Mark 7:20-23

Breton(i) 20 Lavarout a rae eta: Ar pezh a zeu eus an den, eo ar pezh a hudara anezhañ. 21 Rak a-ziabarzh, eus kalon an dud eo, e teu ar soñjoù fall, an avoultriezhioù, ar gastaouerezhioù, al lazherezhioù, al laeroñsioù, 22 an avaristed, ar fallentezoù, ar faosoni, al loustoni, al lagad avius, an droukkomz, an ourgouilh, ar follentez. 23 An holl fallentezoù-se a zeu eus an diabarzh hag a hudara an den.