Luke 11:38-41

Breton(i) 38 Ar farizian a oa souezhet o welout na oa ket en em walc'het a-raok lein. 39 An Aotrou a lavaras dezhañ: C'hwi, farizianed, a naeta diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc'h leun a laeroñsi hag a fallentez. 40 Tud diskiant! An hini en deus graet an diavaez, ha n'en deus ket graet ivez an diabarzh? 41 Roit, kentoc'h, an aluzen eus ar pezh hoc'h eus, ha pep tra a vo glan evidoc'h.