Breton(i)
12 Ar c'hentañ deiz eus ar bara hep goell, pa aberzhed ar Pask, e ziskibien a lavaras dezhañ: Pelec'h e c'hoantaez ez afemp da gempenn ar pezh a zo ret evit debriñ ar Pask?
13 Neuze e kasas daou eus e ziskibien hag e lavaras dezho: It e kêr, hag e kavot dirazoc'h un den o tougen ur podad dour, it war e lerc'h.
14 E pe lec'h bennak ma'z aio, lavarit da vestr an ti: Ar Mestr a lavar: Pelec'h emañ al lec'h e tebrin ar Pask ennañ, gant va diskibien?
15 Hag e tiskouezo deoc'h ur gambr uhel, urzhiet ha kempennet mat; fichit eno deomp ar Pask.
16 E ziskibien eta a yeas, hag a zeuas e kêr, hag e kavjont an traoù evel m'en devoa lavaret dezho; hag e fichjont ar Pask.
17 Pa voe deuet an abardaez, e teuas gant an daouzek.