Mark 5:25-26

Breton(i) 25 Bez' e oa ur wreg klañv, daouzek vloaz a oa, gant an diwadañ; 26 gouzañvet he devoa kalz a boan etre daouarn ar vedisined, ha dispignet he devoa he holl vadoù hep bezañ bet diboan ebet, met aet e oa kentoc'h war gwashaat;