Luke 22:49-51

Breton(i) 49 Ar re a oa en-dro da Jezuz, o welout ar pezh a yae da c'hoarvezout, a lavaras dezhañ: Aotrou, ha skeiñ a raimp gant ar c'hleze? 50 Hag unan anezho a skoas servijer ar beleg-meur, hag a droc'has dezhañ e skouarn dehou. 51 Met Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: Paouezit! Hag o vezañ stoket ouzh skouarn ar servijer, e yac'haas anezhañ.