John 5:39-47

Breton(i) 39 Furchal a rit ar Skriturioù, rak enno e kredit kaout ar vuhez peurbadus, hag int eo ar re a ro testeni ac'hanon. 40 Koulskoude c'hwi ne fell ket deoc'h dont da'm c'havout, evit kaout ar vuhez. 41 Ne dennan ket a c'hloar a-berzh an dud; 42 met gouzout a ran n'emañ ket karantez Doue ennoc'h hoc'h-unan. 43 Deuet on en anv va Zad, ha ne zegemerit ket ac'hanon; mar deu unan all en e anv e-unan, c'hwi a zegemero anezhañ. 44 Penaos e c'hellit krediñ, pa dennit ho kloar an eil digant egile, ha pa ne glaskit ket ar gloar a zeu eus Doue hepken? 45 Na soñjit ket eo me ho tamallo dirak an Tad; Moizez, an hini a esperit ennañ, eo an hini ho tamallo. 46 Rak mar kredjec'h Moizez, e kredjec'h ivez ac'hanon, rak eñ en deus skrivet diwar va fenn. 47 Met ma ne gredit ket e skridoù, penaos e kredot va c'homzoù?