Matthew 23:17-19

Breton(i) 17 Tud diskiant ha dall! Pehini eo ar brasañ, an aour, pe an templ a santela an aour-se? 18 Lavarout a rit c'hoazh: Mar tou unan bennak dre an aoter, se n'eo netra; met mar tou unan bennak dre ar prof a zo war an aoter, hennezh a dle derc'hel e gomz. 19 Tud dall! Pehini eo ar brasañ, ar prof, pe an aoter a santela ar prof-se?