Matthew 22:24-27

Breton(i) 24 Mestr, Moizez en deus lavaret: Mar marv unan bennak hep bugale, e vreur a zimezo d'e intañvez, evit sevel lignez d'e vreur. 25 Bez' e oa en hon touez seizh breur. An hini kentañ a zimezas hag a varvas; hag evel n'en devoa ket a vugale, e lezas e wreg d'e vreur. 26 En hevelep doare e c'hoarvezas gant an eil, an trede, betek ar seizhvet. 27 Ha d'an diwezhañ-holl, ar wreg a varvas ivez.