John 20

Breton(i) 1 An deiz kentañ eus ar sizhun, Mari a Vagdala a zeuas mintin mat d'ar bez, evel ma oa c'hoazh teñval, hag e welas ar maen lamet diwar ar bez. 2 Redek a reas eta hag e teuas da gavout Simon-Pêr hag an diskibl all a oa karet gant Jezuz, hag e lavaras dezho: Tennet eo an Aotrou eus ar bez, ha n'ouzomp ket pelec'h o deus e lakaet. 3 Neuze Pêr a yeas er-maez gant an diskibl all, hag ez ejont d'ar bez. 4 Hag e redent o-daou a-unvan, met an diskibl all-se a redas buanoc'h eget Pêr, hag a erruas da gentañ er bez. 5 O vezañ en em bleget, e welas ar bandennoù war an douar, met ne deas ket e-barzh. 6 Simon-Pêr a heulie anezhañ, hag, o vezañ erruet, a yeas er bez; gwelout a reas ar bandennoù war an douar, 7 hag al lienenn a oa bet lakaet dezhañ war e benn ha ne oa ket gant ar bandennoù, met pleget en ul lec'h a-du. 8 An diskibl all, an hini erruet da gentañ er bez, a yeas ivez ennañ, hag e welas, hag e kredas. 9 Rak n'o devoa ket c'hoazh komprenet ar Skritur a lavare e tlee Jezuz adsevel a varv. 10 Hag an diskibien a zistroas d'o ziez. 11 Koulskoude Mari en em zalc'he er-maez, tost ouzh ar bez, o ouelañ; hag evel ma ouele, en em blegas er bez 12 hag e welas daou ael gwisket e gwenn, azezet unan ouzh ar penn hag egile ouzh an treid, el lec'h ma oa bet gourvezet korf Jezuz. 13 Lavarout a rejont dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Hi a lavaras dezho: Abalamour ma'z eo tennet ac'han va Aotrou, ha n'ouzon ket pelec'h eo bet lakaet. 14 Hag o vezañ lavaret kement-se, e tistroas, hag e welas Jezuz en e sav; met ne ouie ket e oa Jezuz. 15 Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, perak e ouelez? Piv a glaskez? Hi, o krediñ e oa al liorzher, a lavaras dezhañ: Aotrou, mar ec'h eus e gaset kuit, lavar din pelec'h ec'h eus e lakaet, hag e kemerin anezhañ. 16 Jezuz a lavaras dezhi: Mari! Hag hi, o vezañ distroet, a lavaras dezhañ: Rabbouni! Da lavarout eo: Mestr! 17 Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n'on ket c'hoazh pignet etrezek va Zad; met kae da gavout va breudeur, ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, hag etrezek va Doue hag ho Toue. 18 Mari a Vagdala a zeuas da gemenn d'an diskibien penaos he devoa gwelet an Aotrou, ha penaos en devoa lavaret kement-se dezhi. 19 An abardaez eus an deiz-se a oa ar c'hentañ eus ar sizhun, an dorioù eus al lec'h ma oa an diskibien en em zastumet o vezañ serret gant aon rak ar Yuzevien, Jezuz a zeuas hag en em ziskouezas en o c'hreiz, hag e lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! 20 P'en devoa lavaret kement-se dezho, e tiskouezas dezho e zaouarn hag e gostez. An diskibien eta, o welout an Aotrou, o devoe ur joa vras. 21 Lavarout a reas dezho a-nevez: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! Evel m'en deus an Tad kaset ac'hanon, me ho kas ivez. 22 P'en devoe lavaret kement-se, e c'hwezas warno hag e lavaras dezho: Degemerit ar Spered-Santel. 23 D'ar re e pardonot o fec'hedoù, e vint pardonet dezho, ha d'ar re o dalc'hot, e vint dalc'het dezho. 24 Met Tomaz, unan eus an daouzek, galvet Didim, ne oa ket ganto pa oa deuet Jezuz. 25 An diskibien all a lavaras dezhañ eta: Ni hon eus gwelet an Aotrou. Met eñ a lavaras dezho: Ma ne welan ket merk an tachoù en e zaouarn, ha ma ne lakaan ket va dorn en e gostez, ne gredin ket. 26 Eizh deiz goude, e ziskibien a oa a-nevez en ti, ha Tomaz ganto. Jezuz a zeuas, an dorioù o vezañ serret, en em zalc'has en o c'hreiz hag a lavaras: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! 27 Neuze e lavaras da Domaz: Laka amañ da viz, ha sell ouzh va daouarn; astenn ivez da zorn, ha laka anezhañ em c'hostez, ha na vez ket diskredik, met kred. 28 Tomaz a respontas hag a lavaras dezhañ: Va Aotrou ha va Doue! 29 Jezuz a lavaras dezhañ: Abalamour ma ec'h eus va gwelet, [Tomaz,] ec'h eus kredet. Eürus ar re n'o deus ket gwelet hag o deus kredet! 30 Jezuz a reas c'hoazh dirak e ziskibien kalz a virakloù all, met n'int ket skrivet el levr-mañ. 31 Hag an traoù-mañ a zo bet skrivet, evit ma kredot ez eo Jezuz eo ar C'hrist, Mab Doue, hag evit, o krediñ, m'ho po ar vuhez dre e anv.