John 20 Cross References - Breton

1 An deiz kentañ eus ar sizhun, Mari a Vagdala a zeuas mintin mat d'ar bez, evel ma oa c'hoazh teñval, hag e welas ar maen lamet diwar ar bez. 2 Redek a reas eta hag e teuas da gavout Simon-Pêr hag an diskibl all a oa karet gant Jezuz, hag e lavaras dezho: Tennet eo an Aotrou eus ar bez, ha n'ouzomp ket pelec'h o deus e lakaet. 3 Neuze Pêr a yeas er-maez gant an diskibl all, hag ez ejont d'ar bez. 4 Hag e redent o-daou a-unvan, met an diskibl all-se a redas buanoc'h eget Pêr, hag a erruas da gentañ er bez. 5 O vezañ en em bleget, e welas ar bandennoù war an douar, met ne deas ket e-barzh. 6 Simon-Pêr a heulie anezhañ, hag, o vezañ erruet, a yeas er bez; gwelout a reas ar bandennoù war an douar, 7 hag al lienenn a oa bet lakaet dezhañ war e benn ha ne oa ket gant ar bandennoù, met pleget en ul lec'h a-du. 8 An diskibl all, an hini erruet da gentañ er bez, a yeas ivez ennañ, hag e welas, hag e kredas. 9 Rak n'o devoa ket c'hoazh komprenet ar Skritur a lavare e tlee Jezuz adsevel a varv. 10 Hag an diskibien a zistroas d'o ziez. 11 Koulskoude Mari en em zalc'he er-maez, tost ouzh ar bez, o ouelañ; hag evel ma ouele, en em blegas er bez 12 hag e welas daou ael gwisket e gwenn, azezet unan ouzh ar penn hag egile ouzh an treid, el lec'h ma oa bet gourvezet korf Jezuz. 13 Lavarout a rejont dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Hi a lavaras dezho: Abalamour ma'z eo tennet ac'han va Aotrou, ha n'ouzon ket pelec'h eo bet lakaet. 14 Hag o vezañ lavaret kement-se, e tistroas, hag e welas Jezuz en e sav; met ne ouie ket e oa Jezuz. 15 Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Piv a glaskez? Hi, o krediñ e oa al liorzher, a lavaras dezhañ: Aotrou, mar ec'h eus e gaset kuit, lavar din pelec'h ec'h eus e lakaet, hag e kemerin anezhañ. 16 Jezuz a lavaras dezhi: Mari! Hag hi, o vezañ distroet, a lavaras dezhañ: Rabbouni! Da lavarout eo: Mestr! 17 Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n'on ket c'hoazh pignet etrezek va Zad; met kae da gavout va breudeur, ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, hag etrezek va Doue hag ho Toue. 18 Mari a Vagdala a zeuas da gemenn d'an diskibien penaos he devoa gwelet an Aotrou, ha penaos en devoa lavaret kement-se dezhi. 19 An abardaez eus an deiz-se a oa ar c'hentañ eus ar sizhun, an dorioù eus al lec'h ma oa an diskibien en em zastumet o vezañ serret gant aon rak ar Yuzevien, Jezuz a zeuas hag en em ziskouezas en o c'hreiz, hag e lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! 20 P'en devoa lavaret kement-se dezho, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e gostez. An diskibien eta, o welout an Aotrou, o devoe ur joa vras. 21 Lavarout a reas dezho a-nevez: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! Evel m'en deus an Tad kaset ac'hanon, me ho kas ivez. 22 P'en devoe lavaret kement-se, e c'hwezas warno hag e lavaras dezho: Degemerit ar Spered-Santel. 23 D'ar re e pardonot o fec'hedoù, e vint pardonet dezho, ha d'ar re o dalc'hot, e vint dalc'het dezho. 24 Met Tomaz, unan eus an daouzek, galvet Didim, ne oa ket ganto pa oa deuet Jezuz. 25 An diskibien all a lavaras dezhañ eta: Ni hon eus gwelet an Aotrou. Met eñ a lavaras dezho: Ma ne welan ket merk an tachoù en e zaouarn, ha ma ne lakaan ket va dorn en e gostez, ne gredin ket. 26 Eizh deiz goude, e ziskibien a oa a-nevez en ti, ha Tomaz ganto. Jezuz a zeuas, an dorioù o vezañ serret, en em zalc'has en o c'hreiz hag a lavaras: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! 27 Neuze e lavaras da Domaz: Laka amañ da viz, ha sell ouzh va daouarn; astenn ivez da zorn, ha laka anezhañ em c'hostez, ha na vez ket diskredik, met kred. 28 Tomaz a respontas hag a lavaras dezhañ: Va Aotrou ha va Doue! 29 Jezuz a lavaras dezhañ: Abalamour ma ec'h eus va gwelet, [Tomaz,] ec'h eus kredet. Eürus ar re n'o deus ket gwelet hag o deus kredet! 30 Jezuz a reas c'hoazh dirak e ziskibien kalz a virakloù all, met n'int ket skrivet el levr-mañ. 31 Hag an traoù-mañ a zo bet skrivet, evit ma kredot ez eo Jezuz eo ar C'hrist, Mab Doue, hag evit, o krediñ, m'ho po ar vuhez dre e anv.

Matthew 27:60

60 hag a lakaas anezhañ en e vez nevez e-unan en devoa toullet er roc'h; ha goude bezañ ruilhet ur maen bras ouzh dor ar bez, ez eas kuit.

Matthew 27:64-28:10

64 Gourc'hemenn eta ma vo diwallet ar bez betek an trede deiz, gant aon na zeufe e ziskibien [en noz] d'e laerezh ha da lavarout d'ar bobl: Savet eo a-douez ar re varv. An tromplerezh diwezhañ-se a vefe gwashoc'h eget an hini kentañ.

Mark 15:46

46 Jozef, o vezañ prenet ul lienenn, en diskennas eus ar groaz, en goloas gant ul lienenn, a lakaas anezhañ en ur bez toullet er roc'h, hag a ruilhas ur maen ouzh dor ar bez.

Mark 16:1-5

1 Goude ma oa ar sabad tremenet, Mari a Vagdala, Mari mamm Jakez, ha Salome, a brenas louzoù a c'hwez-vat evit dont da valzamañ ar c'horf. 2 Deiz kentañ ar sizhun, da sav-heol, e teujont mintin mat d'ar bez. 3 Hag e lavarent etrezo: Piv a lamo deomp ar maen a zo ouzh dor ar bez? 4 O vezañ sellet, e weljont ar maen a oa bet lamet; ha gwall vras e oa. 5 Neuze, o vezañ aet er bez, e weljont un den yaouank azezet en tu dehou, gwisket gant ur sae wenn; spontet e oant.

Mark 16:9

9 Jezuz, o vezañ adsavet a varv diouzh ar beure, deiz kentañ ar sizhun, en em ziskouezas da gentañ da Vari a Vagdala, m'en devoa kaset kuit seizh diaoul anezhi.

Luke 24:1-10

1 Deiz kentañ ar sizhun, e teujont mintin mat d'ar bez, o tegas ganto al louzoù a c'hwez-vat o devoa fichet; [hag ur re bennak o heulie]. 2 Hag e kavjont e oa bet ruilhet ar maen a-zirak ar bez. 3 O vezañ aet ennañ, ne gavjont ket korf an Aotrou Jezuz. 4 Evel na ouient petra da soñjal war gement-se, setu, daou zen en em ziskouezas dezho, gwisket gant dilhad lugernus. 5 Evel ma oant spontet, ha ma plegent o fenn war-zu an douar, e lavarjont dezho: Perak e klaskit e-touez ar re varv an hini a zo bev? 6 N'emañ ket amañ, adsavet eo a varv. Ho pet soñj penaos en devoa komzet ouzhoc'h, pa oa c'hoazh e Galilea, 7 o lavarout: Ret eo da Vab an den bezañ lakaet etre daouarn ar bec'herien, ha bezañ kroazstaget, hag adsevel a varv an trede deiz. 8 Hag e teuas soñj dezho eus e gomzoù. 9 O vezañ distroet eus ar bez, e tisklêrjont an holl draoù-se d'an unnek, ha d'an holl re all. 10 Mari a Vagdala, Janed, Mari mamm Jakez hag ar re all a oa ganto, a oa ar re a lavaras an traoù-mañ d'an ebestel.

John 19:25

25 Mamm Jezuz, ha c'hoar e vamm, Mari gwreg Klopaz, ha Mari a Vagdala, en em zalc'he tost ouzh kroaz Jezuz.

John 20:18-19

18 Mari a Vagdala a zeuas da gemenn d'an diskibien penaos he devoa gwelet an Aotrou, ha penaos en devoa lavaret kement-se dezhi. 19 An abardaez eus an deiz-se a oa ar c'hentañ eus ar sizhun, an dorioù eus al lec'h ma oa an diskibien en em zastumet o vezañ serret gant aon rak ar Yuzevien, Jezuz a zeuas hag en em ziskouezas en o c'hreiz, hag e lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h!

John 20:26

26 Eizh deiz goude, e ziskibien a oa a-nevez en ti, ha Tomaz ganto. Jezuz a zeuas, an dorioù o vezañ serret, en em zalc'has en o c'hreiz hag a lavaras: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h!

Matthew 27:63-64

63 hag e lavarjont dezhañ: Aotrou, deuet eo da soñj deomp, penaos an trompler-se a lavare pa oa bev: A-benn tri devezh, ec'h adsavin a varv. 64 Gourc'hemenn eta ma vo diwallet ar bez betek an trede deiz, gant aon na zeufe e ziskibien [en noz] d'e laerezh ha da lavarout d'ar bobl: Savet eo a-douez ar re varv. An tromplerezh diwezhañ-se a vefe gwashoc'h eget an hini kentañ.

John 13:23

23 Met, unan anezho, an hini a oa karet gant Jezuz, a oa kousket ouzh taol war-zu askre Jezuz.

John 19:26

26 Jezuz eta, o welout e vamm hag en he c'hichen an diskibl a gare, a lavaras d'e vamm: Gwreg, setu da vab.

John 20:9

9 Rak n'o devoa ket c'hoazh komprenet ar Skritur a lavare e tlee Jezuz adsevel a varv.

John 20:13

13 Lavarout a rejont dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Hi a lavaras dezho: Abalamour ma'z eo tennet ac'han va Aotrou, ha n'ouzon ket pelec'h eo bet lakaet.

John 20:15

15 Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Piv a glaskez? Hi, o krediñ e oa al liorzher, a lavaras dezhañ: Aotrou, mar ec'h eus e gaset kuit, lavar din pelec'h ec'h eus e lakaet, hag e kemerin anezhañ.

John 21:7

7 Setu perak, an diskibl a oa karet gant Jezuz a lavaras da Bêr: An Aotrou eo! Ha Simon-Pêr, oc'h anavezout e oa an Aotrou, a lakaas e sae war-c'horre (rak en noazh e oa) hag en em daolas er mor.

John 21:20

20 Ha Pêr, o vezañ distroet, a welas o tont war e lerc'h an diskibl a oa karet gant Jezuz, an hini a oa gourvezet war askre Jezuz e-pad ar goan, hag en devoa lavaret dezhañ: Aotrou, piv eo an hini a werzh ac'hanout?

John 21:24

24 An diskibl-se eo, a ro testeni eus an traoù-mañ hag en deus o skrivet, ha ni a oar ez eo gwirion e desteni.

Luke 24:12

12 Koulskoude, Pêr a savas hag a redas d'ar bez; o vezañ pleget, ne welas nemet al lienennoù war an douar; mont a reas kuit, souezhet ennañ e-unan eus ar pezh a oa c'hoarvezet.

John 11:44

44 Hag an hini marv a zeuas er-maez, e zaouarn hag e dreid ereet gant bandennoù, hag e zremm goloet gant ul lienenn. Jezuz a lavaras dezho: Diereit anezhañ, ha lezit eñ da vont.

John 19:40

40 Kemer a rejont eta korf Jezuz, hag e c'holojont anezhañ gant bandennoù ha gant al louzoù a c'hwezh-vat, evel m'o devoa ar Yuzevien ar c'hiz da sebeliañ.

John 20:11

11 Koulskoude Mari en em zalc'he er-maez, tost ouzh ar bez, o ouelañ; hag evel ma ouele, en em blegas er bez

Matthew 16:15-16

15 Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on-me? 16 Simon-Pêr a respontas: Te eo ar C'hrist, Mab an Doue bev.

Luke 22:31-32

31 An Aotrou a lavaras ivez: Simon, Simon, setu, Satan en deus goulennet ho tremen dre ar c'hrouer evel ar gwinizh. 32 Met pedet em eus evidout evit na zesfailho ket da feiz. Te eta, pa vi distroet, kreñva da vreudeur.

John 6:67-69

67 Jezuz a lavaras eta d'an daouzek: Ha c'hwi, ne fell ket deoc'h mont kuit ivez? 68 Simon-Pêr a respontas dezhañ: Aotrou, da biv ez afemp? Te ac'h eus komzoù ar vuhez peurbadus, 69 ha ni hon eus kredet, hag hon eus anavezet out [ar C'hrist,] Mab an Doue bev.

John 18:17

17 Neuze ar vatezh (ar borzhierez) a lavaras da Bêr: N'out ket ivez eus diskibien an den-se? Eñ a lavaras: N'on ket.

John 18:25-27

25 Simon-Pêr a oa eno, hag en em domme; lavarout a rejont dezhañ: Ha n'out ket te ivez eus e ziskibien? Eñ en nac'has hag a lavaras: N'on ket. 26 Unan eus mevelien ar beleg-meur, a oa kar d'an hini en devoa Pêr troc'het e skouarn, a lavaras dezhañ: Ha ne'm eus ket da welet el liorzh gantañ? 27 Pêr en nac'has adarre; ha kerkent ar c'hilhog a ganas.

