Breton(i)
43 Ma ra da zorn lakaat ac'hanout da gouezhañ, troc'h anezhañ; rak gwelloc'h eo dit mont er vuhez, o kaout nemet un dorn, eget kaout daou zorn ha bezañ taolet er gehenn,
44 [en tan divougus, e pelec'h o freñv ne varv ket, hag an tan ne voug ket].
45 Ha ma ra da droad lakaat ac'hanout da gouezhañ, troc'h anezhañ; gwelloc'h eo dit mont er vuhez, o kaout un troad, eget kaout daou droad, ha bezañ taolet er gehenn, [en tan divougus,
46 e pelec'h o freñv ne varv ket, hag an tan ne voug ket].
47 Ha ma ra da lagad lakaat ac'hanout da gouezhañ, diframm anezhañ; gwelloc'h eo dit mont e rouantelezh Doue gant ul lagad hepken, eget kaout daou lagad ha bezañ taolet e tan ar gehenn,
48 e pelec'h o freñv ne varv ket, hag an tan ne voug ket.
49 Rak pep hini a vo sallet gant tan, ha pep prof a vo sallet gant holen;
50 Un dra vat eo an holen, met mar koll e vlaz gant petra e vo e roet dezhañ? Ho pet holen ennoc'h hoc'h-unan, ha bezit e peoc'h etrezoc'h.