Breton(i)
6 Eñ a respontas dezho: Pilpouzed, Izaia en deus profedet mat diwar ho penn, p'en deus lavaret: Ar bobl-mañ a enor ac'hanon a vuzelloù, met o c'halonoù a zo gwall bell diouzhin.
7 Met e ven eo ec'h enoront ac'hanon, o teskiñ kredennoù a zo gourc'hemennoù tud.
8 Rak, o lezel gourc'hemenn Doue, e virit hengoun an dud, o walc'hiñ ar podoù hag an hanafoù, hag oc'h ober kalz a draoù all heñvel outo.
9 Lavarout a reas dezho c'hoazh: Gwall-vat e torrit gourc'hemenn Doue evit mirout an hengoun;
10 rak Moizez en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d'ar marv;
11 met c'hwi a lavar: An hini a lavaro d'e dad pe d'e vamm: Ar pezh am bije gallet reiñ dit a zo Korban, da lavarout eo ur prof da Zoue,
12 ne lezit ket anezhañ d'ober netra ken evit e dad pe e vamm,
13 o kas da netra ger Doue gant ho hengoun hoc'h eus graet; ha kalz a draoù all a rit evel-se.
14 Neuze, o vezañ galvet an holl bobl, e lavaras dezho: Selaouit holl ac'hanon, ha komprenit kement-mañ: