e krogjont ennañ. 51 Ha setu, unan eus ar re a oa gant Jezuz a astennas e zorn, a dennas e gleze, a skoas servijer ar beleg-meur, hag a droc'has e skouarn dezhañ. 52 Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Laka da gleze en e lec'h; rak an holl re a gemero ar c'hleze, a varvo dre ar c'hleze. 53 Ha soñjal a rez na c'hellfen ket pediñ va Zad, hag e rofe din raktal ouzhpenn daouzek lejion aeled? 54 Penaos eta e vefe peurc'hraet ar Skriturioù a lavar e tle an traoù c'hoarvezout evel-se? 55 D'an ampoent-se, Jezuz a lavaras d'ar vandenn-se: Deuet oc'h er-maez evel war-lerc'h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiñ ennon. Bemdez e oan azezet en ho touez, o kelenn en templ, ha n'hoc'h eus ket va c'hemeret. 56 Met kement-se a zo c'hoarvezet evit ma vo peurc'hraet ar pezh a zo bet skrivet gant ar brofeded. Neuze e holl ziskibien, o vezañ e zilezet, a dec'has kuit.

Mark 14:43-50

43 Ha kerkent, evel ma komze c'hoazh, Judaz, unan an daouzek, a zeuas, ha gantañ ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien. 44 An hini en gwerzhe en devoa roet ar sin-mañ: An hini a bokin dezhañ, hennezh eo; krogit ennañ, ha kasit eñ sur. 45 Raktal eta evel ma oa erruet, e tostaas outañ, hag e lavaras dezhañ: Mestr! Mestr! Hag e pokas dezhañ. 46 Neuze e lakajont o daouarn war Jezuz, hag e krogjont ennañ. 47 Unan eus ar re a oa eno a dennas e gleze, a skoas servijer ar beleg-meur, hag a droc'has e skouarn dezhañ. 48 Neuze Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Deuet oc'h er-maez evel war-lerc'h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiñ ennon. 49 Bemdez e oan en ho touez, o kelenn en templ, ha n'hoc'h eus ket va c'hemeret; met bez' eo evit ma vo ar Skriturioù peurc'hraet. 50 Neuze, o vezañ e zilezet, an holl a dec'has kuit.

Luke 22:47-53

47 Evel ma komze c'hoazh, ur vandenn a zeuas, hag an hini a c'halved Judaz, unan eus an daouzek, a gerzhe a-raok dezho; hag e tostaas ouzh Jezuz evit pokat dezhañ. 48 Jezuz a lavaras dezhañ: Judaz, gwerzhañ a rez Mab an den dre ur pok? 49 Ar re a oa en-dro da Jezuz, o welout ar pezh a yae da c'hoarvezout, a lavaras dezhañ: Aotrou, ha skeiñ a raimp gant ar c'hleze? 50 Hag unan anezho a skoas servijer ar beleg-meur, hag a droc'has dezhañ e skouarn dehou. 51 Met Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: Paouezit! Hag o vezañ stoket ouzh skouarn ar servijer, e yac'haas anezhañ. 52 Neuze Jezuz a lavaras d'ar veleien vras, da gabitened an templ, ha d'an henaourien, a oa deuet a-enep dezhañ: Deuet oc'h gant klezeier ha gant bizhier, evel war-lerc'h ul laer. 53 Bemdez e oan en ho touez en templ, ha n'hoc'h eus ket lakaet ho taouarn warnon. Met houmañ eo hoc'h eur, ha galloud an deñvalijenn.

John 13:2

2 Ha da goulz koan (an diaoul o vezañ lakaet e kalon Judaz Iskariod, mab Simon, e werzhañ),

John 13:27-30

27 Ha goude m'en devoe Judaz kemeret an tamm, Satan a yeas ennañ. Jezuz a lavaras dezhañ: Gra raktal ar pezh ac'h eus d'ober. 28 Met hini ebet eus ar re a oa ouzh taol ne gomprenas perak en devoa lavaret kement-se dezhañ. 29 Rak hiniennoù a soñje penaos, evel ma oa ar yalc'h gant Judaz, en devoa Jezuz lavaret dezhañ: Pren ar pezh hon eus ezhomm evit ar gouel; pe, ro un dra bennak d'ar beorien. 30 O vezañ eta kemeret an tamm, Judaz a yeas kuit raktal. Noz e oa.

John 18:12

12 Neuze ar vandenn soudarded, ar c'habiten hag an dud kaset gant ar Yuzevien a gemeras Jezuz, a ereas anezhañ,

Matthew 16:21

21 Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da zisklêriañ d'e ziskibien e oa ret dezhañ mont da Jeruzalem, gouzañv kalz a draoù a-berzh an henaourien, ar veleien vras, ha ar skribed, bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv d'an trede deiz.

Matthew 17:22-23

22 E-pad ma'z aent dre C'halilea, Jezuz a lavaras dezho: Mab an den a zle bezañ lakaet etre daouarn an dud; 23 e lakaat a raint d'ar marv, ha d'an trede deiz ec'h adsavo a varv. Bez' e voent gwall c'hlac'haret a-se.

Matthew 20:18-19

18 Setu, e pignomp da Jeruzalem, ha Mab an den a vo lakaet etre daouarn ar veleien vras ha re ar skribed, hag e kondaonint anezhañ d'ar marv, 19 hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed, evit ober goap anezhañ, evit e skourjezañ, hag e groazstagañ, met ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.

Matthew 26:2

2 Gouzout a rit emañ ar Pask a-benn daou zevezh, ha Mab an den a vo gwerzhet evit bezañ staget ouzh ar groaz.

Matthew 26:21

21 E-pad ma tebrent, e lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, unan ac'hanoc'h am gwerzho.

Matthew 26:31

31 Neuze Jezuz a lavaras dezho: Me a vo evidoc'h holl en noz-mañ un abeg da gouezhañ, rak skrivet eo: skeiñ a rin ar pastor, ha deñved ar bagad a vo stlabezet.

Mark 10:33-34

33 Setu, e pignomp da Jeruzalem, ha Mab an den a vo lakaet etre daouarn ar veleien vras ha re ar skribed, hag e kondaonint anezhañ d'ar marv, hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed. 34 Goap a raint anezhañ, e skourjezañ a raint, hag e krañchint en e vizaj, hag e lakaint anezhañ d'ar marv; met ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.

Luke 18:31-33

31 Jezuz a gemeras neuze a-du an daouzek, hag a lavaras dezho: Setu, e pignomp da Jeruzalem, hag an holl draoù a zo bet skrivet gant ar brofeded diwar-benn Mab an den, a ya da vezañ graet. 32 Rak lakaet e vo etre daouarn ar baganed, graet e vo goap anezhañ, dismegañset e vo, krañchet e vo outañ, 33 ha goude ma vo bet skourjezet, e vo lakaet d'ar marv, hag ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.

Luke 24:6-7

6 N'emañ ket amañ, adsavet eo a varv. Ho pet soñj penaos en devoa komzet ouzhoc'h, pa oa c'hoazh e Galilea, 7 o lavarout: Ret eo da Vab an den bezañ lakaet etre daouarn ar bec'herien, ha bezañ kroazstaget, hag adsevel a varv an trede deiz.

Luke 24:44

44 Neuze e lavaras dezho: Setu ar pezh a lavaren deoc'h pa oan c'hoazh ganeoc'h, e oa ret ma vije peurc'hraet kement a zo bet skrivet diwar va fenn e lezenn Moizez, er Brofeded hag er Salmoù.

John 6:64

64 Met, bez' ez eus en ho touez lod ha ne gredont ket. Rak Jezuz a ouie adalek ar penn-kentañ pere a oa ar re na gredent ket, ha piv e oa an hini en gwerzhje.

John 10:17-18

17 Dre-se eo e kar va Zad ac'hanon, abalamour ma roan va buhez evit he adkemer. 18 Den ne lam anezhi diganin, me a ro anezhi ac'hanon va-unan; ar galloud am eus d'he c'huitaat, hag ar galloud d'he adkemer; an urzh-se am eus bet digant va Zad.

John 13:1

1 A-raok gouel ar Pask, Jezuz, oc'h anavezout e oa deuet e eur evit tremen eus ar bed-mañ d'an Tad, evel m'en devoa karet e re a oa er bed, o c'haras betek ar fin.

