Breton(i)
24 Met ar farizianed, pa glevjont kement-se, a lavaras: Hennezh ne gas kuit an diaoulien nemet dre Veelzebul, priñs an diaoulien.
25 Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet ganti hec'h-unan a zeuio da netra, ha pep kêr pe pep ti dizunanet gantañ e-unan ne c'hello ket padout.
26 Mar deu Satan da gas Satan kuit, emañ eta dizunanet gantañ e-unan; penaos e pado e rouantelezh?
27 Mar kasan kuit an diaoulien dre Veelzebul, dre biv o c'has kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien.
28 Met mar kasan kuit an diaoulien dre Spered Doue, eo eta gwir penaos eo rouantelezh Doue deuet betek ennoc'h.
29 Pe, penaos e c'hell unan bennak mont e ti un den kreñv ha preizhañ e vadoù, nemet en defe da gentañ ereet an den kreñv-se; neuze hepken e preizho e di.
30 An hini n'emañ ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum ket ganin a stlabez.
31 Rak-se, me a lavar deoc'h, pep pec'hed ha pep gwallgomz a vo pardonet d'an dud, met ar gwallgomz a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezho.
32 Piv bennak a gomzo a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ; met piv bennak a gomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezhañ, nag er c'hantved-mañ, nag er c'hantved da zont.
33 Pe lavarit eo mat ar wezenn hag eo mat he frouezh, pe lavarit eo fall ar wezenn hag eo fall he frouezh; rak anavezout a reer ur wezenn diouzh he frouezh.
34 Lignez a naered-gwiber, penaos e c'hellfec'h lavarout traoù mat, fall evel ma'z oc'h? Rak eus leunder ar galon e komz ar genoù.
35 An den mat a denn traoù mat eus e deñzor mat [en e galon], hag an den fall a denn traoù fall eus e deñzor fall [en e galon].