Matthew 8:24 Cross References - Breton

24 Neuze e savas ur barrad gwall-amzer bras war ar mor, en hevelep doare ma oa ar vag goloet gant ar c'hoummoù-mor. Hag eñ a gouske.

Mark 4:37-38

37 Neuze e savas un taol-avel bras, hag ar c'hoummoù-mor a yeas er vag, en hevelep doare ma leunie. 38 Eñ a oa e diadreñv ar vag, kousket war ur blueg; hag e tihunjont anezhañ o lavarout: Mestr, ha ne rez van ebet eus ma en em gollomp?

Luke 8:23

23 E-pad ma oant er vag, e kouske; un taol-avel bras a savas war al lenn, ar vag en em leunie gant an dour hag e oant e riskl bras.

John 6:17-18

17 hag o vezañ aet er vag, e fellas dezho mont en tu all d'ar mor, da Gafarnaoum; dija e oa teñval, ha Jezuz ne oa ket c'hoazh deuet d'o c'havout. 18 Dre ma oa kreñv an avel, koummoù ar mor a save.

John 11:5-6

5 Jezuz a gare Marta, hag he c'hoar, ha Lazar. 6 Koulskoude, p'en devoa klevet penaos e oa klañv, e chomas daou zevezh c'hoazh el lec'h ma oa.

John 11:15

15 Hag ez eus joa ganin abalamour deoc'h, dre ne oan ket eno evit ma kredot; met deomp d'e gavout.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.