Luke 4 Cross References - Breton

1 Jezuz, leuniet eus ar Spered-Santel, a zistroas eus ar Jordan, hag a voe kaset gant ar Spered el lec'h distro; 2 eno e voe temptet gant an diaoul e-pad daou-ugent devezh, ha ne zebras netra e-pad an deizioù-se; goude ma voent tremenet, en devoa naon. 3 Neuze an diaoul a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, gourc'hemenn d'ar maen-mañ dont da vezañ bara. 4 Jezuz a respontas dezhañ: Skrivet eo: An den ne vevo ket a vara hepken, [met gant pep ger a zeu eus Doue]. 5 Neuze an diaoul en kasas [war ur menez uhel], a reas dezhañ gwelout en un taol holl rouantelezhioù ar bed, 6 hag a lavaras dezhañ: Reiñ a rin dit an holl c'halloud-se ha gloar ar rouantelezhioù-se, rak roet eo bet din, hag e roan anezhañ da neb a fell din. 7 Ma taoulinez eta dirazon, an holl draoù-se a vo dit. 8 Jezuz a respontas dezhañ: [A-dreñv din, Satan! Rak] skrivet eo: Azeuliñ a ri an Aotrou da Zoue, ha ne serviji nemetañ. 9 Kas a reas anezhañ ivez da Jeruzalem, hag e lakaas anezhañ war lein an templ, hag e lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, en em daol ac'han d'an traoñ, rak skrivet eo 10 e c'hourc'hemenno d'e aeled kaout evezh ouzhit, evit da ziwall, 11 ha penaos e tougint ac'hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak. 12 Jezuz a respontas dezhañ: Lavaret eo: Na dempti ket an Aotrou da Zoue. 13 An diaoul, o vezañ echuet an holl demptadur, en em dennas dioutañ evit un amzer. 14 Jezuz a zistroas da C'halilea, dindan galloud ar Spered, hag ar vrud anezhañ a redas dre an holl vro tro-war-dro. 15 Kelenn a rae en o sinagogennoù, hag e oa enoret gant an holl. 16 Jezuz a zeuas da Nazared, e-lec'h ma oa bet savet, hag ez eas, hervez e c'hiz, er sinagogenn deiz ar sabad. Sevel a reas evit lenn. 17 Neuze e voe roet dezhañ levr ar profed Izaia, hag o vezañ displeget al levr, e kavas al lec'h ma oa skrivet ennañ: 18 Spered an Aotrou a zo warnon; abalamour da-se en deus va eouliet evit prezeg an Aviel d'ar beorien; [kaset en deus ac'hanon evit yac'haat ar re o deus ar c'halon flastret,] evit embann an dasprenadur d'ar re dalc'het, ha distro ar gweled d'ar re dall, da gas er frankiz ar re gwasket, 19 ha da embann bloavezh trugarezus an Aotrou. 20 Goude bezañ pleget al levr hag e roet d'ar servijer, ec'h azezas; daoulagad an holl er sinagogenn a selle pizh outañ. 21 Neuze en em lakaas da lavarout dezho: Ar gomz-mañ eus ar Skritur a zo peurc'hraet hiziv, hag he c'hlevet hoc'h eus. 22 An holl a roe testeni dezhañ, hag a oa souezhet eus ar c'homzoù a c'hras a zeue eus e c'henou, hag e lavarent: N'eo ket hemañ mab Jozef? 23 Eñ a lavaras dezho: Hep mar e lavarot din ar c'hrennlavar-mañ: Medisin, en em yac'ha da-unan; gra ivez amañ, e-barzh da vro, kement hon eus klevet lavarout ac'h eus graet e Kafarnaoum. 24 Met eñ a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez penaos profed ebet n'eo degemeret mat en e vro. 25 Me a lavar deoc'h e gwirionez: bez' e oa kalz a intañvezed en Israel en amzer Elia, pa voe serret an neñv e-pad tri bloaz ha c'hwec'h miz, kement ken e voe un naonegezh vras dre an holl vro. 26 Koulskoude Elia ne voe ket kaset da di hini anezho, nemet da di un intañvez eus Sarepta, e Sidon. 27 Bez' e oa ivez kalz a dud lovr en Israel en amzer Elizea ar profed; koulskoude hini anezho ne oa glanaet, nemet Naaman ar Siriad. 28 An holl re a oa er sinagogenn, o klevout kement-se, a yeas droug enno. 29 Hag o vezañ savet, e kasjont anezhañ kuit eus o c'hêr, hag e lakajont anezhañ war lein ar menez ma oa savet o c'hêr warnañ, evit e deurel d'an traoñ. 30 Met eñ, o tremen dre o c'hreiz, a yeas kuit. 31 Neuze e tiskennas da Gafarnaoum, kêr eus Galilea, hag e kelenne an dud d'an deizioù ar sabad. 32 Souezhet e oant eus e gredenn, rak komz a rae gant galloud. 33 Bez' e oa er sinagogenn un den dalc'het gant ur spered a ziaoul hudur, hag a grie gant ur vouezh uhel: 34 A! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c'holl? Me a oar piv out: Sant Doue. 35 Jezuz a c'hourdrouzas anezhañ, o lavarout: Tav, ha kae eus an den-se. An diaoul, o vezañ e stlapet er c'hreiz, a yeas kuit anezhañ, hep ober droug ebet dezhañ. 36 Spouronet e voent holl, hag e lavarent etrezo: Petra eo kement-mañ? Gourc'hemenn a ra gant galloud ha nerzh d'ar speredoù hudur, hag ez eont kuit. 37 Hag ar vrud anezhañ a yeas e pep lec'h er vro tro-war-dro. 38 Jezuz, o vezañ aet er-maez eus ar sinagogenn, a yeas e ti Simon. Mamm-gaer Simon he devoa ur gwall derzhienn, hag e pedjont anezhañ eviti. 39 O vezañ eta aet a-us dezhi, e c'hourc'hemennas d'an derzhienn paouez, hag an derzhienn a yeas kuit diouti; kerkent, hi a savas hag a servijas anezho. 40 Pa voe kuzhet an heol, an holl re o devoa re glañv dalc'het gant meur a gleñvedoù, o degase dezhañ; eñ a yac'hae anezho holl en ur lakaat e zaouarn war bep hini anezho. 41 An diaoulien ivez a yae er-maez eus kalz, o krial hag o lavarout: Te eo [ar C'hrist,] Mab Doue; met eñ o gourdrouze, ha ne leze ket anezho da lavarout e ouient e oa ar C'hrist 42 Adalek ma teuas an deiz, ez eas d'ul lec'h distro; ur bobl vras en klaske hag a zeuas betek ennañ, hag a c'hoantae en derc'hel, evit n'o c'huitaje ket. 43 Met eñ a lavaras dezho: Ret eo din ivez prezeg keloù mat rouantelezh Doue d'ar c'hêrioù all, rak evit-se eo on bet kaset. 44 Hag e prezege e sinagogennoù Galilea.

Matthew 3:16

16 Ha goude ma oa bet badezet Jezuz, e savas raktal eus an dour; ha setu, an neñvoù a oa digoret a-us dezhañ, hag e welas Spered Doue, e doare ur goulm, o tiskenn warnañ.

Matthew 4:1-11

1 Neuze Jezuz a voe kaset gant ar Spered el lec'h distro, evit bezañ temptet gant an diaoul. 2 Goude m'en devoe yunet daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, en devoe naon. 3 An tempter, o vezañ tostaet outañ, a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, gourc'hemenn d'ar mein-se dont da vezañ bara. 4 Met eñ a respontas: Skrivet eo: An den ne vevo ket a vara hepken, met gant pep ger a zeu eus genou Doue. 5 Neuze an diaoul en kasas er gêr santel, a lakaas anezhañ war lein an templ, 6 hag a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, en em daol d'an traoñ, rak skrivet eo: Gourc'hemenn a raio d'e aeled kaout evezh ouzhit, ha: dougen a raint ac'hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak. 7 Jezuz a respontas dezhañ: Skrivet eo ivez: Na dempti ket an Aotrou da Zoue. 8 An diaoul en kasas c'hoazh war ur menez uhel meurbet, a ziskouezas dezhañ holl rouantelezhioù ar bed hag o gloar, 9 hag a lavaras dezhañ: An holl draoù-se a roin dit, mar daoulinez da'm azeuliñ. 10 Jezuz a respontas dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak skrivet eo: Azeuliñ a ri an Aotrou da Zoue, ha ne serviji nemetañ. 11 Neuze an diaoul en lezas; ha setu, aeled a zeuas hag a servijas anezhañ.

Mark 1:12-13

12 Ha raktal ar Spered a gasas Jezuz el lec'h distro. 13 Hag e voe el lec'h distro daou-ugent devezh, o vezañ temptet gant Satan; eno e oa gant al loened gouez, hag an aeled a servije anezhañ.

Luke 2:27

27 Dont a reas en templ dre ar Spered, hag evel ma oa an tad hag ar vamm o tegas ar bugel bihan Jezuz, evit ober en e geñver hervez giz al lezenn,

Luke 3:3

3 Yann a zeuas en holl vro war-dro ar Jordan, o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec'hedoù,

Luke 3:21-22

21 Evel ma rae an holl bobl en em vadeziñ gantañ, Jezuz a voe ivez badezet; hag e-pad ma pede, an neñv a zigoras, 22 hag ar Spered-Santel a ziskennas warnañ e doare ur c'horf, evel hini ur goulm; hag ur vouezh a zeuas eus an neñv, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.

Luke 4:14

14 Jezuz a zistroas da C'halilea, dindan galloud ar Spered, hag ar vrud anezhañ a redas dre an holl vro tro-war-dro.

Luke 4:18

18 Spered an Aotrou a zo warnon; abalamour da-se en deus va eouliet evit prezeg an Aviel d'ar beorien; [kaset en deus ac'hanon evit yac'haat ar re o deus ar c'halon flastret,] evit embann an dasprenadur d'ar re dalc'het, ha distro ar gweled d'ar re dall, da gas er frankiz ar re gwasket,

John 1:32

32 Yann a roas c'hoazh an testeni-mañ, o lavarout: Gwelet em eus ar Spered o tiskenn eus an neñv evel ur goulm, hag o tont warnañ.

John 3:34

34 Rak an hini en deus Doue kaset a lavar komzoù Doue, rak Doue ne ro ket dezhañ ar Spered dre vuzul.

Matthew 4:2

2 Goude m'en devoe yunet daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, en devoe naon.

Matthew 21:18

18 Da vintin, evel ma tistroe e kêr, en devoe naon.

John 4:6

6 Eno e oa puñs Jakob. Jezuz eta, skuizh gant an hent, a azezas e-kichen ar puñs; war-dro ar c'hwec'hvet eur e oa.

Matthew 4:3

3 An tempter, o vezañ tostaet outañ, a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, gourc'hemenn d'ar mein-se dont da vezañ bara.

Luke 3:22

22 hag ar Spered-Santel a ziskennas warnañ e doare ur c'horf, evel hini ur goulm; hag ur vouezh a zeuas eus an neñv, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.

Matthew 4:4

4 Met eñ a respontas: Skrivet eo: An den ne vevo ket a vara hepken, met gant pep ger a zeu eus genou Doue.

Matthew 6:25-26

25 Abalamour da-se e lavaran deoc'h: Na vezit ket nec'het evit ho puhez, petra a zebrot ha petra a evot, nag evit ho korf, gant petra e viot gwisket. Ar vuhez, ha n'eo ket muioc'h eget ar boued, hag ar c'horf, muioc'h eget an dilhad? 26 Sellit ouzh laboused an neñv: ne hadont ha ne vedont ket, ne zastumont netra er solieroù, hag ho Tad neñvel a vag anezho. Ha ne dalvezit ket kalz muioc'h egeto?

Matthew 6:31

31 Na vezit ket nec'het, o lavarout: Petra a zebrimp? Petra a evimp? Gant petra en em wiskimp?

Luke 4:8

8 Jezuz a respontas dezhañ: [A-dreñv din, Satan! Rak] skrivet eo: Azeuliñ a ri an Aotrou da Zoue, ha ne serviji nemetañ.

Luke 4:10

10 e c'hourc'hemenno d'e aeled kaout evezh ouzhit, evit da ziwall,

Luke 22:35

35 Neuze e lavaras dezho: Pa em eus ho kaset hep yalc'h, hep sac'h, hag hep botoù, daoust hag un dra bennak a zo bet manket deoc'h? Int a respontas: Netra.

John 10:34-35

34 Jezuz a respontas dezho: N'eo ket skrivet en ho lezenn: Lavaret em eus: C'hwi a zo doueed? 35 Mar he deus eta galvet doueed ar re ma oa ger Doue kaset dezho (hag ar Skritur ne c'hell ket bezañ torret),

Matthew 4:8

8 An diaoul en kasas c'hoazh war ur menez uhel meurbet, a ziskouezas dezhañ holl rouantelezhioù ar bed hag o gloar,

Matthew 24:14

14 An Aviel-mañ eus ar rouantelezh a vo prezeget er bed a-bezh, evit reiñ testeni d'an holl bobloù; neuze e teuio ar fin.

Mark 4:8-9

8 Ul lodenn all a gouezhas en douar mat hag e roas frouezh, o sevel hag o kreskiñ, en hevelep doare ma roas ur c'hreunenn tregont, unan all tri-ugent, hag unan all kant. 9 Hag e lavaras dezho: ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.

John 8:44

44 Ho tad, a ziskennit anezhañ, eo an diaoul, ha c'hwi a fell deoc'h ober c'hoantoù ho tad. Lazher-den eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n'en deus ket kendalc'het er wirionez, dre ma n'eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar ar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo, ha tad d'ar gaou.

John 12:31

31 Bremañ en em ra barnedigezh ar bed-mañ; bremañ priñs ar bed-mañ a vo taolet er-maez.

John 14:30

30 Ne gomzin ken kalz ganeoc'h, rak priñs ar bed-mañ a zeu; ha n'en deus netra ennon.

Matthew 2:11

11 O vezañ aet en ti, e kavjont ar bugel gant Mari e vamm, hag, oc'h en em stouiñ d'an douar, ec'h azeuljont anezhañ; ha goude bezañ digoret o zeñzorioù, e kinnigjont dezhañ profoù: aour, ezañs ha mir.

Luke 8:28

28 Adalek ma welas Jezuz, e krias, hag ouzh en em deurel d'e dreid, e lavaras a vouezh uhel: Petra a zo etre me ha te, Jezuz, Mab an Doue Uhelañ-Meurbet? Me az ped, na boagn ket ac'hanon.

Luke 17:16

16 Hag en em daolas ouzh treid Jezuz, e c'henou d'an douar, o trugarekaat. Hemañ a oa Samaritan.

Matthew 4:10

10 Jezuz a respontas dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak skrivet eo: Azeuliñ a ri an Aotrou da Zoue, ha ne serviji nemetañ.

Matthew 16:23

23 Met Jezuz, o tistreiñ, a lavaras da Bêr: A-dreñv din, Satan! Ur skouer fall out din, rak da soñjezonoù n'emaint ket war an traoù a sell ouzh Doue, met war an traoù a sell ouzh an dud.

Luke 4:4

4 Jezuz a respontas dezhañ: Skrivet eo: An den ne vevo ket a vara hepken, [met gant pep ger a zeu eus Doue]. 5 Neuze an diaoul en kasas er gêr santel, a lakaas anezhañ war lein an templ, 6 hag a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, en em daol d'an traoñ, rak skrivet eo: Gourc'hemenn a raio d'e aeled kaout evezh ouzhit, ha: dougen a raint ac'hanout etre o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen bennak.

Matthew 8:29

29 Ha setu e krijont en ur lavarout: Petra a zo etre ni ha te, Jezuz, Mab Doue? Ha deuet out amañ evit hor poaniañ a-raok an amzer?

Luke 4:3

3 Neuze an diaoul a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, gourc'hemenn d'ar maen-mañ dont da vezañ bara.

Matthew 4:7

7 Jezuz a respontas dezhañ: Skrivet eo ivez: Na dempti ket an Aotrou da Zoue.

Matthew 4:11

11 Neuze an diaoul en lezas; ha setu, aeled a zeuas hag a servijas anezhañ. 12 Met pa glevas Jezuz e oa bet lakaet Yann er prizon, en em dennas e Galilea.

Matthew 4:23-25

23 Jezuz a valeas dre holl C'halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, hag o yac'haat kement kleñved ha kement mac'hagn a oa e-touez ar bobl. 24 Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re dalc'het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re dalc'het gant diaoulien, re loariek, re seizet, hag eñ a yac'hae anezho. 25 Ul lod bras a dud a heulie anezhañ eus Galilea, eus Dekapoliz, eus Jeruzalem, eus Judea, hag eus an tu all d'ar Jordan.

Matthew 9:26

26 Ar vrud a gement-se a yeas dre an holl vro.

Mark 1:14

14 Met goude ma voe bet lakaet Yann er prizon, Jezuz a yeas e Galilea, o prezeg Aviel rouantelezh Doue,

Mark 1:28

28 Hag ar vrud anezhañ en em skuilhas kerkent en holl vro en-dro da C'halilea.

Luke 4:37

37 Hag ar vrud anezhañ a yeas e pep lec'h er vro tro-war-dro.

John 4:43

43 Daou zevezh goude, ez eas kuit ac'hano, evit mont e Galilea,

Matthew 4:23

23 Jezuz a valeas dre holl C'halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, hag o yac'haat kement kleñved ha kement mac'hagn a oa e-touez ar bobl.

Matthew 9:8

8 Ar bobl, o vezañ gwelet kement-se, a voe souezhet, hag a roas gloar da Zoue m'en devoa roet un hevelep galloud d'an dud.

Matthew 9:35

35 Jezuz a yae tro-war-dro er c'hêrioù hag er bourc'hioù, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, hag o pareañ pep kleñved ha pep mac'hagn e-touez ar bobl.

Matthew 13:54

54 O vezañ deuet en e vro, e kelenne anezho er sinagogenn, en hevelep doare ma oant souezhet ha ma lavarent: A belec'h e teu dezhañ ar furnez hag ar mirakloù-se?

Mark 1:27

27 Souezhet bras e voent holl, en hevelep doare ma en em c'houlennent etrezo: Petra eo kement-mañ? Petra eo ar gredenn nevez-mañ? Rak gant galloud e c'hourc'hemenn, memes d'ar speredoù hudur, hag e sentont outañ.

Mark 1:39

39 Hag e prezege en o sinagogennoù, dre an holl C'halilea, hag e kase kuit an diaoulien.

Mark 1:45

45 Met an den-mañ, o vezañ aet kuit, en em lakaas da zisklêriañ uhel an dra ha da skuilhañ ar vrud aze, en hevelep doare na c'helle mui Jezuz mont e kêr dirak an holl; met en em zerc'hel a rae er-maez el lec'hioù distro, hag a bep tu e teued d'e gavout.

Luke 4:16

16 Jezuz a zeuas da Nazared, e-lec'h ma oa bet savet, hag ez eas, hervez e c'hiz, er sinagogenn deiz ar sabad. Sevel a reas evit lenn.

Luke 13:10

10 Evel ma kelenne Jezuz en ur sinagogenn un deiz sabad,

Matthew 2:23

23 Chom a reas en ur gêr anvet Nazared, evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded: Galvet e vo Nazaredad.

Matthew 13:54-55

54 O vezañ deuet en e vro, e kelenne anezho er sinagogenn, en hevelep doare ma oant souezhet ha ma lavarent: A belec'h e teu dezhañ ar furnez hag ar mirakloù-se? 55 Ha n'eo ket mab ar c'halvez? Ha n'eo ket Mari eo e vamm? Jakez, Jozez, Simon ha Jud, ha n'int ket e vreudeur?

Mark 6:1-3

1 Jezuz, o vezañ aet ac'hano, a zeuas en e vro, hag e ziskibien a heulias anezhañ. 2 Pa zeuas ar sabad, en em lakaas de gelenn er sinagogenn; kalz eus ar re en kleve, a oa souezhet hag a lavare: A belec'h e teu an traoù-se d'an den-mañ? Petra eo ar furnez-se a zo bet roet dezhañ, hag ar mirakloù bras en em ra dre e zaouarn? 3 Ha n'eo ket eñ ar c'halvez, mab Mari, breur Jakez, Jozez, Jud ha Simon? E c'hoarezed, ha n'emaint ket amañ en hon touez? Hag e kavent tamall ennañ.

Luke 1:26-27

26 Er c'hwec'hvet miz, Doue a gasas an ael Gabriel en ur gêr a C'halilea galvet Nazared, 27 d'ur werc'hez a zlee dimeziñ d'un den anvet Jozef, eus tiegezh David; ar werc'hez-se a oa anvet Mari.

Luke 2:39

39 Goude m'o devoe graet pep tra hervez lezenn an Aotrou, e tistrojont e Galilea, da Nazared, o c'hêr.

Luke 2:42

42 P'en devoe Jezuz daouzek vloaz, e pignjont da Jeruzalem, hervez giz ar gouel.

Luke 2:51

51 Mont a reas neuze ganto hag e teuas da Nazared, hag e touje dezho. E vamm a vire an holl draoù-se en he c'halon.

Luke 4:15

15 Kelenn a rae en o sinagogennoù, hag e oa enoret gant an holl.

Luke 4:21

21 Neuze en em lakaas da lavarout dezho: Ar gomz-mañ eus ar Skritur a zo peurc'hraet hiziv, hag he c'hlevet hoc'h eus.

John 18:20

20 Jezuz a respontas dezhañ: Komzet em eus sklaer d'an dud; atav em eus kelennet er sinagogenn hag en templ, e-lec'h m'en em zastum ar Yuzevien eus a bep lec'h, ha ne'm eus lavaret netra e-kuzh.

