Matthew 7 Cross References - Breton

1 Na varnit ket, evit na viot ket barnet; 2 rak barnet e viot hervez m'ho po barnet, hag hervez ar muzul a vuzuliot, e vo muzuliet deoc'h. 3 Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo ez lagad da-unan? 4 Pe, penaos e c'hellez lavarout da'z preur: Va lez da zilemel ar blouzenn a zo e-barzh da lagad, pa'z ac'h eus un treust ez hini? 5 Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn eus lagad da vreur. 6 Na roit ket an traoù santel d'ar chas, ha na daolit ket ho perlez dirak ar moc'h, gant aon n'o mac'hfent, hag, o tistreiñ, na ziskolpfent ac'hanoc'h. 7 Goulennit, hag e vo roet deoc'h; klaskit, hag e kavot; skoit, hag e vo digoret deoc'h. 8 Rak an neb a c'houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; hag an neb a sko, e vez digoret dezhañ. 9 Piv ac'hanoc'h a roio ur maen d'e vab, pa c'houlenn digantañ bara? 10 Pe, mar goulenn ur pesk, a roio dezhañ un naer? 11 Mar gouzoc'h eta, ha c'hwi fall, reiñ traoù mat d'ho pugale, pegement muioc'h ho Tad a zo en neñv a roio traoù mat d'ar re o goulenn digantañ! 12 Kement tra a fell deoc'h e rafe an dud deoc'h, grit ivez anezhañ dezho; rak-se eo al lezenn hag ar brofeded. 13 It e-barzh dre an nor strizh. Rak ledan eo an nor ha frank eo an hent a gas d'ar gollidigezh, ha kalz a dud a dremen dre eno; 14 met strizh eo an nor hag enk eo an hent a gas d'ar vuhez, hag ez eus nebeut a dud hag a dremen drezo. 15 Diwallit diouzh ar fals-profeded, a zeu d'ho kavout gwisket e deñved, hag a zo en diabarzh nemet bleizi skraperien. 16 O anavezout a reot diouzh o frouezh. Ha dastum a reer rezin diwar spern, pe fiez diwar askol? 17 Evel-se, pep gwezenn vat a zoug frouezh mat, ha pep gwezenn fall a zoug frouezh fall. 18 Ur wezenn vat ne c'hell ket dougen frouezh fall, hag ur wezenn fall ne c'hell ket dougen frouezh mat. 19 Pep gwezenn na zoug ket frouezh mat, a zo troc'het ha taolet en tan. 20 O anavezout a reot eta diouzh o frouezh. 21 Kement hini a lavar din: Aotrou, Aotrou, n'aio ket e rouantelezh an neñvoù, met ar re a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù. 22 Meur a hini a lavaro din en deiz-se: Aotrou, Aotrou, ha n'hon eus ket profedet ez anv? Ha n'hon eus ket kaset kuit an diaoulien ez anv? Ha n'hon eus ket graet kalz a virakloù ez anv? 23 Neuze, me a lavaro sklaer dezho: Biskoazh ne'm eus hoc'h anavezet; en em dennit diouzhin, c'hwi en em ro d'ar fallentez. 24 An hini eta a glev ar c'homzoù-mañ a lavaran, hag a sent outo, a vo heñvel ouzh un den fur en deus savet e di war ar roc'h. 25 Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c'hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se; n'eo ket kouezhet, abalamour ma oa diazezet war ar roc'h. 26 Met an hini a glev ar c'homzoù-mañ a lavaran, ha ne sent ket outo, a zo heñvel ouzh un den diskiant en deus savet e di war an traezh. 27 Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c'hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se; kouezhet eo, ha bras eo bet e ziskar. 28 P'en devoe Jezuz peurlavaret ar c'homzoù-mañ, ar bobl a oa souezhet gant e gelennadurezh, 29 rak o deskiñ a rae evel unan a oa galloud gantañ, ha neket evel ar skribed.

Matthew 7:2

2 rak barnet e viot hervez m'ho po barnet, hag hervez ar muzul a vuzuliot, e vo muzuliet deoc'h.

Matthew 7:5

5 Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn eus lagad da vreur.

Luke 6:37

37 Na varnit ket, ha ne viot ket barnet; na gondaonit ket, ha ne viot ket kondaonet; pardonit, hag e viot pardonet;

Luke 6:41

41 Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo ez lagad da-unan?

Mark 4:24

24 Lavarout a reas dezho c'hoazh: Lakait evezh ouzh ar pezh a glevit. Muzuliet e vo deoc'h gant ar memes muzul ho po muzuliet d'ar re all, ha c'hoazh e vo roet ouzhpenn deoc'h-hu [c'hwi a selaou].

Luke 6:38

38 roit, hag e vo roet deoc'h; roet e vo deoc'h en ho kerc'henn ur muzul mat, stardet hag hejet, a zeuio dreist ar barr; rak muzuliet e vo deoc'h gant an hevelep muzul ma vuzuilhit d'ar re all.

Luke 6:41-42

41 Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo ez lagad da-unan? 42 Pe, penaos e c'hellez lavarout da'z preur: Va breur, va lez da zilemel ar blouzenn a zo e-barzh da lagad, te na welez ket an treust ez hini? Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn a zo e lagad da vreur.

Luke 18:11

11 Ar farizian, oc'h en em zerc'hel en e sav, a bede evel-hen ennañ e-unan: O Doue, da drugarekaat a ran dre ma n'on ket evel an dud all, a zo laeron, direizh, avoultrerien, nag ivez evel ar publikan-se.

John 8:7-9

7 Evel ma talc'hent d'ober goulennoù outañ, e savas hag e lavaras dezho: An hini ac'hanoc'h a zo hep pec'hed, ra daolo ar maen kentañ ganti. 8 Hag o taoublegañ a-nevez, e skrive war an douar. 9 Pa glevjont kement-se, o kaout rebech digant o c'houstiañs, ez ejont kuit an eil goude egile, ar re goshañ da gentañ, betek ar re diwezhañ, ha Jezuz a voe lezet e-unan gant ar wreg chomet eno e-kreiz.

