Matthew 27:64-66

Breton(i) 64 Gourc'hemenn eta ma vo diwallet ar bez betek an trede deiz, gant aon na zeufe e ziskibien [en noz] d'e laerezh ha da lavarout d'ar bobl: Savet eo a-douez ar re varv. An tromplerezh diwezhañ-se a vefe gwashoc'h eget an hini kentañ. 65 Pilat a lavaras dezho: Gwarded hoc'h eus, it ha diwallit eñ evel ma karot. 66 Mont a rejont eta kuit, hag e lakajont e surentez ar bez, en ur siellañ ar maen, hag o lakaat gwarded war e dro.