Matthew 22:15-22

Breton(i) 15 Neuze ar farizianed a yeas d'en em guzuliañ war an doare d'e dapout en e gomzoù. 16 Kas a rejont d'e gavout o diskibien gant an herodianed, da lavarout dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha penaos e kelennez hent Doue hervez ar wirionez, hep ober van eus den ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud. 17 Lavar deomp eta petra a soñjez: Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar, pe n'eo ket? 18 Met Jezuz, oc'h anavezout o fallentez, a lavaras dezho: Perak e temptit ac'hanon, pilpouzed? 19 Diskouezit din ar moneiz ma vez paeet ar gwir gantañ. Hag e rojont dezhañ un diner. 20 Goulenn a reas outo: Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ? 21 Int a lavaras dezhañ: Eus Kezar. Neuze e lavaras dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar, ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue. 22 Souezhet eus ar pezh a glevjont, e lezjont anezhañ hag ez ejont kuit.