John 9:4-12

Breton(i) 4 E-pad ma'z eo deiz, eo ret din kas da benn oberoù an hini en deus va c'haset; an noz a zeu, ha den ne c'hell labourat enni. 5 E-pad ma'z on er bed, ez on sklêrijenn ar bed. 6 O vezañ lavaret kement-se, e krañchas d'an douar, hag e reas fank gant e halv; neuze e frotas daoulagad an dall gant ar fank-se, 7 hag e lavaras dezhañ: Kae, hag en em walc'h e stank Siloa (da lavarout eo: Kaset). Mont a reas di, en em walc'has, hag ez eas kuit o welout sklaer. 8 An amezeien hag ar re o devoa e welet a-raok, pa oa dall, a lavare: N'eo ket hemañ an hini en em zalc'he azezet, hag a c'houlenne an aluzen? 9 Darn a lavare: Eñ eo; darn all a lavare: Heñvel eo outañ; eñ e-unan a lavare: Me va-unan eo. 10 Int a lavaras eta dezhañ: Penaos eo bet digoret da zaoulagad dit? 11 Eñ a respontas: Un den a c'halver Jezuz en deus graet fank, en deus eouliet gantañ va daoulagad, ha lavaret din: Kae da stank Siloa, hag en em walc'h enni. Me a zo eta aet, hag ez on en em walc'het, hag e welan. 12 Int a lavaras dezhañ: Pelec'h emañ an den-se? Eñ a lavaras: N'ouzon ket.