Breton(i)
17 Ha Jezuz, o tougen e groaz, a zeuas el lec'h anvet ar C'hlopenn, hag a zo en hebraeg Golgota.
18 Eno e kroazstagjont anezhañ ha daou all gantañ, unan en un tu, hag unan all en tu all, ha Jezuz er c'hreiz.
19 Pilat a reas ivez ur skrid, hag en lakaas war ar groaz; ennañ e oa skrivet: JEZUZ A NAZARED, ROUE AR YUZEVIEN.
20 Kalz eus ar Yuzevien a lennas ar skrid-se, abalamour al lec'h ma oa Jezuz kroazstaget a oa tost da gêr; skrivet e oa en hebraeg, e gresianeg hag e latin.
21 Beleien vras ar Yuzevien a lavaras da Bilat: Na skriv ket: Roue ar Yuzevien, met penaos en deus lavaret: Me eo roue ar Yuzevien.
22 Pilat a respontas: Ar pezh am eus skrivet, am eus skrivet.
23 Goude m'o devoe ar soudarded kroazstaget Jezuz, e kemerjont e zilhad, hag e rejont peder lodenn, ul lodenn evit pep hini; kemer a rejont ivez ar sae; met ar sae a oa hep gwri, eus ur wiadenn, adalek krec'h betek traoñ.
24 Lavaret a rejont eta etrezo: Na lodennomp ket anezhi, met taolomp ar sord da biv e vo. Evel-se e voe, evit ma vije peurc'hraet ar gomz-mañ eus ar Skritur: Lodennet o deus va dilhad, ha taolet o deus va sae d'ar sord. Evel-se e reas ar soudarded.
25 Mamm Jezuz, ha c'hoar e vamm, Mari gwreg Klopaz, ha Mari a Vagdala, en em zalc'he tost ouzh kroaz Jezuz.
26 Jezuz eta, o welout e vamm hag en he c'hichen an diskibl a gare, a lavaras d'e vamm: Gwreg, setu da vab.
27 Neuze e lavaras d'an diskibl: Setu da vamm. Hag adalek an eur-se, an diskibl a gemeras anezhi en e di.