Luke 5:6 Cross References - Breton

6 O vezañ en graet, e tapjont un niver bras a besked; evel ma torre o rouedoù,

John 21:6-11

6 Eñ a lavaras dezho: Taolit ar roued en tu dehou d'ar vag, hag e kavot. Teurel a rejont eta anezhi, ha ne c'hellent ken he zennañ er-maez, abalamour d'an niver bras a besked. 7 Setu perak, an diskibl a oa karet gant Jezuz a lavaras da Bêr: An Aotrou eo! Ha Simon-Pêr, oc'h anavezout e oa an Aotrou, a lakaas e sae war-c'horre (rak en noazh e oa) hag en em daolas er mor. 8 Met an diskibien all a zeuas gant ar vag, o ruzañ ar roued leun a besked, rak ne oant ket pell diouzh an douar, nemet war-dro daou-c'hant ilinad. 9 Pa voent diskennet d'an douar, e weljont glaou-bev a oa eno, ha pesked warno, ha bara. 10 Jezuz a lavaras dezho: Degasit eus ar pesked-se hoc'h eus tapet bremañ. 11 Simon-Pêr a adpignas hag a dennas ar roued d'an douar, leun gant tri hag hanter-kant pesk bras; ha petra bennak ma oa kement, ne dorre ket ar roued.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.