Luke 11:21-23

Breton(i) 21 Pa ziwall un den kreñv hag armet mat e di, kement en deus a zo e peoc'h. 22 Met pa zeu unan all kreñvoc'h egetañ, e tiskar anezhañ, e tilamm digantañ e holl armoù ma fizie enno, hag e lodenn e ziwisk. 23 An hini n'emañ ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum ket ganin a stlabez.