John 11:49-52

Breton(i) 49 Met Kaifaz, unan anezho, hag a oa beleg-meur er bloavezh-se, a lavaras dezho: C'hwi n'ouzoc'h netra; 50 ha ne soñjit ket eo gwelloc'h da un den hepken mervel evit ar bobl, eget na vefe kollet holl dud ar vro? 51 Hogen ne lavare ket kement-se anezhañ e-unan, met o vezañ beleg-meur er bloaz-se, e tiouganas penaos e tlee Jezuz mervel evit ar bobl; 52 ha n'eo ket hepken evit ar bobl, met ivez evit dastum en ur c'horf hepken bugale Doue a zo a-stlabez.