Matthew 22:18

18 Met Jezuz, oc'h anavezout o fallentez, a lavaras dezho: Perak e temptit ac'hanon, pilpouzed?

Matthew 23:13-28

13 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n'oc'h ket hoc'h-unan aet e-barzh, hag hoc'h eus c'hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet. 14 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma dismantrit tiez an intañvezed, hag e rit evit ar gweled pedennoù hir; abalamour da-se, e viot barnet garvoc'h. 15 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Rak redek a rit dre ar mor hag an douar evit ober ur prozelit, ha, pa hoc'h eus e c'hounezet, e rit anezhañ ur mab-ifern div wech gwashoc'h egedoc'h. 16 Gwalleur deoc'h, renerien dall! Lavarout a rit: Mar tou unan bennak dre an templ, se n'eo netra; met mar tou unan bennak dre aour an templ, hennezh a dle derc'hel e gomz. 17 Tud diskiant ha dall! Pehini eo ar brasañ, an aour, pe an templ a santela an aour-se? 18 Lavarout a rit c'hoazh: Mar tou unan bennak dre an aoter, se n'eo netra; met mar tou unan bennak dre ar prof a zo war an aoter, hennezh a dle derc'hel e gomz. 19 Tud dall! Pehini eo ar brasañ, ar prof, pe an aoter a santela ar prof-se? 20 An neb a dou dre an aoter, a dou dre an aoter ha dre gement a zo warni; 21 an neb a dou dre an templ, a dou dre an templ ha dre an Hini a chom ennañ; 22 hag an neb a dou dre an neñv, a dou dre dron Doue ha dre an Hini a zo azezet warnañ. 23 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war an aned, ha war ar c'houmin, hag e lezit a-gostez ar pezh a zo ar muiañ talvoudek el lezenn, ar reizhder, an drugarez hag al lealded. Ar re-se a oa an traoù a dleec'h d'ober, hep koulskoude dilezel ar re all. 24 Renerien dall! Silañ a rit ar fubuenn, hag e lonkit ar c'hañval. 25 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma naetait diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc'h leun a laeroñsi hag a zireizhder. 26 Farizian dall! Naeta da gentañ an diabarzh eus an hanaf hag eus ar plad, evit ma teuio ivez an diavaez da vezañ naet. 27 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma'z oc'h heñvel ouzh bezioù gwennet, en em ziskouez kaer en diavaez, hag a zo leun a eskern tud varv hag a bep dic'hlanded en diabarzh. 28 Evel-se c'hwi ivez, en diavaez, en em ziskouez reizh d'an dud, met en diabarzh, oc'h leun a bilpouzerezh hag a zireizhder.

Luke 4:23

23 Eñ a lavaras dezho: Hep mar e lavarot din ar c'hrennlavar-mañ: Medisin, en em yac'ha da-unan; gra ivez amañ, e-barzh da vro, kement hon eus klevet lavarout ac'h eus graet e Kafarnaoum.

Luke 6:42

42 Pe, penaos e c'hellez lavarout da'z preur: Va breur, va lez da zilemel ar blouzenn a zo e-barzh da lagad, te na welez ket an treust ez hini? Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn a zo e lagad da vreur.

Luke 12:56

56 Pilpouzed! Anavezout a rit doareoù an neñv hag an douar, penaos eta n'anavezit ket an amzer-mañ?

Luke 13:15

15 Met an Aotrou a respontas dezhañ: Pilpouzed, pep hini ac'hanoc'h, ha ne zistag ket e ejen pe e azen eus ar c'hraou deiz ar sabad, ha ne gas ket anezhañ d'an dour?

Matthew 10:14-15

14 Ha p'en em gavo tud n'ho tegemerint ket, ha ne selaouint ket ho komzoù, pa'z eot kuit eus an ti-se pe eus ar gêr-se, hejit ar poultr eus ho treid. 15 Me a lavar deoc'h, e gwirionez, penaos e vo dousoc'h da vro Sodom ha Gomora e deiz ar varn, eget d'ar gêr-se.

Matthew 15:26

26 Respont a reas: N'eo ket mat kemer bara ar vugale, hag e deurel d'ar chas bihan.

Matthew 22:5-6

5 Met ne rejont van ebet ouzh kement-se, hag ez ejont, unan d'e bark, unan all d'e genwerzh, 6 ha re all a grogas en e vevelien, o gwallgasas hag o lazhas.

Matthew 24:10

10 Neuze ivez, meur a hini a gouezho, en em drubardo, hag en em gasaio an eil egile.

Matthew 6:33

33 Klaskit kentoc'h rouantelezh Doue hag e reizhder, hag an holl draoù-se a vo roet deoc'h ouzhpenn.

Matthew 7:8

8 Rak an neb a c'houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; hag an neb a sko, e vez digoret dezhañ.

Matthew 7:11

11 Mar gouzoc'h eta, ha c'hwi fall, reiñ traoù mat d'ho pugale, pegement muioc'h ho Tad a zo en neñv a roio traoù mat d'ar re o goulenn digantañ!

Matthew 18:19

19 Me a lavar c'hoazh deoc'h: mar en em laka daou ac'hanoc'h a-unvan war an douar evit goulenn un dra bennak, e vo roet dezho gant va Zad a zo en neñvoù.

Matthew 21:22

22 Kement a c'houlennot gant feiz dre ar bedenn, a vo roet deoc'h.

Mark 11:24

24 Setu perak e lavaran deoc'h: Kement a c'houlennot en ur bediñ, kredit e vo roet deoc'h, ha kement-se a c'hoarvezo.

Luke 11:9-13

9 Me ivez a lavar deoc'h: Goulennit, hag e vo roet deoc'h; klaskit, hag e kavot; skoit, hag e vo digoret deoc'h. 10 Rak an neb a c'houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; hag an neb a sko, e vez digoret dezhañ. 11 Piv eo an tad en ho touez, a roio ur maen d'e vab, pa c'houlenn digantañ bara? Pe, mar goulenn ur pesk, a roio dezhañ un naer e-lec'h pesk? 12 Pe c'hoazh, mar goulenn digantañ ur vi, a roio dezhañ ur grug? 13 Mar gouzoc'h eta, ha c'hwi fall, reiñ traoù mat d'ho pugale, pegement muioc'h ho Tad a zo en neñv a roio ar Spered-Santel d'ar re en goulenn digantañ!

Luke 13:25

25 Pa vo aet mestr an ti, ha m'en devo prennet an nor, ha pa en em lakaot-c'hwi, o vezañ er-maez, da skeiñ ha da lavarout: Aotrou, Aotrou, digor deomp, eñ a responto deoc'h: N'ouzon ket a-belec'h oc'h.

Luke 18:1

1 Jezuz a lavaras ivez dezho ar barabolenn-mañ, evit diskouez penaos eo ret pediñ bepred, hag hep skuizhañ.

John 4:10

10 Jezuz a respontas hag a lavaras dezhi: Mar anavezjes donezon Doue, ha piv eo an hini a lavar dit: Ro din da evañ, te a c'houlennje da-unan digantañ, hag eñ a roje dit dour bev.

John 14:13-14

13 Ha kement a c'houlennot em anv, me a raio anezhañ, evit ma vo roet gloar d'an Tad er Mab. 14 Mar goulennit un dra bennak em anv, me a raio anezhañ.

John 15:7

7 Mar chomit ennon, ha mar chom va gerioù ennoc'h, c'hwi a c'houlenno ar pezh a fello deoc'h, hag ho po anezhañ.

John 15:16

16 N'eo ket c'hwi hoc'h eus va choazet, met me eo am eus ho choazet, hag am eus ho lakaet, evit ma'z eot, ha ma tougot frouezh, ha ma vo ho frouezh kendalc'hus, ha ma roio va Zad deoc'h ar pezh a c'houlennot outañ em anv.

