Breton(i)
1 Goude-se, Jezuz en em ziskouezas adarre d'e ziskibien tost ouzh Mor Tiberiaz. En em ziskouez a reas en doare-mañ.
2 Simon-Pêr, Tomaz anvet Didim, Natanael eus Kana e Galilea, mibien Zebedea, ha daou all eus e ziskibien, a oa asambles.
3 Simon-Pêr a lavaras dezho: Mont a ran da besketa. Int a lavaras dezhañ: Ni a ya ivez ganit. Mont a rejont, hag e pignjont er vag; met ne dapjont netra en noz-se.
4 Ar mintin o vezañ deuet, Jezuz en em gavas war an aod, met an diskibien ne ouient ket e oa Jezuz.
5 Jezuz a lavaras dezho: Bugale, ha n'hoc'h eus netra da zebriñ? Int a respontas dezhañ: Nann.
6 Eñ a lavaras dezho: Taolit ar roued en tu dehou d'ar vag, hag e kavot. Teurel a rejont eta anezhi, ha ne c'hellent ken he zennañ er-maez, abalamour d'an niver bras a besked.
7 Setu perak, an diskibl a oa karet gant Jezuz a lavaras da Bêr: An Aotrou eo! Ha Simon-Pêr, oc'h anavezout e oa an Aotrou, a lakaas e sae war-c'horre (rak en noazh e oa) hag en em daolas er mor.
8 Met an diskibien all a zeuas gant ar vag, o ruzañ ar roued leun a besked, rak ne oant ket pell diouzh an douar, nemet war-dro daou-c'hant ilinad.
9 Pa voent diskennet d'an douar, e weljont glaou-bev a oa eno, ha pesked warno, ha bara.
10 Jezuz a lavaras dezho: Degasit eus ar pesked-se hoc'h eus tapet bremañ.
11 Simon-Pêr a adpignas hag a dennas ar roued d'an douar, leun gant tri hag hanter-kant pesk bras; ha petra bennak ma oa kement, ne dorre ket ar roued.
12 Jezuz a lavaras dezho: Deuit da leinañ. Hag hini ebet eus an diskibien ne grede goulenn outañ: Piv out-te? o c'houzout e oa an Aotrou.
13 Jezuz eta a dostaas, a gemeras bara, hag a roas anezhañ dezho, kenkoulz hag eus ar pesked.
14 An deirvet gwech a oa dija ma rae Jezuz en em ziskouez d'e ziskibien, goude bezañ adsavet a-douez ar re varv.
15 Goude m'o devoa leinet, Jezuz a lavaras da Simon-Pêr: Simon, mab Jona, ha karout a rez ac'hanon muioc'h eget ar re-mañ? Pêr a respontas: Ya, Aotrou, gouzout a rez penaos e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va oaned.
16 Lavarout a reas dezhañ un eil gwech: Simon, mab Jona, va c'harout a rez? Pêr a respontas dezhañ: Ya, Aotrou, te a oar penaos e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved.
17 Lavarout a reas dezhañ evit un deirvet gwech: Simon, mab Jona, va c'harout a rez? Pêr a voe glac'haret eus m'en devoa goulennet digantañ evit an deirvet gwech: Va c'harout a rez? Met eñ a lavaras dezhañ: Aotrou, anavezout a rez an holl draoù, gouzout a rez e karan ac'hanout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved.
18 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit: pa oas yaouank, te en em c'hourize da-unan hag ez aes e-lec'h ma felle dit; met pa vi kozh, ta a astenno da zaouarn, hag unan all a c'hourizo ac'hanout, hag a gaso ac'hanout e-lec'h na fello ket dit mont.
19 Met, lavarout a rae kement-se, evit merkañ dre beseurt marv Pêr a roje gloar da Zoue. Ha goude bezañ komzet evel-se, e lavaras dezhañ: Heul ac'hanon.
20 Ha Pêr, o vezañ distroet, a welas o tont war e lerc'h an diskibl a oa karet gant Jezuz, an hini a oa gourvezet war askre Jezuz e-pad ar goan, hag en devoa lavaret dezhañ: Aotrou, piv eo an hini a werzh ac'hanout?
21 Pêr eta, o vezañ e welet, a lavaras da Jezuz: Aotrou, hag hemañ, petra a erruo gantañ?
22 Jezuz a lavaras: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit? Te, heul ac'hanon.
23 Ar vrud eta en em skuilhas e-touez ar vreudeur, penaos an diskibl-se ne varvje ket. Koulskoude Jezuz n'en devoa ket lavaret dezhañ: Ne varvo ket; met: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit?