Breton(i)
5 Met an ael a lavaras d'ar gwragez: Evidoc'h-hu, n'ho pet ket aon, rak gouzout a ran e klaskit Jezuz, an hini a zo bet staget ouzh ar groaz.
6 N'emañ ket amañ, rak adsavet eo a varv, hervez m'en devoa lavaret. Deuit ha gwelit al lec'h ma oa bet lakaet an Aotrou;
7 it raktal, ha lavarit d'e ziskibien penaos eo adsavet a-douez ar re varv; ha setu, ho tiaraogo e Galilea, eno en gwelot; setu, em eus e lavaret deoc'h.