John 16:23-24

23 Hag en deiz-se, c'hwi ne c'houlennot ken mann ouzhin war netra. E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, penaos kement a c'houlennot digant an Tad em anv, e roio anezhañ deoc'h. 24 Betek vremañ n'hoc'h eus goulennet netra em anv; goulennit, hag ho po, evit ma vo ho levenez peurleuniet.

Matthew 15:22-28

22 Setu, ur wreg kananeat deuet eus ar vro-se, a grias, o lavarout: Az pez truez ouzhin, Aotrou, Mab David! Va merc'h a zo gwall-boaniet gant an diaoul. 23 Eñ ne respontas ket ur ger dezhi, hag e ziskibien a dostaas outañ, o lavarout: Kas anezhi kuit, rak krial a ra war hol lerc'h. 24 Respont a reas hag e lavaras: N'on bet kaset nemet etrezek an deñved kollet eus ti Israel. 25 Met hi a zeuas, hag en em stouas dirazañ, o lavarout: Aotrou, sikour ac'hanon! 26 Respont a reas: N'eo ket mat kemer bara ar vugale, hag e deurel d'ar chas bihan. 27 Gwir eo Aotrou, emezi, met ar chas bihan a zebr ar bruzun a gouezh eus taol o mestroù. 28 Neuze Jezuz a lavaras dezhi: Gwreg, da feiz a zo bras. Ra vo graet dit evel ma c'hoantaez. Hag en eur-se memes, he merc'h a voe yac'haet.

Luke 23:42-43

42 Hag e lavare da Jezuz: Aotrou, az pez soñj ac'hanon, pa zeui ez rouantelezh. 43 Jezuz a lavaras dezhañ: Me en lavar dit e gwirionez, hiziv e vi ganin er baradoz.

John 2:2

2 Jezuz ivez a voe pedet da vont d'an eured gant e ziskibien.

John 3:8-10

8 An avel a c'hwezh e-lec'h ma kar, hag e klevez an trouz; met n'ouzout ket nag a-belec'h e teu, na pelec'h ez a. Evel-se e c'hoarvez gant pep den a zo ganet eus ar Spered. 9 Nikodem a lavaras dezhañ: Penaos e c'hell an traoù-se en em ober? 10 Jezuz a respontas dezhañ: Te a zo doktor Israel, ha n'ouzout ket an traoù-se?

Luke 2:10-11

10 Neuze an ael a lavaras dezho: N'ho pet ket aon, rak setu e tegasan deoc'h ur c'heloù mat, a vo un abeg a levenez vras evit an holl bobl, 11 rak ganet eo hiziv deoc'h, e kêr David, ur Salver, hag a zo ar C'hrist, an Aotrou.

John 3:16

16 Rak kement en deus Doue karet ar bed, m'en deus roet e Vab nemetañ, evit na vo ket kollet piv bennak a gred ennañ, met m'en devo ar vuhez peurbadus.

Matthew 22:39-40

39 Ha setu an eil a zo heñvel outañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. 40 Eus an daou c'hourc'hemenn-se, e talc'h an holl lezenn hag ar brofeded.

Mark 12:29-34

29 Jezuz a respontas dezhañ: Ar c'hentañ eus an holl c'hourc'hemennoù eo: Selaou Israel, an Aotrou hon Doue eo an Aotrou hepken. 30 Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl soñj, hag eus da holl nerzh. [Hennezh eo ar c'hentañ gourc'hemenn.] 31 Ha setu an eil [a zo heñvel outañ]: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. N'eus ket a c'hourc'hemennoù all brasoc'h eget ar re-mañ. 32 Hag ar skrib a respontas dezhañ: Mat eo, Mestr, lavaret ec'h eus gant gwirionez, n'eus nemet un Doue, ha n'eus hini all ebet nemetañ, 33 ha penaos karout anezhañ eus e holl galon, eus e holl soñj, eus e holl ene, hag eus e holl nerzh, ha karout e nesañ eveltañ e-unan a zo mui eget an holl loskaberzhoù hag ar sakrifisoù. 34 Jezuz, o welout en devoa respontet gant furnez, a lavaras dezhañ: N'out ket pell diouzh rouantelezh Doue. Ha neuze den ne gredas mui ober goulenn ebet outañ.

Luke 6:31

31 Ar pezh a fell deoc'h e rafe an dud deoc'h, grit ivez anezhañ dezho.

Matthew 3:2

2 Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.

Matthew 3:8

8 Dougit eta frouezh dereat d'ar geuzidigezh,

Matthew 18:2-3

2 Jezuz, o vezañ galvet ur bugel bihan, en lakaas en o c'hreiz, 3 hag a lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ma ne zistroit ket, ha ma ne zeuit ket heñvel ouzh bugale vihan, ne deot ket e rouantelezh an neñvoù.

Matthew 23:13

13 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n'oc'h ket hoc'h-unan aet e-barzh, hag hoc'h eus c'hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.

Matthew 25:41

41 Neuze e lavaro d'ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec'hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled;

Matthew 25:46

46 Hag ar re-mañ a yelo er c'hastiz peurbadus, met ar re reizh er vuhez peurbadus.

Luke 9:33

33 Evel ma'z ae an dud-mañ kuit digant Jezuz, Pêr a lavaras dezhañ: Mestr, mat eo deomp chom amañ; greomp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, hag unan evit Elia. Ne ouie ket mat petra a lavare.

Luke 13:24-25

24 Poagnit da vont e-barzh dre an nor strizh; rak, me a lavar deoc'h, penaos kalz a glasko mont e-barzh ha ne c'hellint ket. 25 Pa vo aet mestr an ti, ha m'en devo prennet an nor, ha pa en em lakaot-c'hwi, o vezañ er-maez, da skeiñ ha da lavarout: Aotrou, Aotrou, digor deomp, eñ a responto deoc'h: N'ouzon ket a-belec'h oc'h.

Luke 14:33

33 Evel-se, piv bennak ac'hanoc'h ivez na zilez ket kement en deus, ne c'hell ket bezañ diskibl din.

John 10:9

9 Me eo an nor; mar deu unan bennak e-barzh drezon, e vo salvet; dont ha mont a raio hag e kavo peurvan.

John 14:6

6 Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez; den ne zeu d'an Tad, nemet drezon.

Matthew 16:24-25

24 Neuze Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz, ha ra heulio ac'hanon. 25 Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez, he c'hollo; met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din, he saveteo.

Matthew 20:16

16 Evel-se, ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ, hag ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ. [Rak kalz a zo galvet, met nebeud a zo dibabet.]

