John 8:7-9

Breton(i) 7 Evel ma talc'hent d'ober goulennoù outañ, e savas hag e lavaras dezho: An hini ac'hanoc'h a zo hep pec'hed, ra daolo ar maen kentañ ganti. 8 Hag o taoublegañ a-nevez, e skrive war an douar. 9 Pa glevjont kement-se, o kaout rebech digant o c'houstiañs, ez ejont kuit an eil goude egile, ar re goshañ da gentañ, betek ar re diwezhañ, ha Jezuz a voe lezet e-unan gant ar wreg chomet eno e-kreiz.