John 13:11

11 Rak gouzout a rae piv oa an hini a werzhje anezhañ; abalamour da-se e lavaras: C'hwi n'oc'h ket glan holl.

John 18:7

7 Goulenn a reas c'hoazh ur wech outo: Piv a glaskit? Hag int a respontas: Jezuz a Nazared.

John 19:28

28 Goude-se, Jezuz, o welout penaos e oa peurc'hraet holl, a lavaras, evit ma vije ar Skritur peurc'hraet: Sec'hed am eus.

Matthew 2:23

23 Chom a reas en ur gêr anvet Nazared, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Galvet e vo Nazaredad.

Matthew 21:11

11 Ar bobl a respontas: Jezuz eo, ar profed eus Nazared e Galilea.

John 1:46

46 Natanael a lavaras dezhañ: Hag eus Nazared e c'hell dont un dra vat bennak? Filip a lavaras dezhañ: Deus ha gwel.

John 19:19

19 Pilat a reas ivez ur skrid, hag en lakaas war ar groaz; ennañ e oa skrivet: JEZUZ A NAZARED, ROUE AR YUZEVIEN.

Luke 9:54-56

54 Jakez ha Yann, e ziskibien, o welout-se, a lavaras dezhañ: Aotrou, fellout a ra dit e lavarfemp ma tiskennfe an tan eus an neñv evit o deviñ [evel ma reas Elia]. 55 Hogen Jezuz, o tistreiñ, a c'hourdrouzas anezho [hag a lavaras: N'ouzoc'h ket eus peseurt spered oc'h buhezet; 56 rak Mab an den n'eo ket deuet evit koll an dud, met evit o saveteiñ]. Hag ez ejont da ur vourc'h all.

John 18:4

4 Ha Jezuz, o c'houzout kement a dlee c'hoarvezout gantañ, a yeas en o raok hag a lavaras dezho: Piv a glaskit?

Matthew 26:56

56 Met kement-se a zo c'hoarvezet evit ma vo peurc'hraet ar pezh a zo bet skrivet gant ar brofeded. Neuze e holl ziskibien, o vezañ e zilezet, a dec'has kuit.

Mark 14:50-52

50 Neuze, o vezañ e zilezet, an holl a dec'has kuit. 51 Un den yaouank en heulie, goloet hepken gant ul linenn skañv; an dud yaouank a grogas ennañ, 52 met eñ a lezas ganto e wiskamant, hag a dec'has en noazh deus etre o daouarn.

John 10:28

28 Me a ro dezho ar vuhez peurbadus; ne vint kollet biken, ha den n'o lamo eus va dorn.

John 13:36

36 Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, da belec'h ez ez-te? Jezuz a lavaras dezhañ: E-lec'h ma'z an, ne c'hellez ket va heuliañ bremañ; met te am heulio diwezhatoc'h.

John 16:32

32 Setu, an eur a zeu, hag deuet eo dija, penaos e viot stlabezet pep hini ouzh e gostez, ha penaos e lezot ac'hanon va-unan; met me n'on ket va-unan, abalamour va Zad a zo ganin.

John 17:12

12 E-pad ma oan ganto er bed, e tiwallen anezho ez anv. Miret em eus ar re ac'h eus roet din, hag hini ebet anezho n'eo en em gollet, nemet mab ar gollidigezh, evit ma vije ar Skritur peurc'hraet.

Matthew 26:51-54

51 Ha setu, unan eus ar re a oa gant Jezuz a astennas e zorn, a dennas e gleze, a skoas servijer ar beleg-meur, hag a droc'has e skouarn dezhañ. 52 Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Laka da gleze en e lec'h; rak an holl re a gemero ar c'hleze, a varvo dre ar c'hleze. 53 Ha soñjal a rez na c'hellfen ket pediñ va Zad, hag e rofe din raktal ouzhpenn daouzek lejion aeled? 54 Penaos eta e vefe peurc'hraet ar Skriturioù a lavar e tle an traoù c'hoarvezout evel-se?

Mark 14:30

30 Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos hiziv, en noz-mañ, a-raok ma kano ar c'hilhog div wech, te az po va dinac'het teir gwech.

Mark 14:47

47 Unan eus ar re a oa eno a dennas e gleze, a skoas servijer ar beleg-meur, hag a droc'has e skouarn dezhañ.

Luke 22:33

33 Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, me a zo prest da vont ganit, ha d'ar prizon ha d'ar marv.

Luke 22:49-51

49 Ar re a oa en-dro da Jezuz, o welout ar pezh a yae da c'hoarvezout, a lavaras dezhañ: Aotrou, ha skeiñ a raimp gant ar c'hleze? 50 Hag unan anezho a skoas servijer ar beleg-meur, hag a droc'has dezhañ e skouarn dehou. 51 Met Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: Paouezit! Hag o vezañ stoket ouzh skouarn ar servijer, e yac'haas anezhañ.

Matthew 20:22

22 Jezuz a respontas: N'ouzoc'h ket ar pezh a c'houlennit. Ha gallout e c'hellit evañ an hanaf a dlean evañ [ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti]? Int a lavaras dezhañ: Ni a c'hell.

Matthew 26:39

39 O vont un tamm a-raokoc'h, en em daolas war e c'henou d'an douar, hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma pellaio an hanaf-se diouzhin, mar gell-se bezañ! Koulskoude neket evel ma fell din, met evel ma fell dit.

Matthew 26:42

42 Mont a reas adarre un eil gwech, hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma ne c'hell ket an hanaf-se mont e-biou din hep ma'c'h evin anezhañ, ra vo graet da volontez!

Mark 10:38-39

38 Jezuz a lavaras dezho: N'ouzoc'h ket ar pezh a c'houlennit. Ha gallout e c'hellit evañ an hanaf a dlean evañ, ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti? 39 Int a lavaras dezhañ: Ni a c'hell. Ha Jezuz a lavaras dezho: Gwir eo ec'h evot an hanaf am eus da evañ, hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezañ badezet ganti;

Mark 14:35-36

35 O vont un tamm a-raokoc'h, en em stouas d'an douar, da bediñ ma c'hellje an eur-se pellaat dioutañ. 36 Hag e lavare: Abba! Tad! An holl draoù a c'hellez; pella an hanaf-se diouzhin! Koulskoude neket evel ma fell din, met evel ma fell dit.

Luke 12:30

30 Rak tud ar bed eo, a glask an holl draoù-se. Ho Tad a oar hoc'h eus ezhomm anezho.

Luke 22:42

42 o lavarout: Tad, mar fell dit pellaat an hanaf-se diouzhin! Koulskoude, ra ne vo ket graet va bolontez, met da hini.

John 11:41-42

41 Lemel a rejont eta ar maen [eus al lec'h ma oa gourvezet an hini marv]. Ha Jezuz, o sevel e zaoulagad war-zu an neñv, a lavaras: Tad, da drugarekaat a ran eus ma ec'h eus va selaouet. 42 Gouzout a raen e selaouez ac'hanon atav, met e lavaret em eus abalamour d'ar bobl-mañ a zo en-dro din, evit ma kredo ec'h eus va degaset.

John 12:27-28

27 Bremañ va ene a zo trubuilhet; ha petra a lavarin? Tad, savete ac'hanon eus an eur-mañ! Met evit kement-se on deuet en eur-mañ. 28 Tad, ro gloar da'z anv. Neuze e teuas ur vouezh eus an neñv, hag a lavaras: Roet em eus gloar dezhañ, hag e roin gloar dezhañ c'hoazh.

John 15:10

10 Mar mirit va gourc'hemennoù, e chomot em c'harantez, evel ma em eus miret gourc'hemennoù va Zad, hag e choman en e garantez.

John 17:24

24 Tad, me a fell din e vo ganin ar re ac'h eus roet din, el lec'h e vin, evit ma welint ar gloar ac'h eus roet din, rak va c'haret ec'h eus a-raok krouidigezh ar bed.

John 18:36

36 Jezuz a respontas dezhañ: Va rouantelezh n'eo ket eus ar bed-mañ; mar bije bet va rouantelezh eus ar bed-mañ, va mevelien o dije stourmet evit na vijen ket lakaet e daouarn ar Yuzevien; met bremañ va rouantelezh n'eo ket ac'han.