Matthew 22:14

14 Rak kalz a zo galvet, met nebeut a zo dibabet.

Matthew 25:1-12

1 Neuze, rouantelezh an neñvoù a vo heñvel ouzh dek gwerc'hez a gemer o lampoù ganto, hag a ya da ziaraogiñ ar pried. 2 Pemp anezho a oa diskiant, ha pemp a oa fur. 3 Ar re ziskiant, en ur gemer o lampoù, ne gemerjont ket a eoul ganto. 4 Ar re fur a gemeras eoul en o fodoù, gant o lampoù. 5 Evel ma talee ar pried da zont, e voredjont holl hag e kouskjont. 6 Met, war-dro hanternoz, e voe klevet ur griadenn: Setu ar pried a zeu, it en e raok! 7 Neuze an holl werc'hezed-se a savas hag a fichas o lampoù. 8 Ar re ziskiant a lavaras d'ar re fur: Roit deomp eus hoc'h eoul, rak hol lampoù a ya da vougañ. 9 Met ar re fur a respontas: Gant aon n'hor befe ket a-walc'h evidomp hag evidoc'h, it kentoc'h da gavout ar re a werzh, ha prenit evidoc'h. 10 E-pad ma'z aent da brenañ, e teuas ar pried; ar re a oa prest a zeuas gantañ d'an eured, hag e voe serret an nor. 11 Goude-se e teuas ivez ar gwerc'hezed all, hag e lavarjont: Aotrou, aotrou, digor deomp! 12 Met eñ a respontas: Me a lavar deoc'h e gwirionez, n'anavezan ket ac'hanoc'h.

Mark 8:34

34 Hag o c'hervel ar bobl gant e ziskibien, e lavaras dezho: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz, ha ra heulio ac'hanon.

Luke 12:32

32 Na'z pez ket aon, tropell bihan, rak plijet eo bet gant ho Tad reiñ deoc'h ar rouantelezh.

Luke 13:23-30

23 Unan bennak a lavaras dezhañ: Aotrou, ha ne vo salvet nemet nebeud a dud? Eñ a lavaras dezho: 24 Poagnit da vont e-barzh dre an nor strizh; rak, me a lavar deoc'h, penaos kalz a glasko mont e-barzh ha ne c'hellint ket. 25 Pa vo aet mestr an ti, ha m'en devo prennet an nor, ha pa en em lakaot-c'hwi, o vezañ er-maez, da skeiñ ha da lavarout: Aotrou, Aotrou, digor deomp, eñ a responto deoc'h: N'ouzon ket a-belec'h oc'h. 26 Neuze e lavarot: Ni hon eus debret hag evet dirazout, ha te ac'h eus kelennet en hor straedoù. 27 Hag eñ a responto: Me a lavar deoc'h, n'ouzon ket a-belec'h oc'h; en em dennit diouzhin, c'hwi holl a ra micher a fallentez. 28 Eno e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent, pa welot Abraham, Izaak ha Jakob, hag an holl brofeded, e rouantelezh Doue, ha c'hwi taolet er-maez. 29 Hag e teuio tud eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol, eus an hanternoz hag eus ar c'hreisteiz, a vo ouzh taol e rouantelezh Doue. 30 Ha setu ez eus re ziwezhañ hag a vo ar re gentañ, hag ez eus re gentañ hag a vo ar re ziwezhañ.

John 15:18-20

18 Mar kasa ar bed ac'hanoc'h, gouezit penaos en deus va c'hasaet a-raok deoc'h. 19 Mar bijec'h eus ar bed, ar bed a garje ar pezh a vije dezhañ; met abalamour ma n'oc'h ket eus ar bed, met ma em eus ho choazet er bed, abalamour da-se eo e kasa ar bed ac'hanoc'h. 20 Ho pet soñj eus ar ger am eus lavaret deoc'h: Ar mevel n'eo ket brasoc'h eget e vestr. Mar o deus va gwallgaset, e wallgasint ivez ac'hanoc'h; mar o deus miret va ger, e virint ivez hoc'h hini.

John 16:2

2 Kas a raint ac'hanoc'h kuit eus o sinagogennoù; an eur a zeu ma kredo piv bennak ho lakaio d'ar marv servijañ Doue.

John 16:33

33 Lavaret em eus deoc'h an traoù-mañ evit m'ho po ar peoc'h ennon; c'hwi ho po trubuilhoù er bed, met bezit kalonek, me am eus trec'het ar bed.

Matthew 10:17

17 Diwallit diouzh an dud, rak ho kas a raint dirak al lezioù-barn hag e skourjezint ac'hanoc'h en o sinagogennoù;

Matthew 16:6

6 Jezuz a lavaras dezho: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz.

Matthew 16:11

11 Penaos eta ne gomprenit ket n'eo ket eus bara em eus komzet, pa em eus lavaret deoc'h: En em virit eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz?

Matthew 24:4-5

4 Jezuz a respontas dezho: Diwallit na dromplfe den ac'hanoc'h. 5 Rak meur a hini a zeuio dindan va anv, o lavarout: Me eo ar C'hrist; hag e tromplint kalz a dud.

Matthew 24:11

11 Kalz a fals-profeded a savo, hag a dromplo kalz a dud.

Matthew 24:24-25

24 Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo; hag e raint sinoù ha burzhudoù da dromplañ, ma vije gallet, zoken ar re zibabet. 25 Setu, em eus e lavaret deoc'h a-raok.

Mark 12:38-40

38 En ur gelenn anezho, e lavare ivez dezho: Diwallit diouzh ar skribed a gar pourmen gant saeoù hir ha bezañ saludet er marc'hallac'hioù, 39 hag a gar ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù, hag ar plasoù kentañ er festoù; 40 dismantrañ a reont tiez an intañvezed, hag e reont evit ar gweled pedennoù hir; bez' o devo ur varnedigezh gwashoc'h.

Mark 13:22-23

22 Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo; hag e raint sinoù ha burzhudoù da dromplañ memes ar re dibabet, ma vije gallet. 23 Bezit war evezh eta; setu, em eus lavaret holl deoc'h a-raok.

Luke 6:26

26 Gwalleur deoc'h-hu pa lavaro an holl dud vad ac'hanoc'h, rak o zadoù o deus graet evel-se e-keñver ar fals-profeded!

Luke 12:15

15 Neuze e lavaras dezho: Diwallit gant evezh diouzh ar bizhoni; rak un den n'en deus ket ar vuhez diouzh puilhentez e vadoù.

John 10:12

12 Met an devezhour n'eo ket ar mesaer, hag an deñved n'int ket dezhañ; pa wel ar bleiz o tont, e tilez an deñved hag e tec'h; ar bleiz a grog en deñved hag a stlabez anezho.

Matthew 7:20

20 O anavezout a reot eta diouzh o frouezh.

Matthew 12:33

33 Pe lavarit eo mat ar wezenn hag eo mat he frouezh, pe lavarit eo fall ar wezenn hag eo fall he frouezh; rak anavezout a reer ur wezenn diouzh he frouezh.

Luke 6:43-45

43 N'eus gwezenn vat ebet hag a zougfe frouezh fall, na wezenn fall ebet hag a zougfe frouezh mat. 44 Rak pep gwezenn a anavezer diouzh he frouezh hec'h-unan. Ne zastumer ket a fiez diwar ar spern, nag a rezin diwar an drez. 45 An den mat a denn traoù mat eus teñzor mat e galon, hag an den fall a denn traoù fall eus teñzor fall e galon; rak eus leunder ar galon eo e komz ar genou.

