John 8

Breton(i) 1 Jezuz a yeas da Venez an Olived. 2 Da c'houlou-deiz e tistroas adarre d'an templ, hag an holl bobl a zeuas d'e gavout; o vezañ azezet e kelenne anezho. 3 Neuze ar skribed hag ar farizianed a zegasas ur wreg tapet en avoultriezh, hag, o vezañ he lakaet en o c'hreiz, 4 e lavarjont dezhañ: Mestr, ar wreg-mañ a zo bet souprenet oc'h ober avoultriezh, 5 ha Moizez en deus gourc'hemennet deomp meinata an hevelep dud; te eta, petra a lavarez a gement-se? 6 Lavarout a raent kement-se evit e amprouiñ, evit gallout e damall. Met Jezuz, o vezañ en em bleget, a skrive gant e viz war an douar. 7 Evel ma talc'hent d'ober goulennoù outañ, e savas hag e lavaras dezho: An hini ac'hanoc'h a zo hep pec'hed, ra daolo ar maen kentañ ganti. 8 Hag o taoublegañ a-nevez, e skrive war an douar. 9 Pa glevjont kement-se, o kaout rebech digant o c'houstiañs, ez ejont kuit an eil goude egile, ar re goshañ da gentañ, betek ar re diwezhañ, ha Jezuz a voe lezet e-unan gant ar wreg chomet eno e-kreiz. 10 Neuze Jezuz, o vezañ savet, evel na wele den nemet ar wreg, a lavaras dezhi: Gwreg, pelec'h emañ da damallerien? Ha n'en deus den barnet ac'hanout? 11 Hi a respontas: Den, Aotrou. Jezuz a lavaras dezhi: Me ne varnan ket ac'hanout kennebeut; kae ha na bec'h ken. 12 Jezuz a gomzas c'hoazh d'ar bobl, hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed; an hini a heul ac'hanon ne valeo ket en deñvalijenn, met bez' en devo sklêrijenn ar vuhez. 13 Ar farizianed a lavaras dezhañ: Te a ro testeni ac'hanout da-unan; da desteni n'eo ket gwirion. 14 Jezuz a respontas dezho: Petra bennak ma roan testeni ac'hanon va-unan, va zesteni a zo gwirion, rak gouzout a ran a-belec'h on deuet, ha pelec'h ez an; met c'hwi, n'ouzoc'h ket a-belec'h e teuan, na pelec'h ez an. 15 C'hwi a varn hervez ar c'hig; me ne varnan den. 16 Ha mar barnan, va barnedigezh a zo gwir; rak n'on ket va-unan-penn, met ganin emañ an Tad en deus va c'haset. 17 Skrivet eo en ho lezenn penaos testeni daou zen a zo gwir. 18 Me eo a ro testeni ac'hanon va-unan; hag an Tad en deus va c'haset a ro ivez testeni ac'hanon. 19 Lavarout a rejont eta dezhañ: Pelec'h emañ da Dad? Jezuz a respontas: C'hwi n'anavezit na me, na va Zad. Mar anavezfec'h ac'hanon, ec'h anavezfec'h ivez va Zad. 20 Jezuz a lavaras ar c'homzoù-mañ el lec'h ma oa an teñzor, o kelenn en templ; ha den ne groge ennañ, rak e eur ne oa ket deuet c'hoazh. 21 Jezuz a lavaras dezho c'hoazh: Mont a ran kuit, ha c'hwi am c'hlasko, hag e varvot en ho pec'hed; ne c'hellit ket dont e-lec'h ez an. 22 Ar Yuzevien a lavare eta: En em lazhañ a raio e-unan, peogwir e lavar: c'hwi ne c'hellit ket dont e-lec'h ez an. 23 Hag eñ a lavaras dezho: C'hwi a zo eus traoñ, me a zo eus krec'h. C'hwi a zo eus ar bed-mañ; me n'on ket eus ar bed-mañ. 24 Setu perak em eus lavaret deoc'h e varvot en ho pec'hedoù: rak ma ne gredit ket ar pezh emaon, c'hwi a varvo en ho pec'hedoù. 25 Lavarout a rejont eta dezhañ: Piv out-te? Ha Jezuz a lavaras dezho: Ar pezh a lavaran deoc'h abaoe ar penn-kentañ. 26 Kalz a draoù am eus da lavarout ac'hanoc'h ha da varn ennoc'h; met an hini en deus va c'haset a zo gwirion, hag ar pezh am eus klevet digantañ, a lavaran d'ar bed. 27 Ne gomprenjont ket e komze dezho eus an Tad. 28 Ha Jezuz a lavaras dezho: Pa ho po savet Mab an den, neuze ec'h anavezot ar pezh emaon, ha penaos ne ran netra ac'hanon va-unan, met e lavaran an traoù evel m'en deus va Zad o desket din. 29 An hini en deus va c'haset a zo ganin. Hag an Tad n'en deus ket va lezet va-unan, abalamour ma ran atav ar pezh a blij dezhañ. 30 Evel ma lavare Jezuz an traoù-se, kalz a gredas ennañ. 