John 20:17

17 Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n'on ket c'hoazh pignet etrezek va Zad; met kae da gavout va breudeur, ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, hag etrezek va Doue hag ho Toue.

Matthew 26:57

57 Ar re o devoa kemeret Jezuz, a gasas anezhañ da di Kaifaz, ar beleg-meur, e-lec'h ma oa en em zastumet ar skribed hag an henaourien.

Matthew 27:2

2 O vezañ e ereet, en degasjont hag en lakajont etre daouarn Poñs-Pilat, ar gouarnour.

Mark 14:53

53 Kas a rejont neuze Jezuz da di ar beleg-meur, e-lec'h ma oa en em zastumet an holl veleien vras, an henaourien hag ar skribed.

Mark 15:1

1 Kerkent ha ma voe deiz, ar veleien vras, gant an henaourien hag ar skribed, hag ar sanedrin o vezañ en em guzuliet, a zegasas Jezuz ereet hag en lakajont etre daouarn Pilat.

Luke 22:54

54 Neuze e krogjont ennañ, hag e kasjont anezhañ da di ar beleg-meur. Pêr a heulie a-bell.

John 18:3

3 Judaz eta, o vezañ kemeret ur vandenn soudarded ha serjanted ar veleien vras hag ar farizianed, a zeuas eno gant leternioù, gant goulou ha gant armoù.

Matthew 26:3

3 Neuze ar veleien vras, ar skribed hag henaourien ar bobl en em zastumas e porzh ar beleg-meur, anvet Kaifaz,

Luke 3:2

2 dindan belegiezh veur Annaz ha Kaifaz, ger Doue a voe kaset da Yann, mab Zakaria, el lec'h distro.

John 11:51

51 Hogen ne lavare ket kement-se anezhañ e-unan, met o vezañ beleg-meur er bloaz-se, e tiouganas penaos e tlee Jezuz mervel evit ar bobl;

John 18:24

24 Hag Annaz a gasas anezhañ ereet da Gaifaz ar beleg-meur.

John 11:49-52

49 Met Kaifaz, unan anezho, hag a oa beleg-meur er bloavezh-se, a lavaras dezho: C'hwi n'ouzoc'h netra; 50 ha ne soñjit ket eo gwelloc'h da un den hepken mervel evit ar bobl, eget na vefe kollet holl dud ar vro? 51 Hogen ne lavare ket kement-se anezhañ e-unan, met o vezañ beleg-meur er bloaz-se, e tiouganas penaos e tlee Jezuz mervel evit ar bobl; 52 ha n'eo ket hepken evit ar bobl, met ivez evit dastum en ur c'horf hepken bugale Doue a zo a-stlabez.

Matthew 26:58-68

58 Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag, o vezañ aet e-barzh, ec'h azezas gant ar vevelien, evit gwelout penaos ec'h echufe kement-se. 59 Neuze, ar veleien vras, [an henaourien,] hag an holl sanedrin a glaske ur falstesteni bennak a-enep Jezuz, evit e lakaat d'ar marv. 60 Hogen ne gavent ket, petra bennak ma teuas meur a fals-test. En diwezh, e teuas daou fals-test, hag a lavaras: 61 Hemañ en deus lavaret: Me a c'hell diskar templ Doue, hag en adsevel e tri devezh. 62 Ar beleg-meur a savas hag a lavaras dezhañ: Ha ne respontez netra? Petra a dest an dud-se en da enep? 63 Met Jezuz a davas. Ar beleg-meur a lavaras dezhañ: Da bediñ a ran, en anv an Doue bev, da lavarout deomp mar dout ar C'hrist, Mab Doue. 64 Jezuz a lavaras dezhañ: E lavaret ec'h eus; ouzhpenn, e lavaran deoc'h, e welot hiviziken Mab an den azezet a-zehou da c'halloud Doue, hag o tont war goabr an neñv. 65 Neuze ar beleg-meur a rogas e zilhad, en ur lavarout: Touet en deus! Da betra hon eus mui ezhomm a destoù? Klevet hoc'h eus e ledoued; 66 petra a soñjit a-se? Respont a rejont: Din eo da vervel. 67 Neuze e krañchjont ouzh e zremm hag e rojont dezhañ karvanadoù ha jodadoù, 68 o lavarout: Diougan deomp, Krist, piv eo an hini en deus skoet ganit?

Mark 14:54

54 Pêr a heulias anezhañ a-bell betek porzh ar beleg-meur. Hag o vezañ azezet gant ar vevelien, en em domme e-tal an tan.

Matthew 26:69

69 Koulskoude, Pêr a oa azezet en diavaez, er porzh; ur vatezh a dostaas outañ en ur lavarout: Te ivez, te a oa gant Jezuz ar Galilead.

Mark 14:66-68

66 Pêr a oa e traoñ ar porzh, hag e teuas eno unan eus mitizhien ar beleg-meur; 67 hag o welout Pêr oc'h en em dommañ, e sellas outañ hag e lavaras: Te ivez, te a oa gant Jezuz a Nazared. 68 Met eñ a nac'has anezhañ, hag a lavaras: N'anavezan ket anezhañ, ha n'ouzon ket petra a lavarez; mont a reas er-maez er porzh; hag ar c'hilhog a ganas.

Luke 22:55-57

55 Pa o devoe enaouet tan e-kreiz ar porzh, ha ma voent azezet a-unan, Pêr a azezas en o zouez. 56 Ur vatezh, o welout anezhañ e-kichen an tan, hag o sellout pizh outañ, a lavaras: Hemañ a oa ivez gant an den-se. 57 Met eñ a zinac'has Jezuz, o lavarout: Gwreg, n'anavezan ket anezhañ.

Matthew 26:33

33 Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Pa vefes un abeg da gouezhañ evit an holl, evidon-me ne vi biken.

Matthew 26:69-70

69 Koulskoude, Pêr a oa azezet en diavaez, er porzh; ur vatezh a dostaas outañ en ur lavarout: Te ivez, te a oa gant Jezuz ar Galilead. 70 Met eñ a nac'has dirak an holl, o lavarout: N'ouzon ket petra a lavarez;

John 18:5

5 Int a respontas dezhañ: Jezuz a Nazared. Jezuz a lavaras dezho: Me eo. Ha Judaz, an hini en gwerzhe, a oa ivez ganto.

John 18:8

8 Jezuz a respontas: Lavaret em eus deoc'h penaos eo me; mar deo eta me a glaskit, lezit ar re-mañ da vont kuit.

John 18:16

16 Met Pêr a oa chomet er-maez, e-tal an nor. An diskibl all, hag a oa anavezet gant ar beleg-meur, a yeas eta da gomz ouzh ar borzhierez, hag a lakaas Pêr da vont e-barzh.

John 18:25

25 Simon-Pêr a oa eno, hag en em domme; lavarout a rejont dezhañ: Ha n'out ket te ivez eus e ziskibien? Eñ en nac'has hag a lavaras: N'on ket.

John 21:15

15 Goude m'o devoa leinet, Jezuz a lavaras da Simon-Pêr: Simon, mab Jona, ha karout a rez ac'hanon muioc'h eget ar re-mañ? Pêr a respontas: Ya, Aotrou, gouzout a rez penaos e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va oaned.

Mark 14:67

67 hag o welout Pêr oc'h en em dommañ, e sellas outañ hag e lavaras: Te ivez, te a oa gant Jezuz a Nazared.

Luke 22:44

44 Gwasket gant an anken, e pede kalz startoc'h; hag e teuas dezhañ ur c'hwezenn evel beradennoù gwad, hag a gouezhe war an douar.

Luke 22:55-56

55 Pa o devoe enaouet tan e-kreiz ar porzh, ha ma voent azezet a-unan, Pêr a azezas en o zouez. 56 Ur vatezh, o welout anezhañ e-kichen an tan, hag o sellout pizh outañ, a lavaras: Hemañ a oa ivez gant an den-se.