Matthew 12:33-35

33 Pe lavarit eo mat ar wezenn hag eo mat he frouezh, pe lavarit eo fall ar wezenn hag eo fall he frouezh; rak anavezout a reer ur wezenn diouzh he frouezh. 34 Lignez a naered-gwiber, penaos e c'hellfec'h lavarout traoù mat, fall evel ma'z oc'h? Rak eus leunder ar galon e komz ar genoù. 35 An den mat a denn traoù mat eus e deñzor mat [en e galon], hag an den fall a denn traoù fall eus e deñzor fall [en e galon].

Luke 13:6-9

6 Lavarout a reas ivez ar barabolenn-mañ: Un den en devoa ur wezenn-fiez plantet en e winieg, hag e teuas da glask frouezh enni, met ne gavas ket. 7 Neuze e lavaras d'ar gwinier: Setu, tri bloaz a zo ma teuan da glask frouezh er wezenn-fiez-mañ, ha ne gavan ket; troc'h anezhi; perak e talc'h lec'h en aner en douar? 8 Ar gwinier a respontas dezhañ: Aotrou, lez anezhi c'hoazh ar bloaz-mañ, betek ma em bo toullet en-dro dezhi ha ma em bo lakaet teil ganti. 9 Marteze e tougo frouezh, ha ma ne ra ket, e troc'hi anezhi goude.

Matthew 3:10

10 Ar vouc'hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat a ya da vezañ troc'het ha taolet en tan.

Matthew 21:19-20

19 O welout ur wezenn-fiez war an hent, e tostaas outi; met ne gavas enni nemet delioù, hag e lavaras dezhi: Ra ne zeuio biken frouezh ac'hanout! Raktal, ar wezenn-fiez a sec'has. 20 An diskibien a welas kement-se, hag a voe souezhet, o lavarout: Penaos eo deuet ar wezenn-fiez-se da vezañ sec'h raktal?

Luke 3:9

9 Ar vouc'hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat, a ya da vezañ troc'het ha taolet en tan.

John 15:2-6

2 Lemel a ra ac'hanon kement brank na zoug ket a frouezh; hag e tivarr kement brank a zoug frouezh, evit ma tougo c'hoazh muioc'h a frouezh. 3 Dija oc'h-hu glan, abalamour d'ar gomz am eus lavaret deoc'h. 4 Chomit ennon, hag e chomin ennoc'h. Evel na c'hell ket ar brank dougen frouezh anezhañ e-unan, ma ne chom stag ouzh ar winienn, c'hwi ne c'hellot ket kennebeut ma ne chomit ket ennon. 5 Me eo ar winienn, ha c'hwi eo ar brankoù. An hini a chom ennon ha ma choman ennañ, a zoug kalz a frouezh; rak hepdon ne c'hellit ober netra. 6 Ma ne chom ket unan bennak ennon, taolet eo er-maez evel ar brank, hag e sec'h; neuze e tastumer ar brankoù, o zaoler en tan hag e tevont.

Matthew 7:16

16 O anavezout a reot diouzh o frouezh. Ha dastum a reer rezin diwar spern, pe fiez diwar askol?

Matthew 10:32-33

32 Piv bennak eta a anzavo ac'hanon dirak an dud, ec'h anzavin ivez anezhañ dirak va Zad a zo en neñvoù; 33 met an hini a zinac'ho ac'hanon dirak an dud, e tinac'hin ivez anezhañ dirak va Zad a zo en neñvoù.

Matthew 12:50

50 Rak piv bennak a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù, hennezh eo va breur ha va c'hoar ha va mamm.

Matthew 16:17

17 Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Eürus out, Simon, mab Jona, rak n'eo ket ar c'hig nag ar gwad o deus diskuliet kement-mañ dit, met va Zad a zo en neñvoù.

Matthew 18:3

3 hag a lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ma ne zistroit ket, ha ma ne zeuit ket heñvel ouzh bugale vihan, ne deot ket e rouantelezh an neñvoù.

Matthew 18:10

10 Diwallit da zisprizañ nikun eus ar vugaligoù-mañ, rak me a lavar deoc'h penaos o aeled en neñvoù a wel dalc'hmat dremm va Zad a zo en neñvoù.

Matthew 18:35

35 Evel-se e raio deoc'h va Zad a zo en neñvoù, ma ne bardon ket pep hini ac'hanoc'h, a-greiz e galon, d'e vreur.

Matthew 19:24

24 En lavarout a ran deoc'h c'hoazh, aesoc'h eo d'ur c'hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue.

Matthew 21:29-31

29 Eñ a respontas: Ne din ket. Goude-se, e teuas keuz dezhañ, hag ez eas. 30 Dont a reas ivez etrezek egile, hag e lavaras dezhañ ar memes tra. Hag hemañ a respontas: Mont a ran, aotrou; met ne deas ket. 31 Pehini anezho o-daou en deus graet bolontez e dad? Int a lavaras dezhañ: An hini kentañ. Jezuz a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar bublikaned hag ar merc'hed a vuhez fall ho tiaraogo e rouantelezh Doue.

Matthew 25:21

21 E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha leal; dre ma'z out bet leal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz; kae e-barzh levenez da aotrou.

Matthew 26:39

39 O vont un tamm a-raokoc'h, en em daolas war e c'henou d'an douar, hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma pellaio an hanaf-se diouzhin, mar gell-se bezañ! Koulskoude neket evel ma fell din, met evel ma fell dit.

Matthew 26:42

42 Mont a reas adarre un eil gwech, hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma ne c'hell ket an hanaf-se mont e-biou din hep ma'c'h evin anezhañ, ra vo graet da volontez!

Mark 3:35

35 Rak piv bennak a ra bolontez Doue, hennezh eo va breur ha va c'hoar ha va mamm.

Mark 9:47

47 Ha ma ra da lagad lakaat ac'hanout da gouezhañ, diframm anezhañ; gwelloc'h eo dit mont e rouantelezh Doue gant ul lagad hepken, eget kaout daou lagad ha bezañ taolet e tan ar gehenn,

Mark 10:23-24

23 Neuze Jezuz, o sellout en-dro dezhañ, a lavaras d'e ziskibien: Pegen diaes eo d'ar re o deus madoù mont e-barzh rouantelezh Doue! 24 An diskibien a voe souezhet eus ar c'homzoù-se. Met Jezuz, oc'h adkemer ar gomz, a lavaras dezho: Va bugale, pegen diaes eo d'ar re a laka o fiziañs er madoù mont e rouantelezh Doue!

Luke 6:46

46 Perak eta e c'halvit ac'hanon Aotrou, Aotrou, ha ne rit ket ar pezh a lavaran?

Luke 11:28

28 Met Jezuz a lavaras: Eürusoc'h eo ar re a selaou ger Doue hag a sent outañ!

Luke 18:25

25 Aesoc'h eo d'ur c'hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue.

John 3:5

5 Jezuz a respontas: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket un den ganet a zour hag a Spered, ne c'hell ket mont e rouantelezh Doue.

