Matthew 27:2 Cross References - Breton

2 O vezañ e ereet, en degasjont hag en lakajont etre daouarn Poñs-Pilat, ar gouarnour.

Matthew 20:19

19 hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed, evit ober goap anezhañ, evit e skourjezañ, hag e groazstagañ, met ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.

Luke 3:1

1 Ar bemzekvet bloavezh eus impalaerded Tiberius Kezar, Poñs-Pilat o vezañ gouarner Judea, Herodez tetrark Galilea, Filip e vreur tetrark Iturea ha Trakonitiz, Lisaniaz tetrark Abilen,

Luke 13:1

1 En amzer-se, hiniennoù eus an dud en em gave eno, a lavaras da Jezuz ar pezh a oa c'hoarvezet da C'halileiz en devoa Pilat mesket o gwad gant hini o aberzhoù.

Luke 18:32-33

32 Rak lakaet e vo etre daouarn ar baganed, graet e vo goap anezhañ, dismegañset e vo, krañchet e vo outañ, 33 ha goude ma vo bet skourjezet, e vo lakaet d'ar marv, hag ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.

Luke 20:20

20 Setu perak, oc'h evezhiañ anezhañ, e kasjont dezhañ tud hag a rae an neuz da vezañ reizh, evit e dapout en e gomzoù, abalamour d'e lakaat e daouarn mestr ar vro hag e galloud ar gouarner.

John 18:12

12 Neuze ar vandenn soudarded, ar c'habiten hag an dud kaset gant ar Yuzevien a gemeras Jezuz, a ereas anezhañ,

John 18:24

24 Hag Annaz a gasas anezhañ ereet da Gaifaz ar beleg-meur.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.