John 21:9

9 Pa voent diskennet d'an douar, e weljont glaou-bev a oa eno, ha pesked warno, ha bara.

Mark 14:55-65

55 Ar veleien vras hag an holl sanedrin a glaske un testeni a-enep Jezuz, evit e lakaat d'ar marv, hogen ne gavent ket. 56 Rak kalz a roe testeni fals en e enep, met o zestenioù ne oant ket heñvel etrezo. 57 Hiniennoù a savas neuze, hag a zougas ur fals testeni a-enep dezhañ o lavarout: 58 Ni hon eus e glevet o lavarout: Me a ziskaro an templ-mañ, graet gant dorn an den, hag a-benn tri deiz ec'h adsavin unan all, ha ne vo ket graet gant dorn an den. 59 Met o zestenioù ne oant ket heñvel etrezo kennebeut. 60 Neuze ar beleg-meur, o sevel e-kreiz ar sanhedrin, a reas ouzh Jezuz ar goulenn-mañ: Ha ne respontez netra? Petra a destenn an dud-se en da enep? 61 Met Jezuz a davas ha ne respontas netra. Ar beleg-meur a reas c'hoazh outañ ar goulenn-mañ: Bez' out-te ar C'hrist, Mab an Hini a zo benniget? 62 Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Bez' ez on; ha gwelout a reot Mab an den azezet a-zehou da c'halloud Doue, hag o tont war goabr an neñv. 63 Neuze ar beleg-meur a rogas e zilhad, hag a lavaras: Da betra hon eus mui ezhomm a destoù? 64 Klevet hoc'h eus al ledoued; petra a soñjit a-se? Holl neuze, e varnjont anezhañ evel din a varv. 65 Hiniennoù en em lakaas da grañchat outañ, da c'holeiñ e vizaj, ha da reiñ dezhañ karvanadoù, o lavarout: Divin! Hag ar vevelien a skoe anezhañ gant bizhier.

Luke 11:53-54

53 Hag evel ma lavare an traoù-se dezho, ar skribed hag ar farizianed en em lakaas d'e waskañ start, ha d'ober dezhañ komz war galz a draoù, 54 o stignañ pechoù dezhañ, hag o klask pakañ un dra bennak eus e c'henoù [evit e damall].

Luke 20:20

20 Setu perak, oc'h evezhiañ anezhañ, e kasjont dezhañ tud hag a rae an neuz da vezañ reizh, evit e dapout en e gomzoù, abalamour d'e lakaat e daouarn mestr ar vro hag e galloud ar gouarner.

Luke 22:63-71

63 Neuze an dud a zalc'he Jezuz, a rae goap anezhañ, hag a skoe warnañ. 64 O vezañ e vouchet, e skoent war e zremm, hag e c'houlennent outañ: Divin piv eo an hini en deus da skoet. 65 Hag e lavarent kalz a draoù a-enep dezhañ, en ur zroukkomz en e enep. 66 Adalek ma voe deuet an deiz, kuzul henaourien ar bobl, ar veleien vras hag ar skribed en em zastumas hag a reas Jezuz dont dirak ar sanedrin; 67 lavarout a rejont dezhañ: Mar dout ar C'hrist, lavar deomp. Eñ a respontas dezho: Mar en lavaran deoc'h, n'en kredot ket, 68 ha mar goulennan ouzhoc'h ivez, ne respontot ket din, [ha ne'm lezot ket da vont]. 69 Diwar vremañ, Mab an den a vo azezet a-zehou da c'halloud Doue. 70 Neuze e lavarjont holl: Te eo eta Mab Doue? Eñ a respontas dezho: C'hwi a lavar hoc'h-unan, bez' ez on. 71 Neuze e lavarjont: Da betra hon eus c'hoazh ezhomm a desteni, pa'z eo gwir hon eus e glevet eus e c'henou?

Matthew 4:23

23 Jezuz a valeas dre holl C'halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, hag o yac'haat kement kleñved ha kement mac'hagn a oa e-touez ar bobl.

Matthew 9:35

35 Jezuz a yae tro-war-dro er c'hêrioù hag er bourc'hioù, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, hag o pareañ pep kleñved ha pep mac'hagn e-touez ar bobl.

Matthew 21:23-27

23 Jezuz a yeas en templ, hag e-pad ma kelenne, ar veleien vras hag henaourien ar bobl a zeuas da lavarout dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se? 24 Jezuz a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h, ha, mar respontit, e lavarin deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se. 25 Badeziant Yann, a-belec'h e teue? Eus an neñv, pe eus an dud? Int a soñje enno oc'h-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennañ? 26 Ha mar lavaromp: Eus an dud, e tleomp doujañ ar bobl, rak an holl a gred e oa Yann ur profed. 27 Neuze e respontjont da Jezuz: N'ouzomp ket. Hag eñ a lavaras dezho d'e dro: Ha me kennebeut, ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.

Matthew 24:26

26 Mar lavarer eta deoc'h: Setu, emañ el lec'h distro, n'it ket; setu, emañ er c'hambroù, na gredit ket.

Matthew 26:55

55 D'an ampoent-se, Jezuz a lavaras d'ar vandenn-se: Deuet oc'h er-maez evel war-lerc'h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiñ ennon. Bemdez e oan azezet en ho touez, o kelenn en templ, ha n'hoc'h eus ket va c'hemeret.

Matthew 26:65

65 Neuze ar beleg-meur a rogas e zilhad, en ur lavarout: Touet en deus! Da betra hon eus mui ezhomm a destoù? Klevet hoc'h eus e ledoued;

Luke 4:15

15 Kelenn a rae en o sinagogennoù, hag e oa enoret gant an holl.

Luke 19:45-47

45 Neuze, o vezañ aet en templ, en em lakaas da gas kuit ar re a werzhe [hag a brene] e-barzh, 46 o lavarout dezho: Skrivet eo: Va zi a vo un ti a bedenn. Met c'hwi hoc'h eus graet anezhañ ur c'havarn laeron. 47 Hag e kelenne bemdez en templ. Ar veleien vras, ar skribed, ha pennoù ar bobl a glaske e lakaat d'ar marv.

Luke 20:1-8

1 Un deiz ma kelenne Jezuz ar bobl en templ, ha ma prezege an Aviel, ar veleien vras, ar skribed, hag an henaourien, o vezañ deuet, a gomzas outañ, 2 hag a lavaras dezhañ: Lavar deomp dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se? 3 Eñ a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h; lavarit din, 4 badeziant Yann, ha dont a rae eus an neñv, pe eus an dud? 5 Hag int a soñje enno oc'h-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennañ? 6 Ha mar lavaromp: Eus an dud, an holl bobl hor meinataio; rak krediñ a reont ez eo Yann ur profed. 7 Dre-se e respontjont ne ouient ket a-belec'h e teue. 8 Ha Jezuz a lavaras dezho: Ha me kennebeut, ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.

John 7:4

4 Rak den ne ra netra e-kuzh, pa glask bezañ anavezet. Mar rez an traoù-se, en em ziskouez da-unan d'ar bed.

John 7:14

14 War-dro hanter ar gouel, Jezuz a bignas en templ, hag a gelenne.

John 7:26

26 Ha setu aze e komz frank, ha ne lavarer netra dezhañ. Ar mestroù, hag anavezet o defe ez eo e gwirionez ar C'hrist?

John 7:28

28 Ha Jezuz a grie en templ eta, o kelenn, hag o lavarout: C'hwi a anavez ac'hanon, hag ec'h ouzoc'h a-belec'h on. N'on ket deuet ac'hanon va-unan, met an hini en deus va c'haset a zo gwirion, ha c'hwi n'anavezit ket anezhañ.

John 8:2

2 Da c'houlou-deiz e tistroas adarre d'an templ, hag an holl bobl a zeuas d'e gavout; o vezañ azezet e kelenne anezho.

John 8:26

26 Kalz a draoù am eus da lavarout ac'hanoc'h ha da varn ennoc'h; met an hini en deus va c'haset a zo gwirion, hag ar pezh am eus klevet digantañ, a lavaran d'ar bed.

