Matthew 8:11 Cross References - Breton

11 Evel-se e lavaran deoc'h penaos e teuio meur a hini eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol, hag a vo ouzh taol e rouantelezh an neñvoù, gant Abraham, Izaak ha Jakob,

Matthew 3:2

2 Ho pet keuz, rak rouantelezh an neñvoù a zo tost.

Matthew 24:31

31 Eñ a gaso e aeled gant an trompilh tregernus, da zastum e re zibabet eus ar pevar avel, adalek ur penn eus an neñv betek ur penn all.

Luke 12:37

37 Eürus ar servijerien a vo kavet gant o mestr o veilhañ pa erruo! Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos en em c'hourizo, e lakaio anezho ouzh taol, hag e servijo anezho.

Luke 13:28-29

28 Eno e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent, pa welot Abraham, Izaak ha Jakob, hag an holl brofeded, e rouantelezh Doue, ha c'hwi taolet er-maez. 29 Hag e teuio tud eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol, eus an hanternoz hag eus ar c'hreisteiz, a vo ouzh taol e rouantelezh Doue.

Luke 14:23-24

23 Ar mestr a lavaras d'ar mevel: Kae dre an hentoù hag a-hed ar girzhier, ha gra d'ar re a zo eno mont e-barzh, evit ma vo leuniet va zi. 24 Rak lavarout a ran deoc'h, hini ebet eus ar re a zo pedet ne dañvaio eus va c'hoan.

Luke 16:22

22 En em gavout a reas ma varvas ar paour, hag e voe kaset gant an aeled en askre Abraham. Ar pinvidik a varvas ivez, hag e voe sebeliet;

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.