Matthew 14:3-5

Breton(i) 3 Rak Herodez en devoa kaset da gemer Yann, hag en devoa e ereet ha lakaet er prizon, abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur, 4 rak Yann a lavare dezhañ: N'eo ket aotreet dit he c'haout evit gwreg. 5 C'hoant en devoa d'e lakaat da vervel, met aon en devoa rak ar bobl, dre ma oa kemeret Yann ganto evit ur profed.