John 10:23-39

23 Evel ma valee Jezuz en templ, e porched Salomon, 24 ar Yuzevien en em zastumas eta en-dro dezhañ, hag a lavaras dezhañ: Betek pegeit e talc'hi hor spered en douetañs? Mar dout ar C'hrist, lavar eñ deomp freals. 25 Jezuz a respontas dezho: E lavaret em eus deoc'h, ha ne gredit ket; an oberoù a ran e anv va Zad a ro testeni ac'hanon. 26 Met c'hwi ne gredit ket abalamour n'oc'h ket eus va deñved, evel ma em eus e lavaret deoc'h. 27 Va deñved a glev va mouezh, ha me a anavez anezho, hag int a heul ac'hanon. 28 Me a ro dezho ar vuhez peurbadus; ne vint kollet biken, ha den n'o lamo eus va dorn. 29 Va Zad en deus o roet din, ha brasoc'h eo eget an holl; den ne c'hell o lemel eus dorn va Zad. 30 Me hag an Tad a zo unan. 31 Neuze ar Yuzevien a gemeras a-nevez mein evit e veinata. 32 Ha Jezuz a lavaras dezho: Graet em eus dirazoc'h kalz a oberoù mat, a-berzh va Zad; evit pehini anezho e veinatait ac'hanon? 33 Ar Yuzevien a respontas dezhañ: N'eo ket evit un ober mat e veinataomp ac'hanout, met abalamour d'ur gwallgomz, dre ma n'out nemet un den hag en em rez Doue. 34 Jezuz a respontas dezho: N'eo ket skrivet en ho lezenn: Lavaret em eus: C'hwi a zo doueed? 35 Mar he deus eta galvet doueed ar re ma oa ger Doue kaset dezho (hag ar Skritur ne c'hell ket bezañ torret), 36 lavarout a rit-hu e wallgomzan, me an hini en deus an Tad santelaet ha kaset er bed, abalamour ma em eus lavaret: Me eo Mab Doue? 37 Ma ne ran ket oberoù va Zad, na gredit ket ac'hanon. 38 Met mar o gran, ha pa ne gredfec'h ket ac'hanon, kredit da'm oberoù, evit ma'c'h anavezot ha ma kredot an Tad a zo ennon, hag ez on ennañ. 39 Klask a raent eta c'hoazh kregiñ ennañ, met en em dennañ a reas eus o daouarn.

Matthew 26:59-60

59 Neuze, ar veleien vras, [an henaourien,] hag an holl sanedrin a glaske ur falstesteni bennak a-enep Jezuz, evit e lakaat d'ar marv. 60 Hogen ne gavent ket, petra bennak ma teuas meur a fals-test. En diwezh, e teuas daou fals-test, hag a lavaras:

Mark 14:55-59

55 Ar veleien vras hag an holl sanedrin a glaske un testeni a-enep Jezuz, evit e lakaat d'ar marv, hogen ne gavent ket. 56 Rak kalz a roe testeni fals en e enep, met o zestenioù ne oant ket heñvel etrezo. 57 Hiniennoù a savas neuze, hag a zougas ur fals testeni a-enep dezhañ o lavarout: 58 Ni hon eus e glevet o lavarout: Me a ziskaro an templ-mañ, graet gant dorn an den, hag a-benn tri deiz ec'h adsavin unan all, ha ne vo ket graet gant dorn an den. 59 Met o zestenioù ne oant ket heñvel etrezo kennebeut.

Luke 22:67

67 lavarout a rejont dezhañ: Mar dout ar C'hrist, lavar deomp. Eñ a respontas dezho: Mar en lavaran deoc'h, n'en kredot ket,

Mark 14:65

65 Hiniennoù en em lakaas da grañchat outañ, da c'holeiñ e vizaj, ha da reiñ dezhañ karvanadoù, o lavarout: Divin! Hag ar vevelien a skoe anezhañ gant bizhier.

Luke 22:63-64

63 Neuze an dud a zalc'he Jezuz, a rae goap anezhañ, hag a skoe warnañ. 64 O vezañ e vouchet, e skoent war e zremm, hag e c'houlennent outañ: Divin piv eo an hini en deus da skoet.

John 19:3

3 Hag e lavarent dezhañ: Roue ar Yuzevien, ni a salud ac'hanout; hag e roent jodadoù dezhañ.

Matthew 5:39

39 Met me a lavar deoc'h: Na enebit ket ouzh an hini drouk; d'an hini a sko ac'hanout war ar jod dehou, tro eben outañ.

John 18:13

13 hag a gasas anezhañ da gentañ da di Annaz, abalamour ma oa tad-kaer da Gaifaz, beleg-meur ar bloaz-se.

Matthew 26:71-75

71 Evel ma'z ae etrezek an nor, ur vatezh all a welas anezhañ, hag a lavaras d'ar re a oa eno: Hemañ a oa ivez gant Jezuz a Nazared. 72 Eñ a nac'has adarre gant ul ledoued: N'anavezan ket an den-se. 73 Ur pennad goude, ar re a oa eno a dostaas hag a lavaras da Bêr: Evit gwir te a zo eus an dud-se, rak da anavezout a reer diouzh da yezh. 74 Neuze en em lakaas da zroukpediñ ha da douiñ, o lavarout: N'anavezan ket an den-se. Raktal ar c'hilhog a ganas; 75 ha Pêr en devoe soñj eus ar gomz en devoa Jezuz lavaret: A-raok ma kano ar c'hilhog, ez po va dinac'het teir gwech. Hag o vezañ aet er-maez, e ouelas gant c'hwervder.

Mark 14:37-38

37 Hag e tistroas, o c'havas kousket, hag e lavaras da Bêr: Simon, kousket a rez! Ne'c'h eus ket gallet beilhañ un eur? 38 Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur; ar spered a zo buan, met ar c'hig a zo dinerzh.

Mark 14:67-72

67 hag o welout Pêr oc'h en em dommañ, e sellas outañ hag e lavaras: Te ivez, te a oa gant Jezuz a Nazared. 68 Met eñ a nac'has anezhañ, hag a lavaras: N'anavezan ket anezhañ, ha n'ouzon ket petra a lavarez; mont a reas er-maez er porzh; hag ar c'hilhog a ganas. 69 Ar vatezh-se, o vezañ e welet adarre, en em lakaas da lavarout d'ar re a oa eno: An den-mañ a zo eus an dud-se. Met eñ e nac'has adarre. 70 Ur penad goude, ar re a oa eno a lavaras da Bêr: Evit gwir te a zo eus an dud-se, rak te a zo Galileat, [ha da yezh a zo heñvel ouzh o hini]. 71 Neuze en em lakaas da zroukpediñ ha da douiñ, o lavarout: N'anavezan ket an den-se a gomzit anezhañ. 72 Raktal ar c'hilhog a ganas un eil gwech; ha Pêr en devoe soñj eus ar gomz en devoa Jezuz lavaret dezhañ: A-raok ma kano ar c'hilhog div wech, ez po va dinac'het teir gwech. Hag o vezañ aet buan er-maez, e ouelas.

Luke 22:56

56 Ur vatezh, o welout anezhañ e-kichen an tan, hag o sellout pizh outañ, a lavaras: Hemañ a oa ivez gant an den-se.

Luke 22:58-62

58 Un nebeut goude, unan all, o vezañ e welet, a lavaras: Te a zo ivez eus an dud-se. Met Pêr a lavaras: O den, ned on ket. 59 War-dro un eur goude, unan all a destenias o lavarout: A dra sur, hemañ a oa ivez gantañ, rak Galileat eo ivez. 60 Met Pêr a lavaras: O den, n'ouzon ket petra a lavarez. Ha kerkent, evel ma komze c'hoazh, ar c'hilhog a ganas. 61 An Aotrou, o vezañ distroet, a sellas ouzh Pêr; ha Pêr en devoe soñj eus komz an Aotrou, ha penaos en devoa lavaret dezhañ: A-raok ma kano ar c'hilhog, ez po va dinac'het teir gwech. 62 Hag o vezañ aet er-maez, e ouelas gant c'hwervder.

John 18:17-18

17 Neuze ar vatezh (ar borzhierez) a lavaras da Bêr: N'out ket ivez eus diskibien an den-se? Eñ a lavaras: N'on ket. 18 Ar mevelien hag ar servijerien a oa eno, o vezañ graet tan, abalamour ma oa yen, e tomment. Pêr a oa ganto, hag e tomme.

Matthew 26:73

73 Ur pennad goude, ar re a oa eno a dostaas hag a lavaras da Bêr: Evit gwir te a zo eus an dud-se, rak da anavezout a reer diouzh da yezh.