John 21:15-17

15 Goude m'o devoa leinet, Jezuz a lavaras da Simon-Pêr: Simon, mab Jona, ha karout a rez ac'hanon muioc'h eget ar re-mañ? Pêr a respontas: Ya, Aotrou, gouzout a rez penaos e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va oaned. 16 Lavarout a reas dezhañ un eil gwech: Simon, mab Jona, va c'harout a rez? Pêr a respontas dezhañ: Ya, Aotrou, te a oar penaos e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved. 17 Lavarout a reas dezhañ evit un deirvet gwech: Simon, mab Jona, va c'harout a rez? Pêr a voe glac'haret eus m'en devoa goulennet digantañ evit an deirvet gwech: Va c'harout a rez? Met eñ a lavaras dezhañ: Aotrou, anavezout a rez an holl draoù, gouzout a rez e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved.

John 1:50

50 Jezuz a respontas dezhañ: Abalamour ma em eus lavaret dit em boa da welet dindan ar wezenn-fiez, e kredez; te a welo traoù brasoc'h eget ar re-mañ.

John 20:4

4 Hag e redent o-daou a-unvan, met an diskibl all-se a redas buanoc'h eget Pêr, hag a erruas da gentañ er bez.

John 20:25

25 An diskibien all a lavaras dezhañ eta: Ni hon eus gwelet an Aotrou. Met eñ a lavaras dezho: Ma ne welan ket merk an tachoù en e zaouarn, ha ma ne lakaan ket va dorn en e gostez, ne gredin ket.

John 20:29

29 Jezuz a lavaras dezhañ: Abalamour ma ec'h eus va gwelet, [Tomaz,] ec'h eus kredet. Eürus ar re n'o deus ket gwelet hag o deus kredet!

Matthew 16:21-22

21 Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da zisklêriañ d'e ziskibien e oa ret dezhañ mont da Jeruzalem, gouzañv kalz a draoù a-berzh an henaourien, ar veleien vras, ha ar skribed, bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv d'an trede deiz. 22 Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d'e repren, o lavarout: Doue ra viro, Aotrou! Kement-se ne c'hoarvezo ket ganit.

Matthew 22:29

29 Jezuz, a respontas dezho: En dallentez oc'h, dre n'anavezit ket ar Skriturioù, na galloud Doue.

Mark 8:31-33

31 Neuze en em lakaas da zisklêriañ dezho e oa ret da Vab an den gouzañv kalz a draoù, ha bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras, ha gant ar skribed, bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv tri deiz goude. 32 Hag e lavare ar c'homzoù-se dezho sklaer-mat. Neuze Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d'e repren. 33 Met Jezuz, o tistreiñ hag o sellout ouzh e ziskibien, a c'hourdrouzas Pêr hag a lavaras dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak da soñjoù n'emaint ket en traoù a sell ouzh Doue, met er re a sell ouzh an dud.

Mark 9:9-10

9 Evel ma tiskennent eus ar menez, e tifennas outo lavarout da zen ar pezh o devoa gwelet, betek ma vije Mab an den adsavet a-douez ar re varv. 10 Hag e talc'hjont ar gomz-se, o c'houlenn an eil digant egile petra a c'hellje bezañ, adsevel a-douez ar re varv.

Mark 9:31-32

31 Rak e kelenne e ziskibien, hag e lavare dezho: Mab an den a vo lakaet etre daouarn an dud, hag e lakaint anezhañ d'ar marv; met goude ma vo bet lazhet, ec'h adsavo a varv an trede deiz. 32 Met ne gomprenent ket ar c'homzoù-se, ha ne gredent ket goulenn digantañ.

Luke 9:45

45 Met ne gomprenent ket ar gomz-se; teñval e oa evito, ha ne gomprenent enni netra, met ne gredent goulenn netra outañ war gement-se.

Luke 18:33-34

33 ha goude ma vo bet skourjezet, e vo lakaet d'ar marv, hag ec'h adsavo a varv d'an trede deiz. 34 Met ne gomprenent netra e kement-se; ar c'homzoù-se a oa kuzhet evito, ha ne ouient ket ar pezh a oa lavaret dezho.

Luke 24:26

26 Ha ne oa ket ret d'ar C'hrist gouzañv an traoù-se, ha mont en e c'hloar?

Luke 24:44-46

44 Neuze e lavaras dezho: Setu ar pezh a lavaren deoc'h pa oan c'hoazh ganeoc'h, e oa ret ma vije peurc'hraet kement a zo bet skrivet diwar va fenn e lezenn Moizez, er Brofeded hag er Salmoù. 45 Neuze e tigoras dezho o spered, evit ma komprenjent ar Skriturioù. 46 Hag e lavaras dezho: Evel-se eo skrivet, [hag evel-se e oa ret,] e c'houzañvje ar C'hrist, hag e savje a varv d'an trede deiz,

John 2:22

22 Goude eta ma oa adsavet a-douez ar re varv, e ziskibien o devoe soñj en devoa lavaret an dra-se, hag e kredjont er Skritur ha d'ar ger-se en devoa Jezuz lavaret.

John 7:53

53 Ha pep hini en em dennas en e di.

John 16:32

32 Setu, an eur a zeu, hag deuet eo dija, penaos e viot stlabezet pep hini ouzh e gostez, ha penaos e lezot ac'hanon va-unan; met me n'on ket va-unan, abalamour va Zad a zo ganin.

John 20:5

5 O vezañ en em bleget, e welas ar bandennoù war an douar, met ne deas ket e-barzh.

Matthew 17:2

2 hag e voe treuzneuziet dirazo; e zremm a lugernas evel an heol, hag e zilhad a zeuas gwenn evel ar goulou.

Matthew 28:2-5

2 Ha setu e c'hoarvezas ur c'hren-douar, rak un ael eus an Aotrou a ziskennas eus an neñv, a zeuas da ruilhañ ar maen [a zirak ar bez], hag a azezas warnañ. 3 E neuz a oa evel ul luc'hedenn hag e zilhad gwenn evel an erc'h. 4 Ar warded a grene gant ar spont razañ, hag e teujont evel tud varv. 5 Met an ael a lavaras d'ar gwragez: Evidoc'h-hu, n'ho pet ket aon, rak gouzout a ran e klaskit Jezuz, an hini a zo bet staget ouzh ar groaz.

Mark 16:5-6

5 Neuze, o vezañ aet er bez, e weljont un den yaouank azezet en tu dehou, gwisket gant ur sae wenn; spontet e oant. 6 Met eñ a lavaras dezho: Na vezit ket spontet; c'hwi a glask Jezuz a Nazared, an hini a zo bet staget ouzh ar groaz; adsavet eo a varv, n'emañ ken amañ; setu al lec'h m'o devoa lakaet anezhañ.