Luke 20:42

42 David e-unan a lavar e levr ar Salmoù: An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din,

Matthew 4:16

16 ar bobl a oa azezet en deñvalijenn, he deus gwelet ur sklêrijenn vras; hag ar sklêrijenn a zo savet war ar re a oa azezet e bro hag e skeud ar marv.

Matthew 5:3

3 Eürus ar re baour er spered, rak rouantelezh an neñvoù a zo dezho!

Matthew 9:27-30

27 Evel ma'z ae Jezuz pelloc'h, daou zen dall en heulias, o krial hag o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Mab David! 28 Pa voe deuet en ti, an dud dall-mañ a zeuas d'e gavout; eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi a gred e c'hellfen ober kement-se? Ya, Aotrou! emezo. 29 Neuze e stokas ouzh o daoulagad, en ur lavarout: Ra vo graet deoc'h hervez ho feiz. 30 Hag o daoulagad a voe digoret; Jezuz a reas dezho an difenn start-mañ: Diwallit na ouefe den an dra-se.

Matthew 11:5

5 ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, ar c'heloù mat a zo prezeget d'ar beorien.

Matthew 12:20

20 ne frigaso ket ar raosklenn dorret, ha ne vougo ket al lutigenn a zivoged c'hoazh, ken en devo lakaet ar reizhder da drec'hiñ;

Luke 6:20

20 Neuze Jezuz a savas e zaoulagad war e ziskibien, o lavarout: Eürus oc'h, c'hwi a zo paour, rak rouantelezh Doue a zo deoc'h!

Luke 7:22

22 Neuze en ur respont, e lavaras dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh hoc'h eus gwelet ha klevet: ar re dall a wel, ar re gamm a vale, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, ar c'helou mat a zo prezeget d'ar beorien.

John 1:41

41 Andrev a gavas da gentañ Simon e vreur, hag a lavaras dezhañ: Ni hon eus kavet ar Mesiaz (da lavarout eo ar C'hrist, an Eouliet).

John 9:39-41

39 Ha Jezuz a lavaras: Me a zo deuet er bed-mañ da varn, evit ma welo ar re na welont ket, ha ma teuio dall ar re a wel. 40 Hag hiniennoù eus ar farizianed a oa gantañ, o klevout kement-se, a lavaras dezhañ: Ha ni, bez' omp-ni ivez dall? 41 Jezuz a lavaras dezho: Ma vijec'h dall, n'ho pije ket a bec'hed; met bremañ e lavarit: Gwelout a reomp; abalamour da gement-se ho pec'hed a chom.

John 12:46

46 Me a zo deuet er bed evel sklêrijenn, evit na chomo ket en deñvalijenn an neb a gred ennon.

Luke 19:42

42 O! Ma ez pije anavezet, te ivez, da vihanañ en deiz-mañ a zo roet dit, an traoù a sell ouzh da beoc'h! Met bremañ, kuzhet int da'z taoulagad.

Matthew 5:1-2

1 O welout ar bobl-se, Jezuz a bignas war ur menez, hag, o vezañ azezet, e ziskibien a dostaas outañ. 2 O tigeriñ e c'henou, e kelenne anezho, en ur lavarout:

Matthew 13:1-2

1 An devezh-se, Jezuz, o vezañ aet er-maez eus an ti, a azezas e-tal ar mor. 2 Ur bobl vras o vezañ en em zastumet en e gichen, e pignas en ur vag hag ec'h azezas; an holl bobl a chomas war an aod.

Matthew 20:26-28

26 Ne vo ket evel-se en ho touez; met piv bennak a fello dezhañ bezañ bras en ho touez, a vo ho servijer. 27 Ha piv bennak a fello dezhañ bezañ ar c'hentañ en ho touez, a vo ho mevel. 28 Evel-se eo deuet Mab an den, neket evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.

Matthew 26:55

55 D'an ampoent-se, Jezuz a lavaras d'ar vandenn-se: Deuet oc'h er-maez evel war-lerc'h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiñ ennon. Bemdez e oan azezet en ho touez, o kelenn en templ, ha n'hoc'h eus ket va c'hemeret.

Luke 4:17

17 Neuze e voe roet dezhañ levr ar profed Izaia, hag o vezañ displeget al levr, e kavas al lec'h ma oa skrivet ennañ:

Luke 5:3

3 Pignat a reas en unan eus ar bagoù-se, hini a oa da Simon, hag e pedas anezhañ da bellaat un tamm diouzh an douar; o vezañ azezet, e kelenne ar bobl diwar ar vag.

Luke 19:48

48 Met ne ouient ket petra d'ober, rak an holl bobl en em stage ouzh e gomzoù.

John 8:2

2 Da c'houlou-deiz e tistroas adarre d'an templ, hag an holl bobl a zeuas d'e gavout; o vezañ azezet e kelenne anezho.

Matthew 13:14

14 Evito eo peurc'hraet an diougan-mañ lavaret gant Izaia: C'hwi a glevo gant ho tivskouarn, ha ne gomprenot ket. C'hwi a sello gant ho taoulagad, ha ne welot ket.

Luke 10:23-24

23 Hag, o tistreiñ ouzh e ziskibien, e lavaras dezho, a-du: Eürus eo an daoulagad a wel ar pezh a welit! 24 Rak, me a lavar deoc'h, kalz a brofeded hag a rouaned o deus c'hoantaet gwelout ar pezh a welit ha n'o deus ket e welout, ha klevout ar pezh a glevit ha n'o deus ket e glevout.

John 4:25-26

25 Ar wreg a lavaras dezhañ: Gouzout a ran penaos ar Mesiaz, an hini a c'halver Krist, a dle dont; pa vo-eñ deuet, e tisklêrio deomp an holl draoù. 26 Jezuz a lavaras dezhi: Me eo, me, an hini a gomz ouzhit.

John 5:39

39 Furchal a rit ar Skriturioù, rak enno e kredit kaout ar vuhez peurbadus, hag int eo ar re a ro testeni ac'hanon.

Matthew 13:54-56

54 O vezañ deuet en e vro, e kelenne anezho er sinagogenn, en hevelep doare ma oant souezhet ha ma lavarent: A belec'h e teu dezhañ ar furnez hag ar mirakloù-se? 55 Ha n'eo ket mab ar c'halvez? Ha n'eo ket Mari eo e vamm? Jakez, Jozez, Simon ha Jud, ha n'int ket e vreudeur? 56 E c'hoarezed, ha n'emaint ket holl en hon touez? A belec'h eta e teu dezhañ an holl draoù-se?

Luke 2:47

47 Kement hini a gleve anezhañ a oa souezhet gant e furnez hag e respontoù.

Luke 21:15

15 rak me a roio deoc'h ur genou hag ur furnez na c'hellint respont netra hoc'h holl enebourien dezho.