John 5:17

17 Met Jezuz a lavaras dezho: Va Zad a labour betek vremañ, ha me a labour ivez.

John 6:40

40 Houmañ eo bolontez an hini en deus va c'haset, penaos piv bennak a wel ar Mab hag a gred ennañ, en devo ar vuhez peurbadus; ha me en adsavo a varv en deiz diwezhañ.

John 7:17

17 Mar fell da unan bennak ober bolontez Doue, ec'h anavezo hag-eñ eo va c'helennadurezh eus Doue, pe ha me a gomz ac'hanon va-unan.

John 10:29-30

29 Va Zad en deus o roet din, ha brasoc'h eo eget an holl; den ne c'hell o lemel eus dorn va Zad. 30 Me hag an Tad a zo unan.

John 14:7

7 Mar ho pije va anavezet, ho pije anavezet va Zad; hag a-vremañ ec'h anavezit anezhañ, hag hoc'h eus e welet.

John 15:23

23 An hini a gasa ac'hanon, a gasa ivez va Zad.

Matthew 7:21

21 Kement hini a lavar din: Aotrou, Aotrou, n'aio ket e rouantelezh an neñvoù, met ar re a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù.

Matthew 10:5-8

5 Jezuz a gasas an daouzek den-se, goude bezañ roet dezho ar gourc'hemennoù war-lerc'h: N'it ket etrezek ar baganed, ha n'it ket e kêrioù ar Samaritaned; 6 met, it kentoc'h etrezek deñved kollet ti Israel. 7 En ur vont, prezegit ha lavarit: Rouantelezh an neñvoù a zo tost. 8 Pareit ar re glañv, glanait ar re lovr, adsavit ar re varv da vev, kasit kuit an diaoulien; resevet hoc'h eus evit netra, roit evit netra.

Matthew 10:15

15 Me a lavar deoc'h, e gwirionez, penaos e vo dousoc'h da vro Sodom ha Gomora e deiz ar varn, eget d'ar gêr-se.

Matthew 24:36

36 Evit ar pezh a sell ouzh an deiz hag an eur, den n'o anavez, nag aeled an neñv, nag ar Mab, met an Tad hepken.

Matthew 25:11

11 Goude-se e teuas ivez ar gwerc'hezed all, hag e lavarjont: Aotrou, aotrou, digor deomp!

Luke 10:12

12 Me a lavar deoc'h, en deiz-se e vo dousoc'h da Sodom eget d'ar gêr-se.

Luke 13:25-27

25 Pa vo aet mestr an ti, ha m'en devo prennet an nor, ha pa en em lakaot-c'hwi, o vezañ er-maez, da skeiñ ha da lavarout: Aotrou, Aotrou, digor deomp, eñ a responto deoc'h: N'ouzon ket a-belec'h oc'h. 26 Neuze e lavarot: Ni hon eus debret hag evet dirazout, ha te ac'h eus kelennet en hor straedoù. 27 Hag eñ a responto: Me a lavar deoc'h, n'ouzon ket a-belec'h oc'h; en em dennit diouzhin, c'hwi holl a ra micher a fallentez.

John 11:51

51 Hogen ne lavare ket kement-se anezhañ e-unan, met o vezañ beleg-meur er bloaz-se, e tiouganas penaos e tlee Jezuz mervel evit ar bobl;

Matthew 25:12

12 Met eñ a respontas: Me a lavar deoc'h e gwirionez, n'anavezan ket ac'hanoc'h.

Luke 13:27

27 Hag eñ a responto: Me a lavar deoc'h, n'ouzon ket a-belec'h oc'h; en em dennit diouzhin, c'hwi holl a ra micher a fallentez.

John 10:14

14 Me eo ar mesaer mat, me a anavez va deñved, hag anavezet on ganto,

John 10:27-30

27 Va deñved a glev va mouezh, ha me a anavez anezho, hag int a heul ac'hanon. 28 Me a ro dezho ar vuhez peurbadus; ne vint kollet biken, ha den n'o lamo eus va dorn.

Matthew 5:3-12

3 Eürus ar re baour er spered, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho! 4 Eürus ar re a zo er glac'har, rak int a vo frealzet! 5 Eürus ar re a zo hegarat, rak int a resevo an douar da hêrezh! 6 Eürus ar re o deus naon ha sec'hed eus ar reizhder, rak int o devo o gwalc'h! 7 Eürus ar re drugarezus, rak int a gavo trugarez! 8 Eürus ar re o deus ur galon glan, rak int a welo Doue! 9 Eürus ar re a zegas ar peoc'h, rak int a vo galvet bugale Doue! 10 Eürus ar re a zo gwallgaset abalamour d'ar reizhder, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho! 11 Eürus e viot, pa zeuio an dud d'ho tismegañsiñ, d'ho kwallgas, ha da lavarout dre c'haou pep seurt droug a-enep deoc'h abalamour din. 12 En em laouenait, ha tridit gant levenez, rak ho kopr a vo bras en neñvoù; rak evel-se eo bet gwallgaset ar brofeded hag a zo bet araozoc'h.

Matthew 5:28-32

28 Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a sell ouzh ur vaouez gant c'hoantegezh anezhi, en deus dija graet avoultriezh ganti en e galon. 29 Ma ra da lagad dehou lakaat ac'hanout da gouezhañ, diframm anezhañ, ha taol anezhañ pell diouzhit; rak gwelloc'h eo dit koll unan eus da izili, eget na vo taolet da holl gorf er gehenn. 30 Ha ma ra da zorn dehou lakaat ac'hanout da gouezhañ, troc'h anezhañ, ha taol anezhañ pell diouzhit; rak gwelloc'h eo dit koll unan eus da izili, eget na vo taolet da holl gorf er gehenn. 31 Lavaret eo bet ivez: Piv bennak a gaso kuit e wreg, ra roio dezhi ur skrid a dorr-dimeziñ. 32 Met me a lavar deoc'h, piv bennak a gas kuit e wreg, nemet evit difealded, a laka anezhi da vezañ avoultrerez, ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit, a ra avoultriezh.

Matthew 6:14-15

14 Rak, mar pardonit d'an dud o mankoù, ho Tad neñvel a bardono ivez deoc'h. 15 Met ma ne bardonit ket d'an dud o mankoù, ho Tad ne bardono ket kennebeut deoc'h ho re.

Matthew 6:19-21

19 Na zastumit ket teñzorioù deoc'h war an douar, e-lec'h ma'z int distrujet gant ar preñved ha gant ar mergl, hag e-lec'h ma toull al laeron ha ma skrapont; 20 met dastumit teñzorioù evidoc'h en neñv, e-lec'h n'int distrujet na gant ar mergl na gant ar preñved, hag e-lec'h na doull ket al laeron, ha na skrapont ket. 21 Rak el lec'h ma'z emañ da deñzor, eno ivez e vo da galon.

Matthew 7:7-8

7 Goulennit, hag e vo roet deoc'h; klaskit, hag e kavot; skoit, hag e vo digoret deoc'h. 8 Rak an neb a c'houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; hag an neb a sko, e vez digoret dezhañ.

