Luke 16:1-8

Breton(i) 1 Jezuz a lavaras ivez d'e ziskibien: Un den pinvidik en devoa ur merer a oa tamallet dirazañ da vezañ dispignet e vadoù. 2 Eñ a c'halvas anezhañ, hag a lavaras dezhañ: Petra a glevan lavarout ac'hanout? Gra din ar gont eus da c'houarnerezh, rak ne c'helli ken gouarn va madoù. 3 Neuze ar merer-mañ a lavaras ennañ e-unan: Petra a rin, pa lam va mestr diganin gouarnerezh e vadoù? Ne c'hellfen ket labourat an douar; mezh am befe o c'houlenn aluzen. 4 Gouzout a ran petra a rin evit ma vo tud hag am degemero en o ziez, pa vo lamet va gouarnerezh diganin,. 5 Neuze e c'halvas hini da hini dleourien e vestr, hag e lavaras d'an hini kentañ: Pegement a dleez da'm mestr? 6 Eñ a respontas: Kant muzuliad (= kant bat) eoul. Hag ar merer a lavaras dezhañ: Kemer da verk, azez buan, ha skriv hanter-kant.. 7 Neuze e lavaras d'un all: Ha te, pegement a dleez? Eñ a lavaras: Kant muzuliad (= kant kor) gwinizh. Ar merer a lavaras dezhañ: Kemer da verk ha skriv pevar-ugent. 8 Ar mestr a veulas ar merer disleal-se abalamour m'en devoe graet-se gant furnez; rak bugale ar c'hantved-mañ a zo furoc'h e-keñver o rummad eget bugale ar sklêrijenn.