Mark 11:2-6

Breton(i) 2 o lavarout dezho: It d'ar vourc'h a zo dirazoc'h; ha kerkent ha ma viot aet enni, e kavot un azen yaouank stag, ma n'eus bet c'hoazh pignet den warnañ; distagit eñ, ha degasit eñ din. 3 Mar lavar unan bennak deoc'h: Perak e rit an dra-se? Lavarit: An Aotrou en deus ezhomm anezhañ. Ha raktal en lezo da vont. 4 Mont a rejont eta, hag e kavjont an azen a oa stag en-diavaez dirak an nor, etre daou hent; hag e tistagjont anezhañ. 5 Unan bennak eus ar re a oa eno a lavaras dezho: Perak e tistagit an azenig-se? 6 Int a respontas evel m'en devoa Jezuz gourc'hemennet dezho; hag e voent lezet da vont.