Luke 8:27-29

Breton(i) 27 Pa voe Jezuz diskennet d'an douar, e teuas a-raok dezhañ un den eus kêr, a oa dalc'het gant diaoulien pell a oa. Ne zouge ket a zilhad, ha ne chome ket en un ti, met er bezioù. 28 Adalek ma welas Jezuz, e krias, hag ouzh en em deurel d'e dreid, e lavaras a vouezh uhel: Petra a zo etre me ha te, Jezuz, Mab an Doue Uhelañ-Meurbet? Me az ped, na boagn ket ac'hanon. 29 Rak Jezuz a c'hourc'hemenne d'ar spered hudur mont kuit eus an den-se; en em gemeret e oa anezhañ abaoe pell a oa; e eren a raed gant chadennoù hag e ziwall a raed gant hualoù, met eñ a dorre an ereoù, hag e oa kaset gant an diaoul el lec'hioù distro.