Mark 14:70-71

70 Ur penad goude, ar re a oa eno a lavaras da Bêr: Evit gwir te a zo eus an dud-se, rak te a zo Galileat, [ha da yezh a zo heñvel ouzh o hini]. 71 Neuze en em lakaas da zroukpediñ ha da douiñ, o lavarout: N'anavezan ket an den-se a gomzit anezhañ.

Luke 22:59-60

59 War-dro un eur goude, unan all a destenias o lavarout: A dra sur, hemañ a oa ivez gantañ, rak Galileat eo ivez. 60 Met Pêr a lavaras: O den, n'ouzon ket petra a lavarez. Ha kerkent, evel ma komze c'hoazh, ar c'hilhog a ganas.

John 18:1

1 Goude m'en devoe Jezuz lavaret an traoù-mañ, ez eas gant e ziskibien en tu all d'ar froud Kedron, e-lec'h ma oa ul liorzh; antreal a reas enni, eñ hag e ziskibien.

John 18:10

10 Neuze Simon-Pêr, a oa gantañ ur c'hleze, a dennas anezhañ, a skoas gantañ ur servijer d'ar beleg-meur, hag a droc'has e skouarn dehou dezhañ; ar servijer-se a oa anvet Malkuz.

Matthew 26:34

34 Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, penaos en noz-mañ memes, a-raok ma kano ar c'hilhog, te az po va dinac'het teir gwech.

Mark 14:68

68 Met eñ a nac'has anezhañ, hag a lavaras: N'anavezan ket anezhañ, ha n'ouzon ket petra a lavarez; mont a reas er-maez er porzh; hag ar c'hilhog a ganas.

Luke 22:34

34 Met Jezuz a lavaras dezhañ: Pêr, me en lavar dit, ar c'hilhog ne gano ket hiziv, na'z po nac'het teir gwech d'anavezout ac'hanon.

John 13:38

38 Jezuz a respontas dezhañ: Te a rofe da vuhez evidon-me! E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ne gano ket ar c'hilhog, na'z po va dinac'het teir gwech.

Matthew 23:23-28

23 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war an aned, ha war ar c'houmin, hag e lezit a-gostez ar pezh a zo ar muiañ talvoudek el lezenn, ar reizhder, an drugarez hag al lealded. Ar re-se a oa an traoù a dleec'h d'ober, hep koulskoude dilezel ar re all. 24 Renerien dall! Silañ a rit ar fubuenn, hag e lonkit ar c'hañval. 25 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma naetait diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc'h leun a laeroñsi hag a zireizhder. 26 Farizian dall! Naeta da gentañ an diabarzh eus an hanaf hag eus ar plad, evit ma teuio ivez an diavaez da vezañ naet. 27 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma'z oc'h heñvel ouzh bezioù gwennet, en em ziskouez kaer en diavaez, hag a zo leun a eskern tud varv hag a bep dic'hlanded en diabarzh. 28 Evel-se c'hwi ivez, en diavaez, en em ziskouez reizh d'an dud, met en diabarzh, oc'h leun a bilpouzerezh hag a zireizhder.

Matthew 27:1-10

1 Pa voe deuet ar mintin, an holl veleien vras hag henaourien ar bobl en em guzulias a-enep Jezuz evit e lakaat d'ar marv. 2 O vezañ e ereet, en degasjont hag en lakajont etre daouarn Poñs-Pilat, ar gouarnour. 3 Neuze, Judaz, an hini en devoa e werzhet, o welout penaos e oa kondaonet, a zeuas morc'hed dezhañ, hag e tegasas an tregont pezh arc'hant d'ar veleien vras ha d'an henaourien, 4 o lavarout: Pec'het em eus o werzhañ ar gwad didamall. Met int a lavaras dezhañ: Petra a ra-se deomp? An dra-se a sell ouzhit. 5 Goude m'en devoe taolet ar pezhioù arc'hant en templ, ez eas kuit, hag en em grougas. 6 Ar veleien vras o dastumas hag a lavaras: N'eo ket aotreet o lakaat en teñzor, dre ma'z int priz ar gwad. 7 Hag, o vezañ en em guzuliet, e prenjont park ar poder, evit beziañ an diavaezidi. 8 Setu perak eo galvet ar park-se, Park ar Gwad, betek hiziv. 9 Neuze e voe peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Jeremia, ar profed: Kemeret o deus an tregont pezh arc'hant, gwerzh an hini a zo bet lakaet e briz, eus an hini a zo bet lakaet e briz gant bugale Israel, 10 hag o rojont evit park ar poder, evel m'en deus an Aotrou urzhiet din.

Matthew 27:27

27 Neuze soudarded ar gouarnour a zegasas Jezuz er pretordi, hag e tastumjont en-dro dezhañ an holl strollad.

Mark 15:1-5

1 Kerkent ha ma voe deiz, ar veleien vras, gant an henaourien hag ar skribed, hag ar sanedrin o vezañ en em guzuliet, a zegasas Jezuz ereet hag en lakajont etre daouarn Pilat. 2 Pilat a c'houlennas outañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar. 3 Ar veleien vras a damalle anezhañ eus meur a dra. 4 Met Pilat a reas c'hoazh ar goulenn-mañ outañ, o lavarout: Ne respontez netra dezho? Gwel pegement a draoù a damallont dit. 5 Met Jezuz ne respontas ken netra, en hevelep doare ma oa Pilat souezhet.

Mark 15:16

16 Ar soudarded a zegasas anezhañ e diabarzh ar palez, da lavarout eo er pretordi, hag e tastumjont eno an holl strollad.

Luke 22:66

66 Adalek ma voe deuet an deiz, kuzul henaourien ar bobl, ar veleien vras hag ar skribed en em zastumas hag a reas Jezuz dont dirak ar sanedrin;

Luke 23:1-5

1 Neuze an holl dud-se, o vezañ savet, a zegasas anezhañ da Bilat. 2 Hag en em lakajont d'e damall, o lavarout: Ni hon eus kavet an den-mañ o tromplañ ar bobl hag o tifenn paeañ ar gwir da Gezar, o lavarout eo ar C'hrist, ar roue. 3 Pilat a reas outañ ar goulenn-mañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar. 4 Pilat a lavaras d'ar veleien vras ha d'ar bobl: Ne gavan netra da damall en den-mañ. 5 Met int a zalc'he, o lavarout: Sevel a ra ar bobl, o kelenn dre holl Judea, o vezañ en graet adalek Galilea, betek amañ.

John 11:55

55 Pask ar Yuzevien a oa tost, ha kalz a dud eus ar vro a bigne da Jeruzalem a-raok ar Pask, evit en em c'hlanaat.

John 18:33

33 Neuze Pilat a zistroas d'ar pretordi hag o vezañ lakaet Jezuz da zont, e lavaras dezhañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien?

John 18:39

39 Met, bez' hoc'h eus ur c'hiz en ho touez, ma laoskfen deoc'h unan bennak gant ar Pask. Fellout a ra deoc'h eta e laoskfen deoc'h roue ar Yuzevien?

John 19:9

9 Distreiñ a reas eta er pretordi, hag e lavaras da Jezuz: A-belec'h out? Met Jezuz ne roas respont ebet dezhañ.

John 19:14

14 (met kempennadur ar Pask e oa, ha war-dro ar c'hwec'hvet eur); hag e lavaras d'ar Yuzevien: Setu ho roue.

Matthew 27:11-14

11 Jezuz a voe lakaet dirak ar gouarnour; ar gouarnour a reas ar goulenn-mañ outañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar. 12 Met pa voe tamallet gant ar veleien vras ha gant an henaourien, ne respontas netra. 13 Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Ha ne glevez ket pegement a draoù a damallont dit? 14 Met eñ ne respontas ket ur ger dezhañ, en hevelep doare ma oa ar gouarnour souezhet- meurbet.

Matthew 27:23

23 Ar gouarnour a lavaras: Peseurt droug en deus graet? Hag e krient kreñvoc'h, o lavarout: Ra vo staget ouzh ar groaz!

Luke 23:2-3

2 Hag en em lakajont d'e damall, o lavarout: Ni hon eus kavet an den-mañ o tromplañ ar bobl hag o tifenn paeañ ar gwir da Gezar, o lavarout eo ar C'hrist, ar roue. 3 Pilat a reas outañ ar goulenn-mañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar.