31 Jezuz a lavaras eta d'ar Yuzevien o devoa kredet ennañ: Mar chomit em ger, emaoc'h e gwirionez va diskibien. 32 Anavezout a reot ar wirionez, hag ar wirionez ho tizereo. 33 Respont a rejont dezhañ: Ni a zo eus lignez Abraham, ha biskoazh n'omp bet mevelien da zen; penaos eta e lavarez: C'hwi a vo lakaet dieub? 34 Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini en em ro d'ar pec'hed a zo mevel d'ar pec'hed. 35 Hag ar mevel ne chom ket atav en ti; met ar mab a chom ennañ atav. 36 Mar en deus ar Mab eta ho tizereet, c'hwi a vo e gwirionez dieub. 37 Gouzout a ran oc'h lignez Abraham, met c'hwi a glask va lazhañ abalamour na gav ket va ger a zigor en ho kalon. 38 Me a lavar ar pezh am eus gwelet e ti va Zad; ha c'hwi ivez, c'hwi a ra ar pezh hoc'h eus gwelet e ti ho tad. 39 Int a respontas dezhañ: Hon tad eo Abraham. Jezuz a lavaras dezho: Ma vijec'h bugale Abraham, c'hwi a raje oberoù Abraham. 40 Met bremañ, c'hwi a glask va lazhañ, me, un den en deus lavaret deoc'h ar wirionez am eus desket gant Doue; Abraham n'en deus ket graet kement-se. 41 C'hwi a ra oberoù ho tad. Lavarout a rejont eta dezhañ: Ni n'omp ket bet ganet eus un avoultriezh; un Tad hepken hon eus, Doue eo. 42 Jezuz a lavaras dezho: Ma vije Doue ho Tad, e karjec'h ac'hanon, abalamour ma'z on deuet eus Doue, hag a-berzh Doue e teuan; rak n'on ket deuet ac'hanon va-unan, met eñ eo an hini en deus va c'haset. 43 Perak ne gomprenit ket va lavar? Abalamour da-se, ne c'hellit ket selaou va c'homz. 44 Ho tad, a ziskennit anezhañ, eo an diaoul, ha c'hwi a fell deoc'h ober c'hoantoù ho tad. Lazher-den eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n'en deus ket kendalc'het er wirionez, dre ma n'eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar ar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo, ha tad d'ar gaou. 45 Met abalamour ma lavaran ar wirionez, ne gredit ket ac'hanon. 46 Piv ac'hanoc'h a gendrec'ho ac'hanon a bec'hed? Mar lavaran ar wirionez, perak ne gredit ket ac'hanon? 47 An hini a zo eus Doue a selaou komzoù Doue; dre-se c'hwi ne selaouit ket, abalamour n'oc'h ket eus Doue. 48 Ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ha n'hon eus ket lavaret mat penaos out ur Samaritan, ha penaos ez eus un diaoul ennout? 49 Jezuz a respontas: Ne'm eus ket un diaoul, met enoriñ a ran va Zad, ha c'hwi a zizenor ac'hanon. 50 Ne glaskan ket va gloar, bez' ez eus unan hag e glask, ha barn a ra. 51 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h: mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv. 52 Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: Anavezout a reomp bremañ ez eus un diaoul ennout; Abraham a zo marv, hag ar brofeded ivez, ha te a lavar: Mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv. 53 Ha brasoc'h out eget Abraham hon tad, hag a zo marv? Ar brofeded ivez a zo marv. Da biv e fell dit en em dremen? 54 Jezuz a respontas dezho: Mar tennan gloar ac'hanon va-unan, va gloar n'eo netra; va Zad eo an hini a ro gloar din, an hini a lavarit eo ho Toue. 55 Koulskoude, n'hoc'h eus ket e anavezet, met me a anavez anezhañ; ha ma lavarfen n'anavezan ket anezhañ, e vefen ur gaouiad eveldoc'h; met anavezout a ran anezhañ hag e viran e c'her. 56 Abraham ho tad en deus tridet gant al levenez, o soñjal e tlee gwelout va deiz; hag e welet en deus, hag eo en em laouenaet. 57 Ar Yuzevien a lavaras dezhañ: Te ne'c'h eus ket c'hoazh hanter kant vloaz, hag ac'h eus gwelet Abraham? 58 Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, a-raok ma voe Abraham, emaon. 59 Neuze e kemerjont mein evit o zeurel gantañ; met Jezuz en em guzhas hag a yeas er-maez eus an templ [o tremen dre o c'hreiz, hag evel-se ez eas kuit].