Matthew 7:13-14

13 It e-barzh dre an nor strizh. Rak ledan eo an nor ha frank eo an hent a gas d'ar gollidigezh, ha kalz a dud a dremen dre eno; 14 met strizh eo an nor hag enk eo an hent a gas d'ar vuhez, hag ez eus nebeut a dud hag a dremen drezo.

Luke 6:47-49

47 Me a ziskouezo deoc'h ouzh piv eo heñvel pep den hag a zeu da'm c'havout, a selaou va c'homzoù hag a sent outo. 48 Heñvel eo ouzh un den a sav un ti, hag o vezañ kleuzet ha toullet don, en deus lakaet an diazez war ar roc'h; an doureier o vezañ deuet, ha skoet gant nerzh a-enep an ti-se, n'o deus ket gellet e ziskar, dre ma'z eo diazezet war ar roc'h. 49 Met an hini a selaou ha ne sent ket, a zo heñvel ouzh un den a sav e di war an douar, hep diazez; an doureier o vezañ skoet gant nerzh a-enep dezhañ, kouezhet eo kerkent, ha diskar an ti-se a zo bet bras.

John 13:17

17 Mar gouzoc'h an traoù-se, ez oc'h eürus, mar sentit outo.

John 14:15

15 Mar karit ac'hanon, mirit va gourc'hemennoù.

John 14:22-24

22 Judaz, neket an Iskariod, a lavaras dezhañ: Aotrou! A-belec'h e teu ma en em roi da anavezout deomp, ha nann d'ar bed? 23 Jezuz a respontas dezhañ: Mar kar unan bennak ac'hanon, e viro va ger, ha va Zad a garo anezhañ, hag e teuimp d'e gavout, hag e raimp hor chomaj gantañ. 24 An hini na gar ket ac'hanon, ne vir ket va gerioù; hag ar ger hoc'h eus klevet n'eo ket ac'hanon-me, met eus an Tad en deus va c'haset.

John 15:10

10 Mar mirit va gourc'hemennoù, e chomot em c'harantez, evel ma em eus miret gourc'hemennoù va Zad, hag e choman en e garantez.

John 15:14

14 C'hwi a vo va mignoned, mar grit kement a c'hourc'hemennan deoc'h.

Matthew 16:18

18 Ha me a lavar dit: Te a zo Pêr, ha war ar roc'h-mañ e savin va Iliz, ha dorioù lec'h ar marv ne drec'hint ket anezhi.

Luke 6:49

49 Met an hini a selaou ha ne sent ket, a zo heñvel ouzh un den a sav e di war an douar, hep diazez; an doureier o vezañ skoet gant nerzh a-enep dezhañ, kouezhet eo kerkent, ha diskar an ti-se a zo bet bras.

Matthew 12:43-45

43 Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec'hioù sec'h da glask diskuizh, ha ne gav ket; 44 neuze e lavar: Distreiñ a rin da'm zi a-belec'h on deuet; pa zeu, e kav anezhañ goullo, skubet ha kempennet. 45 Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc'h egetañ, hag ez eont hag e chomont ennañ; ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc'h eget an hini gentañ. Evel-se e c'hoarvezo gant ar rummad fall-mañ.

Matthew 13:19-22

19 Pa selaou un den ger ar rouantelezh ha pa ne gompren ket anezhañ, an hini fall a zeu hag a skrap ar pezh a zo bet hadet en e galon: hennezh eo an hini en deus degemeret an had a-hed an hent. 20 An hini en deus degemeret an had el lec'hioù meinek, eo an hini a glev ar ger hag e zegemer kerkent gant joa; 21 met n'en deus ket a wrizienn ennañ e-unan, ha ne bad nemet ur pennad; dre-se, pa zeu ar glac'har pe an heskinerezh abalamour d'ar ger, e kav kerkent skouer fall. 22 An hini en deus degemeret an had e-touez an drein, eo an hini a glev ar ger; met prederioù ar bed-mañ ha tromplerezh ar pinvidigezhioù, a voug ar ger, hag e laka difrouezh.

Matthew 11:1

1 P'en devoe Jezuz echuet da reiñ e gemennoù d'e zaouzek diskibl, ez eas ac'hane da gelenn ha da brezeg e kêrioù ar vro.

Matthew 13:53-54

53 Goude m'en devoe Jezuz peurlavaret ar barabolennoù-se, ez eas kuit ac'hano. 54 O vezañ deuet en e vro, e kelenne anezho er sinagogenn, en hevelep doare ma oant souezhet ha ma lavarent: A belec'h e teu dezhañ ar furnez hag ar mirakloù-se?

Matthew 19:1

1 P'en devoe Jezuz peurlavaret ar c'homzoù-se, ez eas kuit eus Galilea, hag e teuas e kostezioù Judea, en tu all d'ar Jordan.

Matthew 22:33

33 Ar bobl a selaoue, hag a voe souezhet gant kelennadurezh Jezuz.

Matthew 26:1

1 Goude m'en devoe Jezuz peurlavaret an holl gomzoù-se, e lavaras d'e ziskibien:

Mark 1:22

22 Hag e oant souezhet eus e gelenn; rak o deskiñ a rae evel o kaout galloud, ha neket evel ar skribed.

Mark 6:2

2 Pa zeuas ar sabad, en em lakaas de gelenn er sinagogenn; kalz eus ar re en kleve, a oa souezhet hag a lavare: A belec'h e teu an traoù-se d'an den-mañ? Petra eo ar furnez-se a zo bet roet dezhañ, hag ar mirakloù bras en em ra dre e zaouarn?

Mark 11:18

18 Ar veleien vras hag ar skribed, o vezañ klevet-se, a glaske an doare d'e lakaat d'ar marv; rak aon o devoa dirazañ, abalamour an holl bobl a oa souezhet bras gant e gelenn.

Luke 4:22

22 An holl a roe testeni dezhañ, hag a oa souezhet eus ar c'homzoù a c'hras a zeue eus e c'henou, hag e lavarent: N'eo ket hemañ mab Jozef?

Luke 4:32

32 Souezhet e oant eus e gredenn, rak komz a rae gant galloud.

Luke 19:48

48 Met ne ouient ket petra d'ober, rak an holl bobl en em stage ouzh e gomzoù.

John 7:15

15 Ar Yuzevien a oa souezhet hag a lavare: Penaos ec'h anavez an den-mañ ar skriturioù, o vezañ n'en deus ket o desket?

John 7:46

46 Ar serjanted a respontas: Biskoazh den n'en deus komzet evel an den-se.

Matthew 5:20

20 Rak, me a lavar deoc'h, ma ne da ket ho reizhder dreist hini ar skribed hag ar farizianed, n'antreot ket e rouantelezh an neñvoù.

Matthew 5:28

28 Met me a lavar deoc'h penaos piv bennak a sell ouzh ur vaouez gant c'hoantegezh anezhi, en deus dija graet avoultriezh ganti en e galon.