Mark 10:33

33 Setu, e pignomp da Jeruzalem, ha Mab an den a vo lakaet etre daouarn ar veleien vras ha re ar skribed, hag e kondaonint anezhañ d'ar marv, hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed.

Mark 15:3

3 Ar veleien vras a damalle anezhañ eus meur a dra.

Luke 20:19-26

19 Neuze ar veleien vras hag ar skribed a glaskas lakaat o daouarn warnañ d'an eur-se memes, rak anavezet o devoa mat penaos en devoa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho; met aon o devoa rak ar bobl. 20 Setu perak, oc'h evezhiañ anezhañ, e kasjont dezhañ tud hag a rae an neuz da vezañ reizh, evit e dapout en e gomzoù, abalamour d'e lakaat e daouarn mestr ar vro hag e galloud ar gouarner. 21 An dud-mañ eta a c'houlennas digantañ: Mestr, gouzout a reomp e komzez hag e kelennez gant eeunder ha ne rez van a zen ebet, met e kelennez hent Doue hervez ar wirionez. 22 Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar, pe n'eo ket? 23 Met eñ, oc'h anavezout o gwidre, a lavaras dezho: [Perak e temptit ac'hanon?] 24 Diskouezit din un diner. Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? Int a respontas: Eus Kezar. 25 Neuze eñ a lavaras dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar, ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue. 26 Ne c'helljont ket e dapout en e gomzoù dirak ar bobl; met, o vezañ souezhet gant e respont, e tavjont.

Luke 24:7

7 o lavarout: Ret eo da Vab an den bezañ lakaet etre daouarn ar bec'herien, ha bezañ kroazstaget, hag adsevel a varv an trede deiz.

John 19:12

12 Adalek neuze Pilat a glaske e leuskel; met ar Yuzevien a grie: Mar laoskez an den-se, n'out ket mignon da Gezar; rak piv bennak en em c'hra roue, en em laka a-enep Kezar.

John 19:6-7

6 Met pa welas ar veleien vras hag ar servijerien anezhañ, e krijont: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Kemerit anezhañ hoc'h-unan ha kroazstagit anezhañ; rak me ne gavan torfed ebet ennañ. 7 Ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ni hon eus ul lezenn, hag hervez hol lezenn e tle mervel, abalamour ma'z eo en em raet Mab Doue.

John 19:15

15 Met int a grias: Lam anezhañ! Lam anezhañ! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Ha kroazstagañ a rin ho roue? Ar veleien vras a respontas: Ni n'hon eus roue all ebet nemet Kezar.

Matthew 20:19

19 hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed, evit ober goap anezhañ, evit e skourjezañ, hag e groazstagañ, met ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.

Luke 24:7-8

7 o lavarout: Ret eo da Vab an den bezañ lakaet etre daouarn ar bec'herien, ha bezañ kroazstaget, hag adsevel a varv an trede deiz. 8 Hag e teuas soñj dezho eus e gomzoù.

John 3:14

14 Hag evel ma savas Moizez an naer el lec'h distro, evel-se eo ret e vo savet Mab an den,

John 8:28

28 Ha Jezuz a lavaras dezho: Pa ho po savet Mab an den, neuze ec'h anavezot ar pezh emaon, ha penaos ne ran netra ac'hanon va-unan, met e lavaran an traoù evel m'en deus va Zad o desket din.

John 10:31

31 Neuze ar Yuzevien a gemeras a-nevez mein evit e veinata.

John 10:33

33 Ar Yuzevien a respontas dezhañ: N'eo ket evit un ober mat e veinataomp ac'hanout, met abalamour d'ur gwallgomz, dre ma n'out nemet un den hag en em rez Doue.

John 12:32-33

32 Ha me, pa vin bet savet eus an douar, a denno an holl dud da'm c'havout. 33 Met, lavarout a rae kement-se evit merkañ dre beseurt marv e tlee mervel.

Matthew 27:11

11 Jezuz a voe lakaet dirak ar gouarnour; ar gouarnour a reas ar goulenn-mañ outañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar.

Mark 15:2

2 Pilat a c'houlennas outañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar.

Luke 19:38-40

38 Hag e lavarent: Benniget ra vo ar Roue a zeu en anv an Aotrou! Peoc'h en neñv, ha gloar el lec'hioù uhel meurbet! 39 Hiniennoù eus farizianed ar vandenn a lavaras dezhañ: Mestr, kroz da ziskibien. 40 Eñ a respontas hag a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h, mar tav ar re-mañ, ar vein a grio.

Luke 23:3-4

3 Pilat a reas outañ ar goulenn-mañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar. 4 Pilat a lavaras d'ar veleien vras ha d'ar bobl: Ne gavan netra da damall en den-mañ.

John 1:49

49 Natanael a respontas dezhañ: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel.

John 12:13

13 a gemeras brankoù palmez, hag a yeas a-raok dezhañ, o krial: Hozanna! Benniget ra vo roue Israel, an hini a zeu en anv an Aotrou!

John 12:15

15 Na'z pez ket aon, merc'h Sion: setu, da roue a zeu, pignet war ebeul un azenez.

John 18:28-29

28 Neuze e kasjont Jezuz eus ti Kaifaz d'ar pretordi; ar mintin e oa, ha n'ejont ket e-barzh ar pretordi o-unan, gant aon d'en em saotrañ, evit ma c'helljent debriñ ar Pask. 29 Pilat, o vezañ aet d'o c'havout, a lavaras dezho: Pet tamall a rit a-enep an den-se?

John 18:37

37 Neuze Pilat a lavaras dezhañ: Te a zo eta roue? Jezuz a respontas: E lavarout a rez; roue on, evit-se eo on bet ganet, hag evit-se eo on deuet er bed, evit reiñ testeni d'ar wirionez. Piv bennak a zo eus ar wirionez, a selaou va mouezh.

John 19:19-22

19 Pilat a reas ivez ur skrid, hag en lakaas war ar groaz; ennañ e oa skrivet: JEZUZ A NAZARED, ROUE AR YUZEVIEN. 20 Kalz eus ar Yuzevien a lennas ar skrid-se, abalamour al lec'h ma oa Jezuz kroazstaget a oa tost da gêr; skrivet e oa en hebraeg, e gresianeg hag e latin. 21 Beleien vras ar Yuzevien a lavaras da Bilat: Na skriv ket: Roue ar Yuzevien, met penaos en deus lavaret: Me eo roue ar Yuzevien. 22 Pilat a respontas: Ar pezh am eus skrivet, am eus skrivet.

John 18:28

28 Neuze e kasjont Jezuz eus ti Kaifaz d'ar pretordi; ar mintin e oa, ha n'ejont ket e-barzh ar pretordi o-unan, gant aon d'en em saotrañ, evit ma c'helljent debriñ ar Pask.

John 19:6

6 Met pa welas ar veleien vras hag ar servijerien anezhañ, e krijont: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz! Pilat a lavaras dezho: Kemerit anezhañ hoc'h-unan ha kroazstagit anezhañ; rak me ne gavan torfed ebet ennañ.

John 19:11

11 Jezuz a respontas dezhañ: Te ne'z pije galloud ebet warnon, ma ne vije ket bet roet dit diouzh krec'h; setu perak an hini en deus va lakaet etre da zaouarn en deus graet ur pec'hed brasoc'h.

Matthew 26:53

53 Ha soñjal a rez na c'hellfen ket pediñ va Zad, hag e rofe din raktal ouzhpenn daouzek lejion aeled?

Luke 12:14

14 Eñ a lavaras dezhañ: O den, piv en deus va lakaet ho parner, pe evit ober ho lodennoù?

Luke 17:20-21

20 Ar farizianed, o vezañ goulennet outañ pegoulz e teuje rouantelezh Doue, e respontas dezho: Rouantelezh Doue ne zeuio ket en un doare sebezus. 21 Ne vo ket lavaret: Emañ amañ, pe: Emañ aze; rak setu, emañ rouantelezh Doue en ho touez.