Luke 24:3-7

3 O vezañ aet ennañ, ne gavjont ket korf an Aotrou Jezuz. 4 Evel na ouient petra da soñjal war gement-se, setu, daou zen en em ziskouezas dezho, gwisket gant dilhad lugernus. 5 Evel ma oant spontet, ha ma plegent o fenn war-zu an douar, e lavarjont dezho: Perak e klaskit e-touez ar re varv an hini a zo bev? 6 N'emañ ket amañ, adsavet eo a varv. Ho pet soñj penaos en devoa komzet ouzhoc'h, pa oa c'hoazh e Galilea, 7 o lavarout: Ret eo da Vab an den bezañ lakaet etre daouarn ar bec'herien, ha bezañ kroazstaget, hag adsevel a varv an trede deiz.

Luke 24:22-23

22 Gwir eo penaos gwragez bennak, eus hon touez, o deus hor gwall souezhet; rak o vezañ bet aet d'ar bez a-raok an deiz, 23 n'o deus ket kavet e gorf, hag ez int deuet o lavarout penaos aeled a zo en em ziskouezet dezho, ha lavaret e oa bev.

Luke 24:17

17 Eñ a lavaras dezho: Petra eo ar c'homzoù-se a lavarit etrezoc'h, en ur vont en hent, ha perak oc'h ken trist?

John 2:4

4 Jezuz a respontas dezhi: Gwreg, petra a zo etre te ha me? Va eur n'eo ket c'hoazh deuet.

John 14:27-28

27 Lezel a ran ganeoc'h ar peoc'h; reiñ a ran deoc'h va feoc'h; ne roan ket anezhi deoc'h evel ma ro ar bed. Na vezet ket ho kalon nec'het, na spontet. 28 Klevet hoc'h eus em eus lavaret deoc'h: Mont a ran kuit, hag e tistroan davedoc'h. Mar karjec'h ac'hanon, ho pije levenez eus ar pezh am eus lavaret: Mont a ran da gavout an Tad; rak va Zad a zo brasoc'h egedon.

John 16:6-7

6 Met, abalamour ma em eus lavaret deoc'h an traoù-mañ, an dristidigezh he deus leuniet ho kalon. 7 Koulskoude, me a lavar deoc'h ar wirionez, talvoudek eo deoc'h ez afen kuit; rak ma ne dan ket kuit, ar Frealzer ne zeuio ket d'ho kavout; met mar dan kuit, me a gaso anezhañ deoc'h.

John 16:20-22

20 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, c'hwi a welo hag a hirvoudo, hag ar bed en em laouenaio; c'hwi a vo en dristidigezh, met ho tristidigezh a vo troet e levenez. 21 Pa wilioud ur wreg, he devez poan, abalamour ma vez deuet he amzer; met adalek ma'z eo gwilioudet eus ur bugel, n'he devez ken soñj eus he foan, gant ar joa he deus da vezañ ganet un den er bed. 22 Evel-se, c'hwi a zo bremañ en dristidigezh; met me ho kwelo a-nevez, hag ho kalon en em laouenaio, ha den ne lamo diganeoc'h ho levenez.

John 20:2

2 Redek a reas eta hag e teuas da gavout Simon-Pêr hag an diskibl all a oa karet gant Jezuz, hag e lavaras dezho: Tennet eo an Aotrou eus ar bez, ha n'ouzomp ket pelec'h o deus e lakaet.

Matthew 28:9

9 Ha setu, Jezuz a zeuas a-ziarbenn dezho, hag a lavaras: Salud deoc'h. Hag int, o tostaat, a bokas d'e dreid hag en em stouas dirazañ.

Mark 16:12

12 Goude-se, en em ziskouezas en un doare all da zaou anezho a oa en hent, o vont war ar maez.

Luke 4:30

30 Met eñ, o tremen dre o c'hreiz, a yeas kuit.

Luke 24:16

16 Met o daoulagad a oa dalc'het, en hevelep doare ma n'anavezjont ket anezhañ.

Luke 24:31

31 Neuze o daoulagad a zigoras hag ec'h anavezjont anezhañ; met eñ a dec'has a-zirak o daoulagad.

John 8:59

59 Neuze e kemerjont mein evit o zeurel gantañ; met Jezuz en em guzhas hag a yeas er-maez eus an templ [o tremen dre o c'hreiz, hag evel-se ez eas kuit].

John 21:4

4 Ar mintin o vezañ deuet, Jezuz en em gavas war an aod, met an diskibien ne ouient ket e oa Jezuz.

Matthew 12:34

34 Lignez a naered-gwiber, penaos e c'hellfec'h lavarout traoù mat, fall evel ma'z oc'h? Rak eus leunder ar galon e komz ar genoù.

Matthew 28:5

5 Met an ael a lavaras d'ar gwragez: Evidoc'h-hu, n'ho pet ket aon, rak gouzout a ran e klaskit Jezuz, an hini a zo bet staget ouzh ar groaz.

Mark 16:6

6 Met eñ a lavaras dezho: Na vezit ket spontet; c'hwi a glask Jezuz a Nazared, an hini a zo bet staget ouzh ar groaz; adsavet eo a varv, n'emañ ken amañ; setu al lec'h m'o devoa lakaet anezhañ.

Luke 24:5

5 Evel ma oant spontet, ha ma plegent o fenn war-zu an douar, e lavarjont dezho: Perak e klaskit e-touez ar re varv an hini a zo bev?

John 1:38

38 Jezuz o vezañ distroet hag o welout e heulient anezhañ, a lavaras dezho: Petra a glaskit? Respont a rejont dezhañ: Rabbi (da lavarout eo Mestr), pelec'h e chomez?

John 18:4

4 Ha Jezuz, o c'houzout kement a dlee c'hoarvezout gantañ, a yeas en o raok hag a lavaras dezho: Piv a glaskit?

John 18:7

7 Goulenn a reas c'hoazh ur wech outo: Piv a glaskit? Hag int a respontas: Jezuz a Nazared.

Matthew 14:27

27 Kerkent Jezuz a lavaras dezho: Ho pet fiziañs, me eo, n'ho pet ket aon.

Matthew 23:7-10

7 karout a reont bezañ saludet er marc'hallac'hoù, ha bezañ galvet gant an dud: Mestr, Mestr. 8 Met c'hwi, na rit ket ho kervel mestr, rak unan hepken eo ho Mestr, [ar C'hrist,] ha c'hwi holl a zo breudeur. 9 Na c'halvit den war an douar ho tad, rak unan hepken eo ho Tad, an hini a zo en neñvoù. 10 Na rit ket ho kervel renerien, rak unan hepken eo ho Rener, ar C'hrist

Luke 10:41

41 Jezuz a respontas dezhi: Marta, Marta, te en em laka e poan hag en em nec'h gant kalz a draoù;

John 1:49

49 Natanael a respontas dezhañ: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel.

John 3:2

2 Hemañ a zeuas, e-pad an noz, da gavout Jezuz hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a oar out un doktor deuet a-berzh Doue, rak den ne c'hell ober ar mirakloù-se a rez, nemet Doue a vefe gantañ.

