Luke 13:23-30

Breton(i) 23 Unan bennak a lavaras dezhañ: Aotrou, ha ne vo salvet nemet nebeud a dud? Eñ a lavaras dezho: 24 Poagnit da vont e-barzh dre an nor strizh; rak, me a lavar deoc'h, penaos kalz a glasko mont e-barzh ha ne c'hellint ket. 25 Pa vo aet mestr an ti, ha m'en devo prennet an nor, ha pa en em lakaot-c'hwi, o vezañ er-maez, da skeiñ ha da lavarout: Aotrou, Aotrou, digor deomp, eñ a responto deoc'h: N'ouzon ket a-belec'h oc'h. 26 Neuze e lavarot: Ni hon eus debret hag evet dirazout, ha te ac'h eus kelennet en hor straedoù. 27 Hag eñ a responto: Me a lavar deoc'h, n'ouzon ket a-belec'h oc'h; en em dennit diouzhin, c'hwi holl a ra micher a fallentez. 28 Eno e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent, pa welot Abraham, Izaak ha Jakob, hag an holl brofeded, e rouantelezh Doue, ha c'hwi taolet er-maez. 29 Hag e teuio tud eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol, eus an hanternoz hag eus ar c'hreisteiz, a vo ouzh taol e rouantelezh Doue. 30 Ha setu ez eus re ziwezhañ hag a vo ar re gentañ, hag ez eus re gentañ hag a vo ar re ziwezhañ.