Matthew 5:32

32 Met me a lavar deoc'h, piv bennak a gas kuit e wreg, nemet evit difealded, a laka anezhi da vezañ avoultrerez, ha piv bennak a zimez d'ur wreg a zo bet kaset kuit, a ra avoultriezh.

Matthew 5:44

44 Met me a lavar deoc'h-hu: Karit hoc'h enebourien, bennigit ar re a villig ac'hanoc'h, grit vad d'ar re a gasa ac'hanoc'h, ha pedit evit ar re ho kwallgas hag hoc'h heskin,

Matthew 15:1-9

1 Neuze skribed ha farizianed a zeuas eus Jeruzalem da gavout Jezuz, hag a lavaras dezhañ: 2 Perak e torr da ziskibien hengoun a re gozh? Rak ne walc'hont ket o daouarn pa zebront o fredoù. 3 Eñ a respontas dezho: Ha c'hwi, perak e torrit gourc'hemenn Doue gant ho hengoun? 4 Rak Doue en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d'ar marv; 5 met c'hwi a lavar: An hini a lavaro d'e dad pe d'e vamm: Ar pezh am bije gallet reiñ dit a zo ur prof da Zoue, 6 n'eo ket dalc'het da enoriñ e dad pe e vamm. C'hwi a gas da netra ger Doue gant ho hengoun. 7 Pilpouzed, Izaia en deus profedet mat diwar ho penn, p'en deus lavaret: 8 Ar bobl-mañ a enor ac'hanon gant he muzelloù, met o c'halonoù a zo gwall bell diouzhin. 9 Met e ven eo ec'h enoront ac'hanon, pa zeskont kredennoù a zo gourc'hemennoù tud.

Matthew 21:23-27

23 Jezuz a yeas en templ, hag e-pad ma kelenne, ar veleien vras hag henaourien ar bobl a zeuas da lavarout dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se? 24 Jezuz a respontas dezho: Me a c'houlenno ivez un dra ouzhoc'h, ha, mar respontit, e lavarin deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se. 25 Badeziant Yann, a-belec'h e teue? Eus an neñv, pe eus an dud? Int a soñje enno oc'h-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennañ? 26 Ha mar lavaromp: Eus an dud, e tleomp doujañ ar bobl, rak an holl a gred e oa Yann ur profed. 27 Neuze e respontjont da Jezuz: N'ouzomp ket. Hag eñ a lavaras dezho d'e dro: Ha me kennebeut, ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.

Matthew 23:2-6

2 Ar skribed hag ar farizianed a zo azezet war gador Moizez. 3 Grit eta ha mirit kement a lavaront deoc'h; met na rit ket hervez o oberoù. Rak e lavaront, met ne reont ket. 4 Eren a reont bec'hioù pounner ha diaes da zougen, ha o lakaont war divskoaz an dud, met ne fell ket dezho stekiñ outo gant o biz. 5 O holl oberoù a reont evit bezañ gwelet gant an dud. Evel-se eo, o deus fulakterioù ledan ha pempilhoù hir ouzh o dilhad; 6 karout a reont ar plasoù kentañ er festoù, hag ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù;

Matthew 23:15-24

15 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Rak redek a rit dre ar mor hag an douar evit ober ur prozelit, ha, pa hoc'h eus e c'hounezet, e rit anezhañ ur mab-ifern div wech gwashoc'h egedoc'h. 16 Gwalleur deoc'h, renerien dall! Lavarout a rit: Mar tou unan bennak dre an templ, se n'eo netra; met mar tou unan bennak dre aour an templ, hennezh a dle derc'hel e gomz. 17 Tud diskiant ha dall! Pehini eo ar brasañ, an aour, pe an templ a santela an aour-se? 18 Lavarout a rit c'hoazh: Mar tou unan bennak dre an aoter, se n'eo netra; met mar tou unan bennak dre ar prof a zo war an aoter, hennezh a dle derc'hel e gomz. 19 Tud dall! Pehini eo ar brasañ, ar prof, pe an aoter a santela ar prof-se? 20 An neb a dou dre an aoter, a dou dre an aoter ha dre gement a zo warni; 21 an neb a dou dre an templ, a dou dre an templ ha dre an Hini a chom ennañ; 22 hag an neb a dou dre an neñv, a dou dre dron Doue ha dre an Hini a zo azezet warnañ. 23 Gwalleur deoc'h, skribed ha farizianed, pilpouzed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war an aned, ha war ar c'houmin, hag e lezit a-gostez ar pezh a zo ar muiañ talvoudek el lezenn, ar reizhder, an drugarez hag al lealded. Ar re-se a oa an traoù a dleec'h d'ober, hep koulskoude dilezel ar re all. 24 Renerien dall! Silañ a rit ar fubuenn, hag e lonkit ar c'hañval.

Matthew 28:18

18 Jezuz a dostaas outo hag a lavaras dezho: Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha war an douar.

Mark 7:5-13

5 War gement-se ar farizianed hag ar skribed a c'houlennas outañ: A-belec'h e teu, ma ne heul ket da ziskibien-te hengoun ar re gozh, ha ma kemeront o fred hep bezañ gwalc'het o daouarn? 6 Eñ a respontas dezho: Pilpouzed, Izaia en deus profedet mat diwar ho penn, p'en deus lavaret: Ar bobl-mañ a enor ac'hanon a vuzelloù, met o c'halonoù a zo gwall bell diouzhin. 7 Met e ven eo ec'h enoront ac'hanon, o teskiñ kredennoù a zo gourc'hemennoù tud. 8 Rak, o lezel gourc'hemenn Doue, e virit hengoun an dud, o walc'hiñ ar podoù hag an hanafoù, hag oc'h ober kalz a draoù all heñvel outo. 9 Lavarout a reas dezho c'hoazh: Gwall-vat e torrit gourc'hemenn Doue evit mirout an hengoun; 10 rak Moizez en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d'ar marv; 11 met c'hwi a lavar: An hini a lavaro d'e dad pe d'e vamm: Ar pezh am bije gallet reiñ dit a zo Korban, da lavarout eo ur prof da Zoue, 12 ne lezit ket anezhañ d'ober netra ken evit e dad pe e vamm, 13 o kas da netra ger Doue gant ho hengoun hoc'h eus graet; ha kalz a draoù all a rit evel-se.

Luke 20:8

8 Ha Jezuz a lavaras dezho: Ha me kennebeut, ne lavarin ket deoc'h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.

Luke 20:46-47

46 Diwallit diouzh ar skribed a gar pourmen gant saeoù hir ha bezañ saludet er marc'hallac'hioù, hag a gar ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù, hag ar plasoù kentañ er festoù; 47 int a zismantr tiez an intañvezed, hag a ra evit ar gweled pedennoù hir; bez' o devo ur varnedigezh gwashoc'h.

Luke 21:15

15 rak me a roio deoc'h ur genou hag ur furnez na c'hellint respont netra hoc'h holl enebourien dezho.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.