John 6:15

15 Jezuz, oc'h anavezout ez aent da zont d'e gemer evit e lakaat da roue, en em dennas adarre e-unan war ar menez.

John 8:15

15 C'hwi a varn hervez ar c'hig; me ne varnan den.

Matthew 26:64

64 Jezuz a lavaras dezhañ: E lavaret ec'h eus; ouzhpenn, e lavaran deoc'h, e welot hiviziken Mab an den azezet a-zehou da c'halloud Doue, hag o tont war goabr an neñv.

Mark 14:62

62 Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Bez' ez on; ha gwelout a reot Mab an den azezet a-zehou da c'halloud Doue, hag o tont war goabr an neñv.

Luke 22:70

70 Neuze e lavarjont holl: Te eo eta Mab Doue? Eñ a respontas dezho: C'hwi a lavar hoc'h-unan, bez' ez on.

Luke 23:3

3 Pilat a reas outañ ar goulenn-mañ: Bez' out-te roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar.

John 3:32

32 reiñ a ra testeni eus ar pezh en deus gwelet ha klevet; met den ne zegemer e desteni.

John 7:17

17 Mar fell da unan bennak ober bolontez Doue, ec'h anavezo hag-eñ eo va c'helennadurezh eus Doue, pe ha me a gomz ac'hanon va-unan.

John 8:14

14 Jezuz a respontas dezho: Petra bennak ma roan testeni ac'hanon va-unan, va zesteni a zo gwirion, rak gouzout a ran a-belec'h on deuet, ha pelec'h ez an; met c'hwi, n'ouzoc'h ket a-belec'h e teuan, na pelec'h ez an.

John 8:47

47 An hini a zo eus Doue a selaou komzoù Doue; dre-se c'hwi ne selaouit ket, abalamour n'oc'h ket eus Doue.

John 10:26-27

26 Met c'hwi ne gredit ket abalamour n'oc'h ket eus va deñved, evel ma em eus e lavaret deoc'h. 27 Va deñved a glev va mouezh, ha me a anavez anezho, hag int a heul ac'hanon.

John 14:6

6 Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez; den ne zeu d'an Tad, nemet drezon.

Matthew 27:18-19

18 Rak anavezout a rae e oa dre avi o devoa e lakaet etre e zaouarn. 19 E-pad ma oa azezet war e gador-varn, e wreg a gasas da lavarout dezhañ: Ra ne vo netra etre an den reizh-se ha te; rak gwall-boaniet on bet hiziv, dre un hunvre, abalamour dezhañ.

Matthew 27:24

24 Pilat, o welout penaos ne c'houneze netra, met e kreske an drubuilh, a gemeras dour hag a walc'has e daouarn dirak ar bobl, o lavarout: Didamall on eus gwad an den reizh-mañ; soñjit-se.

Mark 15:14

14 Pilat a lavaras dezho: Met peseurt droug en deus graet? Hag e krijont c'hoazh kreñvoc'h: Ouzh ar groaz!

Luke 23:4

4 Pilat a lavaras d'ar veleien vras ha d'ar bobl: Ne gavan netra da damall en den-mañ.

Luke 23:14-16

14 Degaset hoc'h eus din an den-se evel m'en dije savet ar bobl, ha goude bezañ graet goulennoù outañ dirazoc'h, ne'm eus ket e gavet kiriek da hini ebet eus an torfedoù a damallit dezhañ, 15 nag Herodez kennebeut, rak ho kaset em eus d'e gavout; ha setu n'en deus graet netra a vefe din a varv. 16 O vezañ eta graet e gastizañ, e laoskin anezhañ.

John 19:4

4 Pilat o vezañ aet a-nevez er-maez a lavaras dezho: Setu, e tegasan anezhañ deoc'h er-maez, evit ma ouiot penaos ne gavan torfed ebet ennañ.

Matthew 27:15-18

15 Ar gouarnour en devoa ar c'hiz, da bep gouel, da leuskel d'ar bobl an hini eus ar brizonidi a c'houlennent. 16 Bez' e oa neuze ur prizoniad brudet-bras, a c'halved Barabbaz. 17 Evel ma oant dastumet, Pilat a lavaras dezho: Pehini a fell deoc'h e laoskfen deoc'h, Barabbaz, pe Jezuz a c'halver Krist? 18 Rak anavezout a rae e oa dre avi o devoa e lakaet etre e zaouarn.

Matthew 27:20-23

20 Met ar veleien vras hag an henaourien a alias ar bobl da c'houlenn Barabbaz, ha da lakaat koll Jezuz. 21 Ar gouarnour, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: Pehini an daou a fell deoc'h e laoskfen deoc'h? Int a lavaras: Barabbaz. 22 Pilat a lavaras dezho: Petra a rin eta eus Jezuz a c'halver Krist? Holl a lavarjont: Ra vo staget ouzh ar groaz! 23 Ar gouarnour a lavaras: Peseurt droug en deus graet? Hag e krient kreñvoc'h, o lavarout: Ra vo staget ouzh ar groaz!

Mark 15:6-14

6 Bez' e oa ar c'hiz da leuskel dezho, da bep gouel, an hini eus ar brizonidi a c'houlenne ar bobl. 7 Hag e oa er prizon unan galvet Barabbaz gant e genseurted, rak graet o devoa ur muntr e-pad un dispac'h. 8 Ar bobl en em lakaas da c'houlenn [gant kriadennoù bras,] ma vije graet dezho evel m'en devoa atav graet. 9 Pilat a respontas dezho: Fellout a ra deoc'h e laoskfen deoc'h roue ar Yuzevien? 10 Rak anavezout a rae e oa dre avi o devoa ar veleien vras e lakaet etre e zaouarn. 11 Met ar veleien vras a vroude ar bobl da c'houlenn ma vije laosket kentoc'h dezho Barabbaz. 12 Pilat, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezho: Petra a fell deoc'h e rafen eta eus an hini e c'halvit roue ar Yuzevien? 13 Int a grias a-nevez: Ouzh ar groaz! 14 Pilat a lavaras dezho: Met peseurt droug en deus graet? Hag e krijont c'hoazh kreñvoc'h: Ouzh ar groaz!

Luke 23:16-23

16 O vezañ eta graet e gastizañ, e laoskin anezhañ. 17 [Ret e oa dezhañ leuskel unan dezho e deiz ar gouel.] 18 Neuze e krijont holl a-unan: Laka hemañ d'ar marv, ha laosk deomp Barabbaz. 19 Hemañ a oa bet lakaet er prizon evit un dispac'h c'hoarvezet e kêr, hag ur muntr. 20 Pilat, o kaout c'hoant da leuskel Jezuz, a gomzas outo a-nevez. 21 Met int a grias: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz! 22 Eñ a lavaras dezho evit an trede gwech: Met peseurt droug en deus graet? Ne'm eus kavet ennañ netra hag a vefe din a varv. E gastizañ a rin hag e laoskin anezhañ. 23 Met int a gendalc'he, o c'houlenn gant kriadegoù bras ma vije staget ouzh ar groaz; hag o c'hriadennoù ha re ar veleien vras a greske.

Matthew 27:16

16 Bez' e oa neuze ur prizoniad brudet-bras, a c'halved Barabbaz.

Matthew 27:26

26 Neuze e laoskas dezho Barrabaz; ha goude bezañ lakaet skourjezañ Jezuz, en lakaas etre o daouarn evit bezañ staget ouzh ar groaz.

Mark 15:7

7 Hag e oa er prizon unan galvet Barabbaz gant e genseurted, rak graet o devoa ur muntr e-pad un dispac'h.

Mark 15:15

15 Pilat eta, o c'hoantaat plijout d'ar bobl, a laoskas dezho Barrabaz; ha goude bezañ lakaet skourjezañ Jezuz, en roas evit bezañ staget ouzh ar groaz.

Luke 23:18-19

18 Neuze e krijont holl a-unan: Laka hemañ d'ar marv, ha laosk deomp Barabbaz. 19 Hemañ a oa bet lakaet er prizon evit un dispac'h c'hoarvezet e kêr, hag ur muntr.

Luke 23:25

25 Leuskel a reas dezho an hini a oa bet lakaet er prizon evit un dispac'h hag evit ur muntr, hag a oa an hini a c'houlennent; hag e lezas Jezuz d'o bolontez.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.