John 5:2

2 Bez' e oa e Jeruzalem, tost ouzh dor an Deñved, ur stank, galvet en hebraeg Betesda, hag en devoa pemp porched.

John 6:25

25 Hag o vezañ e gavet en tu all d'ar mor, e lavarjont dezhañ: Mestr, pegoulz out en em gavet amañ?

John 10:3

3 Ar porzhier a zigor dezhañ an nor, hag an deñved a glev e vouezh; gervel a ra e zeñved e-unan dre o anv, hag e kas anezho er-maez.

John 11:28

28 P'he devoe lavaret kement-se, ez eas hag e c'halvas Mari, he c'hoar, e-kuzh, hag e lavaras dezhi: Ar Mestr a zo amañ, hag e c'halv ac'hanout.

John 13:13

13 Va c'hervel a rit Mestr hag Aotrou, ha gwir a lavarit, rak bez' ez on.

John 20:28

28 Tomaz a respontas hag a lavaras dezhañ: Va Aotrou ha va Doue!

Matthew 12:50

50 Rak piv bennak a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù, hennezh eo va breur ha va c'hoar ha va mamm.

Matthew 25:40

40 Hag ar Roue a responto dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, bep gwech ma hoc'h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc'h eus graet an dra-se din.

Matthew 28:7

7 it raktal, ha lavarit d'e ziskibien penaos eo adsavet a-douez ar re varv; ha setu, ho tiaraogo e Galilea, eno en gwelot; setu, em eus e lavaret deoc'h.

Matthew 28:9-10

9 Ha setu, Jezuz a zeuas a-ziarbenn dezho, hag a lavaras: Salud deoc'h. Hag int, o tostaat, a bokas d'e dreid hag en em stouas dirazañ. 10 Neuze Jezuz a lavaras dezho: N'ho pet ket aon; it ha lavarit da'm breudeur mont e Galilea, eno eo e welint ac'hanon.

Mark 16:19

19 An Aotrou, goude bezañ komzet outo, a voe savet en neñv, hag ec'h azezas a-zehou da Zoue.

Luke 10:4

4 Na zougit na yalc'h, na sac'h, na botoù, ha na saludit den en hent.

Luke 24:49-51

49 ha setu, ez an da gas deoc'h ar pezh en deus va Zad prometet. Evidoc'h-hu, chomit e kêr Jeruzalem, ken na viot gwisket gant ar galloud eus an nec'h. 50 Neuze e tegasas anezho er-maez betek Betania, hag, o vezañ savet e zaouarn, e vennigas anezho. 51 Hag e c'hoarvezas evel ma vennige anezho, e pellaas diouto, hag e voe savet en neñv.

John 1:12-13

12 Met d'an holl re o deus e zegemeret, en deus roet an droed da vezañ graet bugale da Zoue, da c'houzout eo, d'an holl re a gred en e anv, 13 ar re n'int ket bet ganet eus ar gwad, nag eus bolontez ar c'hig, nag eus bolontez an den, met eus Doue.

John 7:33

33 Setu perak Jezuz a lavaras dezho: Me a zo ganeoc'h c'hoazh evit un nebeut amzer, ha mont a ran da gavout an hini en deus va c'haset;

John 13:1

1 A-raok gouel ar Pask, Jezuz, oc'h anavezout e oa deuet e eur evit tremen eus ar bed-mañ d'an Tad, evel m'en devoa karet e re a oa er bed, o c'haras betek ar fin.

John 13:3

3 Jezuz, oc'h anavezout en devoa an Tad lakaet pep tra etre e zaouarn, hag e oa deuet eus Doue, hag e tistroe da Zoue,

John 14:2

2 Bez' ez eus meur a chomaj e ti va Zad; ma ne vije ket, me am bije e lavaret deoc'h. Mont a ran da gempenn ul lec'h deoc'h.

John 14:6

6 Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez; den ne zeu d'an Tad, nemet drezon.

John 14:28

28 Klevet hoc'h eus em eus lavaret deoc'h: Mont a ran kuit, hag e tistroan davedoc'h. Mar karjec'h ac'hanon, ho pije levenez eus ar pezh am eus lavaret: Mont a ran da gavout an Tad; rak va Zad a zo brasoc'h egedon.

John 16:28

28 Me a zo deuet eus an Tad, hag on deuet er bed; lezel a ran a-nevez ar bed, hag ez an da gavout va Zad.

John 17:5

5 Ha bremañ, ro gloar din, Tad, ez kichen da-unan, eus ar gloar-se am boa tost ouzhit a-raok ma voe graet ar bed.

John 17:11

11 Me n'on ken er bed, met ar re-mañ a zo er bed, ha me a ya da'z kavout. Tad santel, mir ez anv ar re ac'h eus roet din, evit ma vint unan, eveldomp-ni.

John 17:25

25 Tad gwirion, ar bed n'en deus ket anavezet ac'hanout; met me am eus anavezet ac'hanout, hag ar re-mañ o deus anavezet eo te ac'h eus va c'haset.

John 20:27

27 Neuze e lavaras da Domaz: Laka amañ da viz, ha sell ouzh va daouarn; astenn ivez da zorn, ha laka anezhañ em c'hostez, ha na vez ket diskredik, met kred.

Matthew 28:10

10 Neuze Jezuz a lavaras dezho: N'ho pet ket aon; it ha lavarit da'm breudeur mont e Galilea, eno eo e welint ac'hanon.

Mark 16:10-13

10 Hi a yeas, hag a roas d'e anavezout d'ar re a oa bet gantañ, hag a oa e kañv hag en daeroù. 11 Met int, o klevout e oa bev, hag he devoa-hi e welet, ne gredjont ket anezhi. 12 Goude-se, en em ziskouezas en un doare all da zaou anezho a oa en hent, o vont war ar maez. 13 Ar re-mañ a yeas da lavarout d'ar re all ha n'o c'hredjont ket kennebeut.

Luke 24:10

10 Mari a Vagdala, Janed, Mari mamm Jakez hag ar re all a oa ganto, a oa ar re a lavaras an traoù-mañ d'an ebestel.

John 20:1

1 An deiz kentañ eus ar sizhun, Mari a Vagdala a zeuas mintin mat d'ar bez, evel ma oa c'hoazh teñval, hag e welas ar maen lamet diwar ar bez.

Matthew 10:13

13 ha, mar deo din an ti a gement-se, ra zeuio ho peoc'h warnañ; met, ma n'eo ket din, ra zistroio ho peoc'h deoc'h.

