Matthew 24:27-31

Breton(i) 27 Rak, evel ma teu al luc'hedenn eus ar sav-heol ha ma he gweler betek ar c'huzh-heol, evel-se e vo donedigezh Mab an den. 28 E pep lec'h bennak ma vo ar c'horf marv, eno en em zastumo an erered. 29 Raktal goude an deizioù a c'hlac'har-mañ, an heol a vo teñvalaet, al loar ne roio ket he sklêrijenn, ar stered a gouezho eus an oabl, ha galloudoù an neñv a vo brañsellet. 30 Neuze sin Mab an den en em ziskouezo en neñv, holl bobloù an douar a glemmo en ur skeiñ war boull o c'halon, hag e welint Mab an den o tont war goabr an neñv, gant ur galloud hag ur gloar bras; 31 Eñ a gaso e aeled gant an trompilh tregernus, da zastum e re zibabet eus ar pevar avel, adalek ur penn eus an neñv betek ur penn all.