John 11:49 Cross References - Breton

49 Met Kaifaz, unan anezho, hag a oa beleg-meur er bloavezh-se, a lavaras dezho: C'hwi n'ouzoc'h netra;

Matthew 26:3

3 Neuze ar veleien vras, ar skribed hag henaourien ar bobl en em zastumas e porzh ar beleg-meur, anvet Kaifaz,

Luke 3:2

2 dindan belegiezh veur Annaz ha Kaifaz, ger Doue a voe kaset da Yann, mab Zakaria, el lec'h distro.

John 7:48-49

48 Ha bez' ez eus unan bennak eus ar mestroù pe eus ar farizianed hag en defe kredet ennañ? 49 Met ar bobl villiget-mañ n'anavez ket al lezenn.

John 11:51

51 Hogen ne lavare ket kement-se anezhañ e-unan, met o vezañ beleg-meur er bloaz-se, e tiouganas penaos e tlee Jezuz mervel evit ar bobl;

John 18:13-14

13 hag a gasas anezhañ da gentañ da di Annaz, abalamour ma oa tad-kaer da Gaifaz, beleg-meur ar bloaz-se. 14 Kaifaz a oa an hini en devoa roet ar c'huzul-se d'ar Yuzevien, penaos e oa talvoudek e varvje un den hepken evit ar bobl.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.