Matthew 18:20

20 Rak e-lec'h ma ez eus daou pe dri dastumet em anv, emaon eno en o c'hreiz.

Mark 16:14

14 Da ziwezhañ, en em ziskouezas d'an unnek abostol, evel ma oant ouzh taol, hag e rebechas dezho o diskredoni ha kaleter o c'halon, abalamour n'o devoa ket kredet ar re o devoa e welet adsavet a varv.

Luke 24:36-49

36 Evel ma komzent evel-se, Jezuz e-unan en em ziskouezas en o c'hreiz, hag a lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! 37 Met int, spontet ha spouronet, a grede gwelout ur spered. 38 Eñ a lavaras dezho: Perak oc'h trubuilhet, ha perak e sav kement a soñjoù en ho kalonoù? 39 Sellit ouzh va daouarn hag ouzh va zreid, rak me va-unan eo. Stokit ennon, ha sellit ouzhin; rak ur spered n'en deus na kig na eskern evel ma welit em eus. 40 O lavarout kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e dreid. 41 Met evel, en o levenez, ne gredent ket c'hoazh, ha ma oant souezhet, e lavaras dezho: Bez' hoc'h eus un dra bennak da zebriñ? 42 Hag e rojont dezhañ un tamm pesk rostet hag un derenn vel. 43 O vezañ o kemeret, e tebras dirazo. 44 Neuze e lavaras dezho: Setu ar pezh a lavaren deoc'h pa oan c'hoazh ganeoc'h, e oa ret ma vije peurc'hraet kement a zo bet skrivet diwar va fenn e lezenn Moizez, er Brofeded hag er Salmoù. 45 Neuze e tigoras dezho o spered, evit ma komprenjent ar Skriturioù. 46 Hag e lavaras dezho: Evel-se eo skrivet, [hag evel-se e oa ret,] e c'houzañvje ar C'hrist, hag e savje a varv d'an trede deiz, 47 ha ma vije prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec'hedoù, e-touez an holl bobloù, o vont da gentañ dre Jeruzalem. 48 C'hwi eo an testoù eus an traoù-se, 49 ha setu, ez an da gas deoc'h ar pezh en deus va Zad prometet. Evidoc'h-hu, chomit e kêr Jeruzalem, ken na viot gwisket gant ar galloud eus an nec'h.

John 7:13

13 Koulskoude, den ne gomze frank anezhañ, gant aon rak ar Yuzevien.

John 14:19-23

19 C'hoazh un nebeut amzer, hag ar bed ne'm gwelo ken, met c'hwi am gwelo, abalamour ma vevan, ha ma vevot ivez. 20 En deiz-se, ec'h anavezot emaon em Zad, ha c'hwi ennon, ha me ennoc'h. 21 An hini en deus va gourc'hemennoù, hag a vir anezho, hennezh eo an hini a gar ac'hanon; hag an hini a gar ac'hanon, a vo karet gant va Zad, ha me en karo hag en em roin da anavezout dezhañ. 22 Judaz, neket an Iskariod, a lavaras dezhañ: Aotrou! A-belec'h e teu ma en em roi da anavezout deomp, ha nann d'ar bed? 23 Jezuz a respontas dezhañ: Mar kar unan bennak ac'hanon, e viro va ger, ha va Zad a garo anezhañ, hag e teuimp d'e gavout, hag e raimp hor chomaj gantañ.

John 14:27

27 Lezel a ran ganeoc'h ar peoc'h; reiñ a ran deoc'h va feoc'h; ne roan ket anezhi deoc'h evel ma ro ar bed. Na vezet ket ho kalon nec'het, na spontet.

John 16:22

22 Evel-se, c'hwi a zo bremañ en dristidigezh; met me ho kwelo a-nevez, hag ho kalon en em laouenaio, ha den ne lamo diganeoc'h ho levenez.

John 16:33

33 Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ evit m'ho po ar peoc'h ennon; c'hwi ho po trubuilhoù er bed, met bezit kalonek, me am eus trec'het ar bed.

John 20:21

21 Lavarout a reas dezho a-nevez: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! Evel m'en deus an Tad kaset ac'hanon, me ho kas ivez.

Matthew 28:8

8 Mont a rejont raktal er-maez eus ar bez, gant spont ha levenez vras, hag e redjont da zisklêriañ kement-mañ d'an diskibien.

Luke 24:39-41

39 Sellit ouzh va daouarn hag ouzh va zreid, rak me va-unan eo. Stokit ennon, ha sellit ouzhin; rak ur spered n'en deus na kig na eskern evel ma welit em eus. 40 O lavarout kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e dreid. 41 Met evel, en o levenez, ne gredent ket c'hoazh, ha ma oant souezhet, e lavaras dezho: Bez' hoc'h eus un dra bennak da zebriñ?

John 16:20

20 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, c'hwi a welo hag a hirvoudo, hag ar bed en em laouenaio; c'hwi a vo en dristidigezh, met ho tristidigezh a vo troet e levenez.

John 19:34

34 Koulskoude unan eus ar soudarded a doullas e gostez dezhañ gant ul lañs, ha kerkent e tilamas anezhañ gwad ha dour.

Matthew 10:16

16 Setu, e kasan ac'hanoc'h evel deñved e-touez ar bleizi, bezit eta evezhiek evel naered, ha eeun evel koulmed.

Matthew 10:40

40 An neb ho tegemer, am degemer, hag an neb am degemer, a zegemer an hini en deus va c'haset.

Matthew 28:18-20

18 Jezuz a dostaas outo hag a lavaras dezho: Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha war an douar. 19 It eta, grit diskibien eus an holl vroadoù, o vadeziñ anezho en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel, 20 hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc'hemennet deoc'h; ha setu, emaon ganeoc'h bemdez betek fin ar bed. [Amen.]

Mark 16:15-18

15 Hag e lavaras dezho: It dre ar bed holl, ha prezegit an Aviel da bep krouadur. 16 An hini a gredo hag a vo badezet a vo salvet; met an hini na gredo ket a vo kondaonet. 17 Ha setu ar mirakloù a heulio ar re o devo kredet: Kas a raint kuit an diaoulien em anv; komz a raint yezhoù nevez; 18 kemer a raint an naered; mar evont un dra marvus bennak, ne raio ket a boan dezho; lakaat a raint o daouarn war ar re glañv, hag e vint yac'haet.

John 3:17

17 Rak Doue n'en deus ket kaset e Vab er bed evit barn ar bed, met evit ma vo salvet ar bed drezañ.

John 13:20

20 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: an hini a zegemer an hini am bo kaset, a zegemer ac'hanon; hag an hini a zegemer ac'hanon, a zegemer an hini en deus va c'haset.

John 17:18-19

18 Evel ma ec'h eus va c'haset er bed, em eus ivez o c'haset er bed. 19 Ha me en em santela va-unan evito, evit ma vint ivez santelaet dre ar wirionez.

