Mark 8:1-10

Breton(i) 1 En deizioù-se, e oa gant Jezuz un niver bras a dud, hag evel n'o devoa netra da zebriñ, e c'halvas e ziskibien hag e lavaras dezho: 2 Truez am eus ouzh ar bobl-mañ; rak tri deiz a zo bremañ ne'm c'huitaont ket, ha n'o deus netra da zebriñ. 3 Ha mar kasan anezho war yun d'o ziez, o nerzh o dilezo en hent, rak darn anezho a zo deuet a-bell. 4 E ziskibien a respontas dezhañ: A belec'h e vefe kavet bara a-walc'h da bredañ anezho el lec'h distro-mañ. 5 Eñ a c'houlennas outo: Pet bara hoc'h eus? Hag int a lavaras: Seizh. 6 Neuze e reas d'ar bobl azezañ war an douar; hag o vezañ kemeret ar seizh bara, ha trugarekaet, e torras anezho hag o roas d'e ziskibien; an diskibien o lodennas d'ar bobl. 7 Bez' e oa ivez peskedigoù; ha Jezuz, o vezañ trugarekaet, a c'hourc'hemennas o reiñ ivez dezho. 8 Hag e tebrjont, hag o devoe a-walc'h, hag e tegasjont seizh panerad leun eus an tammoù a oa manet. 9 Ar re o devoa debret a oa war-dro pevar mil; goude-se o c'hasas kuit. 10 Hag, o vont kerkent en ur vag gant e ziskibien, ez eas e kostezioù Dalmanuta.