Mark 6:46-52

Breton(i) 46 Ha p'en devoe o c'haset kuit, e pignas war ar menez evit pediñ. 47 An abardaez o vezañ deuet, ar vag a oa e kreiz ar mor, hag eñ a oa e-unan war an douar. 48 Hag e welas o devoa kalz a boan o roeñvat, rak an avel a oa en o enep; war-dro ar bedervet beilhadenn eus an noz e teuas d'o c'havout, o vale war ar mor; c'hoant en devoa d'o diaraogiñ. 49 Met pa weljont anezhañ, o vale war ar mor, e kredjont e oa un teuz, hag e krijont. 50 Rak holl a weljont anezhañ, hag e voent spontet; met kerkent e komzas outo hag e lavaras dezho: Ho pet fiziañs, me eo, n'ho pet ket aon. 51 Hag e pignas d'o c'havout er vag, an avel a baouezas, hag e voent souezhet meurbet o-unan ha leuniet a estlamm, 52 rak n'o devoa ket komprenet mirakl ar baraoù, dre ma oa o c'halonoù kaledet.