John 20:19

19 An abardaez eus an deiz-se a oa ar c'hentañ eus ar sizhun, an dorioù eus al lec'h ma oa an diskibien en em zastumet o vezañ serret gant aon rak ar Yuzevien, Jezuz a zeuas hag en em ziskouezas en o c'hreiz, hag e lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h!

John 7:39

39 Met eñ a lavare kement-se eus ar Spered a dlee resev ar re a gredje ennañ; rak ar Spered-Santel ne oa ket bet c'hoazh roet, abalamour na oa ket bet c'hoazh roet da Jezuz e c'hloar.

John 14:16

16 Ha me a bedo an Tad, hag eñ a roio deoc'h ur Frealzer all, evit chom da viken ganeoc'h,

John 15:26

26 Met pa vo deuet ar Frealzer, a zegasin deoc'h a-berzh an Tad, ar Spered a wirionez a zeu eus an Tad, eñ a roio testeni ac'hanon.

John 16:7

7 Koulskoude, me a lavar deoc'h ar wirionez, talvoudek eo deoc'h ez afen kuit; rak ma ne dan ket kuit, ar Frealzer ne zeuio ket d'ho kavout; met mar dan kuit, me a gaso anezhañ deoc'h.

Matthew 16:19

19 Reiñ a rin dit alc'houezioù rouantelezh an neñvoù: ar pezh a erei war an douar a vo ereet en neñvoù, hag ar pezh a zierei war an douar a vo diereet en neñvoù.

Matthew 18:18

18 Me a lavar deoc'h e gwirionez, ar pezh a ereot war an douar a vo ereet en neñv, hag ar pezh a ziereot war an douar a vo diereet en neñv.

Mark 2:5-10

5 Neuze Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d'an den seizet: Va mab, da bec'hedoù a zo pardonet dit. 6 Ur re eus ar skribed a oa azezet eno, a soñje en o c'halonoù: 7 Perak e lavar hemañ gwallgomzoù? Piv a c'hell pardoniñ ar pec'hedoù nemet Doue hepken? 8 Jezuz, o vezañ anavezet raktal dre e spered e lavarent evel-se enno o-unan, a lavaras dezho: Perak hoc'h eus ar soñjoù-se en ho kalonoù? 9 Petra eo an aesoc'h, lavarout d'an den seizet- mañ: Da bec'hedoù a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav, kemer da wele, ha bale? 10 Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec'hedoù, -e lavaras d'an den seizet-:

Matthew 10:3

3 Filip ha Bartolome; Tomaz ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde;

John 6:66-67

66 Adalek neuze kalz eus e ziskibien en em dennas, ha n'aent ket ken gantañ. 67 Jezuz a lavaras eta d'an daouzek: Ha c'hwi, ne fell ket deoc'h mont kuit ivez?

John 11:16

16 Tomaz, galvet Didim, a lavaras d'an diskibien all: Deomp, ni ivez, evit mervel gant Jezuz.

John 14:5

5 Tomaz a lavaras dezhañ: Aotrou, n'ouzomp ket pelec'h ez ez; ha penaos e c'hellfemp anavezout an hent?

John 21:2

2 Simon-Pêr, Tomaz anvet Didim, Natanael eus Kana e Galilea, mibien Zebedea, ha daou all eus e ziskibien, a oa asambles.

Matthew 16:1-4

1 Ar farizianed hag ar sadukeiz a dostaas ouzh Jezuz, hag, evit e demptañ, a c'houlennjont outañ diskouez dezho ur mirakl eus an neñv. 2 Jezuz a respontas dezho: Diouzh an abardaez, e lavarit: Brav e vo an amzer rak an oabl a zo ruz; 3 ha diouzh ar mintin: Arnev a vo rak an oabl a zo teñval-ruz. Pilpouzed, c'hwi a oar anavezout doare an oabl, ha ne c'hellit ket anavezout sinoù an amzerioù! 4 Ar rummad fall hag avoultr-mañ a c'houlenn ur mirakl, ha ne vo roet dezhañ nemet hini Jona. Hag, o vezañ o lezet, ez eas kuit.

Matthew 27:42

42 Saveteet en deus ar re all, ha ne c'hell ket en em saveteiñ e-unan! Mar deo roue Israel, ra ziskenno bremañ eus ar groaz, hag e kredimp ennañ!

Mark 16:11

11 Met int, o klevout e oa bev, hag he devoa-hi e welet, ne gredjont ket anezhi.

Luke 24:25

25 Neuze e lavaras dezho: O tud hep skiant ha tud a galon gorrek da grediñ kement en deus lavaret ar brofeded!

Luke 24:34-41

34 o lavarout: An Aotrou e gwirionez a zo adsavet a varv, hag eo en em ziskouezet da Simon. 35 D'o zro, e lavarjont ivez ar pezh a oa erruet ganto en hent, ha penaos o devoa e anavezet p'en devoa torret ar bara. 36 Evel ma komzent evel-se, Jezuz e-unan en em ziskouezas en o c'hreiz, hag a lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! 37 Met int, spontet ha spouronet, a grede gwelout ur spered. 38 Eñ a lavaras dezho: Perak oc'h trubuilhet, ha perak e sav kement a soñjoù en ho kalonoù?

John 1:41

41 Andrev a gavas da gentañ Simon e vreur, hag a lavaras dezhañ: Ni hon eus kavet ar Mesiaz (da lavarout eo ar C'hrist, an Eouliet).

John 6:30

30 Neuze e lavarjont dezhañ: Peseurt mirakl a rez eta, evit m'en gwelimp ha ma kredimp ennout? Peseurt labour a rez?

John 20:14-20

14 Hag o vezañ lavaret kement-se, e tistroas, hag e welas Jezuz en e sav; met ne ouie ket e oa Jezuz. 15 Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Piv a glaskez? Hi, o krediñ e oa al liorzher, a lavaras dezhañ: Aotrou, mar ec'h eus e gaset kuit, lavar din pelec'h ec'h eus e lakaet, hag e kemerin anezhañ. 16 Jezuz a lavaras dezhi: Mari! Hag hi, o vezañ distroet, a lavaras dezhañ: Rabbouni! Da lavarout eo: Mestr! 17 Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n'on ket c'hoazh pignet etrezek va Zad; met kae da gavout va breudeur, ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, hag etrezek va Doue hag ho Toue. 18 Mari a Vagdala a zeuas da gemenn d'an diskibien penaos he devoa gwelet an Aotrou, ha penaos en devoa lavaret kement-se dezhi. 19 An abardaez eus an deiz-se a oa ar c'hentañ eus ar sizhun, an dorioù eus al lec'h ma oa an diskibien en em zastumet o vezañ serret gant aon rak ar Yuzevien, Jezuz a zeuas hag en em ziskouezas en o c'hreiz, hag e lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! 20 P'en devoa lavaret kement-se dezho, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e gostez. An diskibien eta, o welout an Aotrou, o devoe ur joa vras.

Matthew 17:1

1 C'hwec'h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez, ha Yann e vreur, hag o c'hasas a-du war ur menez uhel;

Luke 9:28

28 War-dro eizh devezh goude ar c'homzoù-se, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Yann ha Jakez, hag a bignas war ur menez evit pediñ.

Matthew 17:17

17 O rummad diskredik ha fall, a respontas Jezuz, betek pegeit e vin ganeoc'h hag e c'houzañvin ac'hanoc'h? Degasit eñ amañ din.

Mark 9:19

19 Neuze Jezuz a lavaras dezho: O rummad diskredik, betek pegeit e vin ganeoc'h? Betek pegeit e c'houzañvin ac'hanoc'h? Degasit eñ din.

Luke 9:41

41 Jezuz a respontas: O rummad diskredik ha fall, betek pegeit e vin ganeoc'h hag e c'houzañvin ac'hanoc'h? Degas amañ da vab.

Luke 24:40

40 O lavarout kement-se, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e dreid.

John 20:20

20 P'en devoa lavaret kement-se dezho, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e gostez. An diskibien eta, o welout an Aotrou, o devoe ur joa vras.

Matthew 14:33

33 Ar re a oa er vag a zeuas hag a azeulas anezhañ, o lavarout: Te eo evit gwir Mab Doue.

Luke 24:52

52 Int, o vezañ e azeulet, a zistroas da Jeruzalem gant levenez vras.

John 1:1

1 Er penn-kentañ e oa ar Ger, hag ar Ger a oa gant Doue, hag ar Ger a oa Doue.

John 5:23

23 evit ma'c'h enoro an holl ar Mab, evel ma'c'h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab, n'enor ket an Tad en deus e gaset.

John 9:35-38

35 Jezuz a glevas penaos o devoa e gaset kuit, hag o vezañ en em gavet gantañ, e lavaras dezhañ: Ha krediñ a rez e Mab Doue? 36 Eñ a respontas: Piv eo Aotrou, evit ma kredin ennañ? 37 Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Gwelet ec'h eus anezhañ, eñ e-unan eo an hini a gomz ouzhit. 38 Neuze e lavaras: Krediñ a ran, Aotrou, hag ec'h azeulas anezhañ.

John 20:16

16 Jezuz a lavaras dezhi: Mari! Hag hi, o vezañ distroet, a lavaras dezhañ: Rabbouni! Da lavarout eo: Mestr!

John 20:31

31 Hag an traoù-mañ a zo bet skrivet, evit ma kredot ez eo Jezuz eo ar C'hrist, Mab Doue, hag evit, o krediñ, m'ho po ar vuhez dre e anv.

Luke 1:45

45 Eürus eo an hini he deus kredet, rak graet e vo an traoù a zo bet lavaret dezhi a-berzh an Aotrou.

John 4:48

48 Jezuz a lavaras: Ma ne welit ket a sinoù hag a virakloù, ne gredit ket.

John 20:8

8 An diskibl all, an hini erruet da gentañ er bez, a yeas ivez ennañ, hag e welas, hag e kredas.

Luke 1:3-4

3 kredet em eus ivez, Teofil mat-meurbet, e tleen o skrivañ dit dre urzh, goude bezañ graet un enklask pizh warno holl, gant evezh, 4 evit ma'c'h anavezi ar wirionez diwar-benn ar pezh a zo bet desket dit.

John 2:11

11 Jezuz a reas ar c'hentañ mirakl-mañ e Kana Galilea, hag e tiskouezas e c'hloar; e ziskibien a gredas ennañ.

John 21:25

25 Kalz a draoù all c'hoazh a zo bet graet gant Jezuz, ha ma vijent bet skrivet dre ar munud, ne gredan ket e c'hellje ar bed memes kenderc'hel al levrioù a vije skrivet. [Amen.]

Matthew 4:3

3 An tempter, o vezañ tostaet outañ, a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, gourc'hemenn d'ar mein-se dont da vezañ bara.

Matthew 16:16

16 Simon-Pêr a respontas: Te eo ar C'hrist, Mab an Doue bev.

Matthew 27:54

54 Neuze, ar c'hantener hag ar re a oa gantañ da ziwall Jezuz, o welout ar c'hren-douar ha kement a oa c'hoarvezet, a voe spontet bras hag a lavaras: Hemañ, evit gwir, a oa Mab Doue.

Mark 16:16

16 An hini a gredo hag a vo badezet a vo salvet; met an hini na gredo ket a vo kondaonet.

Luke 1:4

4 evit ma'c'h anavezi ar wirionez diwar-benn ar pezh a zo bet desket dit.

Luke 24:47

47 ha ma vije prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec'hedoù, e-touez an holl bobloù, o vont da gentañ dre Jeruzalem.

John 3:15-16

15 evit [na vo ket kollet] piv bennak a gred ennañ, [met ma] en devo ar vuhez peurbadus. 16 Rak kement en deus Doue karet ar bed, m'en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m'en devo ar vuhez peurbadus.

John 3:18

18 An hini a gred ennañ n'eo ket barnet, met an hini na gred ket a zo dija barnet, abalamour n'en deus ket kredet e anv Mab nemetañ Doue.

John 3:36

36 An hini a gred er Mab en deus ar vuhez peurbadus, met an hini na sent ket ouzh ar Mab ne welo ket ar vuhez, met fulor Doue a chomo warnañ.

John 5:24

24 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini a selaou va c'homz, hag a gred en hini en deus va c'haset, en deus ar vuhez peurbadus, ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d'ar vuhez.

John 5:39-40

39 Furchal a rit ar Skriturioù, rak enno e kredit kaout ar vuhez peurbadus, hag int eo ar re a ro testeni ac'hanon. 40 Koulskoude c'hwi ne fell ket deoc'h dont da'm c'havout, evit kaout ar vuhez.

John 6:40

40 Houmañ eo bolontez an hini en deus va c'haset, penaos piv bennak a wel ar Mab hag a gred ennañ, en devo ar vuhez peurbadus; ha me en adsavo a varv en deiz diwezhañ.

John 6:69-70

69 ha ni hon eus kredet, hag hon eus anavezet out [ar C'hrist,] Mab an Doue bev. 70 Jezuz a respontas dezho: Ne'm eus ket ho tibabet, ho taouzek? Hag unan ac'hanoc'h a zo un diaoul.

John 10:10

10 Al laer ne zeu nemet evit laerezh, lazhañ ha distrujañ; met me a zo deuet evit m'o devo va deñved ar vuhez ha ma vint er fonnuster.

John 19:35

35 An hini en deus gwelet a ro testeni a gement-se (hag e desteni a zo gwirion, hag e oar e lavar gwir), evit ma kredot.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.