John 6:42

42 Hag e lavarent: N'eo ket hemañ Jezuz, mab Jozef, a anavezomp e dad hag e vamm? Penaos eta e lavar: Me a zo diskennet eus an neñv?

John 7:46

46 Ar serjanted a respontas: Biskoazh den n'en deus komzet evel an den-se.

Matthew 4:13

13 O vezañ kuitaet Nazared, e teuas da chom e Kafarnaoum, kêr arvorek, war harzoù Zabulon ha Neftali,

Matthew 11:23-24

23 Ha te, Kafarnaoum, te a zo bet savet betek an neñv, izelaet e vi betek lec'h ar marv; rak mar vije bet graet e Sodom ar mirakloù a zo bet graet ez kreiz, e vije c'hoazh hiziv en he sav. 24 Setu perak, en lavaran deoc'h, e deiz ar varn, e vo dousoc'h da Vro-Sodom, eget dit.

Mark 1:21-28

21 Goude-se ez ejont e Kafarnaoum; Jezuz, o vezañ da gentañ aet er sinagogenn deiz ar Sabad, a gelenne enni. 22 Hag e oant souezhet eus e gelenn; rak o deskiñ a rae evel o kaout galloud, ha neket evel ar skribed. 23 Neuze, en em gavas er sinagogenn un den dalc'het gant ur spered hudur hag a grias, o lavarout: 24 Ah! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Deuet out evit hor c'holl? Me a oar piv out: Sant Doue. 25 Jezuz a c'hourdrouzas anezhañ o lavarout: Tav, ha kae eus an den-se. 26 Neuze ar spered hudur en hejas start hag o leuskel ur griadenn vras, a yeas kuit outañ. 27 Souezhet bras e voent holl, en hevelep doare ma en em c'houlennent etrezo: Petra eo kement-mañ? Petra eo ar gredenn nevez-mañ? Rak gant galloud e c'hourc'hemenn, memes d'ar speredoù hudur, hag e sentont outañ. 28 Hag ar vrud anezhañ en em skuilhas kerkent en holl vro en-dro da C'halilea.

Mark 2:1-12

1 Un devezh bennak goude, Jezuz a zistroas da Gafarnaoum, hag e voe klevet e oa en ti. 2 Ha kerkent kement a dud en em zastumas eno, en hevelep doare ma ne oa ket a lec'h a-walc'h dirak an nor evit o derc'hel; eñ a brezege dezho ger Doue. 3 Neuze e teuas d'e gavout tud o tegas dezhañ un den seizet, douget gant pevar den. 4 Met evel na c'hellent ket tostaat ouzh an nor abalamour d'an dud niverus, e tistojont an ti ma oa ennañ; hag o vezañ e doullet, e tiskennjont ar gwele war ma oa gourvezet an den seizet warnañ. 5 Neuze Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d'an den seizet: Va mab, da bec'hedoù a zo pardonet dit. 6 Ur re eus ar skribed a oa azezet eno, a soñje en o c'halonoù: 7 Perak e lavar hemañ gwallgomzoù? Piv a c'hell pardoniñ ar pec'hedoù nemet Doue hepken? 8 Jezuz, o vezañ anavezet raktal dre e spered e lavarent evel-se enno o-unan, a lavaras dezho: Perak hoc'h eus ar soñjoù-se en ho kalonoù? 9 Petra eo an aesoc'h, lavarout d'an den seizet- mañ: Da bec'hedoù a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav, kemer da wele, ha bale? 10 Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec'hedoù, -e lavaras d'an den seizet-: 11 Me a lavar dit, sav, kemer da wele, ha kae da'z ti. 12 Ha kerkent e savas, hag o vezañ kemeret e wele, ez eas er-maez, dirak an holl, en hevelep doare ma oant holl souezhet, ha ma roent gloar da Zoue, o lavarout: Biskoazh n'hon eus gwelet kemend-all.

Mark 6:1

1 Jezuz, o vezañ aet ac'hano, a zeuas en e vro, hag e ziskibien a heulias anezhañ.

Luke 6:42

42 Pe, penaos e c'hellez lavarout da'z preur: Va breur, va lez da zilemel ar blouzenn a zo e-barzh da lagad, te na welez ket an treust ez hini? Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn a zo e lagad da vreur.

John 2:3-4

3 Ar gwin o vezañ manket, mamm Jezuz a lavaras dezhañ: N'o deus ken a win. 4 Jezuz a respontas dezhi: Gwreg, petra a zo etre te ha me? Va eur n'eo ket c'hoazh deuet.

John 4:28

28 Neuze ar wreg a lezas he fod-dour, a yeas e kêr, hag a lavaras d'an dud:

John 4:46-53

46 Jezuz a zeuas eta a-nevez da Gana e Galilea, e-lec'h m'en devoa graet gwin gant dour. Ha, bez' e oa e Kafarnaoum un Aotrou a di ar roue a oa klañv e vab. 47 An den-mañ, o vezañ anavezet penaos Jezuz a oa deuet eus Judea da C'halilea, a yeas d'e gavout hag a bedas anezhañ da ziskenn evit yac'haat e vab, rak mont a rae da vervel. 48 Jezuz a lavaras: Ma ne welit ket a sinoù hag a virakloù, ne gredit ket. 49 An Aotrou-mañ a di ar roue a lavaras dezhañ: Aotrou, diskenn, a-raok ma varvo va bugel. 50 Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, da vab a vev. An den-mañ a gredas ar pezh en devoa Jezuz lavaret dezhañ, hag a yeas kuit. 51 Evel ma tiskenne, e vevelien a zeuas a-raok dezhañ, hag a lavaras dezhañ: Da vab a vev. 52 Eñ a c'houlennas outo da bet eur e oa en em gavet gwelloc'h. Hag int a lavaras dezhañ: Dec'h d'ar seizhvet eur, an derzhienn a guitaas anezhañ. 53 Hag an tad a anavezas e oa d'an eur-se en devoa Jezuz lavaret dezhañ: Da vab a vev; hag e kredas, eñ hag holl dud e di.

John 7:3-4

3 E vreudeur a lavaras dezhañ: Kae ac'han, ha kae e Judea, evit ma welo ivez da ziskibien an oberoù a rez. 4 Rak den ne ra netra e-kuzh, pa glask bezañ anavezet. Mar rez an traoù-se, en em ziskouez da-unan d'ar bed.

Matthew 13:57

57 Hag e kavent tamall ennañ. Met Jezuz a lavaras dezho: Ur profed n'eo disprizet nemet en e vro hag en e di e-unan.

Mark 6:4-5

4 Met Jezuz a lavaras dezho: Ur profed n'eo disprizet nemet en e vro, e-touez e gerent hag ar re eus e di e-unan. 5 Ne c'hellas ober eno mirakl ebet, nemet e yac'haas un nebeud tud klañv, en ur lakaat e zaouarn warno.

John 4:41

41 Hag un niver brasoc'h a gredas abalamour d'e gelennadurezh.

John 4:44

44 rak Jezuz e-unan en devoa disklêriet penaos ur profed n'eo ket enoret en e vro.

Matthew 20:15

15 Ha ne c'hellan ket ober ar pezh a fell din eus va madoù? Pe daoust ha da lagad a zo fall abalamour ma'z on mat?

Mark 7:26-29

26 Ar wreg-mañ a oa gresian, ha sirofenikian a bobl; hag e pedas anezhañ da gas an diaoul kuit eus he merc'h. 27 Jezuz a lavaras dezhi: Lez da gentañ ar vugale da gaout o gwalc'h; rak n'eo ket mat kemer bara ar vugale, hag e deurel d'ar chas bihan. 28 Met hi a respontas hag a lavaras dezhañ: Gwir eo, Aotrou; koulskoude ar chas bihan a zebr, dindan an daol, bruzun ar vugale. 29 Neuze eñ a lavaras dezhi: Abalamour d'ar gomz-se, kae, an diaoul a zo aet eus da verc'h.

Luke 10:21

21 En eur-se, Jezuz a dridas gant levenez er Spered-Santel hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar ma ec'h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec'h eus o disklêriet d'ar vugale! Ya, o Tad, kement-se a zo evel-se dre ma ec'h eus e gavet mat.

Matthew 11:21

21 Gwalleur dit, Korazin! Gwalleur dit, Betsaida! Rak ma vije bet graet e Tir hag e Sidon ar mirakloù a zo bet graet ennoc'h, pell zo e vijent kaout keuz, o kemer ar sac'h hag al ludu.

Matthew 12:4

4 Penaos ez eas e ti Doue, hag e tebras baraoù a ginnig, a oa arabat dezhañ o debriñ, kennebeut d'ar re a oa gantañ, met d'ar veleien hepken?

John 17:12

12 E-pad ma oan ganto er bed, e tiwallen anezho ez anv. Miret em eus ar re ac'h eus roet din, hag hini ebet anezho n'eo en em gollet, nemet mab ar gollidigezh, evit ma vije ar Skritur peurc'hraet.

Luke 6:11

11 Int a voe leuniet a fulor, hag en em guzulient war ar pezh a c'helljent ober da Jezuz.

Luke 11:53-54

53 Hag evel ma lavare an traoù-se dezho, ar skribed hag ar farizianed en em lakaas d'e waskañ start, ha d'ober dezhañ komz war galz a draoù, 54 o stignañ pechoù dezhañ, hag o klask pakañ un dra bennak eus e c'henoù [evit e damall].

John 8:37

37 Gouzout a ran oc'h lignez Abraham, met c'hwi a glask va lazhañ abalamour na gav ket va ger a zigor en ho kalon.

John 8:40

40 Met bremañ, c'hwi a glask va lazhañ, me, un den en deus lavaret deoc'h ar wirionez am eus desket gant Doue; Abraham n'en deus ket graet kement-se.

John 8:59

59 Neuze e kemerjont mein evit o zeurel gantañ; met Jezuz en em guzhas hag a yeas er-maez eus an templ [o tremen dre o c'hreiz, hag evel-se ez eas kuit].

John 15:24-25

24 Ma ne'm bije ket graet en o zouez an oberoù n'en deus graet hini all ebet, n'o dije ket a bec'hed; met bremañ o deus o gwelet, hag o deus kasaet ac'hanon ha va Zad ivez. 25 Met kement-se a zo evit ma vo peurc'hraet ar ger a zo skrivet en o lezenn: Va c'hasaet o deus hep abeg.

John 10:39

39 Klask a raent eta c'hoazh kregiñ ennañ, met en em dennañ a reas eus o daouarn.

John 18:6-7

6 Kerkent m'en devoa lavaret dezho: Me eo, e teujont a-dreñv, hag e kouezhjont d'an douar. 7 Goulenn a reas c'hoazh ur wech outo: Piv a glaskit? Hag int a respontas: Jezuz a Nazared.

Matthew 10:23

23 Pa viot gwallgaset en ur gêr, tec'hit d'un all; me a lavar deoc'h e gwirionez, n'ho po ket echuet da vont dre holl gêrioù Israel, ma vo deuet Mab an den.

Luke 4:23

23 Eñ a lavaras dezho: Hep mar e lavarot din ar c'hrennlavar-mañ: Medisin, en em yac'ha da-unan; gra ivez amañ, e-barzh da vro, kement hon eus klevet lavarout ac'h eus graet e Kafarnaoum.

Matthew 7:28-29

28 P'en devoe Jezuz peurlavaret ar c'homzoù-mañ, ar bobl a oa souezhet gant e gelennadurezh, 29 rak o deskiñ a rae evel unan a oa galloud gantañ, ha neket evel ar skribed.

Mark 1:22

22 Hag e oant souezhet eus e gelenn; rak o deskiñ a rae evel o kaout galloud, ha neket evel ar skribed.

Luke 4:36

36 Spouronet e voent holl, hag e lavarent etrezo: Petra eo kement-mañ? Gourc'hemenn a ra gant galloud ha nerzh d'ar speredoù hudur, hag ez eont kuit.

John 6:63

63 Ar spered eo a vuhezeka; ar c'hig ne servij da netra. Ar gerioù a lavaran deoc'h a zo spered ha buhez.

Mark 1:23

23 Neuze, en em gavas er sinagogenn un den dalc'het gant ur spered hudur hag a grias, o lavarout: 24 Ah! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Deuet out evit hor c'holl? Me a oar piv out: Sant Doue.

Mark 1:34

34 Hag e yac'haas kalz a dud klañv eus meur a gleñved, hag e kasas kuit meur a ziaoul, o tifenn outo lavarout ec'h anavezent anezhañ.

Mark 5:7

7 hag e lavaras, o krial a vouezh uhel: Petra a zo etre te ha me, Jezuz, Mab an Doue uhel-meurbet? Da bediñ a ran dre anv Doue, na boagn ket ac'hanon.

Luke 1:35

35 An ael a respontas dezhi: Ar Spered-Santel a zeuio warnout, ha galloud an Uhelañ-Meurbet a c'holoio ac'hanout gant e skeud; dre-se ar bugel santel a vo ganet ac'hanout a vo galvet Mab Doue.

Luke 4:41

41 An diaoulien ivez a yae er-maez eus kalz, o krial hag o lavarout: Te eo [ar C'hrist,] Mab Doue; met eñ o gourdrouze, ha ne leze ket anezho da lavarout e ouient e oa ar C'hrist

Luke 8:37

37 Holl dud bro ar C'hadareniz en pedas da bellaat diouto, rak kroget e oa ur spont vras enno. Mont a reas eta er vag evit distreiñ.

Matthew 8:26

26 Neuze e lavaras dezho: Perak hoc'h eus aon, tud a nebeut a feiz? Neuze, o vezañ savet, e c'hourc'hemennas an avelioù hag ar mor, hag e voe ur sioulder bras.

Matthew 17:18

18 Jezuz a c'hourdrouzas an diaoul, hag ez eas er-maez anezhañ; ar bugel a voe yac'haet war an eur memes.

Mark 1:26

26 Neuze ar spered hudur en hejas start hag o leuskel ur griadenn vras, a yeas kuit outañ.

Mark 3:11-12

11 Ha pa wele an speredoù hudur anezhañ, e taoulinent dirazañ hag e krient: Te eo Mab Doue! 12 Met eñ a c'hourc'hemenne start dezho na zisklêrjent ket anezhañ.

Mark 9:26

26 Ar spered a yeas kuit, o tifretañ anezhañ gant nerzh hag o leuskel ur griadenn vras; ar bugel a zeuas evel marv, en hevelep doare ma lavare meur a hini: Marv eo.

Luke 4:39

39 O vezañ eta aet a-us dezhi, e c'hourc'hemennas d'an derzhienn paouez, hag an derzhienn a yeas kuit diouti; kerkent, hi a savas hag a servijas anezho.

Luke 8:24

24 Neuze e teujont d'e gavout, hag en dihunjont, o lavarout: Mestr, mestr, ez eomp da goll! Met eñ, o vezañ dihunet, a c'hourc'hemennas an avel hag ar mor; ar re-mañ a davas, hag e voe ur sioulder bras.

Luke 9:39

39 Ur spered a grog ennañ, ha kerkent e laosk kriadennoù bras; neuze ar spered a hej anezhañ start, en laka da eoniñ, hag a boan e kuita anezhañ, goude bezañ e vrevet holl.

Luke 9:42

42 Evel ma tostae, an diaoul en stlapas d'an douar, hag a zifretas start anezhañ; met Jezuz a c'hourdrouzas ar spered hudur, a yac'haas ar bugel, hag en roas d'e dad.

Luke 11:22

22 Met pa zeu unan all kreñvoc'h egetañ, e tiskar anezhañ, e tilamm digantañ e holl armoù ma fizie enno, hag e lodenn e ziwisk.

Matthew 9:33

33 Pa voe kaset an diaoul kuit, an den mut a gomzas; hag ar bobl souezhet a lavare: Biskoazh n'eo bet gwelet kement all en Israel.

Matthew 12:22-23

22 Neuze e voe degaset dezhañ un den dalc'het gant un diaoul, dall ha mut, hag e yac'haas anezhañ, en hevelep doare ma komze ha ma wele. 23 An holl bobl, souezhet bras, a lavare: Ha n'eo ket hemañ Mab David?

Mark 7:37

37 Souezhet meurbet e lavarent: Kement a ra a zo burzhudus; d'ar re vouzar e ra klevout, ha d'ar re vut komz.

Mark 16:17-20

17 Ha setu ar mirakloù a heulio ar re o devo kredet: Kas a raint kuit an diaoulien em anv; komz a raint yezhoù nevez; 18 kemer a raint an naered; mar evont un dra marvus bennak, ne raio ket a boan dezho; lakaat a raint o daouarn war ar re glañv, hag e vint yac'haet. 19 An Aotrou, goude bezañ komzet outo, a voe savet en neñv, hag ec'h azezas a-zehou da Zoue. 20 Hag int, o vezañ aet, a brezegas dre holl, an Aotrou o kenober ganto, hag o reiñ kred da C'her Doue dre ar mirakloù o heulie.

Luke 4:32

32 Souezhet e oant eus e gredenn, rak komz a rae gant galloud.

Luke 10:17-20

17 An dek ha tri-ugent a zistroas gant levenez, o lavarout: Aotrou, zoken an diaoulien a zouj ac'hanomp ez anv. 18 Eñ a lavaras dezho: Me a wele Satan o kouezhañ eus an neñv evel ul luc'hedenn. 19 Setu, e roan deoc'h ar galloud da gerzhout war an naered, war ar c'hruged, ha war holl nerzhoù an enebour; ha netra ne c'hello noazout ouzhoc'h. 20 Koulskoude, n'en em laouenait ket eus ma sent ar speredoù ouzhoc'h; met en em laouenait kentoc'h eus ma'z emañ hoc'h anvioù skrivet en neñvoù.

Mark 6:14

14 Ar roue Herodez a glevas komz eus Jezuz, rak e anv a oa dija brudet bras; hag e lavaras: Ar Yann-se, an hini a vadeze, a zo adsavet a-douez ar re varv; setu perak en em ra kalz a virakloù drezañ.

Matthew 8:14-15

14 Jezuz, o vezañ deuet da di Pêr, a welas mamm-gaer Pêr en he gwele, klañv gant an derzhienn. 15 O vezañ stoket ouzh he dorn, raktal an derzhienn a yeas kuit diouti; hi a savas hag a servijas anezho.

Matthew 15:23

23 Eñ ne respontas ket ur ger dezhi, hag e ziskibien a dostaas outañ, o lavarout: Kas anezhi kuit, rak krial a ra war hol lerc'h.

Mark 1:29-31

29 Kerkent goude, o vezañ aet er-maez eus ar sinagogenn, e teujont gant Jakez ha Yann e ti Simon hag Andrev. 30 Mamm-gaer Simon a oa en he gwele, klañv gant an derzhienn, ha raktal e komzjont outañ diwar he fenn. 31 Neuze, o tostaat, en ur gemer he dorn e reas dezhi sevel; raktal an derzhienn a yeas kuit diouti, hag e servijas anezho.

Luke 7:3-4

3 Ar c'hantener, o vezañ klevet komz diwar-benn Jezuz, a gasas d'e gavout henaourien eus ar Yuzevien, da bediñ anezhañ da zont da yac'haat e servijer. 4 Ar re-mañ eta, o vezañ deuet da gavout Jezuz, a bedas anezhañ start en ur lavarout: Din eo ma rafes kement-se dezhañ,

John 11:3

3 Ar c'hoarezed eta a gasas da lavarout da Jezuz: Aotrou, an hini a garez a zo klañv.

John 11:22

22 Met anavezout a ran penaos bremañ memes, holl gement a c'houlenni digant Doue, Doue en roio dit.

Luke 4:35

35 Jezuz a c'hourdrouzas anezhañ, o lavarout: Tav, ha kae eus an den-se. An diaoul, o vezañ e stlapet er c'hreiz, a yeas kuit anezhañ, hep ober droug ebet dezhañ.

Luke 8:2-3

2 An daouzek a oa gantañ, kenkoulz hag un nebeut gwragez a oa bet yac'haet a zrouk-speredoù hag a gleñvedoù; Mari, anvet a Vagdala, a oa aet kuit seizh diaoul diouti, 3 Janed, gwreg Chuza, merour Herodez, Suzanna, ha kalz a reoù all, en sikoure gant o madoù.

Matthew 4:23-24

23 Jezuz a valeas dre holl C'halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, hag o yac'haat kement kleñved ha kement mac'hagn a oa e-touez ar bobl. 24 Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re dalc'het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re dalc'het gant diaoulien, re loariek, re seizet, hag eñ a yac'hae anezho.

Matthew 8:16-17

16 An abardaez o vezañ deuet, e voe degaset dezhañ meur a hini dalc'het gant diaoulien. Eñ a gasas kuit ar speredoù dre e c'her hag a yac'haas an holl re a oa klañv, 17 evit ma vije peurc'hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Izaia ar profed: Kemeret en deus e-unan hor mac'hagnoù, ha douget en deus hor c'hleñvedoù.

Matthew 14:13

13 Pa glevas Jezuz kement-se, ez eas kuit ac'hano en ur vag evit en em dennañ a-du en ul lec'h distro. Ar bobl o vezañ klevet-se en heulias war droad adalek ar gêrioù.

Mark 1:32-34

32 War an abardaez, pa voe kuzhet an heol, e tegasjont dezhañ an holl dud klañv, hag ar re a oa dalc'het gant diaoulien. 33 Holl dud kêr a oa dastumet dirak dor an ti. 34 Hag e yac'haas kalz a dud klañv eus meur a gleñved, hag e kasas kuit meur a ziaoul, o tifenn outo lavarout ec'h anavezent anezhañ.

Mark 3:10

10 Rak kalz anezho en devoa yac'haet, en hevelep doare ma en em daole warnañ, evit stekiñ outañ, kement en devoa ur c'hleñved.

Mark 5:23

23 hag e pedas start anezhañ, o lavarout: Va merc'h vihan a zo ar marv ganti; deus da lakaat da zaouarn warni, evit ma vo yac'haet, hag e vevo.

Mark 6:5

5 Ne c'hellas ober eno mirakl ebet, nemet e yac'haas un nebeud tud klañv, en ur lakaat e zaouarn warno.

Mark 6:55-56

55 hag e redjont en holl vro tro-war-dro, hag en em lakajont da zougen war gweleoù bihan ar re a oa klañv, e kement lec'h ma klevent lavarout e oa. 56 E pelec'h bennak ma'z ae, er bourc'hioù, pe er c'hêrioù, pe war ar maez, e lakaent an dud klañv war al leurgêrioù hag e pedent anezhañ d'o lezel da stekiñ, da vihanañ, ouzh bord e sae; hag an holl re a stoke outañ, a oa yac'haet.

Luke 7:21-23

21 En eur-se zoken, Jezuz a yac'haas kalz a dud eus o c'hleñvedoù, eus o mac'hagnoù hag eus an drouk-speredoù, hag e roas ar gweled da veur a hini dall. 22 Neuze en ur respont, e lavaras dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh hoc'h eus gwelet ha klevet: ar re dall a wel, ar re gamm a vale, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, ar c'helou mat a zo prezeget d'ar beorien. 23 Eürus eo an neb ne gavo ket a skouer fall ennon.

Matthew 26:63

63 Met Jezuz a davas. Ar beleg-meur a lavaras dezhañ: Da bediñ a ran, en anv an Doue bev, da lavarout deomp mar dout ar C'hrist, Mab Doue.

Mark 1:25

25 Jezuz a c'hourdrouzas anezhañ o lavarout: Tav, ha kae eus an den-se.

Mark 3:11

11 Ha pa wele an speredoù hudur anezhañ, e taoulinent dirazañ hag e krient: Te eo Mab Doue!

Luke 4:34-35

34 A! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Ha deuet out evit hor c'holl? Me a oar piv out: Sant Doue. 35 Jezuz a c'hourdrouzas anezhañ, o lavarout: Tav, ha kae eus an den-se. An diaoul, o vezañ e stlapet er c'hreiz, a yeas kuit anezhañ, hep ober droug ebet dezhañ.

John 20:31

31 Hag an traoù-mañ a zo bet skrivet, evit ma kredot ez eo Jezuz eo ar C'hrist, Mab Doue, hag evit, o krediñ, m'ho po ar vuhez dre e anv.

Matthew 14:13-14

13 Pa glevas Jezuz kement-se, ez eas kuit ac'hano en ur vag evit en em dennañ a-du en ul lec'h distro. Ar bobl o vezañ klevet-se en heulias war droad adalek ar gêrioù. 14 Neuze Jezuz, o vezañ aet er-maez, a welas ul lod bras a dud; truez en devoe outo, hag e yac'haas o c'hlañvourien.

Mark 1:35-38

35 Ar beure, evel ma rae c'hoazh gwall deñval, o vezañ savet, ez eas er-maez, hag o vont en ul lec'h a-du, e pedas eno. 36 Simon, hag ar re a oa gantañ a yeas d'e glask. 37 O vezañ e gavet, e lavarjont dezhañ: An holl a glask ac'hanout. 38 Eñ a lavaras dezho: Deomp d'an nesañ bourc'hioù, evit ma prezegin ivez eno; rak evit-se eo on deuet.

Mark 6:33-34

33 Met ar bobl a welas anezho o vont kuit, ha kalz en anavezas; hag o redek, war droad, eus an holl gêrioù, ec'h errujont a-raok dezho, [hag en em zastumjont en e gichen.] 34 Neuze Jezuz, o vezañ aet, a welas ul lod bras a dud, hag en devoe truez outo, abalamour ma oant evel deñved hep pastor, hag en em lakaas da zeskiñ dezho meur a dra.

Luke 6:12

12 En amzer-se, Jezuz a yeas war ar menez evit pediñ, hag e tremenas an noz holl o pediñ Doue.

Luke 8:37-38

37 Holl dud bro ar C'hadareniz en pedas da bellaat diouto, rak kroget e oa ur spont vras enno. Mont a reas eta er vag evit distreiñ. 38 An den ma oa aet kuit an diaoulien anezhañ, en pedas d'e lezel da vont gantañ. Met Jezuz a gasas anezhañ kuit, o lavarout:

Luke 24:29

29 Int a reas dezhañ chom ganto, o lavarout dezhañ: Chom ganeomp, rak an noz a zeu hag an deiz a zo war e ziskenn. Antreal a reas evit chom ganto.

John 4:34

34 Jezuz a lavaras dezho: Va boued eo ober bolontez an hini en deus va c'haset, ha peurober e oberenn.

John 4:40

40 Ar Samaritaned eta, o vezañ deuet d'e gavout, a bedas anezhañ da chom ganto; hag e chomas daou zevezh eno.

John 6:24

24 Pa welas eta ar bobl ne oa na Jezuz nag e ziskibien eno, e pignjont er bagoù hag ez ejont da Gafarnaoum da glask Jezuz.

Mark 1:14-15

14 Met goude ma voe bet lakaet Yann er prizon, Jezuz a yeas e Galilea, o prezeg Aviel rouantelezh Doue, 15 hag o lavarout: An amzer a zo peurc'hraet, ha rouantelezh Doue a zo tost. Ho pet keuz ha kredit en Aviel.

Mark 1:38-39

38 Eñ a lavaras dezho: Deomp d'an nesañ bourc'hioù, evit ma prezegin ivez eno; rak evit-se eo on deuet. 39 Hag e prezege en o sinagogennoù, dre an holl C'halilea, hag e kase kuit an diaoulien.

John 6:38-40

38 Rak diskennet on eus an neñv, neket evit ober va bolontez, met bolontez an hini en deus va c'haset. 39 Ha setu amañ bolontez an Tad en deus va c'haset, na gollin hini eus ar re a zo bet roet din, met ma'c'h adsavin anezho a varv en deiz diwezhañ. 40 Houmañ eo bolontez an hini en deus va c'haset, penaos piv bennak a wel ar Mab hag a gred ennañ, en devo ar vuhez peurbadus; ha me en adsavo a varv en deiz diwezhañ.

John 9:4

4 E-pad ma'z eo deiz, eo ret din kas da benn oberoù an hini en deus va c'haset; an noz a zeu, ha den ne c'hell labourat enni.

John 20:21

21 Lavarout a reas dezho a-nevez: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h! Evel m'en deus an Tad kaset ac'hanon, me ho kas ivez.

Cross Reference data is from OpenBible.info, retrieved June 28, 2010, and licensed